Tostaad a ra, a vloaz da vloaz, a heur da heur, an
devez bras leun a spouroun, leun a enkrez a dle beza
test da finvez ar bed. Pe da vare e cherruo hen, an
devez-se ? Kristenien, nher gouzon ket ha den nher
goar ; mez ar pez a chouzomp, a dra zur, eo e choar-
vezo neuze traou estlammuz meurbed.
An teir walen a gastiz : ar gernez, ar vosen hag ar
brezel a bourmeno dre douez an dud, ar chaon hag an
dristidigez. Al loened er choajou a iudo gant an naoun ;
ar rouanteleziou en em zavo an eil a eneb heben hag an
dud a zizecho divar ho zreid gant ar spount hag an
dienez.
An Antekrist, en he zourn holl challoud, holl finesa
an drouk-sperejou ifern, a reio var an douar ar bur-
zudou ar re vrasa evit distaga 'n dud dioch lezen ar
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 229
.NTO
guir Doue. Goudeze, an heol a gollo he sklerijen, al
loar a zeuio e liou dar goad, ar mor dijadennet a
lammo dreist an torr-aochou ar re huella evit goueledi
an douar ; ar stered faziet, divar ho hent, a gouezo euz
an Env, ha da fin holl, ar bed, gant kement a zoug, a
vezo sebeliet en eur mor a dan.
Neuze e vezo klevet trompil an eal o tregerni varzu ar
pevar avel hag o lavaret: « Savit, tud varo, ha deuit dar
varn : Surgite mortui. »
Ker buhan, ar garnel a roio he relegou, ar bez a zis
taolo he gorfou maro, ar mor a zislonko ar re veuzet.
Holl kement a zo bet, a zo hag a dle beza choaz var an
douar, hol e savimp en hor zav a nevez flamm hag en
em gavimp var eun dro, echarz treid ar gador-varn.
Jesus-Krist var eur goabren skedus ; en dro dezhan
eun niver dreist-kount a Elez hag a Zent, en he zourn
leor an Aviel ha kroaz ar Chalvar, a ziskenno da varn
pep unan ha da renta dan holl ervez ho oberou :
Justum et impium judicabit.
Euz ar pez a dremeno neuze eo e meuz, hirio, da
gozeal deoch.
Ar varn a velan ennhi tri dra : Eul leor, splamm ha
guirion, leor ar choustiansou ; eur valanz diabeg ha
difazi, balanz an aviel ; eur zetanz, didruez ha diremed,
setanz Jesus-Krist.
Euz al leor, ar valanz, ar setanz-se e lavarin deoch,
dioch renk, eun nebeut komzou.
.NHO
230 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
*
* *
Leor ar choustiansou.
Ar bed-ma, kristenien, pa daolan varnhan eur zell
piz hag eveziek, a gavan meurbed din a druez. Petra, e
guirionez, a velan-me var an douar ? Guelet a raan eur
rumm dud hag a denn evel fouge deuz ho dizurziou ;
breset ho deuz ho choustians dindan ho zreid, ha mou-
get en ho chaloun mouez feiz ho badiziant. Ha brema,
dishenor ho zud, rann-galoun greg ha bugale, skuer fall
ho farrez e kerzont digabestr var hent an drouk, e ver-
niont a zeiz da zeïz pechet var bechet evel pa nho
defe euz ho buez, kount ebed da renta.
Lod all, dindan diaveaz eur falz honestiz, a guz eur
galoun loudour ha prenvedet. Tremen a reont evit tud
vad, tud renket, tud a zoujanz Doue. Sellou laouen ' zo
en ho daoulagad, komzou flour var ho muzellou, mi-
gnouniach en ho mouschoarz epad ma zeo leun ho
spered a zonjou mezus, hag ho chaloun a warizi, fal-
lagriez, dislealdet, trubarderez, oberou fall. Mez aketuz
int da ober an drouk e kuz ; evit mankout dar pez a
dleont da Zoue, dan nesa, dezho ho-unan, e klaskont an
hent distro, an denvalijen ; ha neuze goude beza pechet
dre guz, duet brud-vad an nesa, great outhan gaou en
he vadou e lavaront : « Piou biken a anavezo kement-
ma ? Ne meuz bet, euz va oberou, ken test nemet an
denvalijen ; va choustians va unan, hebken, a choar
petra ounn ha nikun na chello, morse, goud ar pez zo
tremenet ennhi. »
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 231
.NTO
Ah ! va Breudeur ha va Choarezet kristen, en em
fazia ' rit. Eul lagad a zo hag a vel pep tra, a lenn e ple-
gou kuzet kaloun peb den, a zizolo ar virionez e kreiz
an noz an tenvalla : lagad an Aotrou Doue, lagad atao
digor, noz-deiz, var an drouk, digor var ar mad. Eur
bluen a zo hag a skrif pep tra. Bloaz ha bloaz, deiz ha
deiz, heur hag heur, hoch holl oberiou a zo kaieret. Ke-
ment hen deuz al lagad guelet, ar bluen hen deuz skrivet.
Adalek ho chalanad kenta betek ho chalanad di-
veza, ho puez hed-ha-hed, a vezo, neuze, displeget dira-
zhoch ; pechejou ho pugaleach, pechejou ho iaouankiz,
deiz ar pardoun-ma, ar foar-zount, en nosveziou, en
ebatou, en dansou, ken etrezoch ho chunan, ken etre
ar iaouankiz all ; ar pechejou great var an diskar oad,
great en ho kosni mar hen deuz Doue ho lezet da goza :
kement ho pezo kuzet guella ma ellot ouz lagad eun tad,
ouz skouarn eur vamm, ouz kaloun eur mignoun. Ar
mad zokenoch ho pezo great, mez great dre fouge evit
tenna varnoch meuleudiou an dud ha marteze, evit
lakaad unan benag da gueza er pechet, eno e vezint di-
zoloet holl : Quidquid latet apparebit ; ha dizoloet dirak
ar bed holl a bez.
Ia, neuze, ann holl a velo ho puez, ho puez displeget,
ledet dirazho evel lizerennou eul leor digor. An holl a
chello he foueza, he choumpren.
Ha choui, choui ne chellot nach an disterra tra.
An testou en hoch eneb ne vankint ket. An Env an
douar, an heol, ar stered, an noz, an deiz, holl e
kavint eur vouez evit ho tamall ha lavaret : « guir
.NHO
232 VAR AR VARN ZIVEZA
.NTO
eo, test oump a gement-se. » Hoch eal mad koulz hag
ho troug-eal a lavaro : « ia, guir eo : test omp a ze ; »
ho touarou, ho ti, ho kuele a lavaro : « ia, guir eo :
Lapides clamabunt, lignum quod inter juncturas est ædi-
ficiorum, respondebit. » (Heb. II, 11).
Hag ar pecher paour, petra e teuio hen da veza,
neuze, gant ar vez ha gant an disesper ?
Va Breudeur, ma rofe din an Aotrou Doue, ar
galloud da lenn ama en ho kalonou ha da zigeri dirag
an holl, leor ho koustians, piou ac'hanoc'h c'houi a
lavar-fe : « Mad, ia, ne ran ket a forz, aotreal a ran
kement-se ? » Piou, er chontrol, na choulen-fe ket koll
kentoch peb vad, eget guelet he vuez displeget penn-
da-benn ? Ha koulskoude, piou a velan-me en iliz-ma ?
Ho kerent, ho mignouned, ho chamezeien, ho ken-
barrisioniz : tud ho deffe truez ouzoch, tud hag a
choulen-fe ho tizamma.
Evit peur-greski, peur-gernia mez ar pecher, tal-ha-
tal gant he vuez, Doue a lakaio, buez an den just.
Var an douar, nag a gristenien vad, a vev dianavezet
gant ar re all ! Kemeret a reont kement a boan da
guzat ho vertuziou hag ho zantelez ha ma kemer an
den fall da guzad an drouk a ra. Ober a reont ar mad,
nann evit plijout dan dud, mez evit plijout da Zoue ; en
em zantifia ' reont aliez heb goud da nikun euz a
gement ho guel. Ho buez a dremenont er guel a Zoue,
hebken. Pedi a reont en eur ober ho labourou pem-
deziek, meuli Doue e korn kuz ar goustians ha dougen
.NHO
VAR AR VARN ZIVEZA 233
.NTO
ho chroaziou heb en em glemm. Ho bugaleach a voue
pur, ho iaouankiz dibech, ho chosni direbech :
krouadur sentuz, pried mad, tad karantezuz, leal er
marchajou, koustiansuz en ho chomzou, santel e pep
fesoun pe atao prest da ober pinijen euz an disterra
mank, ho deuz tremenet ho amzer e doujans Doue heb
na klask na goulen meuleudiou an dud.
Mez Doue hen devezo dalchet kount a bep tra.
El leor ar choustiansou, koulz ha buez ar christen
fall, eo merked buez ar christen mad ; hag ar pecher
pa he guelo a zanto choaz evel kresket hag he vez hag
he zismeganz.
Eur veach, pep tra e se dizoloët Doue zigaso he
valans, eur valans diabeg ha difazi : balans an aviel.
*
* *
Goude ma vezo eta, bet displeget dirak an holl buez
pep unan achanomp, e leor splamm ha guirion hor
choustiansou, eur valans a vezo digaset hag ennhi, er
valans-se, e vezo gant ar strisa lealded, pouezet hon holl
oberou.
Va Breudreur, an dud ho deuz ive ho balans evit
barn ha poueza ho hentez. Mez ho balans a zo eur
valans fazius, disleal, eaz da lakaat da gostezia en tu ar
gaou ; ar poueziou a lakeont ebarz a zo poeziou aliez
faoz, rentet bep eil tro, skanv pe bounner gant an
interest, ar vignouniach, an dallentez hag ar gasouni.