II

Etouez beleien Breiz-Izel, ne gav ket d’in e ve bet

morse, hini, ken elavar hag an Aotrou Quere. Aliez e zo

bet lavaret divar he benn ar pez a lavare, gueach all, ar

Juzevien divar benn hor Zalver Jesus-Krist : Nunquam

locutus est homo sicut homo ille : biskoaz den na breze-

gaz evel an den-ze.

Pa vije er gador, an oll a droe varzu ennhan, klevet e

vije bet eur gellienen o voudal dre an iliz. Eva ’ reat evel

pa lavarfen he gomzou.

Er gador, an Aotrou Quere, ploum en he zav, a groge

da genta en he zarmoun en eur gozeal freaz, en eur zis-

taga mad he gomzou. Mez goudeze, a nebeut da nebeut,

ec’h en em domme hag e kase he vouez ervez an traou

hen dije da zisplega.

Gueach e vije dous ha plean, « evel mel var bara guen, »

egiz ma lavare aliez ; gueach e vije laouen koulz hag eur

rimadeller o kounta rimadellou ; mez gueach ive e kroze

evel ar gurun hag e tifrete he ziouvreac’h.

.NHO

X DIVAR BENN AN AOTROU QUERE

.NTO

Pa ziskroge deuz he zarmoun, avechou e lavare eur

gomz grons ha dichek, hag a gueze var ar c’halonou evel

eun taol morzol. Aliesoc’h, evelkent, ec’h achue dre eur

beden. He benn savet varzu an Env, he zaouarn kroachet

var he stomok, e guie lakaat var he vuzellou komzou

lemm hag a doulle evel birou.

Ha dre ma komze ' vije guelet, var dremm ar re ' zilaoue,

avechou an daelou o tiruil e teid ho divoc’h, avechou ar

musc’hoarz var ho muzellou, hag avechou all, var ho zal,

ar spount hag an anken.

*

* *

Hogen tri dra a zikoure kalz an Aotrou Quere da brezeg

evel ma rea : he vrezonek, he vouez hag he labour.

Koulzkoude, an Aotrou Quere n’hen deuz ket bet atao,

anavezet mad ar brezonek. Beza ' zo sarmoniou skrivet

ganthan e Riec, ha n’int na guelloc’h na falloc’h eget ar

re a rafe, brema, eur belec iaouank nevez deuet deuz ar

Seminer. (1)

Mez a viskoaz, an Aotrou Quere a zo bet distagellet

mad. Eur vouez hen deuz bet, atao, hag a c’helle ober

ganthi ar pez a garie.

P’ oa deut da Blouider, an Aotrou Marc, persoun

Goulc’hen a glevaz, eur vech, anezhan o sarmoun.

— Assa ta mad, abostol, a lavaras d’ezhan, te ' vo eur

mestr prezeger pa giri.

— Oh! ia, eme an Aotrou Quere, meuleurez : gaouierez !

.NFO

(1) Setu ama tammou deuz eur brezegen skrivet ganthan, en he iaouankis.

... But a ra eur rumm dud pere zervich Doue non pas e giz ma c’houlen,

mez beteg eur certen poent, eur certen rezoun... Hag, en effet Doue rekom-

mand d’heomp rei tout pe netra. Setu perak dizroit c'houi pere...

.NHO

DIVAR BENN AN AOTROU QUERE XI

.NTO

— Nann, nann. Mar kerez deski 'r brezonek e vezi eur

prezeger dispar.

— Penaoz ! Deski 'r brezonek ! Me oar brezonek.

— Nann. Ne ouzout ket, kred ac’hanon. Evit he zeski,

sell : ne lez morse, paour hebed da dremen heb chomm

da ober ganthan eur frapat kozeal. Ar re baour n’int ket

bet er skol hag ' oar mad iez ho bro.

Ha neuze c’hoaz : n’e peuz ken nemet c’huec’h vloaz

var-n-ugent. Ma vijen en da leac’h, me ' iafe da c’hoari

galoch ha da c’hoari kornigel, bep sul var al leur-ger,

gant ar baotred iaouank. Gantho e klefez brezonek iac’h

ha n’eo ket c’hoaz tamm ebet saotret gant ar gallek.

*

* *

An ali ' blijaz d’an Aotrou Quere.

He blijadur oa, pa zea da bourmen, chomm da gozeal

gant ar re goz, gant ar beorien ha gant ar bastored

denved oa neuze c’hoaz stank e Bro-Leon. « Gantho, a

lavare meur a veach, goudeze, e meuz desket va guella

brezonek. »

Bep sul ive, e zea da c’hoari kornigel var al leur-ger

dirag an iliz, araog ar Gousperou. Ar barrez holl a zirede

da velet ar c’hoarierien. (1)

*

* *

Mez, abarz nebeut, e rankaz kuitaat an diou skol-ze.

Kaset e voa da Sant-Lois-Brest, evel hon deuz 1avaret,

diagent.

.NFO

(1) Kornigel an Aotrou Quere a zo bet dalc’het pell, e ti unan deuz he vrasa

mignouned, e Pont-ar-C’hastel, e parrez Plouider.

.NHO

XII DIVAR BENN AN AOTROU QUERE

.NTO

Eno, ne zilezaz ket ar brezonek. En em lakaat a reaz

d’he skriva. Hag eun dra drôl avoualc’h a roaz tro dezhan

d’ober kement-ze

Eun tad Jesuist, oa deut da brezek ar c’horaïz da Vrest.

Eur vouez hen doa deuz ar re gaera. Hag eun devez, e

kanaz da gureet Sant-Lois, eur zoun latin, soun an den

kondaonet d’ar groug oc’h en em gonsoli araog mont d’ar

maro. An holl a jomme souezet ken kaer e kavent ar

zoun. « — Na pebeuz iez eo al latin, evelkent, a lavarent.

Plega ’ ra da liva pep tra. N’eo ket gant ar brezonek eo

' ve great eur zoun e se. »

An Aotrou Quere, avad, ne dinte ger. Mez a benn an noz

varlerc’h, e kinnigaz kana eur zoun vrezonek. Troet hen

doa soun an tad Jesuist. Hag an oll a gavaz — Ar Grou-

gaden — kaeroc'h, zoken, eget ar zoun latin.

Divar neuze e reaz kalz rimadellou. An niver braz

anezho, a zo bet great gantho, leor Kanaouennou Kerne.

moullet brema zo c'huec'h vloaz. (1)

*

* *

Divezatoc’h, eun dra all a boulzaz c’hoaz an Aotrou

Quere da studia guelloc’h ar brezonek.

Unan deuz ar veleien oa ganthan e Sant-Lois-Brest,

an Aotrou Mathieu oa bet hanvet da bersoun e Plouescat.

Gina ' rea o vont d’he barrez, rak n’e guie ket ar brezonek.

« — Mar c’heljen c’hoaz he zeski, a lavare. Mez ar bre-

zonek zo eur iez diot ! N’euz na merk na rouden evit dont

a benn anezhan. »

.NFO

(1) Ar re ho deffe c’hoant da gaout leor Kanaouennou Kerne, a raffe mad,

en eur he brena, dioch-tu, brema. Ne jomm mui nemet eun nebeut da

verza.

.NHO

DIVAR BENN AN AOTROU QUERE XIII

.NTO

— Eo, eo, a lavare an Aotrou Quere, he zeski a c’heller,

sur. Ha p’eo guir hen deuz, a dreuz ar c’hantvejou, en em

zalc’het digattar, e zeuz merk ha rouden evit anaout

anezhan.

Neuze ec’h en em lakeaz d’ober eur grammadek.

Ar grammadek-se, hag hen doa an Aotrou Quere roet

d’ezhi ar pep vella deuz he spered hag ar pep vrasa deuz

he amzer, a zo kollet, hirio. Bet oa bet prestet d’an Ao-

trou Normant, rejant er Seminer. Abaoue he varo, n’euz

gellet kaout kelou diouthi, e nep leac’h.

*

* *

Evel a veler, an Aotrou Quere hen doa gourennet

avoualc’h deuz ar brezonek. Hen anaout a rea mad tre.

Hogen, n’euz par da anaout mad he iez evit beza ela-

var.

*

* *

Eun dra all c’hoaz koulzkoude, a ranker da ober evit

prezeg mad. Red eo beza sonjet kalz, er pez a ve da la-

varet.

Hogen, da ober al labour-se, ken nebeut, an Aotrou

Quere ne vanke morse.

Aliez eo bet klevet o lavaret: « Biskoaz ne d’oun bet

eat er gador-brezeg, eb beza skrivet va zarmoun, da ne-

beuta teir gueach. — Morse, a lavare c’hoaz, ne meuz bet

roet eun ali da m’ farisionis, nag e gallek nag e brezonek,

heb beza skrivet ha renket mad, ar c’homzou a 'm bije

da lavaret. »

Var gement-se, kerkoulz e vije atao var aon. « Prezeg,

emezhan, zo hada komzou Doue : Semen est verbum Dei.

.NHO

XIV DIVAR BENN AN AOTROU QUERE

Da zioual ' zo da vankout a respet da gomzou Doue ha

d’an dud a deu d'ho zelaou : Maledictus qui facit opus Dei

negligenter ! »

Hogen, evit ober eur zermoun, setu ama penaoz ec’h en

em gemere.

Da genta, e lakea var baper, an oll zonjou a deue d’ezhan

divar benn ar zarmoun-ze.

Goudeze, e tibabe etouez ar sonjou-ze, hag e lakea,

dioc’h renk, ar re ' gave d’ezhan beza ar guella.

Pelloc’h e skrive he zarmoun var baper lizer. Neuze na

vije chenchet mui. Hounnez eo ' vije roet er gador-brezeg

*

* *

Holl zarmoniou an Aotrou Quere, zoken he gonferansou

var gourc’hemennou Doue ha var Sakramant ar Binijen

a zo bet, evel-se, skrivet penn-da-benn. Mez ar c’halz

anezho ' zo bet devet. Ne zeuz mui chommet dioutho

nemet ar steuennou.

Moullet int ama, e giz m’hon deuz ho c’havet.

———X———

.NPO

KENTA LODEN

————

SARMONIOU

BET PREZEGET

EVIT PARDONIOU

**

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 3 / 99 题