VA BREUDEUR,

Tristidigez ha laouenedigez a zo hirio em c’haloun :

Tristidigez : histor ingrateri ar pec’her : Laouenedigez :

histor madelez Doue ha pardoun an den ingrat.

*

* *

11. — Eun den hen devoa daou vab.

12. — Hag ar iaouanka anezho a lavaraz d’he dad :

« Va zad, roit d’in ar pez a zanvez a goupet ouzin. » Hag

e rannaz he zanvez en-tre-zo.

13. — Hag eun nebeut deveziou goude, ar mab

iaouanka, dastumet ganthan he oll beadra, a bartiaz

evit eur vro bell. Eno e tispignaz he holl danvez en eur

veva en dizurz.

14. — Ha goude m’hen devoa peur-zispignet he holl

vadou, e tiguezaz eur gernez vras ebarz er vro-ze. He-

unan e koummansas da zantout dienez.

.NHO

186 AR MAB PRODIG

.NTO

15. — Neuze, e zeaz kuit hag en em lakeaz da zervi-

cher e ti unan euz ar vro. Hen-ma, her c’hasas, var ar

meaz, da ziwall ar moc’h.

16. — Hag e c’houlenne karga he gof gant ar pez a

jomme dilerc'h ar moc'h. Mez den na roe dezhan.

17. — Mez hen, deuet ennhan he-unan, a lavaras :

Nag a bet servicher e ti va zad ho deuz ar pez a garont

a vara ha me a varv ama gant an naon !

18. — Me a zavo hag a iel da gaout va zad hag a

lavaro dezhan : « Va zad ! pec’het e meuz a eneb an

Env hag en ho c’heneb.

» 19. — Ne doun mui din da veza galvet ho mab. Va

digemerit evel unan euz ho servicherien. »

20. — Hag hen sevel ha dont da gaout he dad. Evel

ma zedo c’hoaz pell, he dad her guelaz hag a zantaz

outhan truez. Diredet a reaz d’en em daol en dro d’he

c’houzoug ha d’her briata.

21. — Hag he vab a lavaras d’ezhan : « Va zad, pec’het

e meuz eneb an Env hag en ho c’heneb. Ne d’oun mui

din da veza galvet ho mab. »

22. — Hag an tad a lavaras d’he zervicherien : « di-

gasit a fô, he zae genta ha guiskit hen ha lakit d’ezhan

eur walen var he viz hag eur boutou en he dreid.

» 23. — Digasit eul leue a bouez ha lazit hen evit ma

raïmp fest ha levenez.

» 24. — Rag ar mab ma d’in a oa maro ha setu hen

asvevet. Kollet e voa ha setu hen kavet. » Hag e reziont

eul lein vras.

25. — Hogen, ar mab hena a ioa er park, ha pa dos-

taaz deuz an ti e klevaz ar zonerien hag al levenez.

.NHO

AR MAB PRODIG 187

.NTO

26. — Hag e c’halvaz unan euz ar zervicherien hag e

c’houlennaz diganthan petra ioa.

27. — Hag hen-ma lavaret dezhan : « Ho preur a zo

erruet, hag ho tad hen deuz lazet ar brasa leue, rag ma

zeo distroet iac’h d’ar gear. »

28. — Hag ar mab hena mont droug enhan. Ne felle

ket d’ezhan mont en ti. He dad a zeuaz er meaz evit her

pedi.

29. — Hag e respountaz d’he dad : « Pegeit e zo n’e

maoun me ket ouz ho servicha heb dizenti morse ou-

zoc’h ? Mad, gueach ebet, n’ho peuz roet d’in zoken, eur

c’haorig evit rei eur fest da m’ mignoned.

» 30. — Mez pa zeo distroet ar mab-se deoc’h, goude

beza uzet he zanvez gant ar plac’hed fall, ho c’heuz

lazet evithan a leue al larta. »

31. — Hag an tad a respountas : « Va mab, te a jomm

ato ganhen. Kement a meuz a zo d'id.

» 32. — Mez red mad e zoa d’in ober fest ha levenez.

Rag ar breur-ma d’id a ioa maro hag a zo deuet da veo.

Kollet oa hag eo kavet, en dro. »

*

* *

Petra zo kaoz ma ze ar mab prodig eat kuit euz a di

he dad ? Adolescentior... Iaouank eo, skanv ' benn...

techou fall, gwal gompagnugnez, c’hoant guelet bro ha

beva digabestr... ober he benn... taol a gostez gourc’he-

mennou he dad.

Petra c’hoarvezaz goude ? — Buez direol : vivendo

luxuriose. Dispignou foll : dissipavit substantiam : —

.NHO

188 AR MAB PRODIG

.NTO

Gened, iec’het, nerz he gorv, pedennou, sounjezonou

mad he speret, karantez mad e galoun ; —— Koll var

goll. Lavaret a ra « pell e maoun. Den na guezo

mann. »

Petra ziguezaz pelloc’h ? Pascere porcos. Naonegez,

paourentez, dizenor... Mui a vignoned : den n’hen darem-

pred var ar meaz... He speret zo spountet pa zell var he

lerc’h, spountet ive pa zell en he raog... He galoun zo

mantret pa zounj en amzer dremenet, mantret pa zounj

en amzer da zont... Remorziou, mez, kaloun dinerzet.

Hag ar zounj deuz he dad a zeu dezhan. Mez eun tad

mad ! hag hen zo eur mab digar, digaloun ! Neuz forz,

lavaret a ra : Surgam et ibo...

*

* *

Ar pec’her zo henvel ouz ar mab prodig.

1° Kuitaat a ra ti Doue : goulen a ra he lod. Speret,

kaloun, korf, vertuziou, santimanchou mad, teneredigez,

buez divlam, kentelliou eun tad, eur vamm, eur c’honfe—

sour mad, kuzuliou, aliou... Holl ho c’has ganthan, senti

' ra ouz he galoun touellet, selaou mignoned treitour,

eur bed trubard, an drouk speret, c’hoant beva en he

roll... Iaouankiz a zo en he benn... Monet a ra.

2° Ha da beleac’h ? In regionem longinquam... Pell,

pell var hent ar pec’hed. Var an hent-se e zer buhan.

Abred e c’hen em gaver pell, hag abred ive e ve dispi-

gnet holl, madou, feiz, gened, vertuziou... Holl e zeont e

teuz tamm ha tamm.

.NHO

AR MAB PRODIG 189

.NTO

3° Ha varlerc’h — pascere porcos !... Gueach all mab a

di, karet, enoret... Hirio e renk al loened ar re zivaloa !...

Na kar, na mignon... Ar re ' reas ganthan he bask kenta

a zo pell. E maint e ti ho zad, e ti Doue : Hen a zo

etouez loened ha ne c’heller ket da henvel etouez an dud

honest. Dizesper a deu en he galoun pa zell var he

lerc’h : pinvidik oa; e ma deut da veza paour-glez. Brema

p’e kollet he feiz, kollet he c’hloanded hen deuz heuz

outhan he-unan. Ruzia ra gant ar vez... Pa zell araozan

eo spountet : ar baradoz n’eo mui evinthan : an ifern, setu

he lod: sounjal a ra e Doue... Din eo a c’hourdrouzou...

N’euz forz... Surgam et ibo.

*

* *

Ar mab prodig, evel a lavaren bremaïk, a zistro. Petra

zo kaos d’ezhan da zistrei ? — Oh ! gras Doue, a dra

zur. Evelkent, penn-kaos ive : 1° He-unan e ma : mui a

drouz, mui a zizurz, kuezet eo izel hag abalamour da

ze dilezet... pell e ma brema dioc’h an okasionou fall,

dioc’h ar guall skouer ; 2° Kouezet eo er malheur...

Poan gorv, poan speret... Difaziet eo ; 3° Sounjal a ra e

ti he dad... En he iaouankiz, en he zizurziou hirio, en

amzer da zont... Poan hirio, poan er bed all... Ha neuze

e lavar : Surgam ; 4° Distro prim ; ibo, hag e za. Ne

jom ket da c’hourlerc’hi, da lavaret kenavezo en dro

dezhan. Aoun hen deuz da veza liammet a nevez...

Konvertiset eo.

*

* *

Distro ar pec’her a zo henvel deus hini ar mab prodik.

.NHO

190 AR MAB PRODIG

.NTO

1° Setu hen aze, ar pec’her paour he-unan, pell diouz

an Iliz, diouz Doue, diouz ar gristenien vad... Ama, er

mission, kelennadurez vad, pedennou, komzou Doue.

Ama e tigor ho speret, bevet eo a nevez ar feiz en ho

kaloun... Spountet oc’h... Sounjal a rit en Env, en

ifern, en ho puez gueach all, en ho puez hirio.

Petra e teuot da veza ? Lavarit ive ! Surgam, mez a

galoun ha var eün en hent, prim, didortil. Dilezit ho

gwall gamaradiach, ar re ho deuz ho kollet ha touellet

ha faziet... En em gonvertisit.

*

* *

Konversion ar mab prodik zo eur gonversion guirion.

Mont a ra... Keuz hen deuz en he galoun : N’oun ket

mui din da veza galvet ho mab, a lavar... Satisfia a raa :

trec’hi ’ ra ar vez, ar goaperez... Chenchet eo.

Pec’her, grit eveldhan, e guirionez, gant keuz, heb aoun

rag teodajou an dud fall, rag goaperez ar bed. Chenchit

ha selaouit petra c’hoarvezo.

*

* *

Ar mab prodig oa digemeret gant he dad, deuz ar

guella. Unanet voa gant he dad, lakeat ouz an daol,

great evithan fest, roet dezhan eur gwalen a noblanz...

pardounet, servicherien dindanhan... He vadou roet

d’ezhan... Karet, istimet, enoret... ar peoc’h lakeat

adarre en he galoun.

Pec’her, Doue az gortoz. Sellet a ra p’heur e teui...

.NHO

AR MAB PRODIG 191

.NTO

Pa c’houlenni pardoun, e lavaro « Eur viskamant nevez,

guiskamant he vadiziant da hen-ma. » Roi a rei d’id he

vignouniach, da veritou a ziagent, ti da dad : ar bara-

doz ; he daol : ar gommunion ; he vadou : ar vertuziou ;

tud dindanout : an elez da kuzuilla, da tifenn...

*

* *

Oh ! ma zo ama eur pec’her benag, eur mab prodig,

fuillet he vertuziou, kollet mignouniach Doue, deuet

paour... Oh ! ra gemero fizianz. Ma hen deuz aoun,

mez, enkrez, spount, oh! ra zelaouo mouez Doue : Buhan

ha buan eur zae neve !... Osculatus est eum... Kiit da

gaout eur c’honfesour... hen ive zo eun tad... pardouni

a gar... Dizamma a rei ho koustianz ha taol a gostez

ho peac’h pounner.

Peden : O va Doue ! c’houi, skoït var galoun ar

pec’her, c’houi pedit, c’houi dizallit, c’houi tennit da

' vidoc’h au ene-ze hag a zo drastet a zindan ar beac’h...

Grit ma vo, iviziken, fidel deoc’h beteg ar maro.

AMEN.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 54 / 99 题