VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZED KRISTEN,

Ar pec’hed eo brasa koll an den. Ober a ra hor

malheur er bed all : ober a ra hor malheur er bed ma :

malheur hor c’horf ha malheur hon ene.

Koulskoude, pep pec’het na denn ket varnomp ker

bras ha ker bras kastiz... Unan a zo hag a ve lavaret zo

staget oud-han pep seurt kollou var eun dro. Hennez

eo ar vesventi.

*

* *

E peb parrez pa dremener e veler tavarniou e peb

korn. Ouz pep hini ' ve stag eur bod iliao. Mez evit

ober mad e ve red staga tri gleze : unan hag a laz an

ene, eun all hag a laz ar c’horf, iec’hed, danvez, eun

trede hag a doull kaloun ar gerent.

.NHO

VAR AR VESVENTI 181

.NTO

*

* *

Kleze an ene.

Ar vesventi ' zo dreizhan he—unan eur pec’het mar-

vel... Ha da heul ar vesventi e teu kalz pec’hejou all :

1° al luxur : venter mero œstuans despumat in libidines ;

2° an ourgouil, ha gant an ourgouil an touerez Doue ;

3° ar gual skuer...

Doue a grouaz pep tra evit an den. Mez an den he-

unan a zo krouet evit Doue : Omnia vestra sunt, vos

autem..., etc...

Red eo eta ober eun implij mad deuz ar pez a roaz

Doue d’heomp. Ar mesvier a ra eun implij fall. Doue a

roaz ar prezeg d’heomp... evit ma teujemp d’he veuli.

Ar mesvier a ra ar c’hontrol. Deuz he c’hinou na guez

nement sakreou, nondeou, malloziou, komzou goapus

a enep Doue, ar religion, ar veleien.

An heol, hiboud an dour, al laboused a veul ho

c’hrouer : Mez evel eun ograou a zoun heb gouzout e

soun. An den eo an ograouer karget da rei skiant d’an

ograou. Ar mesvier n’her gra ket. Diskiant eo evit ar

mad. N’hen deuz skiant nemet evit an drouk. Ar ves-

venti a zistruj en den, keit ha ma pad, skeuden, poltred

an Aotrou Doue.....

..... Eur vertuz a zo, kaer dreist ar re all : ar burete.

Venter mero astuans... Guelit ar mesvier, selaouit anezhan.

Divar ar bern teil deuz ar mintin e ve guelet o sevel eur

vougen vrein. Da heul an efach ne ve guelet nemet obe-

rou fall, ne ve klevet nemet komzou louz hag a verk ive

ar pez a dremen er galoun.

.NHO

182 VAR AR VESVENTI

.NTO

Er bed-ma, 'ma an traou a zo evel—hen : an eil a rank

plega d’egile. Tud zo hag a rankomp plega d’ezho. Da

Zoue e rankomp plega, atao. Ar mesvier en em laka

huelloc’h eget an holl, huelloc’h eget Doue : ne ra fors

a netra.

Ar vesventi a zitro dioc’h peb mad... Ar mesvier na

bed ket... he iliz eo an davarn, he Zone ar varriken.

Mar teu d’an iliz e za d’an davarn, prest goude, da goll

he beden... etc...

*

* *

Ar vesventi, kleze hag a laz ar c’horf.

Ar vesventi ' goll ar iec’hed, a laz ar c’horf. An dir

a zo kalet, hag an dir a uz ; ar mean n’eo ket blod, hag

ar mean a uz. Korf an den n’eo na dir na mean, penaos

e pad-fe ? — Marc’h re zammet a bleg ; kar re garget a

dor : korf re leun a guez a blad.

Ha da heul he iec’hed e za ive iec’hed he vugale. Ar

re-ze n’eo ket goad eo ho deuz en ho goaziet, an dud

keiz ! mez odevi... Traou fall peur-liesa, etc.

Goude ar iec’hed, ar vuez, e teu eur mad all great

evit hor souten : ar bara. Ar mesvier a lonk he vara, a

ra guall varc’hajou, a denn varn’han prosezou, en em

gannou... a gas he stal da stalik hag he stalik da netra.

Goasoc’h eo eget an tan gwall. Dribi ' ra he zanvez

fount hag all.

Da heul an daou vad-ze e koll ouspenn eur mad all :

ar vesventi a goll enor an den.

Pa zellas ouz ar bed : Vidit Deus quod esset bonum.

.NHO

VAR AR VESVENTI 183

.NTO

Pa zellas ouz an den, vidit Deus quod esset valde bonum.

Hag e guirionez, kaer eo an den, sounn he benn, savet

gant he skiant dreist an holl draou all, savet huelloc’h

c’hoaz dre he garantez hag he galoun..... Mez ar mes-

vier : Comparatus est jumentis insipientibus et similis

factus est illis... Maro he zaoulagad, pleget he benn,

kroummet he gorf, bihaneat he skiant, mouget he ga—

rantez : Comparatus est jumentis insipientibus. Izelloc’h

zoken e tisken eget an anevaled. Al loen mud na ev mui

pa vez torret he zec’het... Anavoud a ra he hent... ar

mesvier, nann. Guelit anezhan o tont deuz an davarn ;

erellat a ra var he dreid, ken teo eo he deod ma na ell

mui trei en he c’hinou, glaourenna ' ra, ne anavez evit

mont d’he di nag hent na guenojen hag aliez e c’hen

em daol he fos an bent bras.

*

* *

Ar vesventi kleze ar gerent.

Tad ha mamm, eur c’hrouadur a zo roet deoc’h gant

Doue. Her sevel, her guiska, her maga ' rit. C’houi

lavar : « divezatoc’h e roio d’in bara d’he dro »... Nann,

mar d’eo mesvier.

Pried iaouank, eun devez gant ho tourn c’houi ' roaz

ho kaloun, ho tanvez d’ho pried. C’houi lavare « va

zouten a raio, en he ser me vo eürus »... Nann, mar

d’eo mesvier.

Komzit kentoc’h e m’ leac’h c’houi hag a c’hoar guel-

loc’h petra eo beva gant eur mesvier...

.NHO

184 VAR AR VESVENTI

.NTO

Bugaligou baour, eun tad ho c’heuz, eur vamm ive ;

karget int gant providans Doue da daol evez ha da geme-

ret sourci ac’hanoc’h... Mez n’her graïnt ket, mar d’int

mezverien.

*

* *

Abalamour da ze, petra da ober ?

1° Plac’hed iaouank, ne gemerit ket evit goazet potret

iaouank hag ho pezo guelet mezo, eur veach hebken ;

2° Tadou ha mammou, beilla mad var ho pugale evit

na guezint ket er pec’het-se ;

3° Mesverien, en em gonvertisit. Azalec hirio beteg

fin ho puez, dalc’hit da jomm heb eva.

AMEN.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 52 / 99 题