An Aotrou Doue a lavar dan dud : « Bezit santel
abalamour ma zoun santel va-unan. » Beva heb san-
telez a zo mond a eneb bolontez an Aotrou Doue. Rak
nhen deuz hor chrouet nemet evit ma vezimp, goude
eur vuez digaillar var an douar, sent ha sentezet en he
varadoz.
An iliz, dhe zro, a zeu epad ar bloaz, da selebri gouel
ar re, euz he bugale varo, a chell guella, dre ho buez
direbech beza skuer vad he bugale veo, hag a lavar
d'heomp holl : « Bet int ar pez ma zoch, ha choui,
dho tro a zo galvet da veza ar pez ma zint, gant ma
kerzfot dre ar memez arouden gantho. »
Oh ! her gouzout a raan, lod a zo hag a respount :
« Ia, va Doue ! choant hon deuz da veza sent : poania
' raimp evit her beza : mez galloud an den a zo bihan ;
.NHO
346 VAR AR PECHET MARVEL
.NTO
choui, o va Doue, a zo braz hoch hini, ha choui eneou
dija eürus a zo nerzus ho peden : astennit ho tourn
dhon rên, dhon harpa ! » Hag evel-se, gant poania
mad ha gant skoazel an Env da heul, e talchont dis-
klabez ho ene.
Mez lod all, ha stankaad a ra bemdez an niver
anezho, lod all a lavar : « Bezet sant an nep a garo ;
evidon-me, na sant ne dounn, na sant na vezin ! Ha da
betra mad ?
» Pechet e meuz pechi a rin choaz. Ha perak nann ?
Goude pechi pe seurt droug a zo eta, choarvezet ga-
nhen-me ? Peccavi et quid mihi accidit triste ? »
Rak ma tleomp evel Jesus-Krist klask distrei ar re
a fazi ha miret ouz ar re vad da fallgalouni e teuan,
hirio, da ziskuez deoch hen deuz ar pechet, a holl
viskoaz, koulz hag hirio en deiz, tennet gwaleur var
benn an den.
*
* *
Va Breudeur kristen, eun impalaer en he rouantelez,
eur jeneral e penn he arme, eur chabiten var he lestr a
dle, araog pep tra, merka he renk hag he zever da bep
hini. Goude ma ho devez diskouezet ho rouden d'an holl
e tleont gouarn, gant karantez evit guir, mez ive gant
fermder, ha pa zeu eur re benag, dre ho faot ha gant goe-
ziegez, da derri ho urzou, an impalaer, ar jeneral, ar
chabiten a dle kastiza kement hini a vank d'he zever.
Eun dourn evit rekoumpansi, eun dourn all evit punisa,
setu hebken e pe chiz e challont derchel an urz vad.
.NHO
VAR A PECHET MARVEL 347
.NTO
Hogen, va Breudeur ker, dreist holl bennou braz ar
bed-ma e zeuz eur Roue ; eur Roue brasoch, galloudu-
soch eget ar re all ; eur Roue hag hen deuz da chouarn,
nann eur rouantelez hebken, mez an Env, an douar ha
kement a zo etre an douar hag an Env.
Hag ar Roue-ze, rag ma ra pep tra gant pouez ha
dioch vuzur, a verk da bep unan achanomp dre be
rouden kerzet : petra da ober, dioch petra en em viret ;
ha rak ma zeo santel, e fell dezhan, dreist pep tra, e ren-
fe an urz-vad etouez he zujidi. Setu perak euz he berz,
ar chaera promesaou great dan nep a ra mad ho dever,
mez ive, ar pounnera gourdrouzou douget a enep ar re a
vank dhen ober. Hag ar gourdrouzou-ze nint ket, deuz
he berz, spountaillou bugale na krosmol avel.
Ho digas a ra da vir ervez he choant dan heur mar
plij ganthan hag en despet da bep tra.
Selaouit kentoch ha guelit. An testeniou ne vankont
ket.
*
* *
Ne vankont ket en amzer a zo dija eat abiou.
1° Evit kastiza 'r pechet, Doue ne espernaz ket an
daou zen kenta, he grouadurien muia karet.
Adam hag Eva zo ganthan lakeat da ren var holl
draou an douar. Lojet er baradoz terrestr, e tremenont
ho amzer en eur blijadur heb he far ; nho deuz na diouer,
na dienez a netra ; nag enkrez, na poan a voulch ho
eurusded. Mez en eun taol kount, me ho guel barnet da
.NHO
348 VAR AR PECHET MARVEL
.NTO
chounid ho bara divar bouez ho diouvreach, barnet
ouspenn dar poaniou, dar chlenvejou ha zoken d'ar
maro.
Ha perak eur blaneden ken dishenvel dioch ar bla-
neden genta ? Eun dra zo bet penn-kaoz ha neuz ne-
met unan : ar pechet.
2° Doue na zellaz ket peger braz oa niver an dud ma
tlie skei varnho.
Var dro chuezek kant vloaz goude krouidigez ar
bed... etc. Danevel an dour-beuz.
3° Doue na espernaz ket ar pennou kurunet.
Ni, avechou, dirag ar pennou braz a rank stoui hon
tal ha choum da zounjal. Doue var an huella pennou a
ziskarg aliez ar pounnerra taol... Danevel ar pez a
choarvezaz gant Balthazar : mane, thecel, phares... etc.
4° Doue na espernaz ket he bobl muia karet.
E korn an hent, eun den beuzet en he zaelou... etc.
Petra oa kear Jerusalem... Hirio enterret holl... etc.
V nobis quia peccavimus.
5° Doue ne espernaz ket he vab he-unan... etc.
Mez, a lavarot marteze din, Jesus-Krist hen deuz la-
varet : « Quis ex vobis, arguet me de peccato ! » Guir eo,
va Breudeur ker. Mez kred eo evit ar pecher. Dle ar
pecher a rank, eta da baea. Ha penaoz benag ma zoa
he-unan teir gueach pur, teir gueach santel, setu hen
.NHO
VAR AR PECHET MARVEL 349
.NTO
aze ; guelit e pe stuz : kurunen spern, tachou... etc...
Labour ar pechet.
Setu kentel an amzer dremenet.
*
* *
Mar greomp eur zell en dro dheomp, ni a gavo eur
gentel all.
Mervel a velomp, trouz ha lazerez a zao, goad a red ;
reuz, naonegez, goalinier a bep giz en em astenn var an
dud ha perak ?
Pep hini a lako, er pez a garo, ar penn-kaoz a gement-
se holl, mez evidon-me, pa ho guelan, a zeu da zounj
d'in euz a gomz al leoriou sakr : Rumpha, fames et
flagella, super iniquos creata sunt.
Eur roue... etc. : lezit da dremen justis ar Roue ! Ha
me, pa zellan ouz trubuillou ha gualeuriou ar bed-ma, a
zeblant din guelet ive, varnho skrivet : « Lezit da dre-
men justis Doue ! »
Mez, a lavarot marteze din « Me, a meuz pechet me,
ha ne zeuz ganhen diguezet droug ebet : Peccavi et quid
mihi accidit triste ? »
Va Breudeur ker, mar deo guir kement-se, krenit
muioch a ze. Seul huelloch e vez savet ar morzol, seul
bounerroch e vez an taol a gouez var an anne. Doue a
ched ; gedal a chell, amzer hen deuz ; mez e ma savet
he vreach ; abred pe zivezad he zourn a ziskenno. Kre-
nit, rag da grena ho cheuz leach. Beteg-henn, choui '
.NHO
350 VAR AR PECHET MARVEL
.NTO
zo bet espernet ! Mes en dro deoch nag a bet hini a zo
bet skoet !
Perak an den iaouank-se, maro e kreiz he vrud ? Pet
gueach ne lavaraz hen ket : Peccavi et quid accidit mihi
triste ? Hirio, kouezet ar morzol var an anne. Perak
ar plach-ze a rank plega he fenn dirag an dud all : en
he chaloun e respounte : pechi a raan mez e kuz ; bi-
ken den na vouezo netra : Hirio, kouezet ar morzol var
an anne. Perak an tad, ar vamm-ze o skuilla daelou,
e korn ar park ? Aliez a vech oant bet aliet da ziorren
mad ho bugale. Ober a reant skouarn vouzar ; hag hirio,
pa ho deuz a veach eun tamm bara direbech en ho zi
ho-unan, ha marteze pa rankont mont dhe glask a zor
da zor, e lavaront hi ive : kouezet ar morzol var an anne.
Pechet e meuz : Peccavi et quid mihi accidit triste ?
Evit guir, madou ho cheuz, marteze. Marteze, ous-
penn e zoch doujet, enoret, istimet zoken. Evit komz
evel ma komzit : ar voul a zo ganeoch hag e ruil
a rit en tu ma karit. Ha neuze, sounn ho penn, en des-
pet da rebechou ho koustians, choui ' lavar : Peccavi et
quid mihi accidit triste ? Hag ar re vad en eur ho kue-
led a lavar, marteze, dhoch heul : da betra beza ver-
tuzuz ? Ar re fall ho deuz ar muia chanz.
Gaou ha fazi, va Breudeur ker. Pecher, pecherez
och, hag espernet, evelkent. Mez abalamour da biou ha
da betra ? Marteze, en ho ti, eur vamm, eur pried, eur
bugel bihan, savet ho daou zourn varzu an Env a lavar :
« Va chrouadur eo, va fried eo, va zad, va mamm eo ;
.NHO
VAR AR PECHET MARVEL 351
.NTO
ho chared a dlean, ho chared a raan : Parce Domine :
truez, trugarez, pardoun ! » Hag ho dourn astennet
azioch ho penn a ziarbenn dourn an Aotrou Doue.
Marteze, choaz, etouez ho techou fall, hoch oberou
digoustianz e zeuz eur pleg mad benag hag eun neubeut
oberou kristen. Ha sounj ho cheuz choui euz ar paour
keaz, bet dezhan an aluzen e toull ho tor, hag a la-
vare en eur vont kuit : « Va Doue, me zo paour, ne
chellan rei nemet va feden ; choui a zo pinvidik ha
trugarezuz, paeit eta, choui, va dle ; roit dan den hen
deuz kemeret ouzin truez, priz an tamm bara hen deuz
lakeat e m dourn, talvoudegez ar pez dillad hen deuz
taolet var va diouskoaz noaz. » Ha Doue, digor he
skouarn da beden ar paour mad a lavaraz dhe dro :
« Ia, red eo din rekoumpansi ar pez hen deuz great an
den-ze ha rak ne chellin ket e rekoumpansi er bed all,
rekoumpansomp anezhan er bed-ma ; roomp dezhan
ar pez a glask : danvez, iechet, plijadur. » Pae didal-
voud, roet da dud ken didalvoud hag hen, a lavar sant
Ogustin : Receperunt mercedem suam, vani vanam.
Doue a bae dle ar paour. Mez dhe dro e choulenno
beza paet, varlerch ; hag an nep na bae ket var an
douar, a ranko paea en eternite.
Er bed-ma, zoken, ma ve roet din da lenn en ho ka-
loun, dindan skeud eun eurusded faziuz, petra a gafen-
me ? Fode parietem.
Setu eun aval ouz ar brank. Seblantout a ra beza
iach mad. Digorit hen. Eur prenv kuzet en he greiz a
.NHO
352 VAR AR PECHET MARVEL
.NTO
zo e tribi he galoun. Eur frouezen eo ha nen em virje
ket ; kollet eo ive, ganthi, he blaz vad. Evelse, ar
pechet a zo evel eur prenv e kaloun an den. Toulla,
pikad, dribi ' ra. Hag ar pecher pa en em bouez, pa n
em zelaou mad a rank anzav ha lavaret he-unan : « Oh !
na pegement muioch oa skanv va chaloun, laouen va
spered, dar mare moa disklabez va ene !
*
* *
Ha brema, eur gomz choaz hag e meuz achu.
Gueach all e teuaz tud da gavout sant Iann-Vadezour
hag e choulen-jont outhan : « Tu qui es ? Piou och-tu ?
Petra ' lavarit achanoch hoch-unan ? Quid dicis de
teipso. »
Me ive, a berz Doue, a choulen ouzoch hirio :
« Piou och ? Petra ' lavarit achanoch hoch-unan ? »
Ne choulennan ket e pe di e maoch o chomm, pe hano
och, pe choui ' zo paour, pinvidik, desket, dizesk, koz
pe iaouank. Goulen a raan : « Piou och dirag Doue, e
pe stad e ma hoch ene, petra dalv evit an eternite. »
Her goud a raan, her goud a rit ive, eur mission, ma
permet Doue, a vezo er bloavez a zeu roet en ho parrez. (1)
Her gortoz a rit gant plijadur. Mez, va Breudeur ker, evit
ma tougo frouez mad ha puill, ho cheuz a vrema eul
labour da ober.
Eun tiek mad, araog mare an hada, a velan o kloza
he bark, o stanka var he dro, o tichroza, o tistanka, o
.NFO
(1) Ar zarmoun oa great evit pardoun Plodiern.
.NHO
VAR AR PECHET MARVEL 353
.NTO
tilouzaoui an douar, o kas ebarz an teil, an treaz, ar
bizin a chell ober muia vad. Neuze, mez neuze ebken,
e taol he chreun var an irvi.
Choui ive, va Breudeur ker, ho cheuz ho tachen da
labourat. Ha klozet mad eo var he zro, ha difrosted
mad an douar, ha neo hen ket sklabezet gant al lou-
zeier fall ? Dever pep unan eo hen anavoud, hag a vre-
ma lakaat he boan evit ma kouezo, dan heur merket,
greun Doue var an dachen labouret mad.
*
* *
Sant Machouarn benniget, mar deo choui, hag
evidon-me hen chred stard, ar zant a enoromp e
meur a barrez all, dindan hano sant Houarne pe sant
Herve, ech anavezan ho puez. Dond a rejot var an
douar gant daoulagad klozet ouz sklerijen an deiz. Mez,
ar pez ' zo guell, daoulagad ho speret a ioa digor frank
da sklerijen ar feiz. Diouskouarn ho kaloun, noant
ket bouzar ouz komzou Doue. Deuet och da veza eur
zant braz. Grit, pa zeo choui patron ar beg douar-ma,
grit ma vezo ar re ho deuz savet an iliz-ma en hoch enor
hag ho kemeret evit ho alvokad dirag Doue, grit ma
vezint holl kuitibunan, din achanoch ha din euz ar
baradoz.
Evel-se bezet great.
* * *
23
.NPO