VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZED KRISTEN,

Ar bed-ma na d’eo evidomp nemet ar pez ma zeo evit

eur beachour, en eur vro estren, eul lochennik roet

d’ezhan evit tremen eun nosvez. Pa darz an deiz an

divroad a lavar : « Sklear awalc’h eo da vale ! » Hag

heb koll he amzer o sellet ouz ar c’houdoren ma hen

deuz ennhi kemeret he gousk, e krog en he benn-baz

hag en em laka en hent evit tostaat ouz he vamm bro.

Eveld’han, va Breudeur, ni a zo beachourien o vont a

dreuz eur vro estranjour, varzu hor guir vro. Kerzet a

reomp euz an amzer varzu an eternite, euz an douar

varzu ar bed all.

Mez aliez, re aliez siouas, e tiguez d’heomp staga hor

c’haloun ouz ar pez a gavomp var hon hent, chomm

gantho da goll hon amzer hag ankounac’haat penn hor

.NHO

VAR AR MARO 211

.NTO

beach ; henvel e kement-se euz bugaligou dizounj a

veler bepred o c’hourlerc’hi pe o kuitaad ar venojen

evit kutuil bleuniou didalvoud.

Setu perak, e teuan hirio, evit ho tistaga guella ma

c’hellin dioc’h madou egoll ar vuez-ma hag ho lakaat

da zerc’hel atao ho taoulagad troet varzu an Env, da

lavaret deoc’h ar pez a lavaraz gueach all, ar profet

Isaias da Ezechiaz : « Lakit urz en ho tiegez, rak mervel

a reot ha ne vevot ket : Dispone domui tuæ quia mo—

rieris tu et non vives. »

E tri c’her : — mad eo sounjal er maro ; — mad eo

en em brepari d’ar maro ; — mad eo gouzout petra eo

ar maro : Setu ar gelennadurez-ma.

*

* *

Mad eo sounjal er maro.

Va Breudeur ker, evit klevet eun den o kozeal ne

dleomp ket ober re a van. Aliez e c’hen em fazi he-unan,

pe ma n’en em fazi ket e klask fazia ar re all.

Mez pa gaoze an Aotrou Doue, neuze ni a dle atao

selaou, stoui hor penn ha lavaret : Doue na c’hell nag

en em fazia he-unan na klask fazia den ebed : ar pez a

lavar a c’hoarvez atao.

Hogen, va Breudeur, Doue hen deuz komzet. Eur

gomz hen deuz lavaret eneb an den ; eur setans hen

deuz douget : « poultren out hag e poultren e tistroï :

Pulvis es et in pulverem reverteris. »

Pa grouaz ac’hanomp evit guir, Doue n’hor c’hrouaz

ket evit mervel. Goude beza tremenet er bed-ma eun

niver bloaveziou, hir pe verr, ni a dlie beza douget da

.NHO

212 VAR AR MARO

.NTO

eur vuez velloc’h heb rankout gouzaon ar maro. Mez ar

pec’het a zo deuet da zizober, da freuza labour an Aotrou

Doue hag ar maro zo deuet varlerc’h, da gastiza ar pec’het-

se : Stipendium peccati, mors. Adam hag Eva a dorraz

difenn an Holl-C’halloudek, ha goude ho dizentidigez,

an Holl-C’halloudek a lavaras d’ezho ha dreizho d’ho

bugale : « Poultren oc’h hag e poultren e rankoc’h dis-

trei : Pulvis es et in pulverem reverteris. » Ar zetans-se,

spourounus ma zo nikun, a vez skrifet gant dourn Doue

he-unan var dal kement hini a zeu er bed : mervel a

ranki !

Kaer hor bezo klask pellaat ar maro diouzomp, eun

devez a zeuio ma rankomp diguezout ganthan tal-ha-tal.

Mar tiskennomp betek kaloun an douar, hen a ziskenno

d’hon heul ; mar tec’homp betek kreiz ar mor doun,

eno ni her c’havo ; mar deomp betek ar penn pella an

douar, dre eno ivez e tremen. Doue a roaz d’ezhan gal-

loud var an holl draou krouet hag a zo falvezet ganthan

e tiskarfe kement a zo, mesk ha mesk heb espern netra.

Na doujanz na respet evit teneridigez au c’hrouadur

bihan en he gavel, evit nerz ha gened an den iaouank e

kreiz he vrud, evit bleo guenn an den koz, evit paou-

rentez an izomek, evit danvez ar mondian, evit vertu-

ziou an den santel, evit deskadurez an den goeziek. Ar

gened, an nerz, ar galloud, ar madou, an deskadurez a

c’hell beza mad da galz a draou, mez nann da brena

buez. Neuz forz piou e c’halfomp beza, pep kammed a

reomp, pep halanad a dennomp a dosta ouzomp ar maro

hag hon tosta outhan.

.NHO

VAR AR MARO 213

.NTO

Mar fell d’heomp goud dreizomp hon-unan e pe c’hiz

e teu da vir zetans an Aotrou Doue, greomp eur zell var

ar bed ha ni her guelo.

Greomp da genta eur zell var hon lerc’h.

Petra eo deuet, hirio, da veza kement all a dud hag ho

deuz, en ho amzer, great kalz trouz var an douar ! Des-

kadurez ha madou, gloar ha galloud a ioa etre ho daouarn ;

armeou braz a zeue, a iea var eur gomz hebken euz ho

ferz. Hirio, petra int-hi ? Marteze ho hano zo skrivet var

histor ho bro. A veac’h peadra a lavare an Napoleon

koz, gueach-all, a veac’h peadra da ober danvez eun

them da eur skolaër iaouank o koummanz deski al

latin : ha setu holl ! Ho c’hurunen, ho galloud, ho des-

kadurez, ho madou a zo etre daouarn re all deuet var

ho lerc’h. Hag euz ho c’horf paour koulz ha deuz korf

an disterra den, ne jomm nemet eun nebeut ludu a ve

gellet dalc’her var bal dourn eur c’hrouadur tri mis.

Greomp brema, eur zell en dro d’heomp.

Piou a velan-me ama, en iliz-ma ? Eun nebeudik a dud

koz ; an darn-vuia tud e kreiz ho brud ; eul lodennik

a dud iaouank flamm.

Mad, lavarit d’heomp, c’houi hag a zo guennet ho

pleo gant ar bloaveziou, lavarit d’heomp petra eo deuet

da veza ar re zo bet, er memez devez ganeoc’h, douget

ho hano var gaierou ar vadiziant, ar re ganeoc’h ho deuz

great ho c’henta pask. Peleac’h e maïnt-hi hirio ?

Lod, taolet er meaz euz ho bro gant eur blaneden di-

druez, a zo guennet ho eskern var an douar estren, pell

.NHO

214 VAR AR MARO

.NTO

dioc’h ho zud ; lod all ' zo diskaret gant taol ar maro a

zirag ho taoulagad ha marvet etouez ho zud. Digemeret

ho c’heuz ho halanad diveza, ho arvested goude ho

maro, douget ho c’horf var ar varv-skaon hag ho dis-

kennet en ho lojeiz diveza. Hirio, pa rit eur zell en dro

d'heoc'h e lavarit : « An hen-ma-hen, a ioa eur bloaz

kosoc’h evidon ; an hen-ma-hen, euz ar memez bloaz

ganhen ; ha setu hi maro ! Dizale me a vezo ar c’hosa

den euz ar barrez ! »

Lavarit d’heomp, c’houi tud e kreiz ho prud ha

c’houi tud iaouank, peleac’h e ma int-hi, hirio, ar re a

zo bet ganeoc’h var skinvier ar skol gatekis, ar re ho

deuz en ho bugaleach, c’hoariet ganeoc’h dindan ar me-

mez guezen ha var ar memez flourennou. Eveldoc’h e

seblantent dleoud beva pell hag hirr. Mez ar maro zo

deut d’ho zurpren e kreiz ho iaouankiz, ha ni, ho pe-

leien, ni pa hon deuz, varnezho, taolet ar genta paladen

zouar, a zo deuet d’heomp da zounj euz a gomzou al

levriou sakr : « Ar vuez a zo evel eur skeud hag a dre-

men, evel eur bouil moged hag en em freuz en ear ;

evel eur goumoullen kaset gant an avel ; evel eur vag

var an dour ha ne lez merk ebed euz he guenojen ;

evel ar bleunv diwanet hag a veler ker buan flastret

dindan an treid : Quasi flos egreditur et conteritur.

Mez, va Breudeur ker, perak kozeal deoc’h euz ar

maro ? N’eo ket c’houi, ia c’houi, eo a dlefe kozeal e m’

leac’h ? C’houi koulz ha me, a c’hoar ervad petra eo ar

maro ! Peleac’h e ma, hirio, an tad, hirio, ar vamm ho

.NHO

VAR AR MARO 215

.NTO

deuz ho maget, ho savet ? Tadou ha mammou, peleac’h

e ma ar mab, ar verc’h, ar c’hrouadur a garac’h

kement ? Evitho e labourac’h, e poaniac’h noz-deiz.

Lavaret a reac’h : « divezatoc’h, hi, d’ho zro, a roio

d’heomp bara pa ne c’hellimp mui labourad ! » Hag

hirio, hoc’h-unan en ho ti, e welit gant an anken o

sounjal eo deuet ar maro da gerc’hat en ho raog ar

vugale a esperac’h lezel gantho ho tanvez. C’houi

' lavare : « Serri a raïnt d’heomp hon daoulagad, pedi

' raïnt evidomp. Ha pa dalv, choui eo ho c’heuz

guelet ho archedi, c'houi eo a ia d'an daoulin, var ho

bez, evit pedi an Aotrou Doue da gemered truez ouz ho

eneou. Peleac'h ar breur, peleac'h ar c'hoar a zo bet

maget ouz ar memez taol, savet dindan ar memez toen ?

Kemeret ho deuz hent ar veret : gourvezet int en douar

benniget.

Ia, kristenien, sellit en tu ma karot, e pep leac’h,

c’houi a velo, mar taolit evez, hano ha labour ar maro.

Sellit ouz ho touar : labouret int bet gant tud, hirio

maro ; ouz ho ti : ar rumm dud a ioa ennhan en ho

raog, eat eo da anaon ; ar guele ma kouskit ennhan, an

dillad a zougit : marteze guele, marteze dillad eun den

maro ; ar boued a astenn ho puez : roet eo deoc’h gant

dourn ar maro ; an hent a gemerot evit mont euz an

ilis-ma d’ho ti : hent heuliet, gueach all, gant tud,

hirio, maro.

Sellit ouzoc’h hoc’h-unan. Nag a bed barrad klenvet,

a bed danjer, a bed stokad ho c’heuz c’houi bet dija !

Ar maro a zo, beteg-hen, eat abiou deoc’h, heb ho

.NHO

216 VAR AR MARO

.NTO

samma, guir eo. Doue hen deuz lavaret : « lez, lez

c’hoaz. » Mez ho c’heur a zeuio ha pep tra hen diskuez

koulz en amzer dremenet hag en amzer vrema.

Ha koulskoude, tra meurbet estlammus ! ne zonjomp

ket er maro. An holl a varv en dro d’heomp hag en eur

vervel a lavar « Hodie mihi, cras tibi : hirio va zro

me, da dro te, varc’hoaz ! » Ha ni, er c’hountrol, a lavar :

« Maro an hen-ma-hen ! Mad : doanius eo, rag he dud,

tad, mamm, bugaligou ho doa c’hoaz izomm anezhan !

Maro eo an hen-ma-hen ! Mad : glac’harus eo kement-se !

Mez pell zo, ma kemere eur stum fall. N’oa ket eun den

iec’heduz hag ouspenn ne daole tamm evez ebed ! »

An hen-ma-hen, a zo bet lazet gant he gar. Ha ni

lavar : Mad, evelkent, trist eo eun hevelep maro. Mez

ive n’oa ket ampart en he labour. » E leac’h ma tlefemp

lavaret : « Eveld’han, me a meuz kar ha kezek hag

eveld’han e c’hellan mervel ! »

*

* *

Mad eo en em brepari d’ar maro.

Va Breudeur ker, ar maro eo porzier ar bed all. Hen

eo a zo karget da zigeri d’heomp dor an eternite. Mez

en eternite, me a vel diou zeumeurans dizhenvel : ar

baradoz hag an ifern. Dor pehini a zigoro evidomp-ni ?

An nor hon devezo c’hoant : ar joaz ’ zo kinniget d’heomp

gant Doue.

Eur maro mad a zigor dor an env : eur maro fall a

zigor dor an ifern. Hogen, va Breudeur, ar maro a

vez peur-vuia ha zoken, koulz lavaret atao, ar pez ma

.NHO

VAR AR MARO 217

.NTO

vez bet ar vuez : goude eur vuez vad ; maro mad ; goude

eur vuez fall : maro fall. Evit kaout eost mad en eur

park, e ranker he gentelia ervad, he drempa a zoare,

hada ennhan greun disklabez, he c’hoennat pa zeu ar

mare hag hen diwall a zroug. Er memez tra ive, evit

kaout eur maro mad, eo red poania epad ar vuez, eo red

en em brepari d’ar maro.

En em breparit eta, va Breudeur ker, hag : 1° En em

breparit a hirio. Na lavarit ket : « Me a c’hedo diveza-

toc’h ; da benn bloaz, pa em bezo kaset da benn an

affer-ma, al labour-zont, me en em breparo. »

C’houi a velo, eme c’houi, c’houi en em breparo ! ia

pe na velot, ia, pe na en em breparot ket. Hen ober a

reoc’h ma ve lezet ganeoc’h amzer. Ha piou a lavar ho

pezo an amzer-ze ? An amzer a zo etre daouarn an

Aotrou Doue. An devez hirio a zo deoc’h ; an devez

varc’hoaz n’hen deuz promettet da zen.

Ar c’hountrol eo a lavar. Gourdrouz a ra an neb a lez

he zilvidigez var var. Selaouit kentoc’h he gomzou :

« Dont a rin, eme hor Zalver, evel ma teu al laer : Sicut

fur. » Al laer a zeu en noz ; klask a ra an denvalijen ;

tostaat a ra heb trouz, dre guz ; gedal a ra ma vezer

dizounj pe gousket, ha neuze, heb goud da zen, eo e ra

he laerounsi. Mar teuer d’hen dizelei, al laer a vez dija

en ti, hag aliez krenvoc’h evit ar perc’hen. Evel-se ive,

eo e teuio ar maro, dre guz, heb rei kelou ebed ; ha

par her guelot e viot dija re zivezad : Sicut fur.

Dont a raio evel eul luc’heden : Sicut fulgur.

Setu aze, euz ar goalarn, eur goumoullen zu o pignat

.NHO

218 VAR AR MARO

.NTO

en Env. Petra zoug en he c’hreiz ar goumoullen-ze ?

Daoust hag avel, daoust ha kazarc’h, daoust ha glao ?

Evelkent e pign, e pign atao : dija eo ganthi, stignet

holl bolz an Envou ha mouget sklerijenn an deiz. Sou-

den, en eun taol kount, eul luc’heden c’hlaz ha da heul

eun tarz kurun ! Setu poltred ar maro.

Santout a rit marteze, da genta, evel eun diezamant

heb hano. Ho penn zo pounner : beac’h zo var ho tiou

skoaz : ar goumoullen o tont a vel. Taol ha taol an

drouk a gresk, ho penn a faout, poan ho c’heuz en hoc’h

izili ; en em daol a rankit en ho kuele : ar goumoullen

o pignad. Souden, varlerc’h, pa na zounje den, eul

luc’heden a bar, eun tarz kurun a groz : e ma o tre-.

men ! Maro eo ! Sicut fulgur.

Tizet e viot gant ar maro evel ma vez ar zilien tizet

gant higen ar pesketour : Sicut pisces capiuntur hamo.

Sellit ouz an den-ze a velit e ribl ar ster pe var bord

an aod. Staga ' ra eur beg houarn korgamm, ouz penn

eun neuden ha var ar beg houarn-ze e laka eur pren-

vik biban pe eur gellienen, ha goudeze, hen taol en dour.

Etre daou, ar zilien en eur zont hag en eur vont dre

greiz ar ster, a vel ar prenvik tentuz hag heb sounjal e

drouk a lavar : « Mad da zribi. » Mez en eur gredi kregi

er vuez e krog er maro ; da heul ar boued e lounk an

higen.

Evelse, ive, c’hui hoc’h-unan a vezo marteze skoet. La-

varet a rit : « plijadur hon devezo er foar-ma, en hebad-

zount. » Hag ar maro hen deuz stignet he voued var an

hent ma tremenit dreizhan. Staga rit ho penn ouz eur

.NHO

VAR AR MARO 219

.NTO

picherad dour ien e kreiz ho c’huezen : dour ien, eme

c’houi, a dorro va sec’het : eva ’ rit d’he heul eur gaouat

fleureuji. E maoc’h ouz taol gant eur mignon ; dribi a

rit eur barrad klenvet tomm, eva eun taol goad, pe

gemeret eur vesventi hag ho c’hastenno maro e korn

an hent : Sicut pisces capiuntur hamo.

Bezit, eta, var c’hed ha dalc’hit, atao, urz vad en ho

koustianz.

E c’hallit evit guir mervel dre eur c’hlenved hir, e tre

diou vreac’h ho tud, santout ar maro o tont kammed ha

kammed ; mez e c’hallit ive mervel dre veuz, dre laz, en

eun taol kount, heb den var ho tro, evit digas d’eoc’h

da zounj euz an Env.

2° En em breparit holl rak holl e varvot.

E pe c’his ha pe da vare e rankimp-ni mervel : an

eil hag egile a zo kuzet e pleg dourn an Aotrou Doue.

Mez ar pez a c’houzomp mad, ar pez hen deuz Doue he-

unan en em garget da zeski d’heomp eo e varvimp holl :

Statutum est omnibus hominibus semel mori. Ar maro na

zouj, na respet nikun.

Planeden eun den a zo kuzet ouz an dud all ; n’euz

ken nemet eun dra hag a c’heller da c’houzout ervad

divar he benn : mervel a raio. Pep tra er vuez a zo am-

jest ha diasur, eme sant Aogustin : eun dra hebken a zo

sur : ar maro : Omnia in futurum servantur incerta, sola

mors certa.

Setu aze, eme ar memez sant, eur c’hrouadur consevet

e kof he vamm. Ha dont a reio hen, ia pe nann, da velet

.NHO

220 VAR AR MARO

.NTO

sklerijenn an deiz ? Den n’her goar : Forte nascetur,

forte abortivus erit. Mar teu d’ar vuez, ha beva a raïo hen

pell pe neubeut amzer ? Den n’her goar adarre : Forte

vivet, forte non vivet. Mar bev pell, ha beza vezo hen

paour pe binvidik ? Den na c’hell lavaret : Forte dives

erit, forte pauper. Pe seurt stad a vuez a gemero hen ?

Labourer, den a bluen, den a vor, den a vrezel ? Nikun

na c’hell her goud. N’euz nemet eun dra hag a c’hel-

lomp da waranti : n’euz fors petra e vezo a hent all, mer-

vel a ranko pa skoio he heur : Sola mors certa.

Ma vije lavaret d’heomp ; euz a ugent, unan a jommo ;

euz a gant unan a dec’ho ; euz a drizek kant mil, unan

a vezo espernet ; me a lavarfe deoc’h da m’ zro : ho

c’hesperanz a zo bihan. Evelkent, esperout a c’hellit !

Mez pa zeo guir e rankomp holl kuitibunan distrei e

poultren, holl e tleomp en em brepari.

Setu eno perak, eun taolenner gueach all, resevet urz

ganthan, pedet da ober poltred ar maro, a reaz eun dra

meurbed estlammuz da velet.

E traon an daolen e lakeas poltred holl grouadurien

ar bed-ma : paour, pinvidik, koz, iaouank, pec’her ha

dibec’h ; holl ho dastumaz en eur bouchad. Azioud-ho

e reaz poltred an ankou. En he zourn eur c’hleze a dan

atao an eulf o strinka anezhan hag ar re, ma kueze var-

nho eun eulfen a varve raktal. Hen ober a reaz heb

daoulagad, evit diskouez ne anavez na kar na mignoun.

Hel lezel a eure heb diskouarn, evit rei da entent eo bouzar

ouz klemmou ha pedennou an dud, ha var he dal, e

skrifaz komz al leoriou sakr: « merket eo e ranko peb

.NHO

VAR AR MARO 221

.NTO

den mervel eur veach : Statutum est omnibus hominibus

semel mori. »

3° Mad eo en em brepari a zrevi, rag ne varver ne-

met eur veach.

Va Breudeur ker, eur prosez ho c’heuz ? Outhan,

mar karit, eo stag ho madou, ho prud vad, ho puez ?

Neuze petra ' rit ? Sounjal a rit er prosez-ma noz-deiz.

Ne espernit netra, nag poan, nag amzer, nag arc’hant

evit dont a benn d’her gounit ? Goulen a rit kuzul ; dek,

tregont gueach e zit da di eun alvokad goeziek, ha

pell e maoun dioc’h ho tamall. Mad a rit difenn ho

peadra, hoc’h enor, ho puez. Koulskoude, mar kollit

dirag eur barner, c’houi a c’hell dougen klemm dirag eur

barner all, ha mar kollit an eil gueach, mont c’hoaz

dirag eur barner huelloc’h.

Mez setu ama evidoc’h eur prosez all ; digoret eo etre

ar vue hag ar maro, etre an Env hag an ifern, eur pro-

sez hag a zo rak-se, stag ounthan ar pez ho c’heuz a huella

priz : eurusded pe valheur heb fin. Poanit eta d’her gou-

nid. Sounjit ennhan noz-deiz. Pellaït kement a c’helfe

ober deoc’h her c’holl : klaskit kement a c’helfe ober

deoc’h her gounit. Na espernit netra. Ha kentoc’h evit

her c’holl, kollit tout.

Mar em bije daou ene da goll, a respountaz eur zant

da eun impalaër, em bije otreet marteze koll unan evi-

doc’h. Mez pa na meuz nemet unan, ha pa na c’hellan

ouspenn he c’holl nemet eur veach, e rankan, koust pe

ne goust, he zavetei, hag he zavetei en taol kenta.

.NHO

222 VAR AR MARO

.NTO

Var an douar, e c’haller euz ar stad a bec’hed distrei

d’ar stad a c’hras, euz a gristenien vad dont da veza

kristenien fall. Goude taol ar maro, se na vezo mui e

galloud an den. Ar vezen a jommo, eme ar Speret-

Glan, e leac’h ma vez kouezet. Ne varver nemet eur

veach : Semel mori : ha goude ar maro ar zetans a vezo

douget a jommo da viken.

*

* *

Mad eo koumpren petra eo ar maro.

Va Breudeur, stad an dud var an douar a zo meurbed

dizhenvel. Lod evit lojeis n’ho deuz nemet eul lochennik

dirapar, evit guele eur vriad raden pe golo draillet ; goude

poania, en em viska paour, en em vaga dizispign, ne

gavont ket atao var gorn an daol, pa zeu an noz, an

tamm bara du a dle terri ho naoun antronoz-vintin.

Lod all, daoubleget dindan ho anken, ne gavont nemet

tristidigez var an douar.

En ho c’hichen an dud eurus ervez ar bed a vev e

kreiz ar blijadur. Arc’hant, enoriou, kargou huel, holl

e maïnt etre ho daouarn. An ti kaer-ma, ho zi eo ; an

douarou-ze, d’hezo int ; meuleudi, iec’hed, digoradur :

dezho netra ne vank.

Mez, va Breudeur, nag ar re zo er joa na dleont

kemeret fouge, nag ar re a zo er boan na dleont ket

mankont a gourach.

Var an hentchou bras, me a gav eur c’hantonier karget

d’ho c'houmpeza, da stanka 'n toullou, da ziskar an

torgennou.

.NHO

VAR AR MARO 223

.NTO

Var hent ar vuez, Doue hen deuz ive lakeat eur c’han-

tonier, ar maro, da goumpeza pep tra etouez an dud.

Hag e guirionez, kristenien, petra eo ar maro, a zounj

deoc'h c'houi ? Mar her c'houmprenan mad, ar maro zo

var eun dro : — Kenavezo d’ar bed ha da holl vadou ar

bed ; — kenavezo d’ar gerent ha d’ar vignouned ; —

kenavezo d’ar c’horf he-unan.

Kenavezo d’ar bed ha da holl vadou ar bed.

Var ar iec’hed, ar bed, gant he blijadureziou, he eno-

riou, he vadou, a zeblant beza eun dra benag. Mez divar

guele ar maro, traou an douar a jench meurbed a liou.

Setu aze eun den o vont da vervel. Evithan n’euz mui

kelou nag a zanvez, nag a blijadur. Diouthan ar bed ha

traou ar bed a bella a heur da heur. Abarz nemeur he

di ne vezo mui he di, he arc’hant ne vezo mui he

arc’hant. Ar guele ma zeo gourvezet varnhan a vezo

da eun all. Euz ar roched a zoug eun all a lavaro

« va roched ! » A veac’h ma hen deuz tennet he

halanad diveza, an heritourien a zeu hag a lavar :

« d’in-me e vezo ar pez dillad-ma ha d’id-te an tamm

douar-ze. » Ranna ’ reont ken etrezo, madou an den

tremenet, nann, aliez, heb en em rebech divar ho

fenn. Pep hini a ra hag a gemer he lod.

Mez lod an hini maro, peleac’h e ma ? Lod an hini

maro ? Eur goz linser, aliez ar falla zo en ti, pemp pe

c’huec’h planken, eur penn vele kolo draillet, dindan he

benn : setu he lod! He lod c’hoaz a zo eun toull en

douar an ankounac’h ; ha c’hoaz ne vezo ket atao, mar-

.NHO

224 VAR AR MARO

.NTO

teze, lezet ganthan al lojeis dister-ze. Abars eur c’huec’h

pe seiz vloaz, eur c’horf all a zeuio da c’houlenn plas

hag, evinthan, relegou ar c’henta maro, a vezo taolet da

ventad gant an avel pe da vresa dindan treid an dre-

menidi.

Ar maro eo kenavezo d’ar gerent ha d’ar vignouned.

Ama ne meuz netra da zeski d’heoc’h. Piou ac’hanoc’h

n’eo ket bet var dremenvan unan benag euz he dud pe

euz he amezeien ? Ha neuze, dre ho taoulagad hoc’h-

unan, ho c’heuz anavezet pe ger kris eo eun henveleb

disparti. Rankout kuitaad tad ha mamm, pried, bu-

gale, mignouned ! Ho lezel var he lerc’h ha mont he-

unan dirak Doue ! Mad, kristenien, eun devez e teuio

ho tro, hag an disparti-ze a vezo ho tisparti. Heuliet e

viot beteg ar bez. Eur veach bep an amzer e teuor da

ober varnoc’h eur beden benag ; kount a vezo epad eun

nebeut ouz hoc’h hano etouez an dud. Mez, etre daou,

an amzer a iel abiou, an heol a raio he dro hag en eur

ober he dro e kaso, bemdez d’he heul, eun nebeudik euz

ar zounj a jomm ac’hanoc’h etouz an dud.

Devez goude devez, an aferiou, labouriou, plijadure-

ziou a gemero ho flas e kaloun ha spered ar re a jomm

var ho lerc’h. Mar n’ho c’hankounac’haont ket, hi a vezo

souden diskaret d’ho zro. Ha neuze, ne vezo ac’hanoc’h

kount ebed, mui eget pa na veac’h biskoaz bet var an

douar.

Ar maro eo kenavezo d’ar c’horf he-unan.

Var an douar e tilezer aliez an ene evit ar c’horf. D’ar

.NHO

VAR AR MARO 225

.NTO

c’horf e pep tra hag en despet da bep tra eo e klasker

ober d’ezhan plijadur. Ha koulskoude, eun deiz a dle

dont ma rankimp ennhan, kimiada diouz ar c’horf-se ha

lavaret d’ezhan kenavezo. He c’hened, he nerz, he

iaouankis, holl e zint e teuz, e moged. Hen he-unan a

ranko distrei da boultren, mond da netra evel eun ti

dismantret ha kouezet en he boull.

Setu me ama, hirio, er gador-ma. Mad, eun deiz a

zeuio an daoulagad-ma hag a vel, na velint mui ; an

diouskouarn-ma hag a glev, na glevint mui ; an treid a

m’ c’has hag a m’ digas, a vezo sounnet ; va c’haloun

a jommo a zav ; va dourn, ma vez neuze, en dro d’in,

nez pe vignon, en em astenno d’ezhan evit ar veach

diveza hag a gouezo goudeze, dinerz ha divuez var an

dillad vele.

Ha neuze, kenta ’ ranker da ober eo kuzat ac’hanon

ouz ar re veo ha va lakaad en arched.

Hag eno, en arched-ze, petra e teuio ar c’horf da

veza ?

Va Breudeur, gueach all, e bro ar Spagn, eur brinsez

a rea dre he gened dudi kement hini hen anaveze. Mez,

en despet d’he renk huel ha d’he braoentez, ar maro he

diskaraz.

Eun ofiser iaouank a oe karget d’he c’has beteg ar

vered ma tlie beza sebeliet ennhi. Araog disken an ar-

ched en douar, hen digorjod evit guelet, hag a dra zur, e

voa ennhan korf ar brinsez. An ofiser, pa velaz eun

heveleb tra, pa velaz daoulagad, guechall, ken sklear

ha ker kaer, beuzet holl a vreinadurez ; pa velaz eun tal

15

.NHO

226 VAR AR MARO

.NTO

ken laouen peurz-duet ha dislivet ; diou voc’h ker ske-

duz, diskolpet gant ar c’hountronn, dija o rodella hag

o virvi en dro d’he fenn, a voe ker skoet, ker sabbatuet,

ma tilezaz ar bed.

Deuet eo da veza sant : sant Fransez Borgia.

Ha koulskoude, kristenien, ne voa test, nemet euz a

genta labour ar maro.

Kiit aze d’ar veret, savit eur mean bez ha guelit :

Veni et vide. A zianveaz, c’houi a c’hell kaout c’hoaz

digoradur ha fouge. Mez, diskennit en diabarz : petra

gavot-hu ? Eskern ha ludu, netra ken. Hag an eskern-ze

ho-unan en em vruzuno d’ho zro. Ar c’horf a zeuio da

veza, eme Vossuet, eur ne c’houzoun mui petra, ha

n’hen deuz hano ebed etouez an dud.

Lennit var dal eur penn-maro, mar gallit, pe hen a zo

bet var diouskoaz eur paour pe eur pinvidik, pe hen a

ioa koant pe zivalo, pe hen a ioa er boan pe er blijadur,

a c’hoad huel pe a renk izel. An holl fouge-ze a zo eat

e teuz ha varlerc’h ar maro ne jomm nemet relegeier

dianav.

Ia, va Breudeur, mouez ebed ken elavar ha mouez

eur bez digor ; kentel ebed, ma ve studiet mad, ken

talvouduz evidhomp. Krial a ra ha krial krenv ouz

kement a gar selaou : « dindan an heol, pep tra zo avel,

moget ha netra ken : Vanitas, vanitatum. » Lavaret a

ra : « an den pa zeuaz er bed ne zigasaz ganthan netra

ha pa guitaio ar bed, ne gaso netra d’he heul nemet he

oberou mad hag he wall oberou.

Sounjomp eta er maro. En em breparomp d’ar maro.

.NHO

VAR AR MARO 227

.NTO

Koumprenomp petra eo ar maro ha ni a vevo ervez

Doue.

Eur zant, gueach all, n’hen devoa evit leor a beden

nemed eur groaz hag eur penn maro. Ar groaz, skeul

an Env, merk an esperanz ; ar penn-maro, mellezour ar

bed, kentel ha difazi an den.

Eveld'an, karomp studia an daou leor-ze. Ha neuze

ar groaz ma zoump bet prenet varnhi gant Jesus-Krist,

a ziwallo hon eskern en hor bez hag ho resusito var-

lerc’h da vuez an Envou.

Evel-se bezet great.

* * *

.NPO

X

Var ar varn ziveza

——————————

Justum et impium judicabit Deus et

tempus omnis rei tunc erit. Ecc. III, 17.

Doue a varno an den mad hag an den

fall, hag e vezo neuze lakeat urz e pep tra.

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 58 / 99 题