Var pecherien ' zo, Doue a bep amzer a dol malloz.
Kerkoulz, an dra-ze neo tam diez da entent.
Hogen, en eur gregi e m zarmoun, hirio, e lavaran
eur gomz kuezet a vuzellou Doue, hag a zo eur ger a
valloz : Maledictus !
Mez malloz da biou ? Dar re ho deuz troet kein da
Zoue ha ne reont mui fors diouthan ? Nann, va Breu-
deur. Mallos ! ive, dan dud hag en eur zervicha Doue,
nher zervichont nemet gant diegi : Maledictus qui facit
opus Dei negligenter.
Evit rei deoch da anaout mad an diegi-ze, e lavarin
deoch petra eo da genta. Goudeze, evit lakaat achanoch
da ziwal diouthi, e tiskuezin deoch pegen izel e tiskar
an den ha pegement e laka var var, hor zilvidigez.
*
* *
Dre an dud dieguz e servich Doue, ne ententan ket an
dud-se, re stank, siouas ! hag a zo en em roet dan dizurz,
.NHO
VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE 175
.NTO
en em verzet dan drouk-speret. Ne ententan ket ken-
nebeut an dud-ze, ha goude beza evet ar pechet evel an
dour, a zo diskennet var ar bazen izel-ze, hag eur vech
diskennet varnhi, an den bouzar, ouz komzou Doue, ne
ra mui van a netra, hag a deu da choarzin goap, pa
gozeer dezhan deuz a varadoz pe ifern.
Ar seurt tud-se, ma roont choaz eur merk benag a
religion, nho roont nemet evit ober evel ar re all, evit
miret, ive, da veza goude ho maro, taolet en douar evel
tud divadez. Beza int servicherien, nann da Zoue, mez
dan drouk-speret.
Dre eun den dieguz choaz ne ententan ket ar griste-
nien-ze, hag en despet dho bolontez vad, a guez avechou
er pechet. Rag, neo ket abalamour meo stag ho cha-
loun deuz an drouk eo e kuezont, mez abalamour, ken-
toch, dar zempladurez a zo e peb den, abaoue pechet
hon tad kenta Adam.
Eur rumm all a zo. Servicha ' reont Doue evit guir :
Facit opus Dei. Mez nher servichont nemet ervez ho giz
hag ho bolontez ha nann ervez bolontez an Aotrou
Doue. Heulia ' reont euz he lezen, ar pez a zo eaz ha
diboan, mez ar pez a gavont diez a loskont a gostez.
E leach en em rei da Zoue holl hag a greiz kaloun, e
zint, evel pa lavarfen, daouanteret etre Doue hag an
drouk-speret, etre ar mad hag an droug. Hirio, e vezint
da Zoue, dar vertuz, dan oberou mad ; varchoaz dar
bed, dhe blijaduriou, dhe gustumou fall. E leach en
em rei da zervich Doue gant prez ha gant mall, gant
plijadur ha laouenedigez, e tougont lezen an Aviel evel
.NHO
176 VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE
.NTO
eur beach pounner. Ne heuliont gourchemennou Doue
nemet evel en despet dezho, atao skuiz, prest da heana,
atao digaloun evel tud hag ho defe aoun da ober re,
evit plijout da Zoue. Ne choulenfent ket guell eget mont
dan Env, mar gelfent tizout beteg eno eb en em zieza
re, eb kuitaat ho flijaduriou, eb rankout trechi an
techou fall euz ho chaloun, renons dezho ho-unan, dis-
prijout ar bed gant he gustumou hag he choaperez.
Setu buez an den dieguz e servich Doue, buez mal-
heurus ha didalvoud evel ma zan da ziskuez deoch en
eur achui.
*
* *
Griit ho silvidigez, gant spount hag en eur grena,
' lavar dheomp an abostol Sant Paol : Cum metu et tre-
more salutem vestram operamini. Da lavaret eo, evit ho
silvidigez, bezit atao var evez, atao soursiuz, atao var
aoun. Mez an den dieguz ne daol spled ebet deuz
kement-se. Komzit dhezan a binijennou ar zent, lava-
rit dhezan e zo, en ho zouez, meur a hini, ha goude
eur vuez rust ha poanius a deu, var ho guele a varo, da
grena gant ar spount araog barnedigez Doue. « Oh! a
respounto deoch, ne dalv ket kemeret kement-se a
boan. Me, ne glaskan ket kaout ar plas kenta er bara-
doz. » Ha var digare, ma cheuill, peurz-vad, gourche-
mennou Doue, e kaf dhezan ober awalch. Henvel deuz
ar pharizian a gomz dheomp an Aviel divar he benn.
Me noun ket evel ar re all, a lavare hennez, noun ket
libertin, noun ket laer : Non sum sicut cteri homines ;
.NHO
VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE 177
.NTO
ober a raan aliez oberou mad : Jejuno bis in sabbato.
Ha var bouez kement-se setu hen kountant ha dizoursi.
Mez epad mher guelan o veva tranquil var he stad a
vuez, e seblant din klevet Jesus-Krist o lavaret anezan
ar chomzou spountus-ma euz an Aviel : an den dieguz :
servicher fall : Serve nequam ; an den lurus : tra didal-
voud, mad da netra : inutilis servus... scribe : virum
sterilem : excide eum et ejicite in tenebras exteriores :
tennit holl diganthan ha taolit hen a goste e kreiz an
denvalijen.
*
* *
Hag e guirionez, ne cheller ket var eun dro, servi
cha daou vestr dizhenvel, eme Jesus-Krist. En eur bli-
jout da unan e tisplijer degile. Hogen, netra ken dizhen-
vel, evel Doue hag an drouk-spered, evel ar mad hag an
drouk. Eur follentez eo eta kredi, plijout en eur garet ar
pechet, da eun Doue hag a choulen holl pe netra.
Choant ho cheuz da en em rei dan dizurz ? En em roit
dan dizurz, mez na esperit ket en eur hen ober, chomm
heb koll mignouniach an Aotrou Doue. Pechi marve-
lamant, zo koll he garantez : Qui peccavit in uno factus
est omnium reus. Doue na ginnig he varadoz nemet dar
re her char, dreist pep tra. Hogen disprijout euz he
lezen eun dra hebken, an disterra, eo karet eun dra
all muioch egethan. Ha Doue neuze dhe dro, a lamm
diganheomp he vignouniach.
*
* *
Mez a lavarot, marteze, ne raan ket a gwal bechejou
hag evit pechejou dister ne deuz ifern ebet.
12
.NHO
178 VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE
.NTO
Nann zur, her gout a raan, evit pechejou dister ne zeuz
ifern ebet. Mez her gouzout a raan ive, rag ar Spered-
Santel eo hen desk dheomp, an nep a zrisprij an traou
dister a guezo, a nebeut da nebeut, a izelaio a zeiz da
zeiz. Ar maro peurliesa ne arru ket evel eun tarz kurun.
Da genta e santer ar galoun o chen em zarri, an nerz o
semplaat ; an halan a verra, an izili pella deuz ar galoun
a iena da genta ; dichano ar ienien en em zil dre holl,
ha pelloch, ar galoun a jom a zav hag ar vuez a ia kuit.
Hogen, evit an ene e choarvez ar memez tra. Da genta
' rear pechejou dister, a vihan e zear da vraz, a nebeud
da galz. « Da genta, eme sant Bernard, ar pechet a vo
evidomp eur beach mantruz : Primum tibi importabile
videtur aliquid. Goudeze nher chaffomp mui ker poun-
ner : Judicabis non adeo grave. Souden her chavomp
skanv da zougen : Paulo post et leve senties. Prestik
goude nher zantimp tamm : Paulo post nec senties.
Varlerch e raio hor plijadur : Paulo post delectabit.
Hag evel-se, a nebeut da nebeut ar galoun a deu da
galedi : Sic paulatim in cordis duritiam itur. Hag an ene
en em gav maro dirag Doue.
*
* *
Klask a rit, eme choui, pellaad deuz ar pechet marvel.
Kristenien, kement-se zo mad. Mez nhe ket awalch. A
fors da gueza heb melkoni e pechejou dister, ho karan-
tez evit Doue ha karantez Doue evidoch, a deuio da
zemplaat. Mont a raint da netra. Hag abars re bell, e
vefoch e stad ar re, hag a lavar Jesus-Krist divar ho
.NHO
VAR AL LEZIREGEZ E KEVER DOUE 179
.NTO
fenn : « Salo ' vijach bet brasoch pecherien : Utinam
frigidus esses ! » O velet stad truezuz ho chene ho pije
neuze, marteze, en em gonvertiset. Eleach brema, en
em lakeat ma zoch etre ar beo hag ar maro, en em gol
loch heb gouzout deoch hoch-unan : Incipiam te vo
mere ex ore meo.
*
* *
Setu perak, poent ha tremen poent eo deoch dizrei
euz ho Toue, choui holl hag a zo lezirek en he zervich :
Hora est jam de somno surgere. Lakeomp, va Breudeur
ker, hor zilvidigez araog pep tra. Mez ar zilvidigez nher
graimp ket nemet poania a raffemp d'hen ober. Ha
poania, nann gant unan euz ar choantegeziou dinerz-
se, ne deuont a benn deuz netra hag a zo leun an ifern
anezho, mez poania a zrevi ha koustet pe gousto. Kalz
a boan a gemeromp hag aliez poan gollet evit tremen
diouz an dud ha plijout dar bed. E servich Doue, sur,
ni a gavo ive, eur boan benag da chouzanv, eur groaz
benag da zougen. Mez ma tilezomp Doue, hor poaniou
a iel var gresk. Hag evel na gountint netra, e vezomp
malheuruz er bed-ma ha malheuruz ar bed all.
*
* *
Rak-se, ne ankounachaït ket ar gomz a lavaren en
eur gregi em zarmon hag a lavaran choas en eur zis-
kregi : maledictus qui facit opus Dei negligenter : Milli-
get an den a vo lezirek e servich Doue !
.NPO