Non veni pacem mittere sed gladium. En eun dorn
morzol ar mansouner, en egile kleze ar brezellour...
Red eo poania ha labourat.
Hogen, lod ' zo tud laosk, difidel, trubard. Setu pe-
rak, Si quis non amat Dominum nostrum Jesum Chris-
tum anathema sit. Chomm heb karet Jesus-Krist a zo :
1° Eun treitouriach, ingrat ha digaloun ; 2° Eun dallen-
tez diskiant ha diremed.
*
* *
KENTA LODEN
Eun den honest, nhen deuz nemet he cher. An den
leal, stard en he zever en despet da hep tra a vez, atao,
estimet. Er chountrol, eun den faoz a vez disprijet. Hag
24
.NHO
370 RED EO KARET JESUS-KRIST
.NTO
er faosoniach-ze, ' zo diou bazen izelloch evit ar re all.
Daou exempl evit rei guelloch da goumpren.
Eun den paour a gav eun den pinvidik. Hag ar pin-
vidik, asten he zourn dar paour, her chemer evit he
vreur.
Mez pep tra ' zo diasur, er bed-ma.
Ar pinvidik a zeu da veza reuzeudik, hag ar paour
rentet ganthan eürus, trei kein dhe vadoberour. Ingrat
eo, trubard dhe vignoun ; disprijet e tle beza.
Exempl all. Setu diou arme : ar chanoliou
morgousket var ho chillourou dir ; pep tra sioul evel
pa ve an ankou o para da chortoz falchad ar zou-
dardet.
Epad ar stourmad, an drapo a ia araog, a zeu a drenv ;
var he zro, soudardet kalounek. Ebken unan a
jomm a gostez ; trubard eo dhe vro ; disenori a ra he
boletennou hag he zabren.
Hogen, e peleach kaout ar mignoun ingrat, ar zoudard
trubard ?
Pa zeuomp er bed, stag ouz eun neuden etre ar bara-
doz sarret hag an ifern digor, piou a zigoro unan, a
zarro egile ? Ni ? Nann. Rak beza hon deuz tri chouli
braz : eur speret tenval, eur volontez dinerz, eur chorf
kiriek dan holl boaniou. Jesus-Krist a zeu, a zigor an
Env, a zarr an ifern, a sklerijen hor speret, e gennerz
hor bolontez, a ra dheomp lavaret : Superabundo gau-
dio, in omnibus tribulationibus meis.
.NHO
RED EO KARET JESUS-KRIST 371
.NTO
Meur a vignoun a gavomp : mignoun hon taol, hon
archant, hon renk. Mez, tempora si fuerint nubila,
solus eris.
Karantez Jesus-Krist a zo brasoch. Savet eo var bevar
bost ; Bethlehem : euz ar Baradoz en eur chraou ;
Nazareth : mab Doue pleget var eun eskemen ; Kal-
var : an den just etre daou laer, toullet he galoun ;
An Tabernakl : Salver ar bed, magadurez an den : Venite
ad me omnes qui laboratis et onerati estis... ; non dicam
vos servos sed amicos.
En dizro, petra choulen ?
Goulen ma kredimp dhe Aviel, ma vezo hor feiz
krenvoch eget finesaou an drouk-speret ha gevier ar bed.
Deiz hor badiziant, dezhan ni ' lavaraz : « Credo. »
Pelloch e za. Dek, kant ger a chellit lavaret, kren
voch an eil eget egile. Mez eur ger a zo hag a lavar pep
tra : me ho kar. Ha Jesus-Krist a choulen hor charan-
tez evit he garantez, eur garantez guirion, he grizien en
hor chaloun. Deiz hor badiziant choaz, deiz hor
pask kenta, ni ' lavaraz : « Ni ho karo, nann a chinou,
mez a galoun : ni ho karo a vel kaer dan holl, ni ho
karo dizamant ; ho kroaz a vezo va drapo, me ho sou-
dard. »
Setu aze ar marchad, etre ar paour hag ar pinvidik,
etre ar zoudard hag he gabiten.
Petra ziwez ?
Selaouit eun dra choarvezet. En nosvez-se, e varned
Jesus-Krist. Per hen doa lavaret: « Etiamsi oportet me
.NHO
372 RED EO KARET JESUS-KRIST
.NTO
mori tecum non te negabo. » Ha koulskoude, nach a ra
he vestr, teir gueach.
Va Breudeur, ne zastumomp ket ar mean a zo var
hon hent evit hen taol ouz sant Per. Dalchomp hen
da skei var boull hor chaloun. Evel Per omp bet dispar-
tiet, evel Per, pa bechomp, e nachomp hon Doue :
« Non hunc, sed Barrabam. Barrabas zo mad evidomp.
Laer ha muntrer eo, evel ouzomp Jesus-Krist re vad
evidomp : Crucifige. » Doue hor badiziant, madobe-
rour, medisin, drapo, holl dilezet gant eur mignoun in-
grat, eur zoudard trubard.
Tud ar bed hon dizammo : Me ' rank tamall ha lava-
ret : « Mignoun ankounachaus, paour dianaoudek, sou-
dard treitour. »
Ouspen, truez am meuz. Rak :
*
* *
EIL LODEN
Braz, diremet eo ho tallentez.
Va Breudeur ker, Doue eo ar mestr, mestr an holl, a
entent chomm mestr, mestr da skei pe da rekompansi.
A hent all, lagad an den na chell para, nemet var
daou zu, daou gostez : dan neach pe dan traon. Mar
par dan neach e ma en he venojen. Rak hor penn a zo
krouet sounn. Mar sell dan neach e vo joa en hor cha-
loun, esperans en hor spered, bennoz Doue dhon heul
da chortoz an Envou.
Mar plegomp hor penn, petra gavomp ? Ar bed hag
.NHO
RED EO KARET JESUS-KRIST 373
er bed, netra hag a chell leunia, karga hon ene. Se-
laouit :
Salomon var he dron olifant... Tenna ra euz an holl
draou krouet, ar pez a chell. Dezhan ne vank nag aour,
nag enor, na plijadur ha koulskoude, var fin he vuez, e
lavare : « Et vidi in omnibus vanitatem et afflictionem
animi. »
Perak ! Rak :
1° E kever Doue ' zo eun eal, eal an teir walen. En
he zourn e ma kalur venjansou an Env. Pa gostez he
galur an diveradou a zisliv, a rent chouero, a ra pren-
vedi holl draou an douar.
2° Kaloun an den a zo evel eur varriken didal. Taolit
ebarz, e chomm atao goullo : didal eo. An tal, tal ar
galoun, eo Doue. Beteg ma ve Doue ebars, e choulen
atao : Affer, affer : inquietum est cor nostrum donec re-
quiescat in spe. Mez gant Doue da dal e ma leun,
dioch-tu. Ne ell kaout eurusded hebet e traou ar bed-
ma.
Eun den lakeat da Roue a ioa eurus, ken a velaz eur
c'hleze stag gant eun neuden azioch he benn... Azioch
hor penn ive, e ma kleze Damokles : falch an ankou.
An den dall a ia gant ar venojen ; pa zounj nebeuta e
stok he droad, e kuez en eun toull, eo diskaret : ne vel
na mean na toull. Pecher paour ! e maoud o vont :
gortoz, eur mean a zo var da hent : mean ar chlenved ;
eun toull : ar bez. Nho guelez ket, ne zonjes ket ennho,
siouas !
.NHO
374 RED EO KARET JESUS-KRIST
.NTO
Ha pa ziguezi gant Doue e vo goullo da zaouarn
pe gentoch da zaouarn a vo leun a zizurziou.
*
* *
Greomp guelloch. Dalchomp mad mar domp mad.
Mar domp fall, distroomp.
Ra deuio Jesus-Krist dho kennerzi. Lavaromp
dezhan : Ni gredo dho lezen atao, ni ho karo atao,
ha goude hor maro, neuze, Hen a vezo hon rekom-
pans : Ego ero, merces tua magna nimis.
AMEN.
************
* FINVEZ *
************
.NPO
TAOLEN
Evit kaout, e berr, ar sarmoniou renket
el levr-ma
A
Aliou eur persoun dhe barrisionis goude eur
mission pe eur Jubile . . . . . . . . 339
Anna. Prezegen evit pardoun Santez Anna 'r Palud :
Santez Anna 'zo bet jervicherez fidel da Zoue,
eur pried karantezuz, eur vamm vad. . . . . 33
B
Baradoz. Holl joaiou an douar nint nemet eur
skeud deuz ar Baradoz ; er Baradoz, repozvan a
spered, repozvan a galoun, repozvan a gorf. . . 263
Evit bennigen ar chleier. Ar chloch a zigas da
zounj dheomp deuz ar pez a zo a vrasa en hor buez,
epad ma reomp hon treuz er bed-ma ; ar chloch
a zigas da zounj dheomp deuz ar pez a ell hor
bleina varzu an eternite. . . . . . . . . 98
Evit bennigen ar mor. Ar mor a zo eur park-
labour. Mez danjer a zo varnhan ; red mad eo kaout
bag var eor ha stur, ha bennoz Doue ouspenn ; mez
evit kaout bennoz Doue eo red poania dher meri-
tout. . . . . . . . . . . . . . . . 84
Evit bennigen eur groas nevez, e fin eur mission :
Christus heri, hodie et int scula. . . . . . 102
.NHO
376 TAOLEN
.NTO
Evit bennigen hent ar groaz. Meur a hini ho deuz
lakeat ho dourn dober an hent-se : Judas, Pilat,
Kaïph, Herodez. Ho wenn dar re-ze, ' zo beo
atao. Dezho daou cher : treitour int e kever Doue,
diskiant en ho chever ho-unan . . . . . . . . 92
Evit bennigen maean kenta iliz Karaes.
Presta da Zoue, a zo prena leve. . . . . . . . 74
D
Deveriou eur christen. Buez eur christen hen-
velebet ouz buez eun tiek mad. . . . . . . . 366
G
Guerches. Sarmoun ar Folgoat : ar Verchez a zo
hor mamm, mes he galloud a zo brassoch eget
galloud holl mammou ar bed-ma. . . . . . . . . 3
Guerches. Sarmoun Itron-Varia 'r Porzou : Ar
Verchez he deus digoret evidomp porz an Envou ha
klozet dor an ifern, en eur rei dheomp en he mab
ker eur Zalver karantezus, en eur ziskuez
dheomp, dre skuer he buez, hent santel ar baradoz,
en eur viret dre he skoazel gallouduz ne fallga-
lounfemp ket, hed hor beach. . . . . . . . . 354
Guerches. Digor evit ober sarmoun ar Folgat e neuz
forz pe seurt pardoun, en enor da vamm Doue. . . 361
H
Heur Zantel. E petra sounjal epad an heur zantel ? E
komz Sant Paol : Jesus a voa deach, Jesus a zo hirio,
Jesus a vezo varchoaz. . . . . . . . . . 336
.NHO
TAOLEN 377
.NTO
I
Ifern. Eun ifern a zo, eun ifern a rank beza ; pe seurt
poaniou a chouzanver, en ifern. . . . . . . 246
J
Jesus, doktor an dud. Pa deu eun den da glask hon
trei a du ganthan, tri choulen da ober : piou och
hag a berz piou e teuit, pe seurt mennoz ho tigas,
ha gouzout a rit-choui mad, ar pez a glaskit
deski dheomp. . . . . . . . . . . . . 324
K
Karantez evit Jesus-Christ. Chomm heb karet
Jesus-Krist a zo eun dreitouriach ingrat ha diga-
loun ; eun dallentez diskiant ha diremed. . . . 369
Kaloun-Sakr. Kaloun Jesus, alchouez ar baradoz ;
kaloun, Jesus kelennadurez an den ; kaloun,
Jesus konsolation ar vuez. . . . . . . . . . 15
Konsekrasion iliz Hanvec. Er bed-ma, netra na
garg hon ene ; buez an douar a dremen buhan. Aba-
lamour da-ze, e rankomp klask buez an Eternite.
An iliz eo ar skeul da dizout beteg ar vuez-se . . 77
Kontrision. Petra eo ar Gontrition, petra da ober
evit he chaout ? . . . . . . . . . . . 272
L
Leziregez e servich Doue. Petra eo beza lezireg
e servich Doue ; pegen bras gwaleur eo. . . . 174
.NHO
378 TAOLEN
.NTO
M
Mab prodig. Ar pecher henvelebet ouz mab prodig
aviel Sant Lucas. . . . . . . . . . . . 185
Maro. Mad eo sounjal er maro ; mad eo en em
brepari dar maro ; mad eo gouzout petra eo ar
maro. . . . . . . . . . . . . . . . 210
Mesventi. Ar vesventi a laz ar chorf, a laz an enor,
a laz an ene hag a zo peun-kaoz euz gwaleur, er
bed-ma hag er bed all. . . . . . . . . . . 180
Mission. Sarmoun evit digeri eur mission. Er bed-
ma e maomp evit servicha Doue, hag evit hen
ober ervad, ar berra, ar surra hent eo ober he vis-
sion evit ar guella. . . . . . . . . . . 111
Morgousk e stad a bechet. Skeul an ifern :
Ar re ' zo var ar skeul-ze, ' zo pred dezho dihuna ;
Arabat dale, rak peb dale a ve, var eun dro, beza
dianaoudek, kaout disprijans, beza kemeret gant
an dallentez. . . . . . . . . . . . . . 138
P
Pap. Ar pap eo pastor an eneou ha porzier an Envou ;
brezel a rear dhezan hag abalamour da-ze, e
tleomp muioch he garet. . . . . . . . . . 105
Pechet marvel. Ar memez sarmoun gant an hini
all, renket ha kempennet evit eur pardoun. . . . 345
Peden. Pegen red eo pedi ; pegen nerzus eo ar be-
den ; perak hor pedennou a jom, ken aliez a
veach, heb beza selaouet. . . . . . . . . . 307
.NHO
TAOLEN 379
.NTO
Perseverans. Red eo perseveri ; ouz petra en em
ziwall evit hen ober ; petra da lakaat en implij
evit derchel mad. . . . . . . . . . . . 299
Persoun. Evit troni eur persoun en he barrez nevez :
petra e tle beza eur persoun evit he barrisionis :
petra ' tle beza 'r barrisionis evit eur persoun. 63
Persoun. Sarmoun eur persoun en devez ma ze tro-
net, dhe barrisionis nevez. . . . . . . . . 71
Poan. Sarmoun evit gouel Sant Per en ereou : Buez
ar christen a zo eur vuez a boan, abalamour ar boan
eo ar mean diazez euz eur vuez santel, ar boan a la-
ka disparti etre ar re zo da Zoue hag ar re ' zo dan
drouk-spered, ar boan a laka purroch ar vertuz. . 55
Poan. Ar boan a zo digaset gant Doue var an douar
evit kastiza 'r pechet, sounti 'r vertus, distaga 'r
galoun deuz traou ar bed ha miret da ankounachaat
an Env. . . . . . . . . . . . . . . . 363
R
Relijion. Sarmon evit gouel sant Mark, mez a ell
beza roet e peb leach hag evit pep sant : ar reli-
jion a zo eun dra red ; digareziou ar re ' fell
dezho beva heb relijion. . . . . . . . . . 23
Renk huel ar guir gristen. Eur zell var an den
poezet ennhan he-unan ; eur zell var an den
poezet er guel he nesa ; eur zell var an den poezet
er guel a Zoue. . . . . . . . . . . . . 284
Sakramant an Aoter. A deu da renevezi hon nerz,
hen laka da greski, hon laka da veza laouen. . 331
.NHO
380 TAOLEN
.NTO
Santelez. E rankomp beza sent. Digareziou ar
bed : re boanius eo beva santelamant, Doue ' ro
din re nebeut a chrasou, re a zanjerou a gavan
var hent ar vuez. . . . . . . . . . . . . 46
Silvidigez. Ar zilvidigez a zo eun dra red ; evit
he ober e ranker poania ; piou evithi a gemer eur
guir boan. . . . . . . . . . . . . . . 127
Silvidigez. Steuen evit sarmoun eur pardoun. E
ranker beza sant ; penaoz anaout ha ni ' zo var
an hent mad. . . . . . . . . . . . . . 42
T
Trugarez an Aotrou Doue. Petra eo bet ha petra
eo choaz e kever ar pecher Doue an tad, Doue ar
mab ha Doue ar Spered-Glan. . . . . . . . . 192
V
Varn. Sarmoun var ar varn general. Ar varn-ze ' vo
enhi tri dra : eul leor splamm ha guirion, leor ar
choustiansou ; eur valanz heb abeg, balanz an
Aviel ; eur zetans didruez, diremed, setans Jesus-
Krist. . . . . . . . . . . . . . . . 228
* *
* * *
.NFO
Brest, Moullerez ru ar Chastell, 4