Echu ar mission evidoch choui.
Prezeget e meuz beteg henn euz a... etc... Hirio araog
ho kuitaat netra mui nemet eur ger, komz sant Paol
da Dimothee : Depositum custodi... Evel sant Paol a
garie Timothee, me ive o kar. Plijadur e meuz bet o pre-
zek dheoch epad an eiz devez-ma. Nho kuelin mui,
koulz lavared sur, var an douar. Mez er bed-ma pep tra
a dremen buhan. Me gar-fe choaz ho kuelet holl er
baradoz. Hag abalamour da ze, evel sant Paol me la-
var : dalchit mad dar pez zo lakeat etre ho taouarn :
Depositum custodi.
Red eo perseveri ! Ouz petra en em ziwall evit hen
ober ? Petra da lakaat en implij evit derchel mad ?
setu e tri cher ar gelennadurez-ma.
*
* *
Red eo perseveri.
Mankout da berseveri, a ve mankout dhe cher, ger
roet da eur mignoun, da eur mestr.
.NHO
300 VAR AR BERSEVERANZ
.NTO
Eun devez, bihanik, bihanik oach choaz, ho mae-
ronez hen doa, var he diouvreach, ho touget dan iliz. Ar
belek a skuillaz var ho penn dour ar vadiziant. Hag
epad ma kanet an Te Deum, aze er chur, epad ma
vralle laouen kleier ar barrez, evit kemen oa eur chris-
ten muioch var an douar, eun eal a bigne dar baradoz
evit lavaret da Zoue an hano oa roet deoch etouez an
dud. Hag hoch hano oa neuze, skrivet var gaierou ar
baradoz. Hag er baradoz ive, an Elez a gane laouen en
enor dho breur bihan digaset var an douar. Eur gador
oa raktal kempennet gantho, a benn ma zistrofech dar
baradoz.
Mez, da benn dek, ugent, tregont vloaz an Elez ne
ganont mui evidoch : deut int da veza mud evit ar pez
a zell ouzoch ! Hoch hano ' zo effaset var gaierou an
Aotrou Doue, eur gador e kanv... Doue troet he garan-
tez...
Ene piou an ene 'zo digurunet ?
Penaoz an aour melen da bloum a zo distroet ? An ene
paour-ze, deoch chui eo, va breur ! Penaoz e kollaz he
gened ? Ar foar, ar pardoun, an danz-ma ; ar mignoun,
al leor, an ti-zont a respount.
Mez setu a nevez kleier o soun : ar mission a zo. Eun
den a zeu en iliz he galoun pounner, he benn
pleget.. Seblantout a raan klevet trouz chadennou eun
torfetour : chadennou ar pechet...
Klask a ra eun eil badiziant : hini ar binijen. Kofeseat
ho peuz holl ha mad, epad ar mission-ma. Diganeoch
.NHO
VAR AR BERSEVERANZ 301
.NTO
goudeze, ho tad kofesour hen deuz goulennet evel ma
oa bet goulennet en ho padeziant kenta : ha renonz a rit-
hu dan dra-ma, dan dra-zont. Hag holl, ar glachar en
ho kalonou, ho peuz lavaret : « Ia sur, renonz a raan :
Abrenuntio. » Ha var hoch eneou ar pardoun zo dis-
kennet neuze : Ego te absolvo... Hoch ene zo deut da
veza ker guenn ha biskoaz : Afferte stolam primam...
annulum... Hoch hano ' zo a nevez skrivet el leor a
vuez. Ama, en iliz-ma, e zoch eüruz, brema. Santout a
rit ho kaloun o kana en ho kreiz. Hag en Env zo le-
venez vras ive : Joa vrasoch eget evit perseveranz naon-
tek ha pevar-ugent den just. Hag aont-hu, a nevez, an
holl Elez a gan an Te Deum.
Mez : Depositum custodi.
Eun den honest nhen deuz nemet he cher. An hini
a zalch mad dhe cher en despet da bep tra a vez is-
timet. Mankout dhe cher zo en em zizenori. Hag ar
vez a vez seul vrasoch ma vez ive brasoch an drubar-
derez.
Hogen setu diou bazen, an diou izella a chell an dru-
barderez diskenn beteg ennho.
Eun den ' oa pinvidik. En em gaout a ra gant eun
den paour... Truez hen deuz oud-han, ranna ' ra gan-
than he zanvez... Mez e nebeut amzer, ar voul a dro.
An den pinvidik da genta, ' guez paour hag ar paour
bet sikouret ganthan a dro kein dezhan. Petra lavarit
deuz an den-ze ?... Me lavar eo eun treitour, eun tru-
bard euz ar re vila.
.NHO
302 VAR AR BERSEVERANZ
.NTO
Setu aze, eun all, eur zoudard. Brezel zo. Ha he
jeneral hen deuz roet dezhan drapo he vro da zougen en
emgann. Mez setu eun den estren o tont. Kinnig a ra
dezhan archant. Hag ar zoudard a verz he zrapo hag he
vro. Deuz hennez petra zounjit ive ? Evidon-me eo
dizenoret da viken.
Mad, kristenien, Jesus-Krist ' zo hor mignoun, hor ma-
doberour. Guelit ar groaz ; perak e ma eno ?... Guelit
ar gador govez ; evit piou eo great ? Hag an Tabernakl,
e peleach e ma ti Jesus en hon touez ! Hag an Env ?...
Hen eo ive hor jeneral. He hano a zougomp, he zou-
dardet oump. Mankout dezhan a zo ive eta, trahisa
mignoun ha drapo.
Ouspenn ' zo. Mankout da berseveri zo en em dra-
hisa hon-unan. Rak koll a rear en eur gueza a nevez er
pechet, ar meritou deuz kement tra vad hon deuz great.
Ha neuze choaz, Doue a denn diganheomp, a nebeut da
nebeut, he holl grasou : Et fiunt novissima hominis istius
pejora prioribus. Evit klenvejou an ene eo evel klenvejou
ar chorf. Unan pare deuz an derzien, mad ma chomm
pare. Mez ma teu da gueza en dro, e ma kollet. An den
ne deu da zerchel dhe cher goude he vission a laka
var var he zilvidigez. Perseveri, er chontrol, eo errezi
an Env: Qui autem perseveraverit usque in finem, salvus
erit.
*
* *
Ouz petra diwal evit perseveri ?
Sant Paol a lavare : Periculis ex gentibus, periculis
.NHO
VAR AR BERSEVERANZ 3O3
.NTO
ex falsis fratribus, periculis in solitudine... Evidomp-
ni ar memez tra zo guir.
Da genta, danjerou a berz ar bed.
« Mont a rit da eur vro, eme ar prophet hag e velot
ennhi, lod o tougen doueou aour, mein, koat, pri ; ha
tud var ho daoulin ouz ho adori. » Choui ive, brema
goude ho mission, a zistro da greiz ar bed. Ar bed ne
jench ket. Doue ne bedaz ket evit ar bed. Abalamour da
ze, ' vo guir atao lavaret : V mundo a scandalis. Ha
neuze : Corrumpi et corrumpere sæculum vocatur. Ennhan
an drouk-spered, a vel pe a guz, a glask atao 'n dro da
goll an eneou. Pellait eta deuz ar bed.
D'an eil, danjerou a berz ar falz vignouned.
Lavarit din, eme ar re goz, piou a heuillit, ha me
' lavaro deoch piou och. Guelit sant Per. Var digarez
mont da heul Jesus, e za den em lakaat etouez enebou-
rien he vestr. Ne zale ket da nach anezhan. Pellaït ive
deuz an dud difeiz.
Pellaït choaz deuz an takadou danjeruz. David, eur
roue santel, oa eat, eun devez, da eul leach hag a velaz,
anezhan, eur vaouez o chen em choalchi. Diaoul al
luxur a ieaz en he galoun : Kueza ' reas er pechet.
Diwallit !
Diwallit erfin deuz al leoriou, ar chazetennou fall.
Beza int kontam ar galoun, noz ar spered...
Dan trede, ar galoun he-unan.
Ne cheller ket, siouaz ! en em zispartia diouthi ! Ha
koulskoude henvel eo euz eur menez tân : Pa zounjer ne-
.NHO
304 VAR AR BERSEVERANZ
.NTO
beuta, hon laka holl da grena. Lakaat eta dezhi eur vistign
hag eur speuren var he zro.
*
* *
Petra da ober evit derchel mad ?
Eun den klanv, pa goummanz dont da vad, 1a) a daol
evez ; 2l) a choulen, aliez, ali ar medisin ; 3de) a gemer
boued iach hag aliez. Greomp ar memes tra.
1a) Vigilate : Taolomp evez... Sounjomp en hon amzer
dremenet, er pez ' zo bet kiriek dhor mankou... Nen
em fiziont mui ;
2l) Orate : Petra eo nerz an den ? Goulennomp ali,
sîkour ar medisin... pedomp ;
3de) Tostaomp aliez ouz ar zakramanchou. Hi eo nerz
konfort, sklerijen, magadurez hon ene, keit a vezomp
och ober hon treuz er bed-ma.
*
* *
Ha brema, va Breudeur ha va Choarezet kristen,
echu mad ar mission. Araog mont kuit, e lavaran deoc'h
kenavo ! Houma eo bet ar veach kenta dheomp den em
velet. Brema gozik sur nen em velimp mui var an douar-
ma. Mez buez an den neo nemet eun tremen, eur cha-
loupaden varzu ar bed all. Eno, esper a meuz, e chen
em velimp adarre. Hag abalamour da ze kenavo er bed
all, kenavo e baradoz Doue !
Evelse beza great.
.NPO
(305)