Meur a heur, tremenet en hor buez.
Evit piou ? En eur ober petra ? Pegement a dalvont,
dreist holl, dirag Doue ?
Hag holl int-hi bet heuriou santel ?
Setu eun heur all, an Heur Zantel he hano !
Penaoz hag e peleach he zremen guelloch eget ama.
Eun devez tremenet e charz aoteriou Jesus a dalv dek
kant tremenet er bed : Quia melior est dies una in atriis
tuis super millia. Ps. LXXXIII.
*
* *
E petra sounjal epad an heur-ma ?
Gueach all sant Paol a lavare : Christus heri, hodie et
in sæcula : Jesus-Krist a voa deach, a zo hirio, hag a
vezo da viken.
Jesus-Krist a ioa deach :
Evit hon prena : E Bethlehem, E Nazaret,
Var ar groaz, o klask an danvad dianket.
Ha ni, deach ive marteze, ne zounjemp ket ennhan,
nher zelaouemp ket, a deche pell.
.NHO
AN HEUR ZANTEL 337
.NTO
Jesus-Krist a zo hirio.
Evit hor mad, hor zelaou : Var an Aoter : Cum
dilexisset suos, in finem dilexit eos.
Ni ive hirio, tost dezhan, a unan ganthan...
Oh ! nag hir eo an noz ! Veni, noli tardare... Omnia sunt
parata.
Jesus-Krist varchoas kenta :
Er gommunion hag o lavaret dheomp : Ego ero mer-
ces tua magna nimis.
Ha ni: Vivo ego, jam non ego, vivit vero in me Christus.
Jesus-Krist, varchoas goude : Hor churunen en Env.
Ha ni neuze, eurus ganthan da viken.
Sounjomp mad en teir guirionez-se.
*
* *
Va Breudeur ker, er bed-ma pep tra ' dremen. Treme-
net eo ive an heur-ma.
Komzet hon deuz kaloun ha kaloun gant Jesus-Krist.
Hen trugarekeat, her meulet, hon deuz ;
goulennet he chrasou, goulennet dreist-holl ma vo
iviziken, peb heur henvel deuz houn-ma,tremenet dirak
Doue, er guel a Zoue, o veuli Doue, evit ma teuio var-
lerch, eun heur eurusoch... eun heur heb fin, heb
kemeskaillou a boan, a dristidigez... heur ar baradoz.
*
* *
- Ha brema, lavaromp : Kenavo, o va Jesus! Pe vel-
22
.NHO
338 AN HEUR ZANTEL
.NTO
loch choaz : Jesus deuet da m heul dre ho karantez : In
pace, in idipsum dormiam et requiescam.
Evel eur chrouadur var galoun he vamm, ra gouskin
en eur zonjal ennoch, en ho madelez, en ho karantez,
en ho peoch, en eur lavaret : Meulet ra viot, hirio,
varchoas, da viken. AMEN.
* * *
.NPO
V
Aliou eur pastor dhe barrisionis goude eur mission
pe adorasion
Regnum Dei intra vos est.
Choui zo brema, e rouantelez Doue.