VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZET KRISTEN,

Gueach all, eur c’hrouadur iaouank a ziwalle, e kreiz

ar meziou, loened he dad, pa zeuaz, a berz Doue, ar

prophet Samuel d’hen tenna euz ar renk izel ma veve

ennhi, evit hen lakaat da rên var bobl Israel. Da heul

ar gurunen a roue, Doue a roaz d’ezhan, ouspenn, kalz

a vadoberou all : gloar, enor, madou ; pep tra holl a

lakeaz etre he zaouarn. Distrei a reaz divar-’n-han taol

ar maro, rei a reaz d’ezhan ar gounid var enebourien he

rouantelez, lakaad a reaz he sujidi d’her c’haroud. En

eur ger, ar roue David hen devoa leac’h da drugare-

kaat an Aotrou Doue, e pep giz, ha da zerc’hel mad

d’he lezenn.

Eun devez, koulskoude, e reas, var eun dro, daou

bec’hed bras ; eul laz hag eun avoultriez. Neuze Doue

a zigaz ar prophet Nathan da rebech d’ezhan beza

.NHO

VAR AR GONTRISION 273

.NTO

dianaoudek. Ha David ker buhan a anzav he faot hag

a lavar : « Peccavi Domino : pec’het e meuz a eneb an

Aotrou Doue ! Peccavi Domino ! » Hag ar prophet, test

euz he c’hlac’har, a respount neuze : Doue hen deuz

pardounet ho pec’het : na varvot ket : « Transtulit

quoque Dominus peccatum tuum, non morieris. »

Va Breudeur, evel ar prophet Nathan, setu me, o

toned hirio, a berz Doue, da lavaret da bep hini ac’ha-

noc’h : Pec’hejou a zo bet great var an douar : grit eur

zell var ho koustianz, poezit ha poezit mad ho puez.

Guelit ha c’houi ive, koulz ha David, n’ho c’heuz ket a

leac’h da respount: « Peccavi Domino : pec’het hon deuz

a eneb an Aotrou Doue. »

Mez, kristenien, daoust ha me, koulz ha Nathan, a

c’hell esperout e 'm bezo an heur vad da respount da

m’ zro : Doue hen deuz pardounet ho pec’hed : na

varvot ket : « Transtulit quoque Dominus peccatum tuum,

non morieris. » Ia, kristenien, an heur vad-se, a m’ bezo,

mar kirit. Pignat a raan er gador-ma, evit kinnig

deoc’h ar pardoun, mar karit en em lakaat din anezhan.

Evit gounit ho pardoun eun dra, unan hebken, a zo

red. Red eo kaout eur guir gontrision hag e teuan evit

klask rei deoc’h da entent mad : 1° petra eo ar gontri-

sion, ha da 2°, petra da ober evit he c’havoud.

*

* *

Petra eo ar gontrision ?

Va Breudeur ker, kaout kontrision evel a c’houzoc’h

18

.NHO

274 VAR AR GONTRISION

.NTO

ne d’eo ken tra nemet beza glac’haret da veza, beteg-hen,

kuezet er pec’het, santoud evithan kasouni, ha kaout

guir volontez d’en em ziwal oud—han iviziken. Keuz evit

an amzer dremenet, kasouni ouz ar pec’hed, evit an

amzer hirio ; mennoz stard evit an amzer da zont : setu

petra eo ar gontrision.

Ar gontrision-ma, kristenien, eo ar pez a zo muia red

d’ar pec’her. Heb kovesion, heb satisfagsion, ar sakra-

manchou all a c’hell, avechou, hon lakaat da chounit an

Env. Mez goude beza pec’het, biken pardounet na vezer

nemet kontrision hon deffe. « Dre ho kaleder, eme

sant Paol, ha dre ho kaloun dianken, e tastummit evi-

doc’h eun tenzor a zroug : Secundum duritiam tuam et

impenitens cor, thezaurizas tibi iram. (R. 12. §. 5). » D’ar

gontrision, er c’hountrol, ar pardoun a zo promettet :

« ne zisprijot ket, o va Doue, eur galoun bruzunet gant

ar c’hlac’har : Cor contritum Deus non despicies. »

Evelkent, peb kontrision ne gav ket a drugarez a berz

Doue. Saül, koulz ha David, a lavaras : pec’hed e

meuz : Peccavi. Hag he bec’het a jomaz dibardoun. An-

tiochus, skoet gant dourn Doue, a c’houlenne truez ; ha

truez ebed na dlie da gaout. Eur guir gueuz, hebken, a

c’hell dizamma koustians ar pec’her.

*

* *

An dud a c’hell beza gounezet dre eun dianveaz an-

keniet. Ho lagad na vel ket ar pez a dremen e pleg an

ene. Mez lagad an Aotrou Doue a lenn e korniou

.NHO

VAR AR GONTRISION 275

.NTO

muia kuzet ar galoun : Scrutans corda et renes Deus.

Ne ra ket pikol vân evit komzou flour, na promesaou

kaer. An dud-se, emezhan, a ro enor din divar ho mu-

zellou, mez ho c’haloun a zo pell diouzin : Labiis me

honorant, cor autem eorum longe est a me. Hor c’haloun

eo he deuz pec’het, hi eo a dle beza chenchet, distroet,

keuziet, mantret gant ar glac’har : Cor contritum et

humiliatum Deus non despiciet.

Mez red eo kaout eur c’heuz hed-a-hed. Keit ha ma

chommo en ho kaloun, eur pec’het marvel, unan heb-

ken, an drouk-spered a jommo ennhi d’he heul, rag dre

ar pec’het eo e rên var an eneou. Ha hent all, keit ha

ma chommo an drouk-spered en eur galoun, Jesus-

Krist a jommo er meaz anezhi. Ne c’hellont, e nep

leac’h, nag en em glevet nag en em ober : Qua autem

conventio Christi ad Belial ? Ken ma vez (1), eta, eur galoun

distag, distag mad deuz pep pec’het grevus da vihana,

ar galoun-ze n’eo ket da Zoue, a zo enep Doue : Qui non

est mecum contra me est. Ha rak-se n’euz evithi pardoun

ebed da c’hortoz.

Red eo ive ma ve ho keuz eur c’heuz dreist natur.

N’int ket dibaot an dud a wel d’ho fec’hejou. Mez dibaot

int ar re a wel d’ezho netra nemet er guel a Zoue.

Setu ama eun den hag a wel da eul laerounsi. Mez,

perak ? Abalamour ma zeuz pec’het o laerez ? Nann. Mez

abalamour he laerounsi dizoloet a gas anezhan d’ar

prizoun.

Setu eur mesvier hag a wel d’he vesventi. Mez pe-

===============================

(1) Ken ne vez ket, eta, ... ??

Keit ne vez ket... ??

.NHO

276 VAR AR GONTRISION

.NTO

rak ? Abalamour ober he Zone deuz he gov a zo koll

mignouniach an Aotrou Doue ? Nann. Mez rak ma zeo

bet, evithan, penn—kaoz a eur wal affer.

Setu eur plac’h hag a wel noz-deiz. Perak ? Abalamour

e zeuz eur pec’het hag a lak ar galoun henvel deuz eur

fleuren wenved ? Nann. Mez abalamour ma rank stoued

he zâl etouez ar re all ha ruzia gant ar vez.

Va Breudeur, na lavaran ket e ve eun hevelep glac’har

eun dra fall dirak Doue, pell dioc’h eno. Mez ar pez a

lavaran, ar pez a rankan da lavaret eo, ne gavan ket

ennhi peadra awalc’h da lakaad Doue d’hor pardouni.

N’eo ket evit Doue ho c’heuz glac’har : evit ar bed,

evidoc’h oc’h—unan an hini eo. Ha Doue, n’hen deuz

promettet pardouni, nemet d’ar re ho devezo keuz da

veza hen offanset.

Evit eta, beza pardounet, e tleit kaout keuz d’ho pe-

c’het, rak ma ho c’heuz, dre ar pec’het-ze, toullet kaloun

ho Toue, lazet hoc’h ene, kollet ho lod er baradoz. Ho

keuz, ho klac’har a dle disken euz an Env, don’d a

zourn ar Spered-Santel, a dle beza dreist natur, tennet a

draou huelloc'h eget traou an douar ha fountet var ar

feiz.

Erfin, red eo kaout eur c’heuz dreist pep tra.

Evel ma hel lavaren deoc’h, bremaik souden, koll

Doue hag he varadoz eo koll ar brasa mad. Meritout

an ifern eo meritout ar wasa malheur. Ar pec’het,

koulskoude, a ra d’heomp koll ar c’henta, a ra d’heomp

meritout an eil. Euz ar pec’het, rak-se, eo e tleomp

.NHO

VAR AR GONTRISION 277

.NTO

kaout ar brasa glac’har ha red eo beza rezolvet da

c’houzanv pep tra, da goll kement zo, kentoc’h eget mui

kueza ennhan.

*

* *

Petra da ober evit kaout eur guir gontrision ?

Va Breudeur, hen anzao a rankan ouzoc’h, ama e

c’hen em gavan meurbed droug-kountant ac’hanon va

unan. Piou ha petra ounn-me evit deski deoc’h ervad

penaoz ha pe evit petra gwela d’ho pec’hejou ?

Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo Doue

e kenver an den ha petra eo an den e kenver Doue ?

Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo Jesus-

Krist evidomp ha petra omp-ni, pa bec’homp, evit

Jesus-Krist ?

Ah ! perak ne anavezan-me ket mad petra eo an den

dilezet gant Doue en he bec’het hag a zispill a zioc’h an

ifern ?

Eve1kent, va Breudeur, selaouit ha sounjit :

1° Petra eo Doue ?

Pa glaskan anavoud petra eo Doue, me a zeblant

guelet dirazhon eur spered parfet, heb muzur, krouer

ha mestr e pep giz da gement a zo. Gant eur gomz

hebken, hen deuz tennet euz a netra kement a velomp

ha kement ne velomp ket. Taolet hen deuz an heol e

bolz an Env, evel eur c’houlaouen atao beo, da skleri-

jenna ar bed epad an deiz ; izelloc’h hen deuz taolet al

loar evit sklerijenna 'n noz ; hadet hen deuz e bolz an

Envou, stered kaer ha lugernuz, evel perlez var mantel

.NHO

278 VAR AR GONTRISION

.NTO

c’hlaz eur rouanez ; diazezet hen deuz an douar e kreiz

an ear hag he derc’hel a ra en he floumm, var dri

biz euz he zourn deou. Ha goude beza evel-se krouet

pep tra, e ro urziou da gement hen deuz krouet.

Lavaret a ra d’an heol pignat ha diskenn. Hag an

heol a bign hag a zisken evit merka deiziou ar bloaz.

Kas ha digas a ra ar c’houmoul, gueach evit

freskaad an douar, gueach all evit he dizheolia,

gueach evit pourmen kurunou an Env. Hag an heol a

bign hag a zisken, hag ar c’houmoul a deu hag a ia,

ervez urz an Aotrou Doue. Lavaret a ra d’an avel c’hueza

pe devel : hag an avel a c’huez pe a dav. Lavaret a ra

d’ar mor sevel ha disken ; hag ar mor a ziskenn hag a

zav, mez heb morse lammat dreist ar c’hreunen dreaz

lakeat evit hen diarben. Pep tra, en eur ger, a zent ouz

an Aotrou Doue, pep tra holl nemet unan : nemet an

den pa bec’h.

Hag an den, koulskoude, a zo bet lakeat ganthan da

roue var an holl grouidigez. An heol, evithan eo great ;

an douar, evithan ; ar mor evithan ; ar pesked, al loe-

net, ar c’hoat, ar frouez, evithan, ive ; an Env evit he

zigemered eun deiz : pep tra holl ' zo evit an den. Hag

an den a vez koulskoude, avechou, digar ha dizent. Eur

speret hen deuz evit studia ar bed hag anavoud Doue

koulz hag he vadoberou ; eur galoun hen deuz evit he

garet ; eur c’horf hen deuz evit he zervicha. Mad ! An

dra ’ lavar da Zoue goude kement-se holl, eo : « Non ser-

viam : n’ho servichin ket. »

Ha petra omp-ni, eta, ac’hanomp hon-unan, evit der-

.NHO

WAR AR GONTRISION 279

.NTO

c’hel, evelse, penn da Zoue ? Eur prenvik douar, hirio

beo, ha varc’hoas maro ; maro zoken var an heur ma

kar Doue tenna he zourn a zindanhomp. Ha koulz-

koude, da Zoue ni a lavar : « Non serviam ! » Pebeuz

dallentez !

Ha gant petra en em zavomp-ni, evel-se, enep Doue ?

En em zevel a reomp, nann gant ar pez hon deuz ac’ha-

nomp hon-unan, — ac’hanomp hon-unan n’hon deuz,

ne domp netra, — mez gant ar pez hen deuz Doue roet

d’heomp ; trei a reomp he vadoberou en he enep. Pebeuz

dianaoudegez !

2° Petra eo Jesus-Krist evidomp ha petra omp, pa

bec’homp, evit Jesus-Krist.

Seulvui ma klaskan studia buez va Zalver, seulvuioc’h

a ze, me a vel ennhan eur vadelez dreist vuzur evit an

holl, zoken evit ar bec’herien. Evidomp eo diskennet

euz an Env var an douar ; evidomp hen deuz en em

c’hreat paour ; evidomp hen deuz prezeget he Aviel.

Evidomp, evit hor prena, evit digeri an Env, serri an

ifern, hen deuz gouzanvet ar maro ha skuillet he c’hoad.

Hag en distro, a eur garantez ker bras, petra ' c’hou-

lenn euz hor perz ? Eun dra, eun dra zister awalc’h,

eaz da rei : goulen a ra ma her c’harimp ma roïmp

d’hezan hor c’haloun : Prœbe, fili, cor tuum mihi.

Ha ni, petra reomp-ni, pa bec’homp ? Selaouit ama

sant Paol. Paneved-han, ne 'm bije ket kredet lavaret

deoc’h eun henvelep koumz : « Rursum crucifigentes sibi

metipsis filium Dei et ostentui habentes : sevel a reont a

.NHO

280 VAR AR GONTRISION

.NTO

nevez ouz ar groaz mab Doue en ho c’haloun ho-unan,

hag hen disprijout a reont. » Va Breudeur, koumpre-

net, ententet mad ho c’heuz koumz an abostol ? Sounj

ho c'heuz deuz ar pez a reaz ar Jusevien d'hor Zalver

Jesus-Krist ?

Hor Zalver a zo o pedi, o pedi evit mad an holl. Ha

d’ar mare-ze, zoken, eun den, eun abostol, unan a dud

Jesus-Krist a deu : her saludi a ra : Ave rabbi. — Ju-

das ! Judas ! pegen treitour, pegen iud oud-te ! — Ha

koulskoude, ni a zo ive a vignouned Jesus-Krist, hag

aliez dre eur pok treitour, ni a zeu d’hen guerza : Rur-

sum crucifigentes.

Herodez a daol var he chouk eur zae venn evel eur

merk a ziskiantiz, Herodez, an den fall ha lik. — Kriste-

nien, evit senti ouz techou fall hor c’haloun, daoust ha

na c’hoapaomp-ni ket hon Doue ?

Pilat, an den digourach, a anavez eo Jesus-Krist dire-

bech, hag evelkent e laka he skourjeza. — Pec’her

paour ! nag a bet a veach, te a c’hoar ar brava, e rez

fall o pec’hi, hag evelkent, rag ma zoud digourach, te

' bec’h : Rursum crucifigentes.

Ar bobl a lavare : « Non hunc, sed Barrabam. Hen

ma ? Tolle ! tolle ! crucifige : taolit hen a gostez ouz ar

groaz ! » — Ha ni, ni a lavar, kentoc’h eget Jesus-Krist,

eur c’hovad guin, eur blijadur vezus, eul laeronsi, eur

venjans : Non hunc, sed Barrabam... rursum crucifigen-

tes.

Ar soudardet a gurunaz Jesus-Krist a spern ; ar

bobl a lakeaz var he chouk eur groaz pounner. — Ha ni,

.NHO

VAR AR GONTRISION 281

.NTO

peger garo ne rentomp-ni ket hor c’houstianz, pegen

pounner hor buez evit Jezus !

Ar Juzevien hen stagaz ouz ar groaz ! — Ha ni ?...

Longin a doullaz d’ezhan he galoun ! — Ha ni ?

Var he groaz, araog mervel, Jesus-Krist a lavare :

« Sitio : sec’het a meuz. » Hag an dud fallakr oa eno, a roaz

dezhan guin-egr gant eun tam spouenv. — Ha ni ?... Dont

a ra d’hor guervel. Sec’het hen deuz, deuz hon eneou,

ha ni lavar dezhan : nann ; divezatoc’h. Ar vestl hag ar

guin-egr setu lod Jesus-Krist : Rursum crucifigentes.

Jesus-Krist a zo maro var he groaz.

Gueach all e zoad kustum, pa vije kavet eur c’horf

maro, da glask eun den ha n’en dije great pec’het ebet,

eun den mignoun da Zoue, evit sevel dezhan he zourn,

araog ma vije kaset kuit... Piou a zavo he zourn d’hor

Zalver Jesus ? Bugaligou vihan, nevez badezet, c’hui a

c’helfe, marteze... Mez chommet oc’h er gear. Ama, e

ma ho tad, ho mamm, ho preur, ho c’hoar. Ho lezet ho

deuz evit dond ama. Va Breudeur, piou ’ zavo he zourn

d'hor Zalver Jesus ? Piou ac'hanoc'h a zo koumpez he

goustianz, piou n’hen deuz ket bet sklabezet sae he va-

diziant ?... etc.

O va Zalver ha va Doue, me ’ lavaro eta, deoc’h e m'

hano hag en hano ar re a m’ zelaou, ar pez a lavaraz deoc’h

sant Per gueach all : « Exi a me, quia homo peccator sum

Domine : pellaït diouzin, rak ma zoun eur pec’her, o va

Doue. Pellaït ! Pe velan ar pez ma zoc’h ha pa velan ar

pez ma zoun, e meuz mez o c’hen em veled en ho kever.

Va Doue, n’oun ket din, pellaït : Exi a me. »

.NHO

282 VAR AR GONTRISION

.NTO

Mez petra lavaran-me, o va Jesus ! Mar pellaït diouzin,

petra e teuin-me da veza ? Neuze, kenavezo d’ar vertuz.

Biken, nann biken ne c’hellin mui kaout eur goustianz

pur, eur galoun disklabez ; ne c’hellin mui santout an

dousder, ar joaüzdet a danvaër pa vez dizklabez an ene.

Neuze, kenavezo d’an Env. An Env gant he blijadur,

gant Doue, gant he lez, gant ar Verc’hez, gant ar Zent,

gant ar re euz va zud, — tad ha mamm, marteze, — ho

devezo karet Doue, a zo marvet en he garantez...

Mar pellaït diouzin e chommo ganhen va fec’het, va

fec’het evit va zamma, va spounta, evit krignat va

c’houstianz noz-deiz, ar pec’hed gant an drouk-spered

hag a deuio bemdez muioc’h-mui da startaat he jaden-

nou en dro d'in hag a m' lakaio muioc'h reuzeudik ! Mar

pellaït diouzin, neuze netra da c’hortoz mui nemed an

ifern, an ifern gant he valloz, gant he brenv, atao beo,

gant he dân, atao var allum ; an ifern gant he eternite !

Mez nann, o va Jezuz ! Na bellaït ket diouzin ! Deuit

er c’hountrol, deuit evit va farea, evit va dizamma, evit

va zenna davidoc’h ! Ar gontrision a zo en ho tourn. Di-

gorit ho tourn, eta, o va Doue, grit ma c’hen em zistagimp

dioc’h an drouk ha ma troomp varzu ennhoc’h gant eur

galoun mantret a c’hlac’har.

Her goud a reomp, truezuz oc’h evit ar paour. Ho-

gen, setu ni rentet paour gant ar pec’het. E maomp a

zirazoc’h evel eur paour e kichen dor ar pinvidik :

skourn a ra, hag eo noaz; an noz a zeu ha n’hen deuz

ket a di ; naoun hen deuz, hag eo echu he vara : goulen

a ra lojeïz, boued, dillad... Ni eveldhan : lojit ac’ha-

.NHO

VAR AR GONTRISION 283

.NTO

nomp en ho kaloun !... Eun tamm bara da derri hon

naoun ; eun tamm dillad da c’holoi hon izili ! Miserere

mei Deus, secundum magnam misericordiam tuam !

Setu ni, evel eun torfetour dirak he varner. Pedi ’ ra,

aspedi, mont d’an daoulin goulen a ra gras, truez,

pardoun. En eun tu, setu aze he di, he gerent, he vignou-

ned ; pardoun evit ma chommo gantho. En eun tu all,

setu ar prizoun gant he neac’h hag he inou, marteze,

gant he groug hag ar c’hillotin. Truez !

Ha ni ? Kablus omp !.. Truez ! Kerent, mignouned,

bugale, setu hi ama. Hon lezit a en tu gantho !.. Aze

drouk spered hag ifern... Truez, o va Doue !

Lavaret ho c’heuz : Ignosce illis, nesciunt quid faciunt.

Ha ni ? ni ne c’houiemp ket muioc’h, ne anavezemp ket

mad petra eo ar pec’het. Pardoun, hag iviziken, ne

bec’himp mui ! Ni ho meulo, ni ho karo, ni a roio

deoc’h gloar !

O va Doue, her goulen a raan, griit, griit ma na

jommo en iliz-ma, kaloun ebet stag ouz ar pec’hed.

Tennit holl da 'vidoc’h ha dalc’hit-hi bepred er stad a

c’hras evit, goude beza ho meulet var an douar, ma

zaint holl d’ho meuli d’an Env.

Evel-se bezet great.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 70 / 99 题