Produced by Alphonse Nandert and the FURCH project

.NPO

KENTSKRID EVIT EMBANNADUR NEVEZ LEVR

KENTAÑ AR "SARMONIOÙ".

C'hwi a gavo amañ nemet an hini kentañ eus an

daou levr anavezet dindan an anv "Sarmonioù an

Aotrou Quéré”.

Dastumet eo bet ar sarmonioù-se gant an

Aotrou Jézégou ma oa d'ar c'houlz-se ur beleg

yaouank, kure e Kastellin. Al levrioù a zo bet

moulet e 1906 e ti-moulerezh "la Presse Libérale",

e Brest, evit Corcuff levrier e Kastellin.

Buan ez eo deut al levrioù-se da vezañ

levrioù-skol brudet, evit an holl veleien

yaouank eus eskopti Kemper hag hini Sant-Brieg.

Mad e vefe bremañ reiñ deoc'h un nebeut

titouroù, diwar-benn ar skouerenn am eus kemeret

evit embann a-nevez levr kentañ ar "Sarmonioù".

Perc'henn kentañ al levr a voe an Aotrou

Helliet Person Lanvolon. Roud e siell kaoutchoug

.NPO

a gaver war bajenn gentañ al levr. Ur perc'henn

all, marteze, a voe unan hanvet pe genthanvet

"Maurice", ma voe person Mantallod. Skrivet en

deus e anv war ar bajenn ma vez moulet warni

aotre da embann gant an Aotrou 'n Eskob Kemper.

Mantallod ne vez nemet ur gêriadennig gant un

daou c'hant pe daou c'hant hag hanter-kant

bennak a annezerien o chom enni. Pell amzer

a zo, a dra sur, peogwir stank eo bremañ ar

parrezioù bras hep beleg ebet, hag enno

muioc'h eget daou vil ene.

D'am soñj, ez eo marv perc'henn diwezhañ al

levr. Dav e oa neuze d'an hêred dibab etre

peadra ar beleg petra oa talvoudus ha petra

ne oa ket. Kaset o deus kalz levrioù d'an

diskarg en ul lec'h galvet amañ ar "baludenn"

peogwir e oa, e deroù ar bloavezhioù mil

.NPO

nav c'hant dek ha tri-ugent, ur wir baludenn.

An dour kaset dezhi dre ruzelenn Sant Goneri

a chome enni kent ha ma c'helle tizhout ar mor.

Douar ha mein diouzh ar c'hleuzioù distrujet

a oa kaset eno, a-gevret gant ur bern loustoni

all o doa an dud ar c'hoant dieubiñ diouto.

Bremañ, ne 'z eus ken a ziskarg aze, leuniet

mik eo bet ar baludenn hag ez a an dour

eeun-hag-eeun d'ar mor. Dour sklaer e

c'hell bezañ koulskoude, peogwir ne red

bremañ er ruzelenn Sant Goneri nemet an

dour o tiverañ diouzh un doare baludenn

all, aozet a-ratozh evit glanaat an dour

eus kanoù-distrouilh ar gumun a-bezh...

D'ar c'houlz-se , ne oa ket leuniet

c'hoazh ar baludenn am eus komzet diouti

ha m'edo e-kichen an aod, a-dreñv d'an

erin-bili a harz ar reverzhioù brasañ da

vont e kreiz an douaroù. Kalz tud a

dremene dre aze, o vale a-hed an aod, hag

etrezo ar vamm din. Hi a welas levrioù ar

beleg, e Latin pe e Galleg, hag ivez unan

.NPO

skrivet e Brezhoneg ma tedennas he evezh,

peogwir ar c'hein dezhañ a oa goloet gant

ler. Ne oa ket goloet a-bezh al levr gant

ler, evel-just, peogwir neuze unan en dije

e gemeret a-raok, pe c'hoazh an hêred

o dije e viret evit ar priz.

Den ne gredas koulskoude e oa prizius al

levr-se, digoret e oa ha glebiet ivez ar

pajennoù gant ar glav ma kouezh a-wechoù

dre amañ, zoken pa n'emañ ket an douristed

er vro. Al loued en doa kresket war ar

pajennoù kreiz hag ivez war ler ar c'hein.

Kemeret en deus koulskoude va mamm al

levr-se evit e ziskouez din peogwir e oa

skrivet e Brezhoneg.

A-vec'h ma tigoris levr ar "Sarmonioù" ma

zegouezhas un doare burzhud bihan. Gouest

e oan da lenn gant aez petra a oa skrivet

ennañ, daoust ma 'z eo diaes din lenn ar

skridoù nevez e Brezhoneg. E gwirionez, e

oa skrivet al levr e Brezhoneg eeun ma

c'helle kompren an dud diwar ar maez, zoken

pa oant o chom e parrezioù disheñvel.

Daoust ma oa bet skrivet ar sarmonioù

.NPO

evit tud Bro-Leon, n'eus ket re a ziforc'h

etre ar Brezhoneg ma kaver aze hag an

hini ma vez komzet amañ e Bro-Dreger. Me

en doa desket ivez meur a c'her hag a

dro-lavar implijet er skridoù relijiel.

Kroget am boa, e gwirionez, da lenn e

Brezhoneg e-barzh levr katekiz va mamm, al

levr nemetañ skrivet e Brezhoneg ma

anavezen d'ar c'houlz-se.

Pep dek vloaz em eus adlennet ar

"Sarmonioù", ha pep gwech gant an hevelep

plijadur. Tregont vloaz da c'houde, am

eus kroget da ziskrivañ al levr evit e

embann war ar roued. Echu eo bremañ

al labour hag hir e voe ! Gant un

hanter-eur evit pep pajenn ha teir fajenn

pep sizhun, n'eo ket diaes jediñ an amzer

ma voe ret din evit diskrivañ ar pevar

c'hant pajenn eus al levr-se. Spi am eus ma

vo va labour talvoudus evit an holl re o

deus c'hoant d'ober enklaskoù e skridoù

.NPO

kozh evel ar "Sarmonioù".

Evel am eus lavaret endeo, daou levr a

sarmonioù digant an hevelep beleg a zo bet

embannet. Koulskoude, n'on ket deut a-benn

biskoazh da gavout an eil. Ur skouerenn

dezhañ a zo miret en ul levraoueg e Skol-Veur

Brest met me n'am eus ket an dro da vont er

gêr-se hag ivez ret e vije bet kaout an aotre

evit e luc'hskeudenniñ ha n'on ket re vad

evit breutaat gant ar mererezh ! Spi am eus

e vo unan all kalonek a-walc'h evit

beurechuiñ diskrivadenn "Sarmonioù an

Aotrou Quéré".

Alphonse Nandert, d'an tri a viz Du 2007.

.NPO

L'abbé Helliet

CdN Lanvollon

SARMONIOU

an

AOTROU QUERE

DASTUMET HA RENKET

GANT AN AOTROU JÉZÉGOU

Cure e Castellin

—————————

I

—————————

Ha goude he varo

Pell c’hoaz e komzo,

Keit ha ma vo e Breiz,

Ha Brezonek ha Feiz.

BREST

IMPRIMERIE DE LA PRESSE LIBÉRALE

4 — Rue du Château — 4

—

Corcuff, Libraire, Châteaulin

—

1906

.NPO

DIOCÈSE Ploudalmézeau, le 27 Avril 1906.

DE QUIMPER

ET DE LÉON

———

PAROISSE

DE

PLOUDALMÉZEAU

***

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 1 / 99 题