VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZED KRISTEN,

Kement hen deuz buez a ro, en he iez hag ervez he

stad, merkou euz ar blijadur hag euz an displijadur a

gav er bed-ma.

Pa bad re bell ar zec’hor, ar bleunv a veler o plega

var zu an douar ho fenn anter-wenvet ; mez da heul ar

glao pe ar gliz e teu d’hezo a nevez-flamm ho freskadu-

rez, ho liou kaer hag ho c’hoez mad. Dirak an danjer,

an aoun pe ar c’hlenved, al loen divadez hen deuz he

strafuil, he dal ankenniet, he glemmou truezuz. Evel

evit merka he levenez e tiskouez he lagad lemm, he

droad skanv hag he vouez lirzin.

An den savet huelloc’h e skeul ar vuez gant dourn

madelezuz he Grouer, a gaver ennhan, splammoc’h

c’hoaz, ar memez pleg.

.NHO

308 VAR AR BEDEN

.NTO

Pa zeu al laouenidigez da skeï var dor he galoun, ar

galoun-ze en em zigor raktal, ha ker buhan eur gomz a

vennoz a bign varzu an Env. Pa zeu, er c’hountrol, —

hag e teu aliez, — an displijadur da c’houlen digor, an or

a rank en em zigeri adarre (rak ar prenn a zo bet torret

gant ar pec’hed !) Ha kerkent eur gomz all a zao : n'eo

mui eur gomz a joauzded mez eur gomz hag a lavar :

« Skoazel d’in hag ouzin truez ! »

Great omp eta evit pedi, rak pedi, nemed en em fazia

rafen, a zo, netra ken, sevel he ene varzu an Env evid

meuli Doue ha goulen out-han ar madou a vank

d’heomp.

Koulzgoude, va Breudeur kristen, eun dra zoaniuz

meurbed a rankan da anzao ouzoc’h.

Lod ac’hanomp a zell ouz bolz an Envou heb reï meu-

leudi d’an dourn hen deuz he steuet ; lod ac’hanomp a

vel, hag ennho ho-unan ha var ho zro, donezounou a

bep giz, ha ne lavaront ket bennoz d’ho madoberour.

Lod ac’hanomnp, faziet divar an hent mad pe zaoubleget

dindan ar boan, ne zavont nag ho lagad nag ho mouez

varzu Doue da c’houlen pardoun, da c’houlenn sikour :

pe mar pedont ne bedont ket evel ma tleer pedi.

Setu perak e teuan hirio da gozeal d’heoc’h euz ar

beden.

1° Pegen red eo pedi ;

2° Pegen nerzuz eo ar beden ;

3° Perak hor pedennou a jomm ken aliez a veach heb

beza selaouet gant Doue.

Setu, e tri c’her, va c’helennadurez.

.NHO

VAR AR BEDEN 309

.NTO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 77 / 99 题