Doue a zo eun tad hag eun tad mad. Perak eta, kement
all a boan, a dristidigez, etouez an dud ? Setu aze eur gou-
len hag a zo aliez a vech en em lakeat dirag va spered.
Perak ? Selaouit kentoch.
*
* *
Ar boan a ren var an douar, 1° evit kastiza ar peched.
Adam hag Eva, kenta krouadurien an Aotrou Doue,
a voa eurus er baradoz terrestr : na poan, na naon, na
klenved, na dienez euz netra. En eun taol kount
setu hi malheurus ! Perak ? Pechet ho devoa.
Lusifer ha kals eled all a voa eurus er baradoz... En
eun taol kount setu hi en ifern ! Perak ? Pechet ho
devoa.
Poan, tristidigez, melkoni ' zo var an douar. Perak ?
Eur zell var hor choustians.
.NHO
364 RED EO KARET JESUSKRIST
.NTO
*
* *
Doue an Tad a zo eun tad mad. Perak ' ta poan, tris-
tidigez, var an douar ? Selaouit ha komprenit. Poan a
zo var an douar evit sounti, aprouvi ar vertuz.
« Ha guelet e cheuz-te va zervicher Job, a lavaraz
eun devez, an Aotrou Doue, dan drouk-speret. Setu
aze unan ha neuz ket he bar evit va charout.
» Ia, mez eurus eo : neo ket diez dezhan ho
meuli. Peb tra ' deu da vad evithan.
» Mad, sko anezhan en he vadou... etc...
» Sko anhezan, en he gorf, mez arabat e laza, etc. »
Ha Job, var he vern teil, goapeat zoken gant he dud,
a veule choaz an Aotrou Doue.
Poan a zo, tristidigez er bed-ma, evit ma vo meulet
an Aotrou Doue dre resinasion he vugale vad. Eur
zoudard ha n'eo ket bet e tan ar brezel, da c'houzout eo
pa zeo eun den a galoun pe enn den spountik. Eur
christen ha neo ket bet krog ha krog gant an dristi-
digez, da chouzout eo pe hen a zo stard pe laosk en
he lezen.
*
* *
Doue a zo hon tad hag eun tad mad, perak eta tristi-
digez ha poan er bed-ma ? Sellit ha guelit:
Setu aze eur groaz ha varnhi ar guella, ar charan-
tezusa den a zo bet var an douar. Guelit he benn, he
dreid, he gostez : Oportet christum pati et ita intrare in
regnum Dei.
.NHO
RED EO KARET JESUS-KRIST 365
.NTO
Mad, setu aze hor skouer. Hi, ar groaz eo sin ar
c'hristen. An aour, e kreiz an tân, a zeu flammoch, an
ene kristen e kreiz ar boan, a zeu puroch. Ar boan a
zo digaset gant Doue evit distaga 'r galoun dioc'h traou
an douar ha miret na ankounachafemp an Env.
*
* *
Doue ' zo hon tad hag eun tad mad ; perak eta poan
ha tristidigez er bed-ma ?
Eur zell en dro deoch : nag a bet e kreiz ar ieched,
ar blijadur, an danvez... a vev pell diouz Doue, heb
sounjal e Doue. Doue a sko, ha kerkent e velont pegen
dister eo traou ar bed-ma, ar vuez, ar ieched, an dan-
vez. Distaga ' reont ho chaloun diouz ar bed evit he
roi da Zoue. Ha vertuziou an den e poan a ve puroch.
Ar baradoz eta, aliez, a zo da heul poaniou.
*
* *
Rak-se e kreiz hor poaniou, roomp meuleudi da Zoue,
dougomp anezho holl, gant pasiantet, hag er baradoz,
divezatoch, e vezint roz en hor churunen.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
V
Deveriou ar Christen
Custodite, sollicite, animas vestras.
Bezit aketus da ziwall hoch ene.
Dent. iv, 15.