VA BREUDEUR KER,

Pa zellan ouz traou an iliz-ma e velan en-hi eun

ograou savet var he bilierou mein. Setu hen aze gant he

gorzennou koat pe bloumm ; lod anhezo striz ha berr ;

lod all hir ha ledan : pep tamm hen deuz he blas hag

e vent, pep tamm he vouez skiltr pe bounner ; ar

micherour en eur hen ober, hen deuz muchet pep tra,

great pep tra gant urz, ha goude beza roet an diveza

taol kizel pe daol morzol, en em dennaz a gostez hag a

lavaraz : peurc’hreat eo va labour ; ne vank mui nemed

eun ograouer. An ograou, e guirionez, dreizhan he-

unan a zo evel pa lavarfen mud ha diskiant : he vouez

a zo kousket en he gorzennou ; pa zihun, nemed renet

mad e ve, he vouez a zo dizoare ha direol, he skiant

hag he vouez a zo, euz eun tu, penn ar micherour hen

deuz her great, euz eun tu all e dourn an ograouer a

labour ganthan, hen-ma, an ograouer-ma eo a dle ervez

he c’hoant ha bep eil tro, tenna anhezan klemmou

truezuz an dristidigez, toniou drant ar blijadur pe

huanadou an esperanz. Dindan he vizied, taolet ama

hag haount var an ibiliou olifant, an ograou a zeblant,

bep eil tro, pedi ha trugarekaad, hirvondi gant ar boan

pe dridal gant an euruzded.

Brema, va Breudeur, kasomp hon daoulagad hag hor

spered dreist an iliz-ma ha greomp eur zell var ar bed.

Hen ive, ar bed-ma, ' zo evel eun ograou braz, savet en

he bloumm dindan toen c’hlaz ar firmamant, hag

.NHO

310 VAR AR BEDEN

.NTO

ennhan pep tra zo ive great gant urz, gant pouez, gant

muzur ; pep tra hen deuz he vent, he c’hobari, he

renk, he vouez ; savet eo bet gant eur mestr micherour,

hag ar micherour peur-c’hreat ganthan he labour, en

em dennaz a gostez evid reï he blas d’an ograouer.

Va Breudeup ha va C’hoarezed kristen, n’en em

faziomp ket ; pe ni a gavo mad pe ni a gavo drouk, e

maomp, pep unan ac’hanomp, dirag ograou an Aotrou

Doue ; ha Doue a c’hortoz, a vel petra raïmp euz he

ograou. Evit-han, evit her meuli eo great, ha ni a zo gal-

vet da rei mouez ha skiant d’an ograou-ze. E tleomp, evel

pa lavarfen, dastum dindan hon dourn, sklerijen an

heol, sked ar stered, hiboud an dour, trouz an avel,

krosmol ar gurun, liou kaer ar bleunviou, kanaouen

al laboused ; e tleomp ouzpenn ha dreist-holl — rak

en ograou ar bed ni a zo ar gaera korzen ! — lakaad hor

mouez da heul hon dourn, evit reï skiant hag urz vad

d’an holl gorzennou dishenvel, ha dougen betek an holl

c’halloudek meuleudiou an holl draou krouet.

An nep eta ne bed ket, a vank da reï d’he vadobe-

rour ha d’he vestr ar veuleudi a dle da reï d’hezan ;

mired a ra ouzpenn na bignfe betek ennhan meuleudiou

an holl draou krouet ; dre he faot an holl grouidigez a

zo, en despet d’hezan, dalc’het er prizoun : Vanitati

enim creatura subjecta est non volens. (Rom. 8-20). An

den a zilez ar beden, n’eo mui din euz ar renk huel a

zalc’h er bed.

Truez a meuz ouz he ingratiri, truez a meuz ive ouz

he zallentez.

.NHO

VAR AR BEDEN 311

.NTO

Petra omp-ni, va Breudeur ker, ken paour, ken pin-

vidik ? Eur meudadik douar digaset ennhan buez gant

an Aotrou Doue, mez barnet da zistrei e douar d’ar pred

merket gant ar brovidanz. Ha keit ha ma vezimp o treuzi

ar pennad hent a zisparti hor c’havel dioc’h hor bez,

n’euz ket bet lavaret d’heomp : « Gra euz da dammik

buez an implij az pezo c’hoant ! » Keit ha ma vevomp

lagad Doue a zo, noz-deiz, o para varnomp, ha da heur

hor maro e kavimp an Doue-ze ouz hor gortoz var

dreuziou an eternite, ar valanz en he zourn evid poueza

hor buez hed-da-hed. N’eo ket awalc’h eta, klask ober

mad hon treuz er bed-ma ; evit treuzi ar bed-ma ne

vezomp ket pell ; red eo dreist holl, poania da oher mad

hon treuz er bed-all. An amzer a dremen ; an eternite a

joum, hag en eternite-ze, ni a zastumo ar pez hon devezo

hadet epad ar vuez-ma. Sounjomp pe na zounjomp ket,

evit an eternite, eun eternite eüruz pe valeüruz, eo e

labouromp var an douar.

Hogen, va Breudeur ker, pe seurt labour, dreizomp

hon-unan, a c’hellomp-ni da ober :

1° Hor spered a zo ken eaz da douella, ar pec’hed a

c’hoar en em zic’hiza gant kement a izign, ma taolomp

had, aliez heb goud d’heomp, e liorz an ifern e leac’h

taol e liorz ar baradoz.

2° Hor c’haloun baour a zo ken dinerz, ken douget

d’an drouk, ma lezomp a gostez ar mad a garfemp da

ober evit ober an drouk a garfemp da lezel a gostez :

Video meliora, proboque, deteriora sequor.

.NHO

312 VAR AR BEDEN

.NTO

3° Hent ar vuez a zo ken digoumpez, ar bed kel leun

a skouer fall, an drouk-spered ker karget a fallagriez,

guenojen ar vertuz ker striz, ma zeo diez braz, zoken

evid ar re ho deuz muia c'hoant da zerc'hel mad, na

zeufe ket eun tamm poultren, eur strinkad fank benak

da sklabeza hon ene paour !

4° Hag eur veach hon ene blounset, gouliet, astennet

var an hent, marteze lazet gant ar pec’het, penaoz la-

kaad ar iec’hed, ar vuez da zistrei ? ha kavet e vezo-hen

eur vaz da harpa ar beachour skuiz ha dinerz ?

Eur c'houlaouen, da sklerijenna 'n den amc'houlou ?

Er zaviou tenn, er pignou rust, ha dond a raio eur

Simon Sirene da zizamma an tremeniad ?

Ha mar digouez da nerz an derzien beza treac’h da

nerz ar vuez, d'an dentasion rei lamm d'an ene, pa vezo

Lazar sebeliet e bez ar pec’hed, ha kleved e vezo eur

vouez o lavared : Lazar, sav ac'h-al-lec'h-se: Veni foras !

Respount a raan : ia, ho c’havoud a c’hellomp, mez

n’ho c’hlaskomp ket en dro d’heomp. En dro d’heomp

petra ' velomp-ni ? tud eveld’omp, ken dizounj, ken

dic’halloud ha ni ? Aliez e leac’h beza evid hon dourn

eur vaz mad d’hon harpa, e vezond dindan hon troad

eur mean-ruill mad d’hon diskar.

Mez ar pez ne ma ket e galloud an den a zo e galloud

Doue, heb gras Doue, ne c’hellan ober an disterra tra

evit gounid ar baradoz ; ne c’hellan ket sokenoc’h ka-

voud ar c’hoant, ar zounj da c’hounid ar baradoz-se :

gant gras Doue er c’hountrol n’euz netra hag a ve

dreist va nerz : Omnia possum.

.NHO

VAR AR BEDEN 313

.NTO

Mez, — ha setu ouz petra e rankomp taol evez mad,

— Doue dre justiz ne vank netra d’an den. Mar hon deuz

kollet hor c’hurunen : kurunen hor zantelez, kurunen

hor galloud, kurunen hon euruzded, piou da damal,

nemed-omp. Dre vadelez eta, netra ken, eo e ro Doue

d’heomp kement a ro.

Hogen, va Breudeur, an nep n’eo dleour a netra, a

c’hell abarz astenn he zourn, merka pe geit ; penaoz

ha da biou ec’h astenno an dourn-ze, ha Doue, var

bouez kement-ma, hen deuz diskleriet he volontez.

Euz he holl c’hrasou n’euz nemed unan, unan hebken,

ar c’hras da bedi, hag a ve roet heb he goulen ; he holl

c’hrasou all ne vezont roet nemed d’ar beden ; evid ho

c’havoud, eo red ho goulen.

Mez ive ar beden, eur beden great mad, na c’hell ket

mankoud da veza selaouet gant Doue.

*

* *

§ 1er. Ar beden a dle beza nerzuz.

Setu e toull ho tor, ar vamm guisket paour, stenet he

zal gant an dienez. Var he breac’h e toug eur c’hrouadu-

rik bihan ; eun all a zalc’h krog gant he zournik, e korn

he zavancher. En eur labourad evit tud pinvidik an

douar, an tad a gollaz he vuez, hag he c’hreg, gant he

bugaligou hag he faourentez, a rank, evid terri he naoun,

beva divar an aluzen.

Eur veach bep en amzer, unan euz ar vugale a lavar :

« Va mamm, naoun a meuz ! » Hag ar vamm da ginnig

d’hezan ne gav nemed he daëlou. Pa he c’hlevit o lava-

.NHO

314 VAR AR BEDEN

.NTO

red : « En hanv Doue, truez, c’hui hag ho c’heuz da

ziwered ; truez ouz ar vamm, truez ouz ar vugaligou

divisk ha divara ! » ha ne zantit—hu ket ho kaloun oc’h

en em domma hag eur vouez o lavared : « Kemer truez,

ha ro aluzen. »

Mad, va Breudeur ker, ma vez hor c’haloun-ni tene-

reat pa glevomp peden eur paour estren, penaoz kaloun

ker karantezuz hon Doue a c’helfe chomm ien ha di-

druez dirak peden he grouadur ?

Nann, nann, va Breudeur ker ! ar beden a dle beza

nerzuz. (§ eil).

Pelloc’h e zaan : ar beden a rank beza nerzuz.

An dud aliez a vank d’ho ger. Mad da lavared : eur

bromesa ne goust ket ; fall da zevenoud, da zigas ho ger da

vir : evid en em zislavared e klaskont, e kavont kant var

gant digarez. Aliez all pa brometont, e prometont ar pez

a zo dreist ho galloud, hag en desped d’ho bolontez vad

e rankont mankoud d’ho ger.

Doue er c’hountrol, a zalc’h atao mad da gement a

lavar ; atao he c’halloud a dizo keit hag he bromesa, ha

dindan boan da vankoud d’hezan he-unan, ne c’hell

mankoud da zigas he bromesa da vir.

Hogen lavaret hen deuz : « Goulennit ha ho pezo,

klaskit hag e kavot, skoit var an or, hag an or en em

zigoro. » Dalc’het eo eta divar bouez he bromesa, ha pa

c’houlennomp e rank reï.

Setu perak evidon-me n’oun ket souezet pa velan Eli

o tigas, bep eil tro ervez he c’hoant, ar glao pe ar zec’hor

.NHO

VAR AR BEDEN 315

.NTO

var an douar ; n’oun ket souezet pa velan Moizez, dre

nerz he beden, o rei, epad ar stourmad, ar gounid da

bobl Israel. Dre ar beden eme, zant Bernard, e trec’homp

an holl c’halloudek : Oratio vincit invincibilem : dreizhi e

lakeomp eur vreac’h da Zoue, ar vreac’h a bardoun, da

ziarbenn ar vreac’h all, ar vreac’h a sko : lakaad a

reomp an Aotrou Doue da stourm oud-han he-unan :

hen derc’hel a reomp e ger : Petitis et fiet vobis.

Eaz eo goude holl anavoud a beleac’h e teu nerz ar

beden.

Ha c’hoant ho c’heuz-c’houi da veza selaouet gant eun

tad ? kiit da gavoud mab an tad-se, mar krog ar mab

en ho tourn, mac'h en em daol evel d'oc'h ha d'hoc'h

heul d'an daoulin dirak he dad, mar laka he beden var

ho peden, lavarit heb aoun : « Selaouet ounn ! »

Mad, va Breudeur, ni a gav mab an ti d’hor c’has

betek Doue. En em ginnig a ra d’heomp he-unan ; evel

en em glemm a ra zoken rak ma ne deomp ket atao d’he

heul : « Usquequo non petistis quidquam ! pedit hag ho

pezo ; e leac’h ma viot o pedi, me a vezo ganheoc’h en

ho touez. Pedit eta, pedit atao, red mad eo pedi heb en

em skuiza morse. »

Hag evid lakaad ar skouer vad e kichen ar gourc’he-

men, e tremen he-unan an noz o pedi : Erat pernoctans in

oratione Dei.

Setu perak ar zent holl ho deuz en em roet d’ar

beden ; c’hoant am befe da lavared eo ar beden he deuz

ho great ar pez ma zint.

.NHO

316 VAR AR BEDEN

.NTO

Rak-se, va Breudeur ker, dilezel ar beden a zo eur

malheur braz evid eun ene ; rak-se c’hoaz, disprijoud

ar beden eo ar brasa euz an holl valeuriou. Eun den

klanv a c’hell esperoud ar iec’hed, keit ha ma kendalc’h

da gemered ar remejou mad a eneb he derzien ; pa

lavaro « En holl remejou ne meuz fizianz hebed ha

ne gemerin nikun anezho, » eur burzud eo mar teu ar

c’hlanvour da vad.

Lod, er goud a raan, a respounto marteze : Me a bed,

ha koulzgoude !

C’hui a bed, ha koulzgoude ! Koulzgoude petra, va

breur paour, va c’hoar ger ?

Selaouit, ha c’hui her guelo.

*

* *

Perak hor pedennou ne vezont ket atao selaouet.

Goulen a rit, ha beteg-henn, ho koulen n’eo ket bet

selaouet gant Doue, a lavarit !

Ama sant Ogustin a c’houlen ouzoc’h d’he dro :

1° Piou ' oc’h-c’houi ?

2° Petra ' c’houlennit-hu ?

3° Penaoz e rit-hu ho koulen ?

Ha kerkent ar memez sant a respount evidomp :

1° Kalz tud a bed, ha ne ma int ket, ne c’houlennont

ket beza mignouned d’an Aotrou Doue : Mali petitis ;

2° Kalz a bed, hag a c’houlen traou noazuz d’ho ene :

Mala petitis ;

3° Kalz a bed, mez ho feden n’eo ket great en doare

ma fell da Zoue : Male petitis.

.NHO

VAR AR BEDEN 317

.NTO

Setu aze an tri mank braz hag a zeu, an eil pe hegile,

avechou zoken ho zri var eun dro, da renta didalvoud

hor peden.

Ha da genta, lod a bed, heb beza, nag heb klask en

em lakaad en eur stad vad dirak Doue : Mali petitis.

Eur galoun disklabez a bec’hed, ervez S. Jakob a

Nizib, a zo aleiz guelloc’h peden eged an holl gomzou

a c’hell hor muzellou da lavared. Eun ene mad ha ne

ra nemed en em zerc’hel gant karantez dirag Doue, a

denno varnhan grasou an Env kalz kentoc’h eged na

raio holl goulennou eur galoun stag ouz ar pec’hed.

Beza er stad a c’hras pe gaoud eur guir c’hoant da

zilezel an dizurz, setu eta, araog pep tra all, ar pez a

c’hell lakaad an Aotrou Doue da gleved hor peden. Euz

a gement-se, me ho kemer hoc’h unan da destou..

Kavoud a rit e toull ho tor eur paour hag a vag ou-

zoc’h en he galoun eur gasouni direzoun. Ken aliez

gueach ha ma kav an dro, ne vank morse d’ho tispri-

joud, d’ho tismeganzi. Eur veach, diou ha teir, lakeomp

tregont gueach mar kirit, ec’h ankounac’hait he ingra-

tiri hag an implij fall a ra euz ho madoberou ; mez

dond a raio eun devez ma lavarod : « Evid an anaoudegez

vad a ziskouez, e talv nebeud d’in ober d’hezan ar vad

a raan ! Hag hen dilezot.

E leac’h ar paour dirak ar pinvidik, kemeromp ar

pec’her dirak Doue.

Ar pec’het a zo enebour an holl c’halloudek : Euz a

holl vadoberou he Grouer ne ra ken implij nemed evit

.NHO

318 VAR AR BEDEN

.NTO

melkonia he vadoberour : Dizenori a ra he hano ; her

goud a ra ha koulzgoude falloud a ra d’hezan kender-

c’hel da veva en dizurz.

Hag e sounj d’heoc’h e c’halfe Doue selaou eun

hevelep peden ?

Ne dle ket hen ober, ha n’her gra ket.

Setu hen o vond, var he gar a vrezel, da beur-zistruja

pobl Israël. En eun taol kount, dourn an Aotrou

Doue en em astenn a dreuz an hent evid hen diar-

benn. Diskaret var an douar, hag o velet ar c’houn-

troun o virvi dija en dro d’he izili evel en eur c’horf

anter-varo, Antiochus, ar roue difeiz, a ra he beden da

Zoue. Goulen a ra trugarez ha pardoun, ha Doue

d’hezan na pardoun na trugarez ne ro : pec’her eo, ha

guir c’hoant da zistrei n’hen deuz ket : mervel a ra heb

ma ve bet selaouet he beden.

Va Breudeur ker, hag anavoud a reomp-ni brema

perak kement a bedennou a jomm dinerz ha dic’hal-

loud. Piou ac'hanomp a c'hell e guirionez lavared : ne

meuz, me, pec’hed hebed var va c’houstianz, pe mar

deuz unan benak ne meuz ken aket nemed da ober

anhezan pinijen.

Pa sko ar boan, an dristidigez, ar c’hlenved var dor hon

ti, neuze guir eo,e teu da zounj d’heomp a Zoue ; keme-

red a reomp, goude beza hen dilezet re bell, hent an iliz.

Pedi a reomp, rak ma rankomp anzao n’euz nemed

Doue hag a c'helfe, e guirionez, ober d'heomp ar vad a

c’houlennomp.

.NHO

VAR AR BEDEN 319

.NTO

Mez Doue, euz he gostez, ha ne c’helfe ket respount

d'heomp : « Piou oc'h-c'houi, a be bann, a be gevren ?

N’oc’h ket euz va jervicherien ; n’hoc’h anavezan ket. »

— « Eo, hoc’h anavoud a raan. Keit ha ma kavit euruz-

ded en ho tizurz, ne brizit ket dond da m’ c’haoud ;

dourn ar malheur eo ho tigas ; mez ho pec’hed a zigasit

d'hoc’h heul ; diout-han ne fell ket d’heoc’h distaga ho

kaloun, ho pedi a raan da zistrei, ne zistroit ket ; c’houi

a m’ fed da gemered ouzoc’h truez : truez hebed na ge-

merin.

Distroit ouzin, ha me zistroio ouzoc’h ; va zelaouit

ha me ho selaouo. »

Ouzpenn ma pedomp aliez gant eur galoun stag ouz

ar pec’hed, e pedomp aliesoc’h marteze evit goulenn

traou noazuz d’hon ene paour : Mala petitis.

Va Breudeur ker, pa reomp var-n-omp hon unan eur

zell piz ha leal, e rankomp anzao e zeuz en hor spered

kalz a denvalijen hag en hor c’haloun kalz a zempladurez.

Ac’hano kement a bedennou great da Zoue evit

goulenn, aliez heb he zounjal, traou noazuz d’hor zilvi-

digez. Pouezomp mad, hor pedennou ha guelomp.

Goulenn a reomp, mar kirit, iec'hed ar c'horf. En-

han he-unan ar goulen a zo mad, rak e touez holl

vadou ar bed-ma, ar iec’hed a zalc’h ar renk kenta : heb

iec’hed na danvez, nag enor ne zigasont eur guir blija-

dur. Mez marteze ar iec’hed a c’houlennit a dle kas da

fall eur iec’hed all a huelloc’h priz : iec’hed an ene ! Nag

a bet a zo bet digaset varzu Doue gant ar c’hlenved, ha

.NHO

320 VAR AR BEDEN

.NTO

gant ar iec’hed pelleat diout-han. Eur prosez ho c’heuz ;

goulenn a rit digant Doue ar c’hras d’her gounid ; ha

marteze, mar her gounezit, rak ma rit eur prosez disleal,

c’houi a raio gaou ouz ho nesa, ha var eun dro, gaou

ouzoc’h hoc’h—unan.

Goulenn a reomp enoriou, danvez, galloud ! ha beza

vez-hen atao evit galloud guelloc’h servicha Doue, evit

ober brasoc’h aluzennou, evit reï talvoudusoc’h skouer

vad ? her c’hredi, her zounjal a reomp marteze ; mez

marteze ive an Aotrou Doue hag a lenn e plegou muia

kuzet kaloun an den, a vel ne reomp d’hezan hor peden

nemed er guel a falz plijadureziou ar bed-ma : ar berra

hent evid hor c’holl, evel ar pounnera taol a c’helfe da

skei varn-omp, e ve selaou hor peden, ha rei d’heomp

ar pez a c’houlennomp, ha neuze, tad mad ha gouezieg,

e nac’h ouzomp evid hor mad, ar pez a fell d’heomp da

gavoud. En em glemm a reomp aliez, her goud a raan ;

mez, eun deiz da zond, pa anavezimp mad hor guir

interest, e lavarimp gant sant Ogustin : Bennoz d’heoc’h,

o va Doue, rak ma selaouit ac’hanon ervez izomou va

zilvidigez ha nann ervez ioulou faziuz va c’haloun.

Euz ar seurt pedennou-ze, ker stank koulzgoude en

hon touez, e teu Doue d’en em glemm el leoriou sakr ;

« Servire me fecisti peccatis tuis, et laborem mihi prœbuisti

iniquitatibus tuis : C’hoant ho c’heuz e kemerfen perz en

ho pec’hejou, hag ho tizurziou a m’ laka nec’het. Dre

bleg va c’haloun, hon douget d’ho zelaou ; ha koulzgoude,

mar selaouan, e lakaan e dourn va c’hrouadur ar goun-

tel-ehun a dle laza he ene : Perak na heulit-hu ket ar

.NHO

VAR AR BEDEN 321

.NTO

venojen merket ganhen : Quœrite primum regnum Dei

et hæc omnia adjicientur vobis. Gloar Doue, baradoz

Doue, silvidigez an ene, er penn kenta ; an traou all,

en eil renk, ha c’hoaz ne dleit ho goulen nemed e ke-

ment ha ma c’hallont hoc’h harpa var hent an Envou.

Respount a reot marteze d’in : « evidon-me, ar pez a

c’houlennan dreist pep tra, eo ma reno karantez Doue

e m’ c’haloun, ha ma vezin atao treac’h da m’ holl

dechou fall, ha koulzgoude, en desped da m’ fedennou,

pet gueach na vez ket va zempladurez treac’h da m’ bo-

lontez vad. »

Va Breudeur ha va C’hoarezet kristen, ho komz a

c’hell beza guir ; kared a rit Doue ; ne c’houlennit digant-

han nemed ar c’hras d’her c’hared muioc’h hag evelkent

e rankit aliez lavared : ho pet ouzin truez, o va Doue,

pec’her paour ma zoun. Mez piou da damal : Doue, ar

beden, pe c’hui ? Va Breudeur ker, ne damallomp na

Doue nag ar beden ; en em damallomp hon unan, rak

aliez ne bedomp ket en doare ma zeo dleet.

Kement hini a lavaro : « Aotrou, aotrou ! » ne gavo

ket a zigemer e rouantelez an Env. Red eo, pedi gant

eur guir c’hoant da jervicha Doue ; red eo pa beder,

goulenn ar pez ' zo mad ; mez red eo ivez her goulenn

ervad, evel ma fell da Zoue.

1° Red eo pedi gant humilite ha gant resped. Doue

zalc’h penn d’ar re ourgouilluz hag a ro he c’hras d’ar

re humpl. Guelit ar farizian hag ar publikan. Ar c’henta

a ia er penn, huella euz an templ ; ne briz na plega he

21

.NHO

322 VAR AR BEDEN

.NTO

dal na plega he c’hlin ; e leac’h displega he izomou e

tispleg ar mad a gav ganthan a ra. Egile, daoulinet,

pleget he benn, a sko var boull he galoun : anzao a ra

pegen doaniuz eo he stad ; pardounet eo.

Va Breudeur, penaoz e pedomp-ni ; pe seurt resped

e zigasomp-ni d’hon heul en ilizou Jesus-Krist ? pa gao-

zeomp ouz Doue, ha diskouez a reomp-ni ker braz resped

a ziskouezomp dirak eun den hag a zo er c’hargou huel ?

2° Red eo pedi gant evez. Eur gomz, skrifet el leoriou

sakr, a gouez var benn kalz ac’hanomp : Populus hic

labiis me honorat, cor autem ejus longe est a me. Ped

gueach ne bedomp-ni ket a c’hinou hebken ? Hor penn

' zo dizolo, hon daoulin pleget, hor muzellou a finv :

Labiis me honorat. — Mez hor spered, mez hor c’haloun,

peleac’h e maint ? Doue koulzgoude a zell ouz ar galoun

da genta ha dreist pep tra : Deus autem intuitur cor.

Penaoz esperoud hor zelaouo ma n’en em zelaouomp

ket hon unan. Pa vank, dre hor faot hon unan, hor

spered hag hor c’haloun da bedi da heul hor c’horf, ar

beden a goll he hano : n’eo mui nemed trouz muzellou.

3° Erfin, va Breudeur ker, peleac’h e ma ar re a bed

gant eur guir feiz ; ar re a lavar : Si vis, potes me mun-

dare ; peleac’h ar re a gendalc’h da bedi, heb en em

skuiza ; a c’hortoz, a laka gortoz var gortoz (Expecta,

reexpecta) ken na blijo gant Doue ho zelaou ?

Ha c’hoant ho c’heuz-c’houi da veled eur beden great

evel ma zeo dleet ?— « Ha setu, eme an Aviel, eur vaouez

a Ganan o tond da gavoud Jezuz, en eur grial : Aotrou,

.NHO

VAR AR BEDEN 323

.NTO

ho pet truez ouzin, rak va merc’h a zo gwall gaset gant

an droug-spered. — Ha Jezuz ne respountaz ger, hag he

ziskibien tostaad out-han ha lavared : kasit-hi diou-

zoc’h, rak krial a ra var hor lerc’h. — Ha Jezuz lavared

d’hezi : n’ounn digaset nemed evit ar re euz pobl Israel

ho deuz izom a zikour. Hag hi dond, hag en em strinka

d’he dreid en eur lavared : Aotrou, va jikourit. — Hag

hen respount : N’eo ket mad kemered bara ar vugale

evid hen taol d’ar jas. — Hag hi lavared : guir eo,

Aotrou ; koulzgoude ar jas a zebr ar bruzunachou bara

a gouez e starn an daol, euz a dorz ho mestr. Ha Jezuz

lavared d’hezi : Braz eo ho fizianz ; ra vezo great evidoc’h

ervez ho c’hoant : Fiat tibi sicut vis. » Hag he merc’h,

d’ar pred-se krak, en em gavaz pare.

Va Breudeur ker, e peden ar Gananeen, guelit pebez

fizianz, guelit pebez perseveranz ! mez ivez guelit pebez

burzud a ra evit-hi mab Doue. Lavared hen deuz : « E

guirionez, e guirionez, mar ho pe feiz, eur feiz, eur

fizianz ha ne ve ket brasoc’h evid eur c’hreunen seneve,

e tiblasfac’h menezion. » Ia, eur beden great mad a zo

treac’h da Zoue he-unan.

Setu perak, va Breudeur, pedomp, pedomp a greiz

kaloun, pedomp heb en em skuiza morse, pedomp evel

ma fell da Zoue, ha mar hon deuz aoun na ve ket great

mad hor pedennou, da vihana lavaromp aliez :

Va Doue, deskit d’heomp pedi : Domine, doce nos

orare.

AMEN.

.NPO

(324)

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 78 / 99 题