Evit klevet an dud o prometti gwaleur, ne dleomp
ket ober re a van. Aliez e c'hourdrouzont heb abek,
aliesoc'h c'hoaz, n'ho deveuz ket ar galloud da zigas ho
gourdrouzou da vir na da ober d'heomp an holl drouk
ho deffe c'hoant.
Goude holl, ha pa c'halfont noazout d'heomp ervez
ho mennoz, ober d'heomp koll hor madou, hor brud
vad, hor buez zoken, ar gaou-ze, pegen ankeniuz benag
e c'halfe beza da c'houzanv, na ve ket evelkent, peb tra
poezet mad, eur gaou diremed. Rak chomm a c'hell
ganheomp c'hoas madou ar bed all, buez an eternite
hag hor brud vad dirak Doue.
Mez pa glevomp o c'hourdrouz eun Doue leal ha ne
.NHO
158 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
c'hourdrouz, morse, heb guir d'hen ober : eun Doue ma-
delezuz hag a zo he vrasa plijadur rei he vennos d'he
vugale, eun Doue holl c'halloudek hag a c'hell atao,
derc'hel mad d'he c'her, digas he c'hourdrouzou bepred
da vir, hor skei en hor c'horf, hor skei en hon ene,
hor skei er bed-ma, hor skei er bed all, hor skei epad an
amzer, hor skei epad an Eternite, penn-da-benn. Oh !
pa zisklerio an Doue-ze gwaleur, krenomp ! Krenomp
gant spount hag evesaomp piz e goueled hor c'houstianz,
gant aon ma ve ouzomp e selfe ar gourdrouzoa-ze.
Hogen koulskoude, va c'henta komz hirio, setu hi
eur gomz hag a deu da ziskleria gwaleur, eur gomz hag
a ro mallos : V vobis. Gwaleur, mallos da biou ?
Gwaleur, mallos d'heomp-ni tud iaouank a veach deuet
var an douar, d'heomp-ni tud e kreiz hon nerz,
d'heomp-ni tud kroummet dindan pouez ar bloaveziou !
Gwaleur, malloz d'heomp holl pa hon deuz pec'het :
V nobis quia peccavimus.
Hag evit guir, va Breudeur ker, ne anavezan nemet
eun dra, unan ebken hag a zeufe da stroueza, da gaea
ouzomp hent an Envou, da zevel eur speuren etre Doue
ha ni : ar pec'hed.
Mez ar pec'hed eo krouadur an drouk-speret hag a
zo gaouiad evel he dad. Red eo eta, dizelei d'ezhan he
dâl evit ma her guelimp er c'his ma 'ma, e guirionez, ha
ma c'hanavezimp peger braz gaou a ra ouz an den, pe-
ger braz ouz he gorf, peger braz gaou ouz he ene.
Evit ne vezin ket re hir, me a lezo, hirio a gostez, lo-
den an eternite. Guelomp hebken, loden ar vuez-ma.
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 159
.NTO
Ar pec'hed, er bed-ma, a ra gwaleur ar c'horf, a ra
gwaleur an ene. Setu e daou c'her ar gelennadurez-ma.
*
* *
Ar pec'het marvel, er bed-ma, a denn gwaleur var
gorf an den.
Va Breudeur ker, eun impalaer en he rouantelez, eur
general e penn he arme, eur c'habiten a vor var he lestr,
a dle, araog pep tra, merka he renk hag he zever da bep
hini. Goude ma ho deveuz merket, diskouezet ho rou-
den d'an holl, e tleont gouarn gant karantez evit guir,
mez ive gant nerz. Ha pa zeu eur re benag dre ho faot
ha gant goeziegez, da derri ho lezennou, an impalaer,
ar c'habiten, ar general a dle kastiza kement hini
' vank d'he zever. Eun dourn evit rekompanzi, eun
dourn all evit kastiza, setu e pe c'hiz e c'hallont derc'hel
an urz vad.
Hogen, va Breudeur, dreist holl bennou braz ar bed-
ma, e zeuz eur Roue ; eur roue brasoc'h, galloudusoc'h
eged ar re all, eur Roue hag hen deuz da c'houarn, nann
eur rouantelez hebken, mes an Env, an douar ha ke-
ment a zo etre an douar hag an Env.
Hag ar Roue-ze, rak ma ra pep tra gant pouez,
gant urz ha gant muzul, a verk da bep unan ac'hanomp
dre be rouden kerzet, petra da ober, dioc'h petra en em
ziwall ; ha rag ma zeo santel, douget evit ar mad, e fell
d'ezhan araog pep tra e rên-fe an urz vad etouez he su-
jidi. Setu perak euz he berz, ar c'haera promesaou great
da nep a ra mad ho dever, mez ive ar pounnerra gour-
.NHO
160 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
drouzou douget a eneb ar re a vank d'hen ober. Hag ar
gourdrouzou-ze, n'int ket euz he berz, spountaillou bu-
gale na krosmol avel.
Ho digaz a ra da vir, ervez he c'hoant, d'an heur
merket ganthan hag en despet da bep tra.
Selaouit kentoc'h ha guelit : an testeniou ne vankont
ket.
Setu ama da genta, testeniou an amzer dremenet.
En amzer-ze, Doue evit kastiza ar pec'hed, ne esper-
naz ket an daou-zen kenta, he grouadurien ar muia
karet.
Adam hag Eva a zo ganthan, lakeat da rên var an
holl draou krouet. Lojet e Baradoz an douar e treme-
nont ho amzer e kreiz eur blijadur heb he far. Ne ana-
vezont nag ar c'hlenved, nag an dienez, nag ar maro.
Pep tra a gavont ervez ho c'hoant eb na berrentez na
labour boaniuz. Mez en eun taol kount, me ho guel
barnet da c'hounit ho bara divar bouez ho divreac'h,
barnet d'ar c'hlenvenjou, d'ar poaniou, d'ar maro. Hag
ar penn-kaos euz eur blaneden ken dishenvel dioc'h ho
flaneden genta eo ar pec'het hebken. Torret ho doa
lezenn Doue, en eur zribi euz ar frouez difennet outho.
Doue ne espernaz ket an niver braz a dud a rank-je
da skoi.
Var dro c'huezek kant vloaz goude krouidigez ar bed,
an holl, koulz lavaret, ho devoa troet kein d'an Envou.
Ne glaskent ho flijadur nemet e kreiz dizurziou ar bed.
Epad kant vloas, Doue a c'hortoz : pedi a ra, gourdrouz
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 161
.NTO
a ra ive : an dud a jomm bouzar ! Doue neuze, a zastum
ar c'houmoul da zigas eur glao a bil. Hag ar mor a ziloc'h
da weledi an douar ; an dour a bign beteg pemzek ilinad
dreist an huela meneziou, hag an holl grouadurien
nemet Noe hag he dud, a zo beuzet gant an diluj.
Doue ne espernaz ket ar pennou bras, ar pennou
kurunet.
Ni, avechou, dirak ar pennou bras a rank stoui hon
tâl ha chomm dilavar. Mez Doue, aliez, var an huella
pennou a ziskarg ar pounnera taol...
D'an abardaez-se, eur roue gallouduz a roe eur goan
vras, en he balez. E kreiz ar guir vella plijadur, setu
hoc'h en em ziskuez eun dorn mysterius, hag an dourn-
ze a skriv var moger ar zal teir gomz dianav : Mane,
Thecel, Phares. Ar Roue pa vel, a jomm sabatuet holl.
Petra eo an dourn-ze ha petra ar pez a skrif ? Orjellad
a ra var he gador; eur c'hoezen ien a zired diouz he dâl !
Eur vech c'hoas petra eo an dourn, petra eo he skrid ?...
Balthazar, Kaluriou sakr templ Jerusalem ho c'heuz
lakeat da zigas ! Great oant evit meuli ha trugarekaad
Doue, ha c'houi a ziskarg enho guin an dizurj hag ar
vesventi ! Setu perak : Mane ! Thecel ! Phares ! Ho teve-
ziou a zo niveret ha deuet eo an diveza : poezet oc'h, ha
kavet re skanv hag ho rouantelez a vo roet da eun all.
Doue ne espernaz ket he bobl he-unan.
E korn an hent, eun den a velan distroet da zellout
ouz Jerusalem. Savet e voa bet ar gear vraz-ze, evit
ma vije ennhi anavezet, meulet ha karet hano ar guir
11
.NHO
162 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
Doue. Ha koulskoude, kaloun ar prophet a zo mantret,
he zaoulagad a zo beuzet a zour. Jerusalem, ar gear zan-
tel, a vel distrujet gant an tân hag he bugale pe lazet
gant ar c'hleze pe dreinet varzu eur vro estren. Ha neuze,
test euz eun hevelep tristidigez, Jeremias a sko var
boull he galoun hag a lavar gant irvoud : Gwaleur
d'heomp-ni, rag pec'het hon deuz ! V nobis quia
peccavimus !
Doue ne espernaz ket zoken he vab he-unan, Jesus-
Krist hor Zalver benniget.
Evit prena an dud, an eil phersoun deuz an dreindet
sakr a zo bet karantezuz awalc'h evit disken euz an
Env var an douar ha kemeret eur c'horf hag eun ene
evel deuz hon re ni !
Guir Doue koulz ha guir den, var eun dro, ne c'helle
ket kaout ha n'hen deuz ket bet d'en em rebech an
disterra pec'het e nep giz nag e nep amzer. Ha hent all,
e tlie kaout, hag hen devoa, an holl skiant, an holl fur-
nez, an holl zantelez, an holl vertuziou a zere ouz guir
vab ar guir Doue. Hag eun devez, e c'hellaz lavaret e
guirionez ar c'homzou-ma : Quis ex vobis arguet me de
peccato ? Piou ac'hanoc'h a damallo din-me eur mank
benak ? Ha koulskoude, va Zalver teir gueach sakr ha
teir gueach santel, me a glev lakaat ac'hanoc'h izel-
loc'h eget Barrabas al laer, ar muntrer. Me a glev an
taoliou skourjez o tispenn ho korf sakr. Me a vel ar
zoudardet o skopad ouz ho tâl hag o rei deoc'h javeda-
dou. Me a vel ho penn kurunet a spern, ho treid hag
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 163
.NTO
ho taouarn treuzet gant tachou, ho kaloun toullet. Me ho
kuel etre daou laer staget euz eur groaz evel eun den fall
ha lakeat da chouzaon ar maro ar mezusa, ar c'hrisa
c'helfed da goumpren.
Ha perak, va Breudeur ker, perak eun hevelep poan,
eun hevelep angoni, eun hevelep maro ? Abalamour
Jesus-Krist, daoust n'hen doa morse great pec'het ebet
a ioa en em rentet, en em c'hreat kred evidomp-ni. Ke-
meret hen doa, var he gount, ar beac'h pounner euz ho
pec'hejou hag ar boan dleet d'ar pec'hejou-ze : Tradidit
seipsum pro nobis.
Setu kentel an amzer dremenet.
*
* *
Ha brema, mar greomp eur zell en dro d'heomp, ni
a gavo eur gentel all.
Mervel a velomp. Goad a red. Trouz ha lazerez a zao.
Reuz, naonegez ha goalinier a bep giz en em astenn
var an dud. Ha perak ? Pep hini a glasko en dra ma hen
devezo c'hoant, ar penn kaoz a gement-se holl. Mes evi-
don-me, me, pa ho guelan, a zeu ker buhan a zonj din
deuz komzou al leoriou sakr : Mors, sanguis contentio et
rumpha, oppressiones, fames et flagella super iniquos
creata sunt : an traou-ze holl ne zavont nemet euz eul
leac'h, euz ar pec'het : ne zeuont nemet evit eun dra :
evit kastiza fallagriez an dud : Super iniquos creata sunt.
Eur Roue, a Vro-C'hall, guechall, pa felle d'ezhan en
em zizober euz eun enebour a roe urz d'her griad en
eul linser ha goude beza lakeat skriva var gourre ar
.NHO
164 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
c'houmzou-ma: « Lezit da dremen justis ar Roue ! » e rea
hen taol, en eur ster. Hag ar c'horf paour, ruillet ha
diruillet gant an dour-red, a iea da zeski d'an dud, penaoz
en em venje Loïs unek.
Ha me, pa zellan ouz trubuillou ha gwaleuriou ar bed-
ma, a gav d'in gueled ive varn'ho skrifet : Lezit da
dremen justis an Aotrou Doue.
Mez, a lavarot, marteze d'in, me a meuz pec'het, me,
ha ne zeuz ganhen digouezet drouk ebet : Peccavi, et
quid accidit mihi triste ?
Va Breudeur ker, mar d'eo guir kement-se, krenit
eta muioc'h a ze. Seul huelloc'h e vez savet ar morzol,
seul bounneroc'h e vez ive an taol a guez var an anne.
Doue a c'hed : mez e ma savet he vreac'h. Abred pe zi-
vezad he zourn a ziskenno ! Krenit. Beteg hen c'houi ' zo
bet espernet. Mez en dro deoc'h, nag a bet a zo bet skoet ?
Perak an den iaouank-se, maro e kreiz he vrud ? Kue-
zet ar morzol var an anne ! - Perak ar plac'h iaouank-
se dishenoret ? Kuezet ar morzol var an anne ! - Perak
an den-se pleget ganthan he benn, etouez an dud all ?
Kuezet ar morzol var an anne ! - Perak ken aliez a
zen, guechall pinvidik, a rank hirio hag ho bugale d'ho
heul, asten ho dourn a zor da zor ? Eur zell var ho buez
tremenet a ziskouezo deoc'h labour ar pec'het.
Pec'het e meuz ha ne zeuz ganhen digouezet drouk
ebet ! Peccavi. Et quid mihi accidit triste ?
Evit guir, madou ho c'heuz marteze. Marteze, ouspenn,
e zoc'h doujet, enoret, istimet zoken. Evit komz evel
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 165
.NTO
ma komzit : ar voul zo ganeoc'h. Hag he ruil a rit en
tu ma karit. Ha neuze, sounn ho penn en despet
d'ho koustians fall, c'houi a lavar : Et quid mihi accidit
triste ? Hag ar re vad en eur ho kuelet a lavar, meurvad,
lod anezho da vihana : « da betra beza den mad ? Ar
re fall ho deuz ar muia chanz. »
Gaou ha fazi, va Breudeur ker. Pec'her, pec'herez
oc'h ? hag espernet evelkent ! Mez abalamour da betra ?
- Marteze en ho ti eur pried, eur vamm, eur c'hroua-
dur a zo dre ho fedennou, o c'harben dourn an Aotrou
Doue. Ha Doue dre druez ouz he vugale vad a espern
evit eur pennad amzer, he vugale fall. - Marteze etouez
ho techou fall, ho c'hoberou digoustians, e zeuz
eur pleg mad benag hag eun nebeut oberou kristen.
Marteze eun devez, eur paour keaz, bet d'ezhan an alu-
zen e toull ho tor a lavare : « Va Doue, r'ho pezet
truez ouz an den hen deuz torret d'in va naon ha goloet
va diskoaz ! » Ha Doue, digor he skouarn da beden eun
den just, a lavaras d'he dro « Mad, ia, red eo d'in re-
kompansi ar mad hen deuz great an den-ze, e keit ha
ma vo var an douar. Ne c'hellin ket he rekompansi er
bed all, rekompansomp anezhan er bed-ma. Roomp
d'an den-ze ar pez a glask : danvez, iec'het, plijadur :
pae didalvoud roet d'an dud ken didalvoud hag hen,
eme sant Augustin, receperunt mercedem suam, vani
vanam. » Doue a bae he zle. Mez d'he dro, Doue a
c'houlenno beza paet. Ar vuez-ma zo berr. Ar maro
' dosta kammad ha kammad. Ha goude ar maro e teu
devez an Aotrou Doue.
.NHO
166 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
Peccavi : et quid mihi accidit triste ? Petra a zroug ?
Sarromp ama mar kirit levr an traou a zianveaz ha
digoromp eul levr all, eul levr kuzet, eul levr hag a
skrivomp en hor c'hreiz : levr ar goustianz, levr an ene.
Guelomp labour ha dispac'h ar pec'het ebarz el levr-ze.
*
* *
Va Breudeur, tri den zo hag a ra bepred aoun d'in :
al laer, ar bourreo, ar muntrer. Rag al laer am laka
deuz a binvidik da veza paour ; ar bourreo a ra d'in
gouzanv poaniou spountuz ; ar muntrer a denn diganhen
ar vuez.
Mad, kristenien, ar pec'het marvel a zo, var eun dro,
laer, bourreo ha muntrer an ene.
Ar pec'hed marvel eo laer an ene.
Va Breudeur ker, gout a rit mad petra eo eul laer ha
goud mad petra ' ra. Al laer a gemer, dre finesa pe dre nerz,
ar pez n'eo ket d'ezhan : aour, arc'hant, greun, dillad.
Holl ho c'hav mad. Hag ar pez a lez var he lerc'h a vez di-
renket, fuillet, sklabezet, torret. Ha neuze pa deuit, var-
lerc'h, da daol eur zell var ho ti, pa veloc'h ho c'har-
meliou torret, ho tiretennou goullo, ho c'holl beadra eat
e teuz, c'hui a lavar gant disesper : « Va Doue, kouls-
koude, kement all a boan em boa me kemeret evit
dastum va zammik danvez ! kement all em boa me la-
bouret en noz, en deiz, en ti, er park, dindan an eol, ar
glao, an avel ! Me zo bet digernez ouzin va-unan, diza-
mant ouz va c'horf paour ! Esperout a rean kaout bara
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 167
.NTO
dibreder em c'hosni ! Ha setu me, en eun taol kount,
lakeat var ar c'holo. Kement am boa zo laeret d'in : ne
jomm ganhen nemet daoulagad da skuilla daelou ! »
Mad, va Breudeur ker, mar ho c'heuz pec'het, me a
ia da ziskuez deoc'h, eun ti all, ti ho c'hene, laeret c'hoaz
muioc'h, distrujet e pep gis.
Eun devez oc'h bet douget ama, d'an iliz-ma, deiz ho
padiziant. Ha neuze, d'an deis-ze, ho c'hano a oa skrifet
var gaierou ar Zent. Ho c'hene a ioa meurbet pinvidik :
doujanz Doue, karantez Doue a ioa en ho kaloun. Dive-
zatoc'h e zoc'h adarre, deuet d'ar memez iliz, evit ober ho
kenta pask. Ha d'an devez eüruz-ze, ho tenzor a ieaz
c'hoaz var gresk. Rak disken a reaz neuze, en ho ka-
loun, soursen an oll c'hrasou. Euz ar baradoz, an
eneou eüruz a zelle ouzoc'h gant dudi.
Oh ! ia, santez Thereza a gomze mad, pa lavare,
gueach all : « Nag an oabl gant he stered lugernuz,
staget evel tachou aour, ama hag aont var he bolz c'hlaz,
koulz ha guell evel perlez var mantel voulouz eun impa-
laer ; nag ar mor gant he ledander, nag an douar gant
he bleuniou, n'int ket var 'n hed tost, ker kaër ha ma
zeo eun ene e stad a c'hraz. »
Hag e guirionez, va Breudeur, eun ene e stad a c'hraz
a zo, var eun dro, krouadur muia karet an Tad, eun ezel
beo da Jesus-Krist, eun templ evit ar Speret Glan.
Doue an Tad n'hen deuz nemet evit an ene-ze. He
vennoz, he vignouniach, he binvidigeziou, he varadoz,
hen he-unan : holl int evid han ! Ennhan nag a feiz,
nag a esperanz, nag a garantez, nag a vertuziou, nag a
.NHO
168 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
c'hrasou, nag a veritou ? Ennhan pebeuz tenzor, nann a
vadou ar bed-ma, mez a vadou an eternite ! Ha da
heul ar pinvidigeziou-ze, pebez plijadur zantel, pebez
levenez kristen ! Ia, e guirionez, imaj an Aotrou Doue
eo ; krouadur an Aotrou Doue eo, heritour an Aotrou
Doue eo.
Beza e zeo ouspenn eun ezel a Jesus-Krist evel eur
brank grefet var droad eur vezen a zeu da veza eur
brank euz ar vezen-ze ; beva ' ra a vuez Jesus-Krist,
pedi a ra dre beden Jesus-Krist, pe, evit lavaret guell,
Jesus-Krist eo a vev ennhan : Vivo ego, jam non ego, vivit
vero in me christus. Ha Jesus-Krist a zo mab da Zoue
ha Doue he-unan, hag an ene-ze, rak-se, en deuz evel
perz e natur an Aotrou Doue : Divinæ consortes naturæ.
Beza zo er bed-ma, tud a lignez huel, pennou kurunet,
impalaeret, prinset, noblanz, tud er c'hargou, en eno-
riou, tud a zanvez, ha ni, pa ho guelomp o tremen en ho
c'harrosiou alaouret, a lavar, marteze : perak, en eur
zont er bed, ne meuz me ket eveld'ho kavet eun hano
kaer hag eur palez ? Va Breudeur ker, mar e moc'h e
stad a c'hraz ho c'heuz eun hano, eur palez, eun heri-
tach dreist an traou-ze holl. Doue a zo ho Tad, Jesus-
Krist a zo ho preur, ar baradoz eo ho ti.
Beza eo templ ar Speret Glân, trede persounach an
Dreinded sakr.
Goud a rit petra eo eun templ. An templ eo ti an
Aotrou Doue, savet dreist an holl diez all, kaeroc'h evit
an holl diez all, muioc'h respetet evit an holl ; ennhan
.NHO
VAR AR PEC'HET MARVEL 169
.NTO
ne veler nemet traou sakr, ne glever nemet pedennou
ha meuleudiou ; ennhan eo e tisken var an ene ar muia
grasou, e teu an esperanz da laouennaat ar speret, al
laouenedigez da skanvaat ar galoun. Setu ive petra eo
eun ene mad : ennhan e rên ar Speret-Santel gant he
holl zonezonou ; anezhan eo taolet kuit peb dizurs ha
pep pec'het ; ti an Aotrou Doue eo.
Mez, o va Doue, petra velan-me ? Setu ar pec'het
gant he zorn loudour o tigeri dor an ene-ma, o keme-
ret perz en ho ti, eun ti savet ganeoc'h ha great evidoc'h.
Pe seurt stad ha pe seurt stad ! Peger kaer a ziagent,
pegen doanius an heur a vrema. Imaj an Aotrou Doue
a zo faozet. Meritou, grasou, pinvidigeziou spirituel,
holl int laeret, distrujet. E toull an nor, an eal mad
a wel var goll an tenzor a ziwalle ! O ene paour, nag e pe
stuz da velan-me ! Penaoz stereden an Env he deuz kol-
let he sklerijen ?
Henvel ouz eur c'hrouadur fall ha dizeret, taolet er
meaz a di he dad, setu te dianavezet, deseritet gant
Doue.
Henvel, ouz eur brank torret gant an avel, distaget
diouz korf ar vezen, melenet he zelliou, wenvet he
vleûn, er meaz ar stad da rei frouez, setu te dispartiet
dioc'h Jesus-Krist, heb galloud ober mui netra hag a
dalvez-fe evit an eternite.
En eur beg douar euz hor bro, e ribl ar mor, e veled
gueach all, eun iliz euz ar re gaera. Mez tud kounnaret a
deuaz. Divolzet, distrujet ho deuz ti Zoue. Ne veliz mui
pa ziz, beteg ennhan, nemet pennadou moger hanter
.NHO
170 VAR AR PEC'HET MARVEL
.NTO
ziskaret. Hag an amzer gant he vorzol, he avelou, he
c'hlaoeier a beurachu, bemdez, an distruj.
Gueach all, eno e klevet meuleudiou an Aotrou Doue,
Jesus-Krist a jomme en tabernakl. Hirio ne veler nemet
an drez hag an iliao e poulza dre douez ar benerez koue-
zet d'an douar ; nemet amprefaned o c'hen em guzat
etouez ar vein ; ne glever nemet trouz ar mor braz o venna
var an aod ha krosmol an avel o iudal dre ar faoutou.
Ene paour ! setu da boltred. Ne d'oud mui templ an
Aotrou Doue : distrujet eo, diskaret eo, deut eo da
veza lojeis an amprefaned ar re euzusa. Ken aliez a
veach e lavaren bremaïk e zoaz euruz, santel, kaer,
pinvidik, ken aliez a veach e rankan lavaret brema :
siouas! ne d'oud mui.
Ar pec'het marvel ' zo eur bourreo.
Lenn a reomp e veve gueach all, eun den ha pa zeue
eun tremeniad en he di, hen astenne var eur guele houarn.
Ha neuze, gwaleur d'ar beachour paour pa veze hirroc'h
evit ar guele. Ar bourreo-ze, a lakea eskennad he izili
a res gant postou ar guele. Pa veze berroc'h, e lakae ho
diaoza hag ho astenn ken a vijent deut keit ha keit. Son-
jit pebeuz anken ! Ha setu koulskoude ar pez a ra ive,
bemdez, ar pec'hed d'ar pec'her paour.
He eskennad a ra : eskennad he vadou : a binvidik
e teu paour; eskennad he henor, he vrud vad... Affer,
affer..., eskennit c'hoas, eskennit laouenedigez tad,
mamm, bugale... affer, affer, eskennit atao, eskennad he
feiz, he esperanz, he lod e baradoz Doue... Eskennad a ra
.NHO
VAR AR PECHET MARVEL 171
.NTO
holl pep tra, ieched ar chorf, madou an ene... diaoza a
ra ouspenn an ene paour. Ne fell ket did laerez, te a
laero... Chachit ken na vezo deuet hir awalch... Ne
fell ket did beza mesvier... te en em vesvo... Ne fell ket
did ranna kaloun da dud... te a ranno... Ne fell ket did
treina beteg ar bez, chaden hir da zizurziou ?... Te he
zreino hag a stago bemdez, diouthi eur mell muioch.
Eur pennadik amzer, touchet gant ar blijadur, ar pecher
ne zounj ket en he stad, mez diforfila a rank souden
var he vele digonfort.
Va Breudeur, eur gomz a lennan er Skritur Sakr hag
a spount achanon : Ignis, sulphur, spiritus procellarum,
pars calicis eorum : tan, souffr ha kounnar an avelou
fall, setu lod ar becherien. Pa beg, pa grog an tan en
ti, e nebeut amzer, en em skign hag e pulluch pep tra :
Mar kuez souffr e kreis an tan, gwassoch gwas e rost ;
ha pa zeu an avel da chueza, neuz mui netra hag a
chelfe herzel ouz ar vroez.
Mad, kristenien, ar pechet a zo eur chef tan en hon
ene. Souden an eil pec'het a skuil souffr var ar c'hlaouen.
Abars nemeur, pechet var bechet a zeu evel ken aliez
a vegin, da lakaat an tan wall da bulluch pep munut
vad. Ha neuze, ar pecher paour, dizesperet o velet he
stad, mez re zigaloun evit distrei euz Doue, a zo evel
eun den klanv var he vele, o trei hag o tistrei e kreiz fô
an derzien, heb galloud en em zizober euz he boan.
Ar peched marvel eo muntrer an ene.
Va Breudeur ker, ne fell ket din rei, re a veuleudi dhor
chorf paour. Goud a raan eo great a zouar ; goud a raan
.NHO
172 VAR AR PECHET MARVEL
.NTO
eo kirieg da bep seurt klenvejou ; goud a raan choaz e
zeuz, ar pez zo goasoch, e zeuz en he wazied
evel eun tamm well trenk ha contammet hag a chell
beza penn kaoz, pa zonjomp nebeuta, euz ar brasa
gwaleuriou. Ha koulskoude, pa raan eur zell piz ouz ar
chorf-ze, pa velan he dâl savet ploum var he ziou skoaz
evel pa ve great evit en em drei varzu an Env : pa velan
he zaoulagad birvidik, pa velan ar mouschoarz karan-
tezuz o laouennad he zremm ; pa her guelan o tont, o
vont, o chomm a zav ervez choant mysterius he volon-
tez, o klevet, o selaou, o prezek... me ' rank lavaret :
Ia korf an den a zo eun dra gaer : aze e ma Roue ar
bed, eur Roue hanter diskaret, hanter digurunet evit
guir, mez eur Roue anat, eaz da anaout en despet dhe
vizeriou braz.
Setu aze, ive perak, ne gavan netra ken doaniuz da
velet evel eur chorf maro.
Eur chorf maro na vel mui. Tad, mamm, pried, bu-
gale, mignounet ; dont a reont nho guel ket, nho chlev
ket : maro eo. Ne respount mui kaer zo kozeal outhan,
lavaret dezhan an hano ar charantezusa. Gueach all,
eur gomz hebken deuz ar seurt-ze, a lakea laouenedigez
var he dâl. Brema, netra : ne respount ger : maro eo.
Ne gerz mui. Kasit hen, digaset hen, hen taolit, hen
distaolit evel ma karfet ; chomm a ra e leach ma kuez,
heb finval tamm : maro eo !
Mez mar deo doaniuz, stad eur chorf maro, pege-
ment muioch eo doaniuz stad eun ene lazet gant ar
peched.
.NHO
VAR AR PECHET MARVEL 173
.NTO
Hi ive, ne anavez mui netra, na baradoz, nag ifern,
na droug, na mad : maro eo. Ne vel mui netra, nag eter-
nite eüruz, nag eternite gwaleuruz, na daelou, na tad,
na mamm.
Ne lavar mui ger. Kentoch e pede, e veule Doue.
Brema, ne ra mui : maro eo.
Ne finv mui. Eo evit peurgarga ar muzul, evit kerzet
dre hent ar pechet eo lijer ha skanv a droad. Mez evit
labourat da chlorifia Doue, den em zavetei, da gerzet
varzu 'r baradoz, ne finv mui : maro eo. Pe mar gra
choaz, eun dra benag, ar pez a ra a zo evel frouez pren-
vedet en ho chreiz ha ne dalvezont netra evit an eter-
nite eüruz : Nomen habes quod vivas et mortuus es.
*
* *
O va Breur paour, o va Choar ger, piou ho tenno
choui euz a vez ar pechet ? Piou a lammo divarnoch ar
mean pounner a zo ouz ho flastra ? Piou a lavaro deoch :
Lazare, veni foras.
Va Breudeur, ne lavarit mui : Peccavi et quid accidit
mihi triste ? Lavarit : Peccavi, quid faciam.
Quid faciam : Petra da ober ? Pinijenn : Wela var ho
chamzer dremenet, beva guelloch en amzer da zont.
O va Doue, grit dheomp anavout mad ar pechet,
anavoud peger bras droug eo, petra ra dheomp koll, e
peleach e kas achanomp. Roit dheomp outhan eur
guir gasouni ha varlerch, ho paradoz benniget hon
digollo epad an eternite. AMEN.
.NPO
V
Var al Leziregez e kever Doue
Maledictus qui facit opus domini fraudulenter.
Malloz dan den ' zo lezireg e servich Doue.