VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZET KRISTEN,

Kenta ' ra eun tiek mad, pa vez karget euz eur gou-

manant, eo taol eur zell piz var he holl zouarou ha guelet

penaoz renta, an talvoudusa ma c’hell, kement korn-

douar a zo stag ouz he di. Lavaret a ra, goudeze : « Ama,

peurach ; ama, koat ha lann-bil ; ama : foenneier ha

prajou ; ahount : douar labour, douar guiniz, segal pe

ed-du, eiz pe lugumach.

— Setu, e pe c’hiz, e c’hell kaout eost mad e pep

takad hag en em binvidikaat gant he labour.

*

* *

Mad va Breudeur ker, ni ' zo ive 'vel labourerien,

fermourien, tieien an Aotrou Doue. Eur verouri hen

deuz lakeat d’heomp etre hon daouarn : hon ene.

D’heomp-ni, da lakaat ennhan, pep tra da zont : taol

.NHO

DEVERIOU AR C’HRISTEN 367

.NTO

ennhan had mad, greun mad ; ober peb labour d’ar

mare, d’ar c’houlz zo dleet, tenna deuz pep korniel ar

pez a c’hell da rei. Arabat e chom-fe korn frost hebed.

*

* *

Eur merour mad, ouspenn ma ra labour a zoare, a

daol evez ouz he labour great. Eur vech an amzer e ra

eur zell var he zrevad hag e lavar : « ama, e sav louzeier

fall, pred eo c’houennad ; Ama, eo distank, greomp eur

gloued nevez, lakeomp spern var gorn ar c’hleuz, stan-

komp an ode-ma, ar riboul-zont ; va c’hoad a ia gant

al laer, evesaomp ouz he roudou, a beleac’h e teu, varzu

peleac’h e za, pe vent hen deuz he votez... gour-

drouzomp.

C’houi ive, taolit evez. Guelit petra ' zeu mad, taolit

evez ouz al louzou fall, lakit tremp : pedit mad ; evesaït

ouz al laer, pa vez dic’hlaniet an dour roït dizal ma

tizouro.

*

* *

Penaoz en em gemeret, petra da ober ?

Eur vech an amzer, ober eur zell piz var ho kous-

tians, evesaat petra vir na doc’h guir gristen, ha neuze,

mont d’al leac’h ma kaver ennhan ar iec’hed.

An den klanv a ia da gavoud he vidisin pe he

apothiker

Ni, kristenien, a zo evidomp savet gant Jesus-Krist

eun ti a vedisinerez : ar gador-govez.

Lod a gofez bep sizun : mad evit eun darn.

.NHO

368 DEVERIOU AR C’HRISTEN

.NTO

Lod bep pemzek devez : mad ive ; lod bep miz : mad

c’hoaz.

E parreziou ' zo, eo kemeret ar pleg da zont holl, bep

tri miz. Guella kustum a c’helfed da gaoud eo ar

c’hustum-ze.

N’eo ket evidomp e komzan, evidoc’h eo. Seul vui e

chommer van-ha-van, da c'hourlerc'hi, seul brasoc'h

diegi a vez.

Perak lod na deuont mui. Ha sounjal a rit c’houi e

kavont e ma 'r vironez a du gantho ? — Nann. Chom-

met int pevar, c’huec’h mis, bloaz, daou marteze.

Neuze, da heul meur a zigarez all, eo e teu ar pec'hed

a ziegi d’ho diarbenn.

*

* *

Konfesait, eta, mad hag aliez.

Evel-se bezet great.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 96 / 99 题