VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZET KRISTEN,

Kozeal e meuz great deoc’h deuz ar maro : eaz eo hen

ober : ar maro zo e peb leac’h.

Kozeet e meuz divar benn ar pec’het : eaz hen ober

ive ; piou ne bec’h ket ?

Lavaret e meuz deoc’h divar benn ar varn : eaz

c’hoaz ; Doue a zo just.

Prezeg em beuz great var an ifern. Guirionez spoun-

tus ! Koulskoude, evel an alc’houez a ra, tost da vad,

anavoud ar potail, ar pec’het, alc’houez an ifern, a ra

anaout an ifern.

Hirio, em beuz da gozeal euz eur virionez dudiuz :

ar baradoz. Ha koulskoude, melkoniet ounn ! Penaoz

anavoud madelez Doue poulzet keit ha ma c’hell mont ?

Lavaromp evelkent, tri c’her : 1° Holl joaiou an douar,

n’int nemet skeud eurusded ar baradoz ; 2° Er baradoz

netra mui da zezirout ; 3° Er baradoz netra da zouja.

.NHO

264 VAR AR BARADOZ

.NTO

*

* *

Holl joaiou an douar n’int nemet eur skeud euz ar

baradoz.

Evit anaout ar baradoz eo red beza sant : sant a nep

a zelaou ha sant a nep a brezeg... Ha c’hoaz ?... Eur

zant douget d’an Env, ne lavaraz nemet teir gomz :

Nec oculus vidit, nec auris audivit nec in cor hominis

ascendit, quæ preparavit Deus his qui diligunt illum :

Lagad an den n’hen deuz ket guelet, he skouarn kle-

vet, he galoun tanveat, ar pez hen deuz Doue pourjaset

da nep her c’har.

Koulskoude, petra n’hen deuz ket guelet lagad an

den ? 1° Ar mor braz, ar c’hoajou doun, ar bleuniou,

an heol, an noz steredennet... ; 2° Eur roue var he

drôn, eur general victorius e penn he arme... ; 3° Eur

chrouadur bihan en he gavel, eur zant o pedi dirag eun

aoter... Ha koulskoude : Nec oculus vidit... klevit ive

sant Ian : Vidi civitatem sanctam, Jerusalem novam...

(ap. chabist XXI. § .2 beteg 17.)

Petra n’hen deuz ket klevet skouarn an den ! Eunigou

an Env o kana, — hiboud an dour, — muzik kaer,

mouez eur vamm, eur mignoun, bennoz ar paour.

Evelato : Nec auris audivit... klevit sant Ian : (ap—

chabist VII. 12 beteg 17.)

Kaloun an den ive, petra n’hen deuz ket hi tanveat !

Eur beachour faziet, a gav he hent, — an den o vont

da veuzi, tennet er vag, — eur vamm o vont d’ar veret

.NHO

VAR AR BARADOZ 265

.NTO

varlerc’h he mab, hen guel distroet da veo, — meuleu-

diou an dud roet en eur vouez da vadoberour ar vro, —

testeni eur goustianz vad. Evelato : Nec in cor hominis

ascendit.

Hag e guirionez, ervez an Aviel : Non esuriunt, neque

sitiunt..... Histor an hermit, a dremen kant vloaz, en

eur c’hoat, varler’h kanaouen labousik ar baradoz.....

Holl joaiou ar vuez, ato mesket a dristidigez, nec’h,

inou, melkoni ; ouspen, atao berr en tu pe du.

*

* *

Petra eo eta ar baradoz ?

Er baradoz netra mui da zezirout. Ennhan, an den

hen deuz kement a c’hoanta, hag euz an traou-ze leiz he

walc’h bep taol : Ar joa ' zo dreist vuzul, heb poan

ebed. An izella euz ar re zalvet a zo eürus euz he

eürusded he-unan heb jalousi ouz eürusded ar re ' zo

huelloc’h. E tri c’her, er baradoz : — repozvan a spered,

— repozvan a galoun, — repozvan a gorf.

1° Repozvan a spered.

An den a glask atao, anaout muioc’h mui. An deska-

durez eo bara ar spered. Mez nag a boan o teski ! Ha

goude poania, peger berr e chomm skiant an den !

Henvel oump euz eun den amc’houlou, harpet var he

vaz, renet gant eur c’hrouadurik. Atao an den-ma, a

zelaou — a jomm a zav, d’an disterra trouz, — aoun a

zroug, aoun a fazi. En Env, ni a velo Doue, Facie ad

faciem. Ni ' anavezo ar virionez, ar zantelez, ar penn

abek a bep tra.

.NHO

266 VAR AR BARADOZ

.NTO

Gueach all, eun den, goude beza klasket pell eur

virionez, a zeuaz a benn d’he c’haout ha dre he levenez

e krie : Eureka, eureka : kavet a meuz, kavet a meuz !

Er baradoz an holl a anavezo pep tra.

2° Repozvan a galon.

Ar spered a c’houlen anaout, ar galoun a c’houlen

karet : karet ha beza karet, setu bara ar galoun. Mez var

an douar, petra da garet ? Aour ? Enor ? Traou bresk

hag aliez didalvoud. — Mignouned ? bugale ? aliez

dianaoudek ha digar.

Er baradoz, karet eun Doue holl garantezus hag holl

garantez. Joa ar galoun a vezo dreist hini eur vamm a

stard var boull he c’haloun ar c’henta krouadur a laka

er bed.

3° Repozvan a gorf.

Var an douar, pa vez dizoursi ar spered, eürus ar

galoun, aliez ar c’horf a glemm. Ne fell ket d’in hen

disprijout. Labour Doue eo. Evelato : 1° En em stleja,

' ra gant poan. Er baradoz e vezo ker skanv hag ar

spered : en eun taol e c’hen em zougo e leac’h ma karo.

2° Iskis eo aliez, divalo, mac’hagnet : Er baradoz

skedus evel an heol : Guelit an derchenen, (1) ne da

ket buhan, n’eo ket brao. En em drei a ra en eur

balafen hag a zo kaeroc’h guisket eget eur rouanez.

Eur skeud dister deuz ar pez a c’hoarvezo gant hor

c’horf er baradoz. 3° Ar c’horf ' zo dic’halloud. Arzet e

.NFO

(1) Chenille, e gallek.

.NHO

VAR AR BARADOZ 267

.NTO

vez gant eur mean, gant eur spernen... En Env e treuzo

pep tra koulz hag hor spered, evel ma treuz ar skle-

rijenn eur veren gristal. 4° Er bed-ma ar c’horf a zo

kiriek d’an droug, anvoed, groez, kozni, klenved :

Repletur multis miseriis. Er baradoz, Neque sitiunt, neque

esuriunt, neque lugent : poan ebed ken, e nep giz.

Er baradoz netra da zouja.

Var an douar, ar joa, ouspenn ma zeo dibarfet, he

deuz diouaskel lijer. Keit, zoken, ha ma pad, e vez

aoun d’he c’holl. Hag aliez e teuer ganthi d’en em skuiza.

Var a gounter, eur roue en em gave re eürus, gueach

all, hag a daolaz he vizou er mor. (1)

En Env eurusded heb fin.

Ne c’heller na koll Doue na pec’hi ; siellet er, er stad

a c’hras, hag an ene eürus a c’hoar kement-se. A hent

all an eürusded a zo bepred koz ha bepred nevez :

Semper pleni, semper avidi, eme sant Aogustin. N’en

em inouer gueach ebet.

*

* *

Eun devez, eur c’habiten, o vont d’ar brezell, a ran-

naz he holl zanvez etre ar zoudardet. Unan a c’hou-

lennas : — Prins, hag evidoc’h, petra ' zalc’hit ? — An

Esperanz, a respountaz Alegsandre.

He esperanz a zeuaz da vir. Gounit a reaz rouantele-

ziou eur maread... Ha goude, da fin he vuez, e choummaz

ganthan, er bed-ma, eur bez ha netra ken, hag er bed all...

piou oar e peleac’h e ma ?

.NFO

(1) Pisistrate.

.NHO

268 VAR AR BARADOZ

.NTO

Eveld'han, dalc'homp evidomp an Esperanz, mez an

Esperanz da vont d’ar baradoz. Ha labouromp evit

gounit meritou hag hon dougo beteg eno.

Evel-se bezet great.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 66 / 99 题