.NHO
234 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
bouezit ! Mez eur pouez faoz a lakit ebarz : pouez ar
garantez re vraz evidoch ho chunan.
Oh! va Breur ker, nho tamallan ket, rag ma c'hen en
em garit. Piou hor charo ni, ma ne en em garomp ket
hon unan. Hon tud koz a lavare : « evit karet gant urz
vad, karit da genta mab ho tad. » Mez mar deo gwir
ho lavar, eul lavar all a zo ker guir hag hen : « karet
dreist voder mab he dad, zo en em garet heb urz vad. »
Ha douget oump holl, siouas ! den em garet dreist
voder. Hor barnedigez a zo abalamour da ze, aliez, eur
varnedigez a dreuz.
Kemeret a rit ho palans hag ennhi e pouezit sonje-
zonou, komzou, oberou ho nesa. Mez, rak ne anavezit
ked mad ar virionez penn-da-benn, rag ma ne lennit
ket pis nag e speret nag e kaloun an dud a varnit, rak
ma talchit kount ouz ar guall-deodadou, an drouk-
prezegerez, ar falz prezegerez a glevit, e varnit gant
dallentez heb guir goueziegez : ho parnedigez a zo eur
varnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza ' rit eun den en ho palans ; mez en
eur hen ober e talchit kount euz he vadou, euz he
challoud, euz ar garg hen deuz. Lavaret a rit : « noazout
a chell ; ober vad a c'hell ive ervez ma vezo evidon pe
eneb din. » Da lakaat er valans e kemerit ho chinte-
rest : pouez faos, barnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza rit eun den en ho palans. Mez en eur
hen ober e lavarit ; va mignoun eo ; unan euz va ame-
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 235
.NTO
zeien, euz va cherent, hag en despet dhe holl vankou,
hen dizammit. A du ganthan, e lakit ho mignouniach
er valans : pouez faoz, barnedigez a dreuz.
Barn a rit, poueza ' rit eun den en ho palans, mez
en eur hen ober e lavarit pe e sounjit ne garan ket
an den-ze, displijet hen deuz din ; ha neuze, kaer hen
devezo beza mad, fur, direbech, e vezo kavet abeg
ennhan. Da boueza en he eneb e lakit ho kasouni er
valans : adarre pouez faoz, adarre barnedigez a dreuz.
Ia, va Breudeur, balans ar bed a zo bet a holl viskoaz
hag a zo, hirio, en deiz, eur valans faoz ha faziuz. Re
aliez e ro he ziskarg dar pechet, hag e klask samma ar
vertuz.
Selaouit kentoch ha guelit.
Eun den ' zo bet var an douar hag a lavaraz, eun
devez, da dud ar bed : « piou achanoch a chello kaout
abeg en hon me : Qui ex vobis, arguet me de peccato ? »
Ha koulskoude, penaoz benag mhen doa tremenet he
amzer och ober vad dan holl, he genvroïz a lavaraz,
eun devez « Tolle crucifige : stagit hen var ar groaz,
eun den difeiz eo, eun den a zizurz, liva ' ra geier
dan dud. »
Ar zent, guir zervicherien Jesus-Krist, a zo eveldhan
ha koulz lavaret, atao, ankounacheat, goapeat, disprijet
var an douar hag avechou, lakeat dar maro dre ar
grisa merzerenti.