Adorasion ' zo en ho parrez. Holl e teufot dober an
adorasion. Holl e rafot eur gofesion vad hag eur gom-
munion evel ma zeo dleet.
Mez ar gommunion, kristenien, neo ket da gemeret
hebken, bep tro ma ve adorasion pe mission en eur
barrez, neo ket da gemeret hebken, eur veach ar bloaz
da bask, mez da gemer aliez, choant a m beffe da
lavaret da gemeret bemdez. Ego sum panis vitæ : me zo
'r bara ' laka da veva, eme Jesus-Krist. Rak-se, an hini
hen deuz choant da veva ervez Jesus-Krist a dle kemeret
aliez euz ar bara-ze. Hag e karfen lavaret deoch, hirio,
e berr gomzou, an dalvoudegez a chelfot da denna deuz
ar gommunion.
Sant Thomas, o kozeal divar benn Sakramant an
Aoter a lavare : Beza 'z eo eur bara, eun tammik henvel
deuz an hini ' ve kavet var an daol e pep ti. Doue, evit
chomm ganheomp, hen deuz kemeret liou ha blaz ar
.NHO
VAR ZAKRAMANT AN AOTER 331
.NTO
bara, rak ma ra Sakramant an Aoter evit hon ene ar
pez a ra 'r bara evit ar c'horf.
Hogen, evit ar chorf, ar bara ' deu : 1a) da rei dheomp
a nevez an nerz a gollomp dre hon labour ; 2l) ar bara
hon laka da greski ; 3de) ar bara hon laka da veza
laouen.
Evit hon ene, Sakramant an Aoter a ra ar memez
tra.
*
* *
Ar gommunion a deu da renevezi hon nerz.
Va Breudeur ha va Choarezed kristen, nerz a gol-
lomp, bemdez. Evit hor chorf netra surroch. E berr am-
zer e zafe da netra ma na vemp, atao, var ervez. Eur zach
goullo ne jom ket pell en he zav, a lavare hon Tadou koz.
Dribi ' ranker. Neuz par dar bara evit dercbel an den
en he bloum. Doue, evel dre virakl, a laka 'r bara-ze
dober heol en hon izili ha goad en hor goazied.
Mad, kristenien, ar pez a ziguez evit ar chorf a
ziguez, ive, evit hon ene. « Er bed-ma, ' lavare sant
Ogustin, e roomp taoliou, avechou. Mez skoet e ve var-
nhomp ive taoliou. Hag aliez an taoliou-ze ' ve ken
pounner, ma na zantomp mui tammik nerz ebet en hon
ene. »
Piou en ho touez, va Breudeur ker, zoken an hini zo
'r guella gant Doue, nhen deuz ket, avechou, santet he
dammik kaloun o vankout dezhan ? Piou, deur mare
pe da vare deuz he vuez, nhen deuz ket bet difizianz
deuz an dud, diskredet var an Aotrou Doue ha bet ten-
.NHO
332 VAR ZAKRAMANT AN AOTER
.NTO
tet da glask he blijadur er bed, var digarez ma zeo diez
kerzet var hent ar baradoz ? Oh ' dar mareou-ze, dreist
holl, pa vez ar galoun kaset da netra, pa vez an ene
kemeret, gounezet gant an drouk-spered, dar mareou-ze
eo mad mont da gommunia. Gellout a reomp, sur eo,
kaout nerz da stourm en eur ober actou a feiz, a esperanz,
a garantez. Chacha chellomp, dre ar beden, gras Doue
varnhomp. Mez netra ne roio dan ene kement a nerz
eget ar gommunion. « An hini ' zreb va chorf hag
a ev va goad er gommunion, eme Jesus, a vezo ennhon-
me ha me vezo ennhan : Qui manducat meam carnem et
bibit meum sanguinem in me manet et ego in eo. » Daoust,
Breudeur ha Choarezet kristen, ha bresk e chelfemp
beza, ha dinerz a chelfemp en em zantout choaz, pa
vezomp harpet var hor Zalver Jesus-Krist.
Histor : Sonis e Patay. O vont dar stourmat, eur mi-
gnon a choulenne diganthan ha nhen doa ket aon.
Sonis hen doa kommuniet deuz ar mintin, en devez-se.
Hag en eur lakaat he zourn var he beultrin, e lavaras :
« Doue ' zo aze : rak petra 'm beffe aon ? »
*
* *
Ar gommunion a ro nerz dhon ene ; a ro dezhi an
nerz a goll bemdez, dre an tentasionou, evel ma ro 'r
bara nerz dar chorf goude ma ve bet dinerzet gant
tomder an heol pe skorn ar goan.
Mez neo ket avoallach kaout nerz en hon ene. Red
eo he lakaat da zigeri, da greski. Neuz forz pegen krenv
.NHO
VAR ZAKRAMANT AN AOTER 333
.NTO
e vo eun den, ma chomm, atao, bihan e vo eun dra
fall awalc'h...
Eun devez, sant Ogustin ' oa, gant glachar ha mel-
koni, o sonjal en he vuez tremenet. Ha leach hen doa
'r paour-keaz den, da lakaat he speret diez. Er penn
kenta deuz he vuez oa bet gwall droet gant ar bed. Dile-
zet hen doa he vuez fall : deut oa varzu Doue. Hag e
sounje penaoz en em gemer ar guella evit dont da veza,
nann eur zant, mez eun den mad.
Hag e klevaz eur vouez o lavaret dezhan : « Ogustin,
» kea da gommunia. Ma zez da gommunia, neo ket
» Doue ' vezo chenchet ennhoud, mez te vezo chenchet
» e Doue. »
Da lavaret eo, va Breudeur ker, ma zez da gom-
munia neo ket Jesus a gemero plegou fall Ogustin,
mez Ogustin a gemero karantez Doue , madelez
Doue, justis Doue. Deuz a zen dont da veza henvel ouz
Doue ! Setu aze hag a zo brasaat, kreski.
Hag e guirionez, va Breudeur ker, ar re ' ia da gom-
munia aliez, nann holl evelkent, rak lod ne gom-
muniont ket evel ma zeo dleet, lod ne deuont dan daol
zantel nemet dre voazamant hag ennho ar gommunion
a ra, evel eul louzou kemeret araog he vare, var eun
den klanv, mez ar re ' ra kommunionou mad a zo, en
ho buez, eun dra benag euz a Zoue. Ho drem a zoug
varzu ennho ; ho chomz leun a zousder a ra plijadur ;
en ho speret e zo eun dra benag hag a entent guelloch
an traou, en ho bolontez eun nerz hag ho foulz, atao,
dober mad..., etc. Histor sant Hyacinthe...
.NHO
334 VAR ZAKRAMANT AN AOTER
.NTO
*
* *
Ar gommunion a deu da rei levenez.
Digarez a ve kavet da jomm heb kommunia. Ma ve
red dalcher ar galoun atao e stad da vont da gommunia,
neuze na ve plijadur ebet ken... neuze, na dans, na par-
doun, na foar.
Hennez eo, lavar an dud. Selaouit brema lavar Jesus.
Eur veach, Jesus a rea eun diskuiza, e kichen eur puns,
pa deuaz eur plach iaouank da gerchat dour. Ar plac'h
iaouank-ze he doa klasket, 'n dra chelle, he flijadur
ebarz er bed. Er plijadureziou-ze he devoa lezet zoken,
tammou deuz he enor. Ha Jesus a lavaraz dezhi : « Oh !
ma guesfet pegement e zo muioch a blijadur o c'heul
an Aotro Doue : Si scires donum Dei ! »
Hag e guirionez, va Breudeur ker, daoust hag ar plija-
duriou a ro ar bed a chell beza lakeat e kemm gant
ar plijaduriou a ro an Aotrou Doue. Holl ho peuz bet
kemeret kalz pe nebeut deuz plijaduriou ar bed. Ous-
penn-ze, beza ' zo en ho zouez ha nint ket difennet...
Mad, pet gueach eo bet karget ho kaloun gant ar pli-
jaduriou-ze ? Daoust hag aliez nho deuz ket lezet var ho
lerc'h tritidigez ha morc'hed ? Ar guir, blijadur, an
hini ' laka 'n den eürus, eo an hini c'heller kemeret heb
aon na mez. Plijaduriou ar bed ' zo prenved enho...
Mez ar plijaduriou a gaver gant an Aotrou Doue a zo
iac'h ha sansun bepred. Ar c'hristen a zigemer, aliez,
hag e giz ma zeo dleet, Jesus en he galon dre ar gom-
munion, a vo laouen he lagad atao, eün he zell, eaz he
.NHO
VAR ZAKRAMANT AN AOTER 335
.NTO
goustianz, etc... Menech, surzet, tud devot, ral e ve
du ho zal...
*
* *
Kemerit, eta, hirio, ar mennoz santel da gommunia
alies ha da gommunia mad. Var an douar e vezoch euru-
soc'h... Er baradoz e vezoch sent divezatoch.
Evel-se beza great.
* * *
.NPO