Ar bed-ma holl a zo meurbed din a druez, rag ne
gaver ennhan, koulz lavaret, den ebed, hag a sounjfe a
vir galoun pe evit tra eo bet krouet gant Doue. Touellet
gant afferiou, madou, plijadurezou an douar, trechet
gant techou fall hor chalonou, dallet gant troumple-
reziou ar bed ha finesaou an drouc-spered, e vevomp
evel tud ha nho deffe kount ebed da renta euz ho
buez, evel tud ha nho deffe goude ar maro, netra da
zouja, netra da esperout.
Ha koulskoude, tud dizounj ma zomp, eun heur a
zeuio, heur a spount hag a enkrez, ma rankimp, dre
daol ar maro, kimiada dioch holl draou an douar. Eun
heur a zeuio, heur a drubuil choaz brasoch, ma
choulenno ouzomp ar barner just eur gount piz ha
didruez euz hor buez, penn-da-benn ; eun heur a zeuio,
heur a rann-galoun heb he far, ma velo an den, maro
.NHO
VAR AN IFERN 247
.NTO
er stad a beched, an ifern gant he boaniou digor frank
evit he lounka da viken.
Euz an ifern-ze, kristenien, eo e teuan hirio da gozeal
deoch.
Klevet a rear, lod tud o lavaret : « Marteze neuz
ifern ebed ! » Diskuez a rin deoch e zeuz, e tle beza eun
ifern. Kleved a rear tud hag a lavar: « Marteze neo ket
guir kement, a glevomp divar benn an ifern ! » E zan
da lavaret deoch petra eo.
Eun ifern a zo ; petra eo an ifern-ze ? Setu eta
he daou cher ar gelennadurez-ma.
Perak, a lavarot marteze din, perak kozeal dheomp
euz an ifern ? Perak ? va Breudeur ker, perak a lavarin-
me da m zro, perak pa vez taget mab an ti gant eur
chi klanv, e lavarer dan dud : « taolit evez, eur chi
klanv zo var dro ! » Kalz a zo bet ar pez ma zoch, ho
deuz bevet evel mho peuz hag a zo, hirio, en ifern.
Setu perak, taolit pled mad ouz va chomzou, rak ar
virionez a zisklerian, hirio, a zo euz an huella priz evit
an holl. Mar doch kristenien vad, selaouit gant evez
evit heulia choaz, gant mui a gourach, lezen ho Toue.
Mar bevit er stad a bechet, selaouit choaz guelloch ha
marteze ar zounj, ar guel euz an ifern ho lakaio da
zilezel ho kwall vuez !
*
* *
Beza zeuz, e rank beza eun ifern.
Marteze, ne deuz ifern ebed a lavar, eta, an den difeiz
evit lakaat ar re all da veva evel ma vev he-unan.
.NHO
248 VAR AN IFERN
.NTO
Marteze, ne deuz ifern ebed a lavaro dhe dro, ar pecher,
evit mouga rebechou he goustians ha kousket dizoursi var
penn-vele ar pechet.
Marteze neuz ifern ebed. Marteze ! Her goulen, hen
esperout a rit. E karfach gelloud her chredi. Mez ho
koulen neo ket mad, ho chesperanz neo ket guelloch,
hag ho kreden, mar kredit, a zo falloch choaz.
Kounta a rear deuz eur vezen ha pa zear en dizheol
dindan-hi, a zigas eur chousk pounner dan den ha,
tostik varlerch, ar maro. Emaoch en eun dizheol
trubard, pecher ha pecherez paour ; ar greden ma
kouskit dindan-hi a denno varnoch malheur, rak kaer
hor bezo, pe ni her chavo mad pe fall, eun ifern a zo,
e rank beza eun ifern.
Eun ifern a zo.
Evit hen diskuez deoch, choui hag a gred da gom-
zou an Aviel, choui hag ho cheuz feiz e kredennou an
Iliz, ne rankin ket kemeret nemeur a boan. En hon
religion, guirionez ebet, merket sklerroch evit houma.
Selaouit kentoch hor Zalver he-unan o komz deomp
en Aviel. (Luc, xvi §. 20).
Beza zoa, emezhan, eun den pinvidik bras, guisket
kaer ha maget a bep vella. Beza e zoa ive, e toull he
zor, eun den paour, Lazar he hano, goloet holl a chou-
liou. Hag ar paour a choulenne terri he naoun gant ar
bruzunachou a gueze divar taol ar pinvidik. Mez den na
roe dezhan draillen. Hebken, ar chas a deue ha gant ho
zeod a zeche gouliou he gorf.
.NHO
VAR AN IFERN 249
.NTO
Hogen, digwezout a reaz dar paour mervel. Hag an
elez disken evit hen dougen dan Env. Hag ar pinvidik
mervel ive, hag hen Kristenien, taolit evez mad euz
ar gomz-ma ; beza eo unan a gomzou Jesus-Krist ha
merket eo ennhi, var eun dro, planeden ar falz-pinvidik
hag hini an holl becherien, hag hen kueza e kreiz
an ifern : Et sepultus est in inferno.
Hag en eur zevel he zaoulagad, a greiz he dourman-
chou, e velaz Abraham a ziabell ha Lazar en he gichen.
Hag e lavaraz en eur grial : Abraham, hon tad, ho pezet
ouzin truez ha digasit Lazar evit ma chlebio penn he
viz en dour, ha ma tistano va zeod, rag ne chellan ket
kerzet, poan a meuz ama e kreiz an tân : Crucior in hâc
flammà. Hag Abraham respount : « Eur speuren a zo
etre choui ha ni, en heveleb doare na chell den pignat
euz a chalese beteg ama, nag euz achalenn disken
beteg aze. Va mab, ho pezet sounj e zoch, hed ho puez,
bet er blijadur, ha Lazar er boan ; brema, dhe dro,
e ma er joa ha choui en dristigez. »
Guelet a reomp aze, tri dra merket sklear. Da genta
eul leach a levenez evit an den just, dan eil eul leach
a boan evit ar pecher, hag etrezho ho daou eur speuren
ha ne chell den tremen dreist-hi.
Ma na vije ket bet ar chomzou-ze ker sklear ha ma
zint, ma na vije ket bet anat dreizho e zeuz eun ifern
evit ar pecher, em bije gallet, ouspenn, diskouez deoch
hor Zalver o chen em hevelebi ouz eul labourer hag a
zeu da fin an eost da zispartia 'r plouz a douez ar
greun evit ho zaol ebarz en tân : Ad comburendum. Hen
.NHO
250 VAR AN IFERN
diskuezet em bije hen deoch, ho chen em hevelebi ouz
eun tad a famill hag ha choulen digant he zervicherien
eur gount piz ha leal, ha goudeze, a daol er meaz e
kreiz an denvalijen he zervicher dieguz : Inutilem servum
ejicite in tenebras exteriores.
Mez perak, va Breudeur ker, kozeal deoch kement
a gomzou Jesus-Krist ? He vuez, muioch choaz eget he
gomzou, a rent testeni e zeuz eun ifern.
Hor Zalver a zo diskennet var an douar euz an Env,
ha perak ? Bevet hen deuz paour : ha perak ? Great hen
deuz sakramanchou : ha perak ? Maro eo, maro e kreiz
an dismegans, maro e kreiz poaniou estlammuz, maro
var groaz an dorfetourien ha perak ? Va Breudeur,
respountet ho cheuz : Jesus-Krist a zo ganet, hen deuz
bevet paour, a zo maro var menez Kalvar evit terri hor
jadennou, evit distruja rodou an iaoul en hor chaloun,
evit deski deomp hent ar baradoz, pe mar kavit guell :
evit sarri dindan hon treid dor an ifern. Etre an ifern
ha ni hen deuz savet he groaz, he groaz ruz-glaou gant
he choad sakr. Eur penn euz ar groaz-se a stouf gi-
nou an ifern, ar penn all a zigor ar baradoz : setu ar
penn kaoz a varo Jesus-Krist.
Nach an ifern a zo, eta, nach an Aviel, nach kroaz
hor Zalver.
Hag en em estoni a dleomp-ni, goude kement-se,
mar klevomp an Iliz, an Iliz sklerijennet gant Doue ha
karget ganthan da genderchel ar virionez etouez an dud,
o rei malloz da nep piou benag a gredfe lavaret ne zeuz
.NHO
VAR AN IFERN 251
.NTO
ifern ebed ; o rei nerz dhe beleien da grial ouz ar pe-
cher evit he zihuna : « Eun ifern a zo, nann evit an
holl, mez evit kement hini a varv er stad a bechet mar-
vel. »
Evit eur christen katolik, guirionez eta ebed hag a
ve sklearoch eget houma.
Ha ma na fell ket deoch beza kristen katolik, mar
fell deoch disken, rag kuitaad ar feiz eo disken : ni
zo er pen huella, petra e viot choui ?
Protestant marteze ? Va Breudeur ker, ne anavezan
ket protestantet an amzer vrema. Ne anavezan ket, a dra
zur, petra gredont ha petra na gredont ket ; rak eur
veach faziet divar hent ar virionez e challer chench
guenoden, da bep mare. Ar gaou kenta a zo deuet a chi-
nou an aerouant hag a choudevez, hen deuz dalchet
ar memez bale gant he dad. Ne chell ober hent, mont
araog, nemet en eur en em gorvigellat, en eur en em
gorgamma, lod anezhan atao a dreuz evel an aer pa ra
hent. Mez ma ne anavezan ket ar brotestantet, me ' ana-
vez hel lavaret a raan heb kaout ar zounj da offansi
den, me anavez ho zad, eur choz manach kuiteat
ganthan he leandi evit distrei er bed. Anaout a raan he
vuez. Eun dervez, o pourmen gant he chreg, eul leanez
paour faziet ganthan, e selle ouz an Env. Hag he chreg
a lavare : « Sell, Martin, peger kaer eo. » Hag hen a blege
he benn. « Sell-ta, emezhi, pegen kaer eo ! » Hag hen
respount : « Ia, kaer eo, mes neo ket evidomp-ni ! »
« Red eo eta distrei neuze ! » « Ruillet ar voul, re
zivezad eo ! »
.NHO
252 VAR AN IFERN
.NTO
Ia, ruillet ar voul ha distruj a ra. En eur ruill e torr
he gouzoug dar virionez.
Pa velaz Luther ar gador govez ha merket varnhi :
Ama e ranker dizelei gouliou ar goustianz, e kavaz an
dra-ze re boanius evit he galoun hudur ha gant eun
taol kil-dourn e taolaz dan traon ar gador govez hag
ar gofesion dhe heul. En em gavout a ra dirak ar
purgator. Seblantout a ra klevet he dud eat da anaon, o
choulenn diganthan pedennou. Oh ! gueach all, e
chouie a greiz he galoun ober evitho ar pedennou-ze.
Mez hirio, e rank anzao ha lavaret : « Da betra pedi ?
Ne meuz mui ar memez relijion gant va zud koz. Petra
a dalvo va fedennou-me ? Nachomp kentoch e ve pur-.
kator. » Hag e lavaras : « Neuz purkator ebed. » En
em gavout a ra tal-ha-tal gant ar zent. Ar guel euz ho
foltred, en eur zigas dezhan da zounj euz ho buez santel
hag euz he wall vuez he-unan a zo evithan eun test he-
gazus. Pa vel dreist holl poltred ar grouadurez pur
dreist an holl, alvokadez ar Gristenien, mamm hor Zal-
ver benniget hen deuz lakeat he religion e dourn an
den, evel eur vaz evit he charpa var hent ar vuez, e
rank anzao : me a glask freuza, dispenn labour Jesus-
Krist. Hag e lavar : « Diskaromp ar zent : dirazho ne
daïmp mui dan daoulin ; en hon templou ne vezo mui
guelet ho foltred. »
Setu hen dirag an ifern. « Achanta, Luther, te hag
a cheuz dija great eun hanter-tro e kement all a virione-
ziou, petra a ri te, euz an ifern ? Kaer az pezo, keit ha
ma chommo ar spountailze en he zav, ne gouski ket
.NHO
VAR AN IFERN 253
.NTO
eürus. Diskar ive an ifern ! » Mez nann. Mallos Doue
e vel ouz hen difenn. Varnhan e vel merket e lizerennou
sklear : « Ama ar prenv ne varvo ket, an tan nen em
vougo biken ! » Luther ne gredaz ket nach an ifern.
Diskennomp, mar karit, eur bazen izelloch, disken-
nomp beteg ar baianed, hag a ioa deuet nebeut ha ne-
beut a benn da ober ho Doue deuz pep tra nemet deuz ar
guir Doue, koulz lavaret, da gredi guir pep tra nemet
ar virionez. Mad, pa zigoran al leoriou koz, pa lennan
skridou an amzer gueach all, etouez kement a chevier
me a vel eur virionez chommet en he zav, var an douar :
e pep amzer, e peb bro holl boblou ar bed ho deuz kre-
det e zoa eun ifern.
Petra lavarin-me deoch kên ? va Breudeur ker. Tud
desket, sperejou bras, mez dallet gant an ourgouil, ho
deuz klasket orjellad ha diskar guirioneziou an Aviel.
An ifern dreist holl, ho spounte hag en he eneb ho
deuz muia en em zijadennet. En hor bro e zeuz bet kavet
unan euz an dudze, anavezet dreist ar re all, evit he
gounnar a eneb relijion Jesus-Krist.
Mad, eun devez e teuaz da gaout Voltaire eur mignoun
difeiz eveldhan. « Voltaire, emezhan, deut ounn a
benn da zestum testeniou awalch : neuz ifern ebed ! »
Na te a zo eurus, a respountaz Voltaire. Evidon-me
hag hen doa klasket awalch koulskoude, evidon-me
zo choas pell dioch eno.