VA BREUDEUR KER,

Setu hen eta, digouezet an deiz euruz ma reomp

ennhan, pardoun Itroun Varia 'r Porzou.

Her goud a rit, brud ar japel-ma a zo skignet e pep

korn Breiz-Izel, abaoue ma zeo bet savet.

En hor raog, a holl viskoaz, a dost, a bell, a bep tu

tro var dro, hon tud koz a zirede ama gant prez, gant

mall ha gant dudi. Diez e kavjent ma ne vije ket deuet,

bep bloaz, eul loden euz pep parrez, unan benag euz

pep ti, da ginnig d’ar Verc’hez sakr anaoudegez vad ha

pedennou ar re all gant ho fedennou ho-unan. Hag eu-

rus en em gavent pa zistroent var ho c’hiz, goude beza

pedet mamm Doue da zerc’hel evitho digor, dor, porz

ar baradoz.

Eveld’ho, setu c’houi d’ho tro, diredet stank ha stank,

gant ar memez feiz, ar memez fizianz, ar memez ka-

rantez.

.NHO

AR VERC’HEZ PORZ AN ENVOU 355

.NTO

Guerc’hez sakr, pa ze guir eo evidoc’h e teuan koulz

hag hi, roit d’in ar c’hraz da ziskouez penaoz e tigasit da

vir an hano a zougit ama, hano Itroun Varia 'r Porzou.

Digoret ho c’heuz evidomp dor, porz an Envou, klo-

zet porz, dor an ifern : — En eur rei d’heomp, en ho

mab ker, eur Zalver karantezus ; — en eur ziskouez

d’heomp, dre skouer ho puez, hent santel ar baradoz ;

— en eur viret, dre ho skoazel gallouduz, ne fallgaloun-

femp ket hed hor beach.

*

* *

Ar Verc’hez, en he mab, he deuz roet d’heomp eur

Zalver.

Va Breudeur ker, er bed-ma, netra ne bad ; en dro

d’heomp hag ennhomp hon-unan, pep tra ’ dremen evel

an dour-red. Tamm ha tamm, deiz goude deiz, hor buez

en em denn kuit, da c’hortoz an heur, merket gant

Doue, hag a dle hon diskar er bez.

Mez, pa hon devezo tennet hon halanad diveza, ne

vezo ket peur-achu hor planeden. Varlerc’h buez verr

ar bed-ma, e tigor buez hir an eternite. Hag en eternite,

me vel diou zor dishenvel. Var unan eur skrivanier bras

hen deuz merket: « Me zo great gant justis Doue. Drei-

zon-me, e zear da di an daelou heb ean, da lojeiz an

ankeniou garo. Ha kement hini a ia dreist va zreujou a

rank lezel an esperans a drenv. » — Houma, va Breudeur

ker, eo dor spountuz an ifern.

Eunn or all a zo ha varnhi me a zeblant guelet skrivet :

« Lagad hebet na velaz, na skouarn na glevaz, na kaloun

.NHO

356 AR VERC’HEZ PORZ AN ENVOU

.NTO

den na c’hellaz koumpren, ar pez hen deuz an Aotrou

Doue lakeat a gostez evit ar re her c’har. » Houma, an

nor eurus, an nor zantel, eo dor ar baradoz.

Hag unan anezho ho diou a zigoro eun deiz evidomp.

Her goud a rit, er penn kenta, an ifern n’oa ket great

evit an den. Goude eur vuez eurus var an douar-ma e

zoamp galvet, heb rankout mervel da bignat varzu palez

aour an Dreindet sakr ha da danva eno da viken, eul

levenez c’hoaz brasoc’h e kreiz eur c’hloar heb he far.

Mez goud a rit ive, ar pez a c’hoarvezaz gant hor

lignez paour. Hor mamm, var ali trubard an drouk-

speret ha gounezet gant liou touellus ar frouezen difen-

net, a zizentaz ouz Doue. Ha kerkent e serraz outhi hag

ouzomp porz an Envou hag e tigoraz porz an ifern,

klozet ouzomp beteg an deiz-se. Piou, a nevez, va

Breudeur ker, a zigoro an nor zarret hag a zerro an

nor zigor ?

Brema trivac’h kant eiz vloaz ha pevar ugent, e bro

sao-heol, e veve eur plac’h iaouank. Ha sada, a berz

Doue, eun eal o tisken varzu ennhi hag o lavaret : « Me ho

salud leun a c’hras, an Aotrou Doue ' zo ganeoc’h. »

Hag ar verc’h respount da gannad Doue : « Ecce ancilla

Domini : servicherez oun da Zoue. Ra vezo great e m'

c’hever, ervez a lavarit. »

Itroun Varia 'r Porzou, ia, c’houi ' zo hanvet mad ; ia,

c’houi ' ro d’heomp hor Zalver. Eur vaouez a gollaz

achanomp, eur vaouez a ro d’heomp ar vuez.

.NHO

AR VERC’HEZ PORZ AN ENVOU 357

.NTO

Bet omp holl var hon daoulin dirag ho poltred : en ho

tourn deou, klozet etre ho pizied evit he difenn ouzomp

e talc’hit ar frouezen fall a brennaz dor an Env, a

zigoraz dor an ifern. Mez, var bleg ho preac’h kleiz,

evel evit hen diskouez, her c’hinnig d’heomp, e tougit

ar frouezen a vuez, ar mab benniget ho c’heuz roet d’an

dud evit ho frena ; divar ho parlen eo pignet da zigeri

dor an Env, da gloza dor an ifern.

Itroun Varia ar Porzou, ra viot benniget dreist an

holl gragez ha benniget ar frouez ho c’heuz douget. Ho

mab eo hor c’henta Salver, hag ervez eun eskob braz,

c’houi a zo deuet da veza evel eun eil Jesus-Krist, evel

eun eil Salver ar bed.

*

* *

Mez, va Breudeur ker, evit mont tre, n’eo ket awalc’h

e ve digor dor an ti, red eo c’hoaz e kemerfet an hent a

gas varzu an nor-ze.

Hogen, siouaz ! evit kalz a dud, mar d’oa er baradoz

terrestr, diou vezen dishenvel : guezen ar vuez ha

guezen ar maro, an diou vezen-ze a zo c’hoaz en ho zav

a bep tu d’heomp ha daou hent dishenvel a gas varzu

ennho. Stank int ar re a gemer skouer divar hon tad

hag hor mamm genta. Ni, va Breudeur ker, kemeromp

skouer divar ar Verc’hez Sakr.

Anaout a rit he buez. Araok he ginivelez, ar profet

digoret dirazhan, gant Doue, leor an amzer da zont, a

lavare divar he fenn : « Piou eo an hini a bign euz a

.NHO

358 AR VERC’HEZ PORZ AN ENVOU

.NTO

greiz an douar frost, dudiuz evel ar goulou-deiz, kaer

evel al loar, sklerijennus evel an heol ha nerzus evel

eun arme linennet evit ar stourmad. »

Ha kaeroc’h, sklerijennusoc’h c’hoaz en em ziskuezaz

goude he donedigez etouez an dud.

Konseved eo bet dinam a bep souilladurez ha bevet

he deuz dibec’h hed he amzer. Abred, var barlen eur

vamm fur, santez Anna, e teskas anavoud ha karet

Doue. D’an oad a dri bloaz en em dennaz en templ, pell

diouz an trous, pell diouz danjerou ar bed, evit en em

rei holl da Zoue. An Hini ’ gav abeg beteg e kurunen

an heol, e buez ar verc’h iaouank ne gave mank ebed :

Macula non est in te. Hag e lavaraz : « Hi a vezo mamm

va mab muia karet. »

Anaout a rit he c’harantez evit he mab.

Pa glaskas Herodes, lakaat Jesus d’ar maro, evit sa-

vetei he vuez, Mari a guita pep tra : bro, kerent, mignou-

ned hag en em guz en eur vro estren. — Pa zeo eun

droad, dianket Jesus-Krist e kear Jerusalem, epad tri

devez e ra goulen anezhan a bep tu. Ne baouez ken na

d’eo ganthi kavet. Ha pa her guel, ne c’hell ket

miret da ziskuez he c’harantez: « Va mab paour ! tri

devez ma kuillan daelou en eur da glask : Ecce jam

triduo, pater tuus et ego, dolentes querebamus te.

Da heur he varo, epad ma teue an holl d’hen dispri-

jout, ar vamm baour, pell da gemeret mez pe aon, a zo

en he zav, e troad ar groaz, deuet e kreiz ar vourrevien

da rei d’ezhan an diveza merk a garantez.

.NHO

AR VERC’HEZ PORZ AN ENVOU 359

.NTO

Ha Jesus-Krist, eur veach pignet en Env, Mari he

vamm na c’houlen mui nemet nijal varzu ennhan.

Mervel a ra d’he zro, nann dre glenved na dre gosni,

mez dre nerz he c’harantez evit Jesus-Krist.

Kristenien, va Breudeur, goulen a rit pehini eo hent

ar vuez, hent an Env. Setu hen aze, kerzit dreizhan ;

varnhan e kavot roudou Jesus-Krist, roudou ar Verc’hez,

roudou ar zent, ar zentezet maro en hor raok. Hennez

eo an hent mad ha n’euz hent mad nemethan.

*

* *

Mez, a respountot marteze d’in : « N’eo ket bolontez a

vank, mez hon nerz a zo ker bihan hag an danjerou ' zo

ker stank. »

Ia, va Breudeur ker, ar bed a zo fall, an danjerou ’

zo stank, hon nerz a zo bihan. Her goud a raan

koulz ha c’houi, rag holl omp euz ar memez lignez, euz

ar memez wenn, holl e vevomp e kreiz ar memez dan-

jerou.

Mez selaouit eun dra.

Setu en ho ti, eur c’hrouadurik bihan. Gostl da

gozeal n’eo ket : goestl da vale ken nebeut... etc... Ar

rest evel — Sarmoun ar Folgoat, pajen 4.

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

*

* *

Ha brema, Guerc’hez, grit ma ne deuio nikun ac’ha-

nomp, dre hon dallentez hon-unan, da brenna dor ar

.NHO

360 AR VERC’HEZ PORZ AN ENVOU

baradoz ganeoc’h digoret d’heomp ; grit ma ne zigorimp

ket dor an ifern ho c’heuz klozet ; hon harpit hed hor

beach, krogit en hon dourn da ren ac’hanomp ! Ha pa

zaimp dirag ho mab a dle hor barn, bezit hon alvoka-

dez ; lavarit : « Va mab, ro d’ezho digemer. Hi eo ar

» vugale all az poa d’in roet var menez Kalvar. Digor

» frank evitho dor ar baradoz ! »

Evel-se bezet great.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 90 / 99 题