VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZET KRISTEN,

Karet, meuli, pedi a reomp ar zent deiz ho fardoun,

deiz ho gouel a vez, evidomp-ni ive, eun deiz a c’houel,

eun deiz a bardoun.

Mad a reomp, va Breudeur ker. Evel d’omp int euz a

lignez Adam hag Eva ; hor Breudeur int dirag Doue.

Rak-se, dre bleg ho wenn hag ho c’haloun int douget

evit hor mad hag e klaskont hon eurusded.

A hent all, hi en hor raog, ho deuz treuzet ar bed-ma,

anavezet he boaniou, ranket stourm ouz he zanjerou ;

gouzout a reont pegement e koust beza mad ; e tleont,

rak-se, kaout ouzomp truez.

Goud a reont, ouspenn, ho deuz var an douar, karet

Doue a greis ho c’haloun, int bet, d’ho zro, karet

ganthan. Hag ar pez a ra hirio, en Envou, al loden

vrasa euz ho eurusded, eo rak ma c’houzont ne c’hell

.NHO

362 DIGOR ALL EVIT SARMOUN AR FOLGOAT

.NTO

mui netra ober d’hezo koll ar garantez-se. Piou goudeze

a c’helfe nac’h eo braz ho galloud dirak Doue ?

Koulsgoude, etouez holl zent, holl zentezed ar baradoz,

e zeuz unan muioc’h anavezet, muioc’h karet, muioc'h

pedet eget ar re all.

Dibaot ar barrez ha na ve ket ennhi eur japel benag

savet en he enor, dibaot an iliz ha na ve ket ennhi guelet

he skeuden hag he aoter.

Evel ar pareziou all, muioc’h zoken, eget kalz all,

c’houi he anavez, he meul, he c’har, he fed.

Ho tud koz goude beza savet an iliz-ma a roaz d’ezhi

an Itroun Varia evit patrounez. Ama en em blijent o

taoulina dirazhi ; c’houi, eveld’ho, stard en ho feiz, a

ra, d’ho tro, evel ma reant.

Hirio deiz he fardoun e c’hortozit holl, ma komzfen

deoc’h divar he fenn, ha divar he fenn eo e teuan ive

da lavaret daou c’her :

Guerc’hez sakr, setu ama ho pugale : Ecce filius tuus

Parrisioniz, setu ahont ho mamm : Ecce mater tua.

Itroun Varia, va mamm evel ho hini, d’heoc’h e tlean

kozeal euz ho pugale ; d’ho pugale e tlean komz ac’ha-

noc’h. Grit ma tiskuezin d’ezho mad, da genta, peger

koulz ho c’harit, — d’an eil, e pe c’hiz ha pegement e

tleont poania da veza evidoc’h bugale direbech.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 92 / 99 题