Solum mihi superest sepulchrum.
Evit holl vad, ne jomm ganhen nemet ar
bez.
VA BREUDEUR KER,
Stad an dud var an douar a zo meurbed dizhenvel.
Lod pinvidik, lod paour ; lod euruz, lod gwaleuruz ; lod
karet, meulet, lod disprijet.
Dar re genta e lavaran : « Ne gemerit ket a fouge... »
Dar re all « Ne gollit ket a gourach. »
Eur chantonnier a gompez an hent braz : ar maro a
gompez an dud : Solum mihi superest sepulchrum : evit
holl vad ne jomm ganhen nemet ar bez.
*
* *
Petra eo ar bez ?
Ar bez a zo da genta, kenavezo ! da vadou ar bed.
Paour ha pinvidik, desket ha dizesk, meulet ha dispri-
jet, holl e chellomp lavaret gant guirionez : Solum mihi
superest sepulchrum, deuz ar pez a meuz, ne jommo
ganhen nemet eur bez.
.NHO
270 SERMOUN AR VERED
.NTO
Dan eil, ar bez a zo kenavezo ! dar gerent...
Va Breudeur, guelit an eskernma. Bet int tud evel
doch. Hirio e maint pell ' zo ankounacheat...
Dan trede, ar bez a zo kenavezo ! dar chorf he-
unan. Gened, nerz, iechet, plijadur, anezho petra '
jomm ? Eun tamm askourn dizolo hag a chell beza
douget e dourn eur chrouadur daou vloaz...
Ha koulskoude setu hon ti, hor guir di.
Peleach e zit-hu ? a lavariz eun deiz da eur chroua-
durik bihan, a gerze gant an hent trist ha pleget he
benn.
Da zouheti eur bloavez mad da m mamm.
E zoch trist evel-se, o vont da di ho mamm ?
Oh ! ia, va mamm ' zo maro !
Kristenien, guelit aze. Ho mamm, ho tad, daoust ha
ne maïnt ket er bez aze ? Daoust ha ne ket aze eo e
rankit dont, iviziken, da zouheti dezho eur bloavez mad,
Ha deuz ar bez, ma selaouit anezho, e lavaront deoch :
« Hodie mihi, cras tibi : Hirio e ma va zro, varchoaz e
vo och hini. »
*
* *
Ha koulsgoude, ha gueled a rez-te, mab an den, ar
bern eskern-ze ? Ia, Aotrou. Putas-ne ossa ista
reviviscent. Kredi a rez-te, e teuio buez ennho choaz ? »
(Ezechiel).
Va Breudeur, Jesus-Krist a lavaraz eun devez : « Non
.NHO
SERMOUN AR VERED 271
.NTO
est mortuus, sed dormit : kousket eo, mez neo ket maro. »
Hag e lakeaz Lazar da zont euz ar bez leun a vuez.
Ar chorfou maroma, a zihuno ive. Lod a iel dan
Env, an dra-ze zo sur, mez lod ive a iel, marteze, en eur
zevel achalese, var eün dan ifern.
Ho oberou mad hag ho oberou fall a zo diskennet er
bez dho heul. Hag eun devez, e vo guelet o tont deuz ar
bez, aze, korfou kaer, skeduz, diboan hag o vont dan
eurusded a bado da viken. Mez, heb mar ebet, e vo
guelet ive unanou benag, o sevel gant eur chorf louz,
hudur, pounner, goloet a bechet hag o vont dan ifern...
Choui, relegou parrez an Trehoux komzit e m plas.
Lavarit dho pugale zo ama, great ho mission dija
gantho, lavarit dho pugale eo red derchel da veza
tud vad.
*
* *
Kroaz venniget, choui hag a zo savet, evit diwall ar
relegou-ma, dirazoch ni a bromet derchel atao mad,
ni heu tou var relegou hon tud koz.
Evel-se bezet great.
* * *
.NPO