VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZET KRISTEN,

Holl hon deuz desket hag holl e kredomp ne maomp

bet lakeat er bed-ma, nemet evit savetei hon ene, pe

mar kavit guell evit gounid ar baradoz ha pellaat dioc’h

an ifern. Holl ive, nemet en em fazia ' rafen, e karfomp

gellout lavaret : « Va zilvidigez n’eo ket ganhen lezet

var var ! »

Ia, dibaot int, mar deuz zoken unan benag, dibaot

int en hon touez ar re, pa zellont ouz an Env, hag a

lavarfe : « Baradoz va Doue, traou kaer a lenner divar

da benn; dudiuz oud meurbed, ha bras an eürusded a

danver ennhoud, neuz forz : evidon-me heb melkoni, a

lavar d’id kenavezo hag a lez a greiz kaloun, va lod

ennhoud, gant a neb a garo. »

Dibaot int, mar deuz nikun, ar re en eur zounjal en

ifern hag a lavarfe : « An ifern a zo, var a glevan, eul

.NHO

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 193

.NTO

leac’h skrijus sounjal enhan ; skrijusoc’h c’hoaz ran-

kout chomm ebars. Kalz ho deuz klasket nac’h e ve

unan, e ve ker waz tra ha ma leverer, ha nikun beteg-

hen n’hen deuz gallet hen diskouez ; neuz forz, ne fell

d’in ober ha ne rinn ket eur gammad, hebken, evit distrei

divar-n-han ! »

Holl eta, e karfemp pellaad dioc’h an eil ha gounit

hegile. Mez, va Breudeur ker, evit mont d’an Env, e

ranker da genta kemeret hent an Env, ha mar deuz lod

hag a laka mad ho foan evit kerzet gant an hent-ze, e

zeuz kalz all hag a gemer, gant ho goueziegez vad, eun hent

dishenvel. Lavaret ho deuz d’ar pec’het : « Sad’ aze

kurunen venn va badiziant, promesaou va c’henta

pask, levenez santel eur galoun bur ; dreb anezho an

eil goud’heben. Mez en distro, ro din ar plijadureziou

touelluz a ginnigez da nep a gerz var da lerc’h ! » Ha

brema setu int-hi, paour dirag Doue. Faziet int divar

ar guir roudenn ha divisket euz a gement a zo buez an

ene : Et pauper et cœcus et nudus.

Daoust, evelkent, hag ar rumm dud-ma a c’hell

c’hoas esperout ? Daoust ha Doue a otreo ankou-

nac’haad an amzer dremenet, taol a gostez kement a

zizurziou ha rei a nevez flamm he vignouniach d’he

vugale difidel ?

Grit eta, va Breudeur ker, eur zell pis var ho c’ham-

zer dremenet : pouezit e balanz an Aviel, stad ho kous-

tianz ha mar kavit var ho kaloun baour, eur pec’het

benag bras pe vihan, kalz pe nebeut, taolit evez mad

ouz va c’homzou. Euz ar pec’her, e guirionez eo e teuan

13

.NHO

194 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

.NTO

adarre da gozeal. Nann mui evit her spounta, dre

c’hourdrouzou an Aotrou Doue en he eneb, mez evit la-

varet dezhan : « Va breur paour, va c’hoar ger, pec’hed

ho c’heuz ? Gwaz a ze, guir eo. Ho pezet fizianz kouls-

koude. Pardoun a zo c’hoaz evidoc’h. Rak Doue a zo

madelezus, habask ha trugarezus meurbed : Patiens et

multum misericors. »

Evit hen diskouez deoc’h, ne meuz ken da ober,

nemet displega dirag ho taoulagad, ar pez a anavezit

ho c’hunan: ober deoc’h guelet petra eo bet ha petra eo

c’hoaz e kever ar pec’her Doue an Tad, Doue ar Mab,

ha Doue ar Speret Glân.

*

* *

Petra eo Doue an Tad e kever ar pec’her ?

Va Breudeur ker, her gouzout a rit, Doue eo hen deuz,

heb goulenn ouzomp, tennet ac’hanomp a netra ha

galvet d’ar vuez. Dindan boan eta da veza eun Doue

fallagr, digar ha didruez, ne dle ket hor beza krouet evit

hor lakaat reuzeudik. Da betra teuler ac’hanomp er bed,

ma na dlefomp gortoz evit hon lod, nemet tristidigez var

an douar ha kastiz en tu all d’ar bez.

Mez ive, va Breudeur ker, n’eo ket evit hon drouk eo

e zomp bet lakeat er bed-ma. Doue a glaskaz er penn

kenta 'n amzer hag a glask c’hoaz hirio en deiz, ma

vemp holl eüruz, eüruz hed hor buez, eüruz goude hor

maro. Ar pec’hed eo a zo deuet da freuza he labour,

da gontrolia he vennoz : Deus a primordio, tantum bonus.

Hano Doue, he hano mad eo : Karantez: Deus cha-

.NHO

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 195

.NTO

ritas est. Ar pez a gavomp enhan da genta, eme Dertu-

lian, eo ar vadelez : Prior bonitas secundum naturam.

Hag evit beza mad n’hen deuz ken da ober nemed senti

ouz pleg he galoun. Mar teu avechou da c’hourdrouz da

skei, ni ha ni hebken, eo a zo ar penn kaoz a gement-se

dre hor dizentidigez. Ni eo hen laka evel en despet

d’ezhan da ankounac’haad he drugarez. Ne c’hourdrous,

ne sko nemet pa rank gourdrous ha skei : Severitas pos-

terior secundum causam. Dre natur, mad da vella ; Oc’h

red leal ha just : setu petra eo evidomp an Aotrou Doue :

De suo optimus, de nostro justus.

Eun dra a c’houlen ouzomp : goulen a ra ma her

c’hemerimp evit hon tad : Pater noster. Hogen, va

Breudeur, goud a reomp petra eo eun tad.

Eun tad, eun tad e guirionez, din euz an hano a zoug,

a veler atao : da genta, pa sko o skei ar skanva taol

ma c’hell hag a laka remed e kichen ar gouli ; 2° a

c’hortoz abars skei : esperout a ra ha lavaret : marteze,

e tistroio ; 3° klask a ra abars skei, an tu da c’helloud

pardouni. Ha pa gav an dro da bardouni, e ro atao par-

doun. Mar teuit da glask abeg er vadelez a ziskuez e

respounto : « Petra fell deoc’h c’houi ? krenvoc’h eo an

dra-ze evidon : he dad ounn hag ar goad n’eo ket evit

mankout. »

Mez, va Breudeur ker, daoust ha Doue hen deuz en

em ziskouezet en hor c’hever evel eun tad tener ha tru-

garezus ?

Evit kaout ar respount, digoromp al leoriou sakr, rag

ennho eo e kavomp merket oberou Doue e kever an

.NHO

196 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

.NTO

den. Mad, kristenien, ennho, el leoriou-ze, pa ho digo-

ran, e velan Doue o kastiza, e velan Doue o pardouni

hag o tigas he vab he-unan evit hor prena.

*

* *

Doue o kastiza.

Va Breudeur ker, eun tad hag a gastiz he vugale a

c’hell beza trugarezuz e diou fesoun : 1° Pa lak an taol

a ro, da veza skanva ma c’hell ; 2° Pa c’hortoz ha pa

c’hourdrouz pell hag hir araog kastiza.

Hogen, Doue en hor c’hever a ra an eil hag egile. A

gement-ma an testeniou ne vankont ket.

Adam hag Eva a ioa ganthan lakeat da rên var an

holl draou krouet. Hag en distro euz he holl vadoberou

ne c’houlenne nemet eun dra : ma hen anavezient atao

evit ho mestr. Var ho zro, pep tra a ioa evitho nemet

hebken, eur frouezen difennet. Skanv meurbed hag eaz

da viret oa eun hevelep difenn. Ha koulskoude, torret e

voue. Ha Doue a rank kastiza he grouadurien dizent.

Mez abarz skei, guelit gant pegement a druez e klask ho

lakaad da anzao ho fec’hed ha da c’houlen pardoun evit

ma c’hello skanvaat an taol. — « Adam, e peleac’h e

maoud-te ? — Kredet e meuz e ranken mond da guzat

a zirazoc’h. Drebet e c’heuz eta ar frouezen difen-

net ? — Ar c’hroeg ho c’heuz d’in roet eo he deuz d’in

kinniget hag e meuz kemeret. — Perak, Eva, e c’heuz-

te great eun hevelep tra ? — An aerouant eo hen deuz

va zouellet a respountaz Eva, d’he zro. »

Eleac’h anzao ho faot, e leac’h kueza d’an daoulin e

.NHO

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 197

.NTO

klaskont en em zizamma. Adam a damall Eva. Eva a da-

mall an aerouant : Doue a rank eta kastiza. Rak ne c’hou-

lenner ket zoken, pardoun outhan. An taol a zo pounner,

rag Doue n’hen deuz kavet netra da zinerza he vreac’h

na da ziarbenn he zourn ; koulskoude var ar gouli a ra,

evit hen distana muia ma c’hell, e laka eur bromesa

leun a esperanz : « Ac’hanoc’h, emezhan da Adam ha

da Eva, e tle genel unan hag a flastro he benn d’an

aerouant. »

*

* *

Abars skei Doue a c’hortoz.

Pemzek kant vloaz a ioa tremenet abaoue krouidigez

ar bed, ha Doue o c’hober eur zell, var an douar, gue-

led an dizurz o vont atao var gresk. Hag hen kaout evel

keuz da veza great an den. Ober a ra peden var beden,

gourdrouz var c’hourdrouz. Epad kant vloaz e talc’h he

zourn savet abarz lezel an taol da gueza, henvel ouz

eun tad ha ne sko nemet a gueuz-kaloun. Keit ha ma

c’hellaz esperout, gueled an dud o c’hanavezout ho

dallentez, e c’hortozaz ha ne d’eo nemet pa ho c’havaz

kaledet en ho fallagriez, e tigasas an dour beuz da

weledi an douar.

*

* *

Abarz skei Doue a glask eun dra evit diarbenn an

taol a ro.

Eur gear fall, Sodom he hano, a skuize an Env dre

he dirollou mezus. Abraham an den mad, hen devoue

anaoudegez deuz ar pez a dlie c’hoarvezout. Hag hen

.NHO

198 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

.NTO

lavaret da Zoue : « Daoust ha koll a reot-hu an den

mad da heul an den fall ? Ha ne espernafac’h c’houi ket

Sodom en abek da hanter-kant den mad, ma vent kavet

ebarz ? — Evit-ho, a lavar an Aotrou Doue, me a es-

perno kear. — Ha ma ne gavan nemet pemp ha daou-

ugent ? — Me ' esperno kear abalamour d’ezho. — Ha

ma ne gavan nemet tregont, ugent ? — Evitho e par-

donin. — Me ho ped, o va Doue, a lavaras c’hoas

Abraham, ne gemerit ket a gaz ouzin ma raan deoc’h

eur goulen all : ma ne gavan nemet dek ? — Ha Doue

' respount : abalamour da zeg me ne zistrujin ket kear

Sodom.

*

* *

Evit eta pardouni d’ar perc’her, Doue na c’houlen

nemet eun dister a dra. Ha kerkent ha ma vel e zeuz

tro da bardouni, pardoun a ro ker buan.

Selaouit kentoc’h.

C’hoarvezoud a reaz, ma komzaz Doue ouz Jonaz en

eur lavaret : « Sao, ha kea da Niniv ha lavar dezhi euz

ma ferz : Da fallagriez a zo pignet beteg ennhon. Ha

Jonas mont ha sevel he vouez e kreiz kear ha lavaret :

« C’hoaz daou-ugent devez ha Niniv a vezo distrujet :

Adhuc quadraginta dies et Ninive subvertetur. »

Ha ker buhan, an holl bihan ha bras a iunaz, a reaz

pinijen en eur lavaret : « Piou c’hoar ha ne bardouno

ket d’heomp an Holl-C’halloudek ? Marteze, e lezo he

zrouk da zistana ha ne vezimp ket kollet. » Ha Doue, e

guirionez, pa ho guelaz distroet, a gemeraz outho truez

.NHO

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 199

.NTO

ha ne reaz ket d’ezho ar pez a ioa bet en he zounj kenta.

Ha Jonas, da c’hortoz ar pez a dlie c’hoarvezoud gant

kear, en em dennaz var eur menez, ha sevel eno eun

disheolien evithan. Doue ' lakeaz eun iliaven da zevel

ha da bignad evit para an heol divar he benn. Jonaz pa

her guelaz hen doa outhi eur joa vras. D’an noz var-

lerc'h Doue ' zigasas eur prenv hag a lazaz anezhi. Jonas

en em glemmas ouz Doue. Ha Doue lavaret : « Ha tro

he c’heuz-te d’en em glemm evit eun iliaven ha n’eo d’id

koustet netra... ha me ne c’hellin ket distruja kear

Niniv e leac’h ma zeuz kement all a grouadurien ? »

Mar fell deoc’h, eun dra all sklerroc’h c’hoaz, evit

diskuez madelez Doue e kever ar pec’her, selaouit sant

Lakas.

Eun den, emezhan, hen devoa daou vab. Hag ar

iaouanka lavaret d’he dad : « Va zad, roït din ar pez a

dle digwezoud ganhen evit va lod euz an danvez ho

c’heuz. » Hag an tad rei. Hag ar mab, gant kement a

zigweze ganthan, mont da eur vro bell. Eno e neubeut

amzer e tispign he holl arc’hant. Neuze, a binvidik,

kuezet er brasa dienez, e klaske terri he naoun gant ar

boued a veze taolet d’ar moc’h ma zoa karget d’ho

zigwall. Distroet ennhan he-unan e lavar : « Nag a bed

mevel e ti va zad, ho deuz pep tra ervez ho c’hoant, ha

me ’ rank ama, glaouri gant an naoun. Sevel a rin ha

mont beteg va zad, ha d’ezhan e lavarin : Va zad, pec’hed

e meuz a eneb Doue hag en hoc’h eneb. N’oun mui din

da veza galvet ho mab. Va c’hemerit evel unan euz ho

servicherien. »

.NHO

200 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

.NTO

Pe seurt digemer a raio an tad d’ar c’hrouadur hen

deuz, en desped d’he zaelou, d’he bedennou, d’he vleo

guenn, dilezet anezhan ?

Ar mab a ioa c’hoaz pell, pa velaz he dad anezhan o

tont. Hag he galoun tenereat gant an truez, e red d’he

gavoud hag en em daol en dro d’he c’houzoug evit her

briata.

Va Breudeur ker, poezomp mad ar c’homzou-ze. Ar

mab prodig zo c’hoaz pell ; paour eo, guisket fall. Eun

all n’hen divije ket hen anavezet. Lagad an tad a zo

lemmoc'h, kaloun an tad a zo buhanoc'h d'en em

domma. An tad a red ; mall hen deuz d’her starda var

boull he galoun.

« Va zad, eme ar mab ankeniet, pec’het e meuz. N’oun

mui din da veza galvet ho mab. » Hag an tad, heb her

zelaou, lavaret d’he zervicherien : « buhan ha buhan,

digasit he zae genta ; lakit var he viz eur bizou hag eur

boutou en he dreid hag aozit eur fest bras, rag va mab

a ioa maro ha setu hen beo a nevez ; kollet oa ha setu

hen kavet : Perierat et inventus est.

Va Breudeur ker, setu aze dindan hano eun tad a

famill, poltred an Aotrou Doue. Holl e zomp he vugale.

Mez ni ive, goude beza bet karget ganthan a vadoberou

a zeu avechou d’en em skuiza, d’en em inoui en he di.

Goulenn a reomp ar pez a ziguez ganheomp evit hon

lod hag e troomp kein d’hon tad karantezus. Mes abred

an dienez a dosta : sklabeza, guerza reomp sae venn

hor badiziant ; ha varlerc’h an naoun a zeu abred.

Klask a reomp hor plijadur etouez ar pez a zo a heuzusa

.NHO

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 201

.NTO

var an douar ha den na roio mui d’heomp ar blijadur

dismegansus a c’houlennomp.

Mez Doue hor ged : Ennhomp e sounj noz-deiz. Pi-

gnat a ra, evel pa lavarfen, var lein eur menez evit gue-

let a bell, ha pa ziloc’homp evit distrei outhan e tired

var an hent, evit hon starda etre he ziou vreac’h. A nevez

e ro d’heomp hor meritou a ziagent gant ar memez renk

en he garantez.

*

* *

Douget e vemp da gredi, va Breudeur ker, ne c’hell

ket trugarez Doue mont pelloc’h evit mad ar pec’her

paour. Ha koulskoude, lenn a raan e sant Paol, souezusa

komz e meuz kavet beteg henn : Sic Deus dilexit mun-

dum ut filium suum unigenitum daret : Doue hen deuz

karet kement ar bed m’hen deuz roet evithan he vab

unik.

Pa zeu eun den da m’ c’haout, pa grog em dourn ha

pa lavar : kountit varnhon-me : goulennit hag po pezo,

e peb amzer, ar pez ho pezo c’hoant, ne gemeran ket

atao re vraz fisianz : great e vez kement a bromesaou

disleal, roet e vez ken aliez falz-merkou a vignouniach !

Mez pa velan eun den o rei d’in hag he amzer hag he

boan, o ranna ganhen kement hen deuz he-unan, me a

lavar : « Er galoun-ma n’euz mui a drubarderez ! »

Dreist holl, ma n’hen deuz an den-ze nemet eur mab ha

ma lavar evelkent : beteg henn, e c’heuz aliez mantret va

c’haloun ; mez truezus eo da stad ; dre da nerz da-unan

ne c’hellez ket en em denna a boan ; va mab hebken, a

.NHO

202 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

.NTO

zo galloudus awalc’h evit da zizamma ha rak ma fell

d’in kousto pe gousto da velet eürus, va mab a roïn evit

da brena.

Va Breudeur ker, goude eun hevelep komzou, n’euz

mui da respount nemet eun dra : kredi a raan e zeuz

ouzin eur guir druez ha fizianz e meuz.

Guelomp eta, ha mab Doue a zo deuet e guirionez var

an douar evit savetei ar pec’her.

*

* *

Eun devez, daou zen a iea var droad etrezek kearik

vihan Bethlehem. Rak ma zoant paour ne gafjont lojeis

e nep ti. Evit tremen an noz en em dennjont en eur

c’hraouik hanter zisto. Eno, var eur vriad plouz, e teuaz er

bed eur c’hrouadurik hanvet Jesus. Pevar mil bloaz a

ioa m’her gortozet. Genel a ra, mez he genvroïz n’hen

anavezont, n’hen digemeront ket. A zioc’h he gavel, avad,

Elez ar baradoz a ro da glevet ar gomz vad, ar c’helou

eürus : Gloar da Zoue er penn huella deuz an Envou ha

var an douar peoc'h d'an dud a volontez vad : eur

Zalver a zo, hirio en deiz, deuet er bed...

Daoust ha Jesus-Krist hen deuz e guirionez digaset

da vir kelou eürus an Elez ? Daoust ha bet eo eur guir

Zalver evit ar pec’her paour dreist holl ?

Va Breudeur, anaout a raan daou alc’houez hag a

c’hell digeri kaloun an den ha ro d’in an dro d’her

studia ervad : ar c’homzou hag an oberou.

Setu c’houi aze, dirazhon. Keit ha ma na livirit ger,

dreist holl keit ha ma na rit netra, ne c’hellan ket gou-.

.NHO

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 203

.NTO

zout petra oc’h. An dianveaz ac’hanoc’h : ho liou, ho

ment, ho kobari a anavezan, guir eo. Ho kaloun, ho

santimant, ho sounj, ho mennoz a jomm kuzet ouzin.

Evidon ho tiabarz a zo evel eul leor sarret ha na c’hel—

lan ket da lenn. Mez kerkent ha ma komzit, dreist holl

kerkent ha ma rit eun dra benag, ho komzou, ho c’ho-

berou a zo d’in ; gantho e tigoran ho kaloun, dreizho e

c’hellan lenn en ho c’hene : ivizîken e c’hellan ho studia,

ho c’hanaout.

Hogen, va Breudeur ker, Jesus-Krist hen deuz komzet,

oberou hen deuz great ouspenn. Diou c’houlaouen a zo

en hon dourn evit her guelet e c’hiz ma e ma ha gouzout

mad petra eo.

*

* *

Ha da genta poezomp he gomzou.

« N’eo ket, emezhan, eun den iac’h hen deuz izom a

vidisin, an den klanv an hini eo, rak-se, deuet oun da

c'hervel, nann an dud dibec'h mez ar bec'herien : Non

veni vocari justos sed peccatores. »

Ha gant aon ma ve tamallet e lavar kement-ma :

« Piou ac’hanoc’h, kant penn danvad d’ezhan, ma hen

deuz kollet unan anezho, ne guitaio ket an naontek ha

pevar ugent a jomm evit mont da glask an danvad

dianket. Ha pa hen devezo her c’havet her lakaio gant

joa var he ziou skoas ; ha digwezet er gear e c’halv he

vignouned hag e lavar: « Kemerit perz em levenez. Rak

kavet e meuz va danvad dianket. »

Mad, eme hor Zalver, me a lavar deoc’h e vezo en Env

.NHO

204 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

.NTO

brasoc’h plijadur, o velet eur pec’her o tistrei, e c’hober

pinijen, eget o velet e kenderc’hel mad, naontek ha pevar

ugent ha n’ho deuz izom hebed da ober pinijen.

— « Ha pet gueach, eme sant Per, dezhan eun droat,

peb gueach e rankin-me pardouni. Ha beza vezo hen

beteg seis gueach ? » — « Ne meuz ket lavaret deoc’h, eme

Jesus, betek seiz gueach, mez beteg seiz gueach ha tri-

ugent seiz gueach : Septuagies septies ; ken aliez a ma

c’houlenno ar pec’her pardoun, rak, emezhan c’hoas,

eun devez all, n’omp ket deuet evit koll, evit savetei,

an hini eo. »

Mez, hen anzao a raan, komzou eun den n’int avechou

nemet eun alc’houez faoz, eur c’houlaouen fazius. Ar

sklerra goulaouen eo an oberou.

*

* *

Poezomp eta, oberou Jesus-Krist.

Divar benn hor Zalver, pell araog he c’hinevelez e zo

bet lavaret ar gomz-ma : « Ne beur-dorro ket ar gorzen

hanter-bleget ha ne vougo ket ar vouchaden gozik

maro. »

Varlerc’h he dremenvan eur gomz all a ra poltred he

vuez: Pertransiit benefaciendo : tremenet hen deuz en

eur ober vad. Ha setu e guirionez, petra eo bet Jesus-

Krist.

Ar Skribet hag ar Pharizianet, a zigasaz dirazhan, eun

devez, eur c’hroeg surprenet en avoultriach hag a lava-

raz « Mestr, lezen Moizez a lavar e ranker he laza a dao—

liou mein. Ha c’houi, petra lavarit ? » Ha Jesus en em

.NHO

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 205

.NTO

stoued da skriva gant penn he viz var an douar. Evel

ma kendalc’hent da c’houlen, hor Zalver sevel he benn

ha lavaret : « Taolet oud’hi ar mean kenta an hini

ac’hanoc’h a zo dibec’h. » Hag en em stouaz adarre da

skriva evel diagent. Hag ar re-ma en em denna kuit, ar

re gosa da genta. Ha Jesus chomet he-unan, sevel he

zaoulagad ha lavaret : « Petra eo deut da veza ar re '

c’houlenne ho maro ; nikun n’hen deuz ho kondaonet. »

Hag hi respount : nikun, Aotrou. Ha Jesus lavaret :

« Na me, kennebeut, n’ho kondaonin ket, kiit ha na

bec’hit mui : Vade et jam amplius noli peccare. »

Ha pa gav ar pec’her kaledet en he zizurz he galoun

a rann gant glac’har.

Digwezout a reaz d’ezhan, d’ar mare-ze, tostaad ouz

Jerusalem. Ar guel euz a gear-benn pobl Israel a ziga-

saz dezhan da zounj euz a vadoberou an Aotrou Doue

en he c’hever hag euz he dianaoudegez e kever Doue.

Neuze e skuillaz varnhi daëlou en eur lavaret : « Jeru-

salem, Jerusalem, te hag a laz brofeted, na pet

gueach na meuz—me ket klasket dastum da vugale evel

ma tastum ar iar he laboused vihan dindan he eskel ha

n’eo ket falvezet ganhez. Ha brema, rag ma zoud

dizounj ha dall e chommo da diez goullo : Ecce relinque-

tur vobis domus vestra deserta. »

Eur merk all a drugarez a c’helle Jesus-Krist da zis-

kuez evit ar pec’her. Hen diskuez a ra.

« Va Zad, emezhan, n’ho c’heuz ket digemeret mad ar

sakrifisou great beteg-hen. N’oant ket a bouez dioc’h ar

pec’het. Mad, setu me ama : Ecce venio. »

.NHO

206 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

.NTO

Hag e guirionez goud a rit petra zo c’hoarvezet. Eun

devez Jesus-Krist a zo skourjezet, kurunet a spern,

tachet var eur groaz. Var nez mervel e sao he zaoula-

gad varzu an Env hag e lavar : « Va Zad, — ô va Zalver,

» ha mond a rit-tu da rei malloz d’ar pec’her, da c’hou-

» lenn ma kuezo var he benn an oll boan hen deuz great

» deoc'h ? — Va Zad, pardounit-hi rag ne c’houzont ket

» petra ' reont : Pater ignosce illis... Va Zad ! ho mab,

» ho mab var he dremenvan eo a bed ac'hanoc'h ; eur

» c'hras a c'houlenn abars mervel : pardounit hi. Mer-

» vel a raan dre ho daouarn, guir eo ; ingrat int, her

» goud a raan. Neuz forz, pardounit-hi, nann evitho

» mar kirit, mez evidon-me. Kemeret e meuz ho fec’he-

» jou e m’ hano va-unan ; paet e meuz ho dle ; evitho

» pardoun ! ne ouzont ket petra reont. »

Va Breur paour, va C’hoar ger, abarz doueti a dru-

garez Jesus evidomp, rostomp da genta kraou Beth-

lehem, taolomp en tan leor an aviel, diskaromp kroaz

ar C’halvar ! Neuze, mes neuze hebken, e c’hallimp

lavaret evel Kaïn : « Re vraz eo va fec’hed evit gallout

c’hoaz beza pardounet ! »

En em fazia ’ raan, va Breudeur ker. Rak goude keme-

ret evit netra, teuler a gostez kement ho deuz Doue an

Tad hag he Vab Jesus-Krist great evit ar pec’her e

chomm c’hoaz en he zav eur merk all a drugarez.

*

* *

Va Breudeur ker, Doue an Tad a roaz d’eomp Jesus-

Krist evit savetei hon eneou. Ha Jesus-Krist peur-baet

.NHO

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 207

.NTO

ganthan ar boan dleet d’hor pec’hejou a lezaz er bed-

ma, var he lerc'h, he iliz santel karget ganthan da ober,

en he c’houde, ar vad a reaz he-unan etouez an dud.

Oh ! her goud a raan, tamall a rear an iliz katolik.

Ober a rear d’ezhi brezell. Ha koulskoude, pa studian

anezhi mad, e velan n’eo bet savet gant Doue ha n’eo

ganthan dalc’het en he zav, nemet dre druez ouzomp.

« Mean eo da hano ha var ar mean-ze e tiazezin va iliz

» hag holl c’halloud an ifern na zeuio ket a benn d’he

» zrec’hi », a lavaras Hor Zalver, eun devez,da zant Per.

Eun den eta, eun den choazet gant Hor Zalver he-

unan : Lavaromp he hano mad, eur beleg eo a zo lakeat

e penn an iliz. Hag en iliz-se, ar belek hen deuz tri blaz,

tri labour dishenvel.

Da genta, setu hen ouz an aoter. Eno dre nerz he

gomzou, Jesus-Krist a zeu bemdez da renevezi evit mad

an den, ar zakrifis a reaz evidomp euz he vuez var

groaz menez Kalvar. Bemdez divar an Aoter, ar beden

a bardoun, a bign varzu an Env.

D’an eil, setu hen er gador brezek. Meur a gador zo

var an douar. Kador-brezek an iliz he deuz eun hano ha

ne c’hell kador all hebed da c’houlen : hanvet eo kador

ar virionez. Eno, er gador-ze, eo e tesker, kaer ' zo la-

varet, ar guir skiant d’an den. Ennhi eo e teuer d’hen

difazia pa vez bet dihenchet gant komzou faziuz ar bed.

3° Eur plas all a zo, ar gador gofez. Diouthi, her

goud a raan, eo deut ar c’hiz da bellaat. Ennhi, kouls-

koude, eo e teu Doue da ziskuez d'ar pec'her paour he

vrasa madelez. Eur beleg, petra eo ? Evit ar c’henta

.NHO

208 VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE

.NTO

guel, eun den evel ar re all. Mez, var bal he zourn, e

zeuz lakeat gant Doue eur galloud ha n’hen deuz ket he

bar : « Ar pez ho pezo pardounet, pardounet e vezo ; ar

pez na bardounot ket a jommo heb kaout pardoun :

Quodcumque ligaveris super terram erit ligatum et in cœlis ;

quodcumque solveris super terram erit solutum et in cœlis.

Ar beden, ar virionez, ar pardoun, setu eta ar pez a

ra kurunen ministred Jesus-Krist. Ha d’ho heul evit ho

ren hag ho harpa, e ma speret Doue he-unan, rak speret

Doue a sklerijen an iliz.

*

* *

Eur ger c’hoaz abarz achui.

Diez eo da eur c’hrouadur en em guzat ouz eur vamm

dener : diesoc’h eo d’ar pec’her en em guzat ouz Doue.

Pec’het ho peuz ? Ker buhan ar Speret-Santel a laka

eun drean en ho kaloun. Ho pikad a ra en deiz, dreist

holl, ho pikat a ra en noz. Atao e ma o vrouda, o toulla,

o lavaret : Inique egisti.

Pa velit, —— ha gueled a rear c’hoaz, tud all o kender-

c’hel mad, —— eur vouez e korn ar galoun a lavar : eun

amzer ' zo bet, e zoaz henvel outho. Perak, hirio, ne

c’hellez-te mui ar pez a c’hell hen-ma hag hounnont :

Cur non potuero quod isti, quod istœ ?

Arvesti a rit eun den var he dremenvan ? Abarz

mervel e c’hastenn deoc’h he zourn hag e lavar :

« Kenavezo er baradoz ! » Komz dudiuz evit eun den

mad, mez eun taol kleze evit ar pec’her paour. Doue a

nevez a ra eur stok var boull he galoun.

.NHO

VAR DRUGAREZ AN AOTROU DOUE 209

.NTO

E maoc’h e tal eur bez digor ? Trouz an douar o

kueza var an arched a lavar : « Varc’hoaz d’id te ! »

Varc’hoaz ar maro, varc’hoaz ar varn, varc’hoaz mar-

teze an ifern. Mouez ar Speret-Santel o skei adarre var

galoun ar pec’her.

Va Breudeur ker, n’euz forz eta, petra ve bet ho puez

araok hirio, hag e ve abaoue kalz bloaveziou louedet ho

koustians gant ar pec’hed, hag e ve niver ho tizurziou,

brasoc’h evit niver bleo ho penn, lavarit gant fizianz

eur gomz, unan hebken : Surgam et ibo. Ia, savit gant

kouraj ha kît a greiz kaloun d’en em strinka ec’hars

treid Doue an holl c’hrasou, evit ma kavot trugarez :

Ut misericordiam consequamur. Mari-Madalen a zo bet

pardounet, al laer deou a zo bet selaouet, deoc’h c’houi

ive, esperanz zo roet.

O va Doue, ma zo ama pec’herien hag ho defe disfi-

zianz euz ho madelez, sklerijennit ho speret, teneraït ho

c’haloun, grit dezho anaout n’euz, pell diouzoc’h, nemet

anken ; anaout e ma en ho kichen ar guir eurusded.

Grit ma lavarint : Peccavi : pec’het hon deuz ! Ha me,

o va Doue, me en ho c'hano a lavaro da m' zro : par-

dounet oc’h. AMEN.

* * *

14

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 56 / 99 题