.NHO
236 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
all, piou a velomp da veuli ha piou da dammal ar
muia ? Beza zo eur rumm dud hag ho deuz evel great
eur marchad, roet ho ger an eil degile evit ober brezel
dar vertuz. Skignet int, ama hag ahont dre bevar chorn
ar bed ha pa glevont ar gomz : « Var zao ! » ho gueler
holl var eun dro, e sevel eur skabel huel dindan treid
ar falla tud, e chober anezo eur meuleudi dispar, e
lakaat evel eur gurunen var ho fenn. Er chountrol,
kement hini a zo mad, a zo leal, a gerz gant an hent
eün, a glask an urz vad, a heuil lezen Doue, ar re-ze
a vezo goapeat, disprijet ; a vozadou e vezo taolet pri e
kreiz ho daoulagad, dre chevier ha falz-prezegerez e
vezo klasket ho zremen evit an dud falla zo er bed.
Piou a zeuio eta da goumpeza labour an dud ; piou
a lakaio da ren, e leach ar faozoniach hag an trubar-
derez, ar virionez hag al lealded ?
Eneou kristen ouz va zelaou, poanius e kavit, marteze,
hent an Envou, diez e kavit beza tamallet heb na guir na
rezon, diez, goude ober vad, beza persekutet gant ar re
all. Evel ar bleun er parkeier a bleg dan douar pa
vank ar gliz da rei dezho freskadurez, e plegit ho penn
hag e lavarit : « Beteg pegeit, o va Doue, choui hag a
zo santel ha leal, e chomot-hu heb tenna venjans evi-
domp euz ar re ' zo var an douar : Usquequo, domine,
sanctus et verus, non judicas et non vindicas sanguinem
nostrum de his qui habitant in terra ! » Rho pezet fizianz.
Doue ' varno d'he dro.
Pechenien, pecherezed, eurus och e kreiz ho tizur-
chou, goap a rit a Zoue, goap euz he zervicherien : la-
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 237
.NTO
varet a rit : « Ne meuz na feiz na religion ha pe seurt
drouk a zo koulskoude choarvezet ganhen-me ? » Doue
hen devezo he dro ; evel ma tle barn an dud just, e
varno ive an dud digoustians : Justum et impium judi-
cabit. Ha neuze, da zeiz ar varn-ze e vezo kompezet mad
pep tra : Et tempus omnis rei tunc erit.
Varlerch balans faoz ar bed, e velan en he zourn eur
valans all : balans diabeg ha difazi : balans an Aviel.
Ennhi e pouezo pep tra, ervez ar strisa lealdet : Justus
es domine et rectum judicium tuum.
Ar barner-ma, na zalcho kount nag euz ar madou,
an enoriou, ar chargou a vezo bet var an douar ; ar
paour dirazhan zo ken huel hag ar pinvidik. Na zalcho
kount nag euz ar gened, nag euz an deskadurez, nag euz
ar challoud ; dirak he zaoulagad ar vertuz hebken he
devezo talvoudegez.
Buez an ene mad a zo poezet da genta : he holl be-
dennou, he holl daelou, he holl gommunionou, aluzen-
nou roet dar paour, tentasionou trechet gant kourach,
kroaziou douget heb en em glemm, santimanchou a feis,
a esperanz, a garantez, a anaoudegez vad, he holl oberou
mad en eur ger. He Eal mad ho laka holl e skudel ar
valans evit kreski he rekoumpanz ha kaeraat he gu-
runen.
Buez ar pecher a zo poezet ive. Mez ama daouarn an
Eal mad a zo koulz lavaret goullo. Ar pedennou, an alu-
zennou, an oberou mad hen deuz dastumet a zo henvel
ouz ar frouezen a gaver er Palestin var bord ar Mor
.NHO
238 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
Maro. Ar frouezen-ze a zo, evit eur guel, kaer awalch
hag a zeblant beza saouruz. Mez pa deu ar beachour
dhe boulcha gant he zent, ne gav ennhi nemet eun
doare ludu iskis ha chouero. Evel-se ive, ar pechet
hen deuz kaset da goll, zoken, ar pez hen deuz ar
pecher great a vella en he vuez.
An drouk-eal, er chountrol, a zo leun bar he zaouarn :
ourgouil, avarisded, luxur, avi, gourmandis, buhanegez,
diegi, pedennou dizounj, gwarizi, ioulou, oberou, kom-
zou mezus, kement droug en eur ger, hen deuz great ar
pecher azalek he gavel beteg he vez, holl ho digas, holl
ho bern e pladen ar valans. Ne lez, ne ankounacha
netra evit ma rento pounnerroch a ze kastiz an ene fall.
Ha pe seurt digarez a glasko ar pecher paour evit
dizamma he goustianz ?
Ha lavared a raio hen : « Aotrou, va zempladurez a
ioa re vraz ! » Mez, setu aze tud eveldoch, ker sempl,
ken dinerz ha choui hag a zo deuet da veza sent. Perak
nho cheuz-tu ket great ar pez ho deuz great ho-unan :
Cur non potuero quod isti.
« Dallet oan gant ar bed ! » Roet em boa deoch
beleien evit ho kelen hag e tisprijach ho chomzou ;
leor an Aviel evit ho chentja ha ho cheuz hen taolet
a gostez.
« Trechet oan gant va zechou fall. » Pa zao louzeier
fall en eur park, al labourer a gemer he grog-choennad
evit ho zenna er meaz. Da zischrizienna ho techou fall,
ar zakramanchou a ioa dindan ho tourn. Ma vije bet
great evit Tir ha Sidon, kement hag a zo bet great evi-
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 239
.NTO
doch, hi ho divije guelloch great pinijen gant ludu
var ho fenn ha gouriz reun var ho c'hros-leac'h.
Ar pecher evit en em zizamma ne gavo eta digarez
ebed hag he-unan e ranko anzao ha lavaret : Justus es
Domine et rectum judicium tuum.
*
* *
Ar setanz diveza : setanz didruez ha diremed. Buez
peb den, eur vech dizoloet ha pouezet an diveza setanz a
vezo douget : setanz a vuez evit an den just, setanz a
varo evit ar pecher.
Tri dra a lako pounner braz ha chouero meurbed
setanz an den daoned. Beza ' vezo eur zetanz, didruez,
a zisparti, diremed.
Eur zetanz didruez.
Ar pez a zo guella dan den, eo eun nebeudik laoue-
nedigez en he boaniou, eo klevet a berz eun den all eur
gomz karantezuz, reseo eur merk a druez. Mez ive, ar
pez a deu da beurgreski hor rann-galoun, eo beza dilezet
en hon anken ha kavout, er pez hon deuz muia karet,
ar chenta penn-kaoz euz hor glachar.
Hogen, va Breudeur, deiz ar varn, ar pecher ne
gavo skoazel e nep tu ; hed he vuez e sounje dezhan
galloud tremen heb Doue. Touellet gant traou ar bed, ne
zante nep izom den em daol etre diouvreach he Grouer.
Mez hirio, ar bed a zo tremened. Ne jom gant an ene
nemet Doue euz eun tu hag an oberou fall euz eun tu all.
Hogen, ar guel hebken euz an dizurziou-ze a zo eur
.NHO
240 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
beach mantruz evit ar pecher paour. Koumpren a ra
brema, pegen heuzuz tra eo ar pechet, peger braz dis-
kiantiz a berz an den, peger braz dianaoudegez e kever
Doue.
E kreiz he zizesper, ne gavo sikour e nep tu.
Hirio Jesus-Krist a zo evidomp leun a vadelez. Evi-
domp eo diskennet euz an Env, evidomp hen deuz
bevet paour, prezeget he aviel, skuillet he choad
var menez Kalvar. Evidomp, noz-deiz, e chomm
var an aoter da zelaou hor pedennou, da rei dheomp
grasou, da veza magadurez hon ene. Deiz ar varn, amzer
an drugarez a vezo tremenet ha deuet amzer ar justis.
Ar Verc'hez a zo hirio madelezus. Ne c'houlenn
nemet astenn he dourn dar pecher evit parea he chou-
liou. Da zeiz ar varn, goude beza bet disprijet, e tisprijo.
Ne fello mui dezhi beza na mamm, nag alvokadez da
vourreo he mab Jesus.
Hirio, ar Zent a zo he vreudeur ; ne choulennont,
ne glaskont nemet distrei divarnhan gualinier an
Aotrou Doue ; mez beteg ar fin hen devezo kemeret eun
hent dizhenvel dioch ho hini ; hen dianzao a reont
dho zro : nher chemeront mui evit ho breur.
Hirio, hon eal mad a zo evidomp leun a deneredigez ;
zoken e kreiz hon dizurziou, nhon dilez morse. Kerzed
a ra var hor lerch en eur wela evel eur mignoun a veler
o vont beteg ar bez da heul korf maro he vignoun. Deiz
ar varn, goude beza bet dilezet e tilez, goude beza bet
disprijet e tisprijo.
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 241
.NTO
Setanz a zisparti.
Neuze a berz Doue, elez ar baradoz a ziskenno da zis-
partia ar re vad a douez ar re fall, evel ma veler da vare
an eost, al labourer gant he ridell o tenna greun a douez
ar skaodu.
An eneou dibech a vezo lakeat en tu deou dar Gador-
varn hag en tu kleiz ar becherien.
Ar vamm a vezo kemeret hag ar verch lezet a gostez :
ar mab kavet mad hag an tad kavet re skanv ; a zaou
vreur, a zaou bried, a zaou vignoun, unan a zo kemeret,
egile lezet a gostez.
Va Breudeur, ne esperan ket, gelloud rei deoch
da goumprenn, pegenn kriz eo eun henvelep dis-
parti.
Test oun bet eun devez a eun anken ar vrasa. Eur
chorf maro, korf eur chrouadurik iaouank a ziskennet
en douar. E tal toull ar bez, kroaziet he daouarn ar
vamm baour a ioa var he daoulin. Heb ober an disterra
klemmaden, e pede hag e skuille daelou. Mez pa glevaz
trouz ar genta paladen zouar o kueza var an arched e
lavaraz en eur grial forz : « Va chrouadur paour, ha
guir eo e ranki-te chomm aze ha me mont kuit ? Ha
guir eo naz kuelo mui va daoulagad, naz klevin mui o
kozeal ouzin ? Ha guir eo goude beza da zouget ha da
vaget, ne allin mui da starda var boull va chaloun ?
Ha guir eo e ranko ar vamm lavaret dhe mab kenavezo
da viken ? »
He fried a deuaz da gregi en he dourn hag a respountaz :
« Guir eo e rankomp lavaret kenavezo dhor chrouadur,
16
.NHO
242 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
nann koulskoude, kenavezo da viken, mez kenavezo er
bed all. » Eun esperanz a jomme ganthi.
Mez deiz ar Varn, an disparti zo da viken ! Biken
mui nen em veler, biken mui nen em gaver, biken
mui nen em gozeer, biken ! biken ! Eur speuren ha ne
ello netra tremen dreist-hi, a vo savet etre an eneou
kollet hag an eneou eürus.
Neuze, mez re zivezad, ar pecher a anavezo peger
choero eo he blaneden hag a lavaro gant dizesper :
« Setu ar re ma reamp, gueach all, goap anezho. Tud
» dall ma zoamp, ni a gemere ho buez evit eur vuez dis-
» kiant hag ho flaneden evit eur blaneden heb enor. Hag
» hirio, setu ho renk etouez bugale Doue hag ho lod e
» mesk ar zent. En em faziet omp eta : Ergo erravimus,
» en em faziet omp eta divar hent ar virionez ; skleri-
» jen ar justis nhe deuz ket hor sklerijennet nag heol
» ar skiant vad paret varnomp. En em skuizet hon
» deuz var hent an dizurz hag ar gollidigez, kerzet dre
» venojennou rust ha dianavezet rouden Doue. Da
» betra eo bet mad dheomp an ourgouil, bet mad fou-
» gerez ar pinvidigeziou. An holl draou-ze a zo tremenet
» evel eur skeud, evel eur channad o vont abiou, evel
» eur vag var an dour, evel eul labouz en ear ha ne
» lez var he lerch na merk na rouden. »
Komzou meurbed chouero, va Breudeur, chouero
dreist holl, pho lavarer re zivezad !
Goap a reant, goapeat int. Disprij a reant, disprijet
int. Klask a reant madou ar bed, ha madou ar bed a
zo deut da veza ar pez ma zint, eat da netra.
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 243
.NTO
En em faziet int eta, hag ar pez a beurachuo ho dizes-
per eo diveza komz ar barner just o tougen en ho eneb :
Eur zetans diremet.
Eur vech dispartiet an diou gevren, Jesus-Krist en
em dro var zu ar re a zo en tu deou dhe gador : « Deuit,
» emezhan, deuit, nann mui dar brezell. Echu eo peb
» stourmad, gounezet ar victor. Noaz oun bet hag ho
» cheuz va guisket ; naoun a meuz bet, va maget ho
» cheuz. Deuit eta, tud benniget. Pignit, pignit. Mall,
» mall bras e meuz. Rouantelez an Env a zo digor.
» Guelit he joausded, he levenez, evidoch int. Paour
» och bet, gwall gaset aliez : evit ho tigoll, setu eur
» rouantelez a bez, eur rouantelez great evidoch, eur
» rouantelez eternel : Possidete regnum. »
O setanz plijadurus ? O kelou dudiuz meurbed ! Mont
gant Doue ! Gant Doue dhe varadoz, beza kurunet a
chloar, beza da viken en eur mor a joaiou ! Pignit
eta, eneou eurus ! Kiit gant Doue ! Ho Kervel a ra !
He vugale och! Deoch e ro he vennoz, deoch en em
ro he-unan : Possidete regnun.
Mez, o va Doue, euz ar re a zo en tu kleiz, ho kroua-
durien ive, euz outho petra reot-hu ?
« Kiit, eme Jesus, kiit... » Mez, o va Doue, da beleach
e zaïnt-hi pell diouzoch ? C'houi a bign dan Env. Ha
ne gavint-hi ket ive, eur chornik benag en ho
rouantelez ? « Kiit, kiit pell diouzin : Discedite. Ho
» kalvet e meuz, ho kortozet pell hag hir ; redet e meuz
» var ho lerch evel ar pastor mad varlerch an danvad
.NHO
244 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
» dianket, ha choui a reaz ar skouarn-vouzar, a droaz
» kein ! Kiit, eta, ive brema ; heuillit ho chent atao...
» Mez pell diouzoch ha pa na jomm mui nemedoch
» gant an den, penaoz beza eurus ? » « Neo ket ho
» guelet eurus a fell din mui. Va malloz a zo var ho
» penn. Kiit, tud milliget, kiit da di an hini ho cheuz
» kemeret evit ho Toue epad ho puez. Kiit dan tan
» eternel gant an drouk-speret. »
Kristenien, krisa setanz ! doaniusa planeden ! Ran-
kout dre hor faot hon unan, gueled ar baradoz kollet,
lavaret kenavezo da Zoue, dar Zent, dhe Vreudeur,
dan eurusded, ha kenavezo da viken ! Rankout dre
hor faot hon unan kueza en ifern ha chomm ennhan da
virviken, da leski e kreiz an tan ! Rankout dre hor
faot hon-unan ha var eun dro, koll ar brasa mad, ar mad
heb mui ken ha koueza ouspenn, heb esperanz hebet, e
kreiz ar brasa malheur.
*
* *
Kristenien, va Breudeur, echu ar varn ; merket eo he
lojeiz, roet he loden da bep unan. E pe du, e pe loden
en em gavimp-ni dan deiz braz-se ?
Ma tiskenfe, ama hirio e m plas, evel ma tiskenno da
fin ar bed, Hor Zalver benniget Jesus-Christ evit ho
parn petra ' ve ho planeden ? Aze ho tourn var ho kous-
tians, petra ' lavarit achanoch hoch unan ? Taolomp
eta evez ha greomp mad hor zounj.
O va Zalver, e leach guelet en ho tourn balans ar
justis, e velan ho tiou vreach digor var ar groaz evit
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 245
pardouni. Pardoun eta evidomp holl ! Pardounet ho
cheus da Vari-Vadalen, pardounet dal laer deou ; espe-
ranz a zo eta evidomp ni ive : Mihi quoque spem dedisti.
Grit, o va Zalver, ma klevimp holl ar gomz eürus :
« Deuit, tud benniget gant va Zad, da gemeret perz er
rouantelez a ched achanoch abaoue krouidigez ar
bed. »
EVEL-SE BEZET GREAT.
* * *
.NPO