Eun dra gaer eo guelet, epad eiz devez, eun iliz leun a
dud diredet ennhi evit pedi Doue, evit selaou komzou
Doue, evit deski lezen Doue, evit meuli Doue, goulen
pardoun ouz Doue.
Ha koulskoude setu ar pez hon deuz guelet er zizun
dremenet. Deut och holl, pedet ho cheuz, keuz ho
peuz bet dho pechejou... Transtulit quoque Dominus
peccatum tuum, non morieris. Ar peoch a zo great etre
Doue ha chui : holl och brema bugale da Zoue. Doue
' zo eat ganeoch euz an iliz-ma dho ti : Depositum
custodi. Grit ma nhen devezo ket a geuz : taolit evez
d'he goll, dher guerza : grit ma chen em blijo ganeoch.
Mez evit-se grit evel eun iliz deuz ho ti :
1a) Eun ti a beden, a veuleudi da Zone ;
2l) Eun ti a respet, a zoujans Doue ;
3de) Eun ti a urz vad, a berz an holl ;
4re) Eun ti a garantez, etre peb den.
.NHO
340 ALIOU EUR PASTOR GOUDE EUR MISSION
.NTO
*
* *
1. Eun ti a beden. Non in solo pane vivit homo, sed
in omni verbo quod procedit de ore Dei. Ar beden eo bara,
magadurez an ene.
Pedi mintin ha noz, pedi holl, koz ha iaouank, mestr
ha mevel, deski dar vugale pedi, derchel mad ma pe-
dint. Tad ha mamm ha na zeskont ket dho bugale
pedi, tad ha mamm evit hanter hebken.
2. Eun ti a respet Ger ebet morse enep ar reli-
jion. Respet ive da hano Doue : morse, na sakreou na
nondeou. Respet choaz dan den he-unan : Komz vil,
komz lous hebet morse. Beilla dreist holl, e kever an
dra-ze, e kever ar vugale iaouank hag e kever ar miti-
zien. Rak, siwas ! aliez plach ha mevel a goll bugel.
3. Eun ti a labour ervez Doue, a labour kinniget
da Zoue.
Peb den a rank labourat ervez he stad : Lod gant ho
fluen, lod gant ar chi-koun, lod gant ar bal, an alar...
Al labour n'eo ket eun dizenor. An didalvez a zalc'h
dindan an heol eur plas didalvoud. Mez en eur labourat
evit ar chorf, labouromp ive evit hon ene... Lod a la-
bour enep Doue, lod heb kaout sounj a Zoue. Labou-
romp da heul an Aotrou Doue... Labouromp atao a
du gant Doue.
4. Ti a urz vad. Peoch ha karantez etre an daou
bried : Anez e veffent evel daou chaleouner, chaden-
net an eil ouz egile.
.NHO
ALIOU EUR PASTOR GOUDE EUR MISSION 341
.NTO
Skuer vad a berz ar pennou tiegez. Mar lavarit dho
mevellien : kit da labourat heb mont asames gantho, e
reint, sur, labour fall. Mez mar lavarit dezho : Deomp
dar park, ha ma labourit gantho kewred, e raint la-
bour vad. Evelse ive, ma lavarit dho pugale, dho me-
vellien : iit dan ofern, iit a govez, lavarit ho peden-
nou heb ober hoch-unan ar pez a lavarit dezho, ne rint
ket kalz a van. Mez, ma lavarit dezho ober eun dra
benag hag a rit hoch-unan, e rint atao anezhan a volon-
tez vad.
Dorn karantezuz, mez ive nerzus, evit renka pep tra
ha pep den : Firmiter et suaviter. Lakaat eun hual dan
troad re skanv, eur vistign dar penn re avelek, eur
vorail en nor, dan trezenner. Arabat lakaat ar vaz en
tân, mez he espern, ha ma vez red, labourad ganthi.
Goude an dra-ze holl, ma na cheller dont da renka
mad an tiegez, ne eller ober tra all nemet vouela ha
pedi... Histor santez Monica ha sant Augustin. Monica
chounezaz dre he daelou, he fedennou, he mab da Zoue.
Griit eveldhi. Nerzuz eo bepred ar beden var kaloun
Doue.
AMEN.
* * *
.NPO
(342)
Ne 'z eus netra war ar bajenn-mañ.
.NPO
(343)