VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZET KRISTEN,

An dud n’en em glevont ket evit rei d’an nesa ar pez

a zo d'an nesa : n’en em glevont ket muioc’h evit rei da

Zoue ar pez zo da Zoue. Ouz piou senti ?

Ar bed-ma, zo evel eun horolach. En horolach, pep

tra hen deuz he renk, he labour.

Hogen, me vel er bed, he renk, he labour merket

d’an Env, d’al loan mud, d’an heol, d’ar vreunen blouz...

Daoust hag an den a ve lezet gant Doue da veza fall pe

vad ervez he volontez, da vont a gleiz, a zeou, ervez ma

sonj ?.. An dra-ze ne c’hell ket beza. Hen eo roue an

douar hag a dle kaout ive, — muioc’h, — a rank kaout

ive he renk, he labour, he benn beach.

Ha krouet e ve hen evit traou ar bed-ma hebken ?

Nann. An dra-ze ne c’hell ket beza.

Er bed, petra zo ? Enoriou, madou, plijaduriou. Mez

tremen a reont. Keit ha ma padont e lezont c’hoaz ar

galoun goullo : Affer, affer... Aliez d’ho heul e teu neac’h

.NHO

JESUS DOKTOR AN DUD 325

.NTO

ha poan... Ne zavont ket an den dreist a loened mud....

Ha goude beza tanveat anezho e ranker lavaret : Vani-

tas, vanitatum et omnia vanitas. Ia, koumoul, traou

netra, holl draou ar bed-ma, præter amare Deum et illi

soli servire.

Setu aze evit petra eo bet krouet an den : evit ana-

voud Doue, he garet, he zervicha.

Mez piou a zesko d’heomp anaout Doue ? Piou he

garet, he zervicha evel ma zeo red ? — Magister vester,

unus est, christus.

*

* *

Pa deu eun den da glask hon trei a du ganthan, tri

c’houlen da ober :

1° Piou oc’h—c’houi hag a berz piou e teuit ?

2° Pe seurt mennoz ho tigas ?

3° Ha gouzout a rit—c’houi mad, ar pez a glaskit deski

d'heomp.

Jesus-Krist a zo deuet hag a respount : Piou oc’h-

c’houi ? — Mab Doue ha Doue va-unan. Euz he berz e

teuan. Mab Doue... etc... Testeni au brophetet ; — tes-

teni an Tad hag ar Speret Santel : Hic est filius meus

dilectus in quo mihi bene complacui ; — testeni ginevelez,

buez, maro, burzudou hor Zalver ; testeni he Ebestel...

Testeni ar sperejou brasa... Mar deo maro Sokrat,

maro eun den fur, a lavare unan, maro Jesus ' zo maro

eun Doue.

Dirak Napoleon, eun devez, eur general a lavare traou

divar benn ar relijion. « — Keuz a meuz, a lavaraz

.NHO

326 JESUS DOKTOR AN DUD

.NTO

d’ezhan an Impalaer, da veza ho kreat general. Me

anavez pell ' zo petra eo eun den ha Jesus-Krist a zo

ouspenn eun den, kredit ac’hanon. »

Doue eo, eta, ha guir hen deuz da zont da gelenn ha

da veza selaouet.

Pe seurt mennoz hen digas ? — Pe seurt mennoz ?

Guelit petra ' reas : Transiit benefaciendo et sanando

omnes ; petra lavaras : Beati qui persecutionem... beati

qui... ; petra hen deuz savet etouez an dud : Jam non

dicam vos servos, sed amicos... Netra ken kaer eget he

vuez penn-da-benn, netra ker kaer, ive, ha ken gla-

c’harus eget he varo... Daou zevez araog ma varvas,

etc... Ma hen deuz prezeget n’eo ket bet, sur, evithan

he-unan. Rak n’hen deuz kavet, etouez an dud, anaou-

degez vad hebed.

Ha gouzout a rea hen mad ar pez a glaske deski

d’heomp ? — Ia, rag Doue eo. Doue a vel pep tra, ' ana-

vez pep tra. — Ar religion hen deuz skignet a zo al

liamm a stag an den deuz an Aotrou Doue ha deuz ar

baradoz. Jesus-Krist ' anavez mad petra eo Doue, petra

c’houlen, pehini eo an hent da vont d’an Env.

Anavoud a ra ive petra eo an den, rak den eo he-

unan : Tentatum per omnia pro similitudine absque

peccato.

Ne c’hell ket eta hon troumpla. Ha rak-se eo hon

doktor, hor guir mestr-skol... Red eo eta he zelaou,

senti outhan. Muioc’h zo :

.NHO

JESUS DOKTOR AN DUD 327

.NTO

*

* *

Magister vester unus est Christus : n'euz doktor all

hebed nemet-han.

Hag e teufe eun eal da brezeg d’heoc’h eun Aviel

dizhenvel, n’her c’hredit ket, eme sant Paol. Ha koulz-

koude, prezeg a rear eneb Aviel Jesus-Krist.

Ama, adarre, tri goulen da ober. 1° Piou oc’h-c’houi ;

2° a berz piou e teuit ; 3° ha goud mad a rit ar pez a

lavarit ?

Piou oc’h-c’houi ? Selaouit sant Paol (II. Tim. 3. 1.) :

Erunt homines, seipsos amantes, cupidi, elati, superbi,

blasphemi, parentibus non obedientes ingratis, scelesti, sine

affectione, sine pace, criminatores incontinentes, sine

benignitate, proditores, protervi, timidi et voluptatum

amatores magis quam Dei, habentes speciem quidem

pietatis, virtutem autem ejus abnegantes, et hos devita

semper discentes et nunquam ad scientiam veritatis,

pervenientes, resistunt veritati, homines corrupti mente ;

reprobi circa fidem...

A berz piou e teuont... Setu Voltaire, Rousseau, Lu-

ther, setu ar falz-doktoret deuz hon amzer : a berz

piou e teufont nemet a berz an hini a lakeaz da genta 'n

den da fazia pa lavaraz d’ezhan : Nequaquam moriemini,

sed eritis sicut dii scientes bonum et malum. — A berz

hennez, ive, e teu ar re ' ra hirio brezel da religion dre

al leoriou fall, dre ar c’hazetennou milliget, dre an dud

fall hag a zo paet evit distaga an den deuz Doue. Sellit,

.NHO

328 JESUS DOKTOR AN DUD

.NTO

guelit, selaouit. Petra ra d’an den-ze ar pab... an iliz...

ar relijion ? Drouk ebet. Ha koulzkoude, mantruz eo

klevet ar pez a lavar en ho enep. Tud milliget ! ho la-

bour a voue bet lavaret gant Jesus diwall out-han : Si

me persecuti sunt, et vos persequuntur.

Pe seurt mennoz ho deuz ? A fructibus eorum cognos-

cetis eos.

Petra ' lavar Jesus-Krist, an Iliz, he ministred ? Karet

Doue, en em garet hon-unan ervez Doue, karet an nesa.

Hag hi petra ' lavaront ? Ar religion ! mad da netra.

Petra lakeont en he leac’h ? — Doue an aour, doue an

enor, doue ar blijadur... Tud digar ! O lavaret d’an dud

n’euz Doue na baradoz hebet, ne lezont gant ar paour, —

gant an daou farz deuz tud ar bed-ma, — netra d’ho

frealzi en ho foaniou.

Ar religion ebken a skor al labourer, a ro frealzidi-

gez d'an den klanv, a zoupla anken an den glac'haret,

a ro esperanz pa goller an dud, a ro nerz da zougen ar

c’hroaziou... Tud paour a vo ar muia atao. Daelou vo

bepred. Ha neuze, abred pe zivezad, e vo ar vered ;

ennhi, holl draou an douar a iel e teuz.

Hag anavoud a reont ar pez ma kozeont divar he

benn ? — Nann.

— Me zo ' vont da galvez : — iit d’ar skol gant eur c’hal-

vez ; me zo ' vont da vortolod : — iit d’ar skol gant eun

den a vor. Mad, abarz komz a religion eo red he studia ;

— gouzout mad petra eo Doue ; — kaout skiant ar

zent.

.NHO

JESUS DOKTOR AN DUD 329

.NTO

Hag ar fals doktoret ? Gant piou int bet er skol ? Gant

tud fall ha na ouzont netra.

Morse eta ne veritont beza selaouet.

Evelse bezet great.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 80 / 99 题