Eiz devez zo dija tremenet euz ar mission digoret en
ho parres. Leach a meuz da ziskredi e zeuz deuet kalz
achanoch. Goulennit eta digantho ha nint ket eurus
da veza deuet, da veza lakeat ho foan : goulennit ha
neo ket skanv ho choustians, drant ho chaloun ha ne
zellont ket, brema, gant fizianz varzu an Env.
Evit eiz devez all ar mission en em zigor en abadaes-ma.
Ar re achanoch nint ket choas deuet a zo galvet dho
zro, da zont.
Va breudeur, heb ho chanaout me a gred e selaouot
holl mouez an Aotrou Persoun. Ne chellan ket sonjal
e ve nikun hag a lavarfe : « Me a velo petra da
ober » ; nikun hag a lavarfe : « Dar mission eat a nep a
garo evidon-me ne din ket ! »
.NHO
112 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
Ha koulskoude, dan devez ma hen deuz persoun
ho parrez, digoret eur mission evidoch, unan all a
zigoraz eur mission en ho cheneb. Epad an deveziou-ma
a chrasou, a bardon, a zilvidigez an drouk-speret, euz
he du, a glasko pe viret ouz unanou benag da zont, pe
viret euz a re a zeu da denna euz ho mission an holl
vadou zo staget outhan.
Setu ive perak, me lavar deoch gant al leoriou sakr :
non defrauderis... na lezit ket an devez eurus da dremen
dibrofit hag euz an donezoun vad na gollit loden hebet.
Deuit da ober ho mission ha grit hen, guella ma
chellot, rak, ha setu e daou cher ar gelennadurez-
ma rak:
Er bed-ma, e maomp holl evit servicha Doue, plijout
da Zoue ;
Hag evit hen ober ervad, ar berra, ar surra hent eo
ober eur mission eüruz.
*
* *
Er bed-ma, ne maomp nemet evit servicha Doue.
Va breudeur, ne chellomp ket er bed-ma, kaout holl
ar memes renk, ar memes stad. En eun holoraj, me a
vel rojou bras ha rojou bihan gobariet dishenvel ervez
ho labour, ha koulskoude, tennit unan, ar vihana ma
karit hag an holorach a jomo a zav.
En hon touez ni ive, nhon deuz ket holl ar memez
ment a gorf nag ar memes ment a speret ha ne chel-
lomp ket muioch kaout ar memes renk nag ar memes
micher. Lakit, kement ha ma karot e skritur moull,
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 113
.NTO
var ho peziou archant hag ho paperiou publik ar gomz
touelluz-ma: « Egalite ; holl kevatal, holl henvel hag
henvel ! » Eur gaou va breudeur, eur gaou braz ma ne
zounjomp nemet en dud ken etrezo ; mez ar pez a zo
gaou evit hor stad, hor renk ken etrezomp, a zo guir evit
hor stad dirak Doue.
Rak Doue e guirionez, eo ar mestr braz, mestr an
holl ; mestr eo dar pennou kurunet koulz ha dan de-
vezour nhen deuz, evit gounit he vara, nemet eur
morzol houarn da derri mein var hon hentchou braz ;
mestr dan den a vor, dan den a bluen koulz ha dal
labourer douar daoubleget var he bâl ha dar micherour
atao krog en he daladur pe en he gizel. Mestr eo dar
pinvidik dibreder, a velomp douget e kar a beder rod,
koulz ha dar paour-keaz a rank mont a zor da zor da
choulen he damm bara pemdeziek.
Hen eo hen deuz great achanomp ar pez ma zomp ha
roet dheomp kement hon deuz.
Selaouit kentoch ha guelit.
Dija dar mare-ze, oa en em skignet bolz stereden-
nuz an Envou, dija an douar a ioa diazezet var he ael,
ar mor chadennet e kreis an aotchou ; an heol a rea he
dro, al loened a valee dre ar choajou, al laboused a
chournije a vrank da vrank ha Doue ober eur zell ha
lavaret: « Great eo mad kement ma holl. » Ia, great eo
mad e guirionez, va Breudeur ker, al labour zo kaer, an
ti dudiuz, ar guel hebken anezhan a rent testeni da
challoud Doue : Cli enarrant gloriam Dei ! Mez Roue
8
.NHO
114 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
ar Grouidigez, mestr an ti, e peleach e ma ? Ha Doue
lavaret : « Greomp an den : faciamus hominem. » Mez
greomp hen kaeroch eget an holl draou all, savomp
hen dreist-ho, skrivomp sklearoch hon hano var he
dâl : Ad imaginem et similitudinem nostram.
Setu eta, krouet Roue ar bed-ma, an den. Euz a eun
tu, eo mestr da bep tra ; euz eun tu all, e ma dindan
dourn, e dalch an Aotrou Doue, he grouer hag he
vestr. Da Zoue eo, eme sant Paol, evel ma zeo ar pod
pri dar poder hen deuz hen gobariet hag her poazet.
Ha Doue a fell dezhan, a entent derchel mad dhe vir.
Nhen deuz roet dan den eur spered nemet evit he
anavoud ; eur galoun nemet evit he garet, eur chorf
nemet evit he zervicha. Mestr dan holl draou krouet,
an den zo eta, er memez amzer, servicher, mevel en (an ?)
Aotrou Doue, krouet evit ober he volontez var an douar
hag en em renta din da gaout varlerch, digemer an
Envou. An den ha ne bleg ket da Zoue, a zo henvel
deuz eur mevel, lojet, maget, gwisket gant he vestr,
kemeret evel pa ve mab an ti, hag a zeu da veza eun
den fall, digar, didalvez, mad hebken da veza taolet er
meaz.
Setu goulskoude, ar pez a zo digouezet gant hor
lignez.. Eul laer a zo deuet da gemeret evid-han tra an
Aotrou Doue. Trochet hen deuz al liam a garantez a ioa
etre Doue hag an den ; dispennet, gozik distrujet hen
deuz hano Doue var hon tâl. An den a jomm heb
kaout mui en he zourn al liam, ar gorden taolet dezhan
gant Doue evit pignat dan Envou.
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 115
.NTO
Koulskoude, truezuz en hor chenver evel eun tad
mad evit eur chrouadur dinatur, Doue a laka eur skeul
nevez etre an douar hag ar baradoz, renevezi a ra he
hano var hon tâl e lizerennou choaz sklerroch. Ar
skeul hen deuz great, choui, he anavez ; al liou hen
deuz kemeret, choui he anavez ive.
Brema zo naontec kant vloaz, eun den a bigne var
menez Kalvar en eur zougen var he ziou skoaz gouliet,
ar groaz ma tlie varnhi mervel. Epad tri bloaz ha
tregont hen doa tremenet dre douez an dud, en eur ober
vad dan holl : Pertransiit benefaciendo. Hen anavoud a
rit, anavoud he hano. Diskleriet, desket eo bet deoch
gant Doue heunan : Hic est filius meus dilectus. Ha
koulskoude, setu hen maro var ar groaz ; he gostez
digor, he dreid, he zaouarn toullet, he benn kurunet a
spern. Ha perak ? Evit hor prena, paea ar boan dleet
dhor pechejou. He groaz hen deuz lakeat da skeul
evidomp etre an douar hag an Env ; var hon tâl hen
deuz gant he choad skrifet eun hano kaer : Choui zo
bugale da Zoue! Da Zoue omp en dro, evel ma zeo
deoch ar pez a brenit hag a baeit.
Setu ive, perak, chomm heb servicha Doue eo
troucha evit an eil gueach an eil liam a garantez lakeat
dheomp en hon dourn evit hon ren dan eurusted :
liam hor prenadurez ; a ve distruja hano Doue rene-
vezet var hon tâl, a ve disprijout buez, maro, goad
Jesus-Krist, ober evel fae var garantez Doue.
Koulskoude, va Breudeur ker, madelez Doue evit hon
chacha dhe zervichout a ia choas pelloch.
.NHO
116 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
Niverit, mar gallit, e pet giz, gant pegement a izign
ha habaskder, e klask bemdez, hon distrei dioch an
drouk hag hon derchel var an hent mad.
Euz a eun tu, gueach a teu dhe spounta dre varo
proumpt ar pecher skoet e kreiz he zizurj, gueach all e
tiskouez deoch eun den deuet da veza dre he wall vuez
dizenor he barrez, rann-galoun he dud ha ne jomm
mui ganthan evit astenn he vuez disprijet, nemet tru
garez an dud vad. Pa glaskit hoch unan dilezel ho
tever, e laka eur prenv en ho kaloun dho pikad, dho
prouda, noz-deiz, da lavaret heb ean : « Ne dout mui
ar pez ma zoaz, ar pez ma tleffez beza atao. »
Euz a eun tu all, gant pegement a drugarez e chas-
tenn deoch he ziou vreach evit ho sikour den em
zevel. Nag a inspirationou santel, a aliou mad, a chra-
sou a bep seurt ?
Ha keit ha ma vevit ervez ho koustians, nag a joa en ho
chene, nag a laouenedigez en ho kaloun ? Zoken, e
kreiz ho prasa poaniou e challit lavaret evel sant
Paol : Superabundo gaudio.
Koulskoude, va Breudeur ker, tra zoaniuz da anzao ha
tra vir evelkent, an den a chell derchel penn da Zoue,
beza treach da Zoue en eur feson a zo. E chell dispri-
jout he chrasou, dizanavoud he vadelez ha respount :
Non serviam : nho servichin ket !
Mez her choumprenomp mad, pa hon devezo trou-
chet dre hor faot, an teir liam a garantez a stag acha-
nomp ouz Doue, eul liam all a gemero ho flas, liam
ar justis.
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 117
.NTO
Kaer hon devezo trei kein da Zoue, ni her chavo atao
e penn hent ar vuez.
Eur guennek taolet en ear a vez hir pe verr o chober
he dro, ervez nerz an dourn he sklap. Mez abred pe
zivezad e kouezo koulskoude. An douar a denn anez-
han hag he bouez heunan hen izella bepred, ha pa
gouez e vez pil pe fas. Mad, va Breudeur, ni zo ive
taolet var an douar gant dourn Doue. Mez rod a dro,
a ra bro. Ha rod hor buez a dro heb heana, na deiz na
noz. Ne jommo a zav nemet var bord ar bez. Ha neuze
hon ene paour, echu ganthan he dro, a guezo pil pe
fas e charz treid hor Chrouer.
Al loan mud pa varv a varv a bez hag evit mad. Maro
an den neo nemet eun hanter gousk : Non est mortuus
sed dormit.
Epad ma kousk ar chorf er bez, o chortoz deiz ar
varn, an ene a bign dirag Doue evit kaout, a ziou
eternite, unan : eternite eüruz pe eternite waleüruz :
In hanc vel in illam eternitatem, eme sant Ambroaz.
Baradoz pe ifern ! leach kreiz hebed, rak ar purgator ne
bado nemet betek fin ar bed hag ar servicher fall, ar ser-
vicher didalvez nhen deuz perz hebed da chedal e Bara-
doz Doue : inutilem servum ejicite in tenebras exteriores.
Er bed-ma zoken, ma na jervichomp an Aotrou Doue,
petra reomp-ni, petra gavomp-ni ?
Klask plijadureziou an douar, marteze, ha dastum
madou ! Va Breudeur ker, nag a bet goude poania, en
em skuiza noz-deiz, a rank atao beva e kreiz ar baou-
rentez en dienez a veur a dra.
.NHO
118 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
Goude holl, hag e ve guir e chalfach dont a benn a
gement ho cheuz choant : kaout danvez, enor, pli-
jadur, daoust hag an eürusded a zeuio dho cheul ?
Mab eur prins kuezet klanv a voue dezhan lavaret
gant ar medisin : « Mar kavit da viska rochet eun
den eürus, chui a vezo pare. » Hag hen mont da glask
e pep tu. Hag e nep tu na gave. Eun devez e klevaz la-
varet : « Du-ze, en eur lochik dirapar, e vev eur
paour keaz atao laouen ; eno, marteze, chui a gavo ho
kevridi. »
Hag ar prins mont ha goulenn: « Eüruz och-choui ? »
Ia, eme ar paour, e kement ma challer beza eüruz,
var an douar.
Roit din eta ho roched. Siouas ! ne meuz ro-
ched ebet, a lavaraz ar paour keaz...
Ar prins ne gavaz ket roched eun den eürus !
Hag e guirionez, va Breudeur, kaloun an den a zo
henvel ouz eur varriken didal deuz an daou benn. Ne-
met karantez Doue a ve en deon o chober tâl, kaer e
vo taol ebarz, e chommo atao goullo.
Selaouit kentoch.
Beva ' rea dar mare-ze, eur Roue hag hen devoa bet
digant Doue an donezounou ar re gaera, studia ' reaz
adalek an heol, goulaouen ar bed, beteg ar vreunen
blouz ; adalek ar mor braz beteg ar berad gliz. Euz a
gement a choanteaz, ne nachas netra ouz he galoun
na trôn olifant, na kaluriou aour, na soudardet, na
servichourien, na gened, na furnez, na galloud, na brud
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 119
.NTO
vad skignet a bep tu, netra ne vanke dezhan. Ha
koulskoude, eun devez, skuiz-stank a bep tra, e lavare :
« Dindan an heol pep tra zo moget, avel, tristidigez :
Ecce omnia vanitas. »
Hag e veach, mar karit, euruz tre epad ho puez, dont
a raio, pa zonjot nebeuta, ar maro da rei eun taol var
ho skoaz. Ha neuze da betra e talvezo kement ho pezo
dastumet, hed ho chamzer ?
Eun devez, eun den a vrezel a voa var nez mervel.
Ar Roue zeu dhe gaout hag a lavar : « Goulennit ar
pez a gerot ha me hen roio deoch. » « Mad, Aotrou,
eur chart heur muioch a vuez, roit din eur chart
heur muioch a vuez. » Hag ar roue trei kein. Ne chelle
ket rei ar pez a choulennet diganthan... Ha Villars,
lavaret neuze : « Ma karjen-me beza kerkouls ser-
vichet Roue an Envou, neo ket eur chart heur a vuez
am bije bet, mez eun eternite penn da benn. »
Va Breudeur, eun deiz eveldhan, chui en em gavo
var ho tremenvan. Eüruz ma na rankit lavaret : « ma
karjen-me, e leach beza servichet ar bed, beza servichet
va Doue !... »
Petra zo eta da ober ?
Ar berra, ar surra hent evit beza dinech varlerch, eo
ober hag ober mad ho mission.
*
* *
Va Breudeur ker, Doue, guir eo, a zikour atao an
den. Koulskoude en eur mission, he vadelez a zo bra-
soch. En eur mission e maor pell dioch safar ar bed hag
.NHO
120 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
eno, el leach distro-ze, a lavar dheomp sant Bernard,
an ear zo sklerroch, an Env digoroch, ar sklerijenn
brasoch, gras Doue tostoch, puilloch ; taol an Aotrou
Doue krenfoc'h ha frankoc'h kaloun an den.
An Aotrou Doue, eme al leoriou sakr, ne en em blij
ket e kreiz an trouz : Non in commotione Dominus.
En eur mission, trouz ar bed a jomm a drenv dor an
iliz : labourou, afferiou kustum ar vuez a zo dilezet evit
eun nebeut amzer ; guelet a rear guelloch pe evit
petra e maomp var an douar : an ene en em zigor fran-
koch da zigemeret komzou Doue, ha Doue he-unan, a
ziskarg varnhomp muioch a chrasou : Ecce nunc
tempus acceptabile, dies salutis.
Eur mission eo mare an Aotrou Doue, ha rak-se,
enhan eo e kavomp holl ar guir voien da servicha Doue
evel ma zeo dleet.
Va Breudeur ker, ne anavezan ket parrez X***. Kouls-
koude heb aoun den em fazia kalz, e chellan diskredi
e zeuz ama, kouls hag e peb leach, tri seurt tud : tud
vad tud tro-distro ha tud hag ho deuz marteze, en
em lezet a grenn, da vont divar an hent mad.
Tud vad a zo en ho touez : tud vad a zo e peb leach.
Pa vank an ael e torr ar charr : ael ar bed-ma eo an
dud vad. Hi eo hen dalch en he bloum ; pa vankint e
teuio fin ar bed. Rak ar bed neo dalchet en he zav
gant Doue, nemet evit an dud vad ha dre an dud vad.
Ia, kaer hen deuz ar bed beza fall, bugale a zo hag a
vev ker sklear ho chaloun ha dour beo en eur veren ;
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 121
.NTO
tud iaouank a zo hag ho deuz miret ker guen ho ene hag
eur berad gliz, kuezet euz an Env e kaloun eur flourdelizen ;
tud a zo, daoubleget a zindan an oad, hag a zo en ho
chosni, ken disklabez ho choustians hag an erch nevez
kuezet var an douar.
Mez evit chomm fidel da Zoue, nag a enebourien da
drechi ! Ar bed gant he skuer fall, he gomzou flour, he
lavariou goapus, he blijadur milliget ; an drouk-speret
gant he finesaou, he guzuillou fallakr, atao var ched
evit lonka an eneou ; ha tostoch dheomp, aze en hor
chreiz, hor chaloun baour, hor brasa mignon ha var
eun dro, hor gwasa enebour. Goud a raan e zeuz
enhan eun tu mad, mez goud a raan ive, e zeuz eun tu
fall techet dan drouk. « Ne anavezan ket, eme eur
skrivagnier braz, petra eo kaloun eur chokin ; biskoaz
kokin noun bet ; mez anavout a raan kaloun eun den
honest hag ar galoun-ze a zo mantruz he studia pis. »
Pet gueach nhon deuz ket holl lavaret eo diez, diez
braz trechi ar bed ha derchel penn da gement a ioulou
direiz, a zo atao e virvi en hor chreiz, evel goagou
eur mor dijaden.
Mad, eneou kristen, deoch me lavaro eur gomz, unan
hebken : Venite in desertum locum et requiescite pusil-
lum : deuit dar mission den em diskuiza eun nebeut
evel eur beachour uzet he nerz. Er mission, chui ' gavo
eun tamm disheol, freskadurez mar deo blounset ho
treid dioch mein an hent diez : ar blounsadur en em
bareo, sechit chuezen ho tâl ; goudeze, gant muioch a
gourach, chui gemero penn-baz perchirin an Eternite
eurus.
.NHO
122 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
Tud tro-distro a zo ive : douetuz bras, kalonou daou
hanteret a veler e pep parrez.
An dud-ma, ' zo hirio da Zoue ha varchoas dan
drouk-speret. Da vintin, da noz, e reont eur bedenn
benag ; mez e kreiz daou benn an deiz e verniont
pechet var bechet. Da zul, e teuont dan oferen ; mez
en eur vont euz an iliz e zaïnt da glask plijadureziou
difennet. Marteze, e reont eun aluzen benag dar paour :
mez an dourn kleiz a gemero dre laeronsi, kalz muioch
eget na ro an dourn diou d'an dud izomek. Ho c'ha-
loun a zo evel eun dachen vrezel : piou a vezo mestr ?
Lezen Doue pe lezen ar bed. Choant ho deuz da dremen
deuz an diou gostezen. Eun troad a zalchont var skeul
an Env, eun all var skeul an ifern ; eun dorn a ginni-
gont da Zoue, egile zo krog er pechet. Klask a reont
var eun dro, servicha daou vestr dishenvel. Ho brasa
malheur eo rag ma c'hankounec'haont, e c'houlenn
Doue holl pe netra. Ne fell ket dezhan euz eur ga-
loun daouanteret. Hag hi, er chontrol, en eur glask
servicha ho chrouer, a choulenn stleja dho heul kant
ha kant tra kontrol beo dhe volontez.
Eneou paour, deoch-choui, ive, eur gomz a gavan da
lavaret : Ducam eum in solitudinem et loquar ad cor
ejus. Doue ho kalv dar mission, hag ama, e komzo
ouz ho kaloun. Var digare ma cheuillit, peurzvad, an
darn-vuia euz lezen Doue, e tremenit dirag ar re all, ha
marteze, dirak ho taoulagad och unan, evel guir gris-
tenien : ne anavezit ket mad gouli ho kaloun. Selaouit
eun dra :
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 123
.NTO
Eun orfebrer evit anavoud petra dalv eur pez archant,
evit gouzout a dra zur pe hen zo mad, pe hen a zo
faoz, a gemer eur mean zo hanvet ar mean diskuiller,
rak ma tiskuil faosoni ar metal. Eur pez faoz hen deuz
peurliesa, ar memez ment, ar memez gobari gant eur
pez archant mad. Dougen a ra ar memez poltred, ar me-
mez lizerennou. Ar gaou hen deuz, gant kement a
izign, kuzet dindan guiskamant ar virionez, mar teu,
evit ar chenta guel, an holl den em fazia ; mez pa
vez stoket outhan ar mean diskuiller, ar faosoniach a
vez dizoloet.
Deuit eta, chui ive, va Breudeur ker, komzou Doue,
lezen Doue, displeget dirak ho taoulagad da heul skle-
rijen ar feiz, a raio deoch guelet mad stad ho koustian-
sou. Louzaoui ar gouli a vezo eaz goudeze hag och ene
a gavo ar ieched er mission-ma, evel an dud klanv,
gueach all, e pinsin Bethsaida.
Va Breudeur, ha mont a raffen-me re bell en eur
lavaret e chell beza en ho touez, unanou benag hag ho
deuz gant ho goeziegez ho-unan, dilezet servich Doue ?
Dirak an dud all e chellont, marteze, choaz tremen
evit tud vad. Mez toullit ar voger : Fode parietem, dis-
kennit izelloch evit an dianveaz, kiit betek ar galoun :
Fode parietem : petra velimp-ni, a gavimp-ni ?
Ar pez a chouzoun eo hen deuz lavaret Jesus-
Krist : Regnum clorum vim patitur : rouantelez an
Env a choulen beza kemeret dre nerz. Da gristenien
he amzer sant Paol a lavare : Inter vos dormiunt multi :
en ho touez kalz tud a gousk : taolit evez ! amjest eo
.NHO
124 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
ar venojen ma kerzit dreizhi : Quoniam dies mali sunt.
Mad, kristenien, va Breudeur, amzer hebed hag a ve,
nemet en em fazia ' raffen, danjerusoch evit an eneou
eget an amzer e vevomp ennhi.
Berniit, atao, gaou var gaou, a lavare gueach all eun
den difeiz, chomm a raio bepred eun dra benag var-
lerch. Mad, va Breudeur ker, bugale Voltaire a zo
choaz beo. Dalchet ho deuz sounj a gomzou ho zad ha
roet ho deuz ho ger an eil degile, evit ober brezel da
Zoue ha dhe jervicherien vad.
Meuli an drouk ha dougen dezhan ; sklabeza 'r mad
ha distrei diouthan dre ho geier, ho gwall skouer, ho
drouk-prezegerez, setu ho micher, ha re aliez e teuont
a benn deuz ar pez a glaskont.
Dar re achanoch a rank anzao ne ma int ket en eur
stad vad dirag Doue, me gav ive eur gomz da lavaret,
unan deuz ar guella, deuz ar charantezusa komzou
deuz al leoriou sakr : Venite ad me omnes qui onerati estis
et ego reficiam vos ; choui holl hag a zo sammet
ha sammet och, va Breudeur, ar pechet ' zo pounner
dan diouskoaz, zo chouero dar galoun deuit,
deuit kuitibunan, ha me, a lavar Jesus-Krist ho kraio
a nevez.
Va breur ker, va choar baour ! great och bet gant
Doue er vech kenta ha great mad.
Setu ama eur galoun, sellit outhi (1). Enhi pebeuz feiz,
pebeuz karantez, pebeuz santelez ! O kaloun gristen, na
.NFO
(1) An Aotrou Quere a lavare kement-ma en eur ziskouez taolennou
ar mission.
.NHO
EVIT DIGOR EUR MISSION 123
.NTO
te zo pur ! na te zo kaer ! na te zo distag dioch fals pli-
jadureziou an douar ! He dourn da eal mad, ha great
evidot, pegen dudius kurunen ! Nag a bedennou a obe-
rou mad a bign achanout bemdez, varzu an Env !
Hag euz an Env nag a chrasou a zisken varnhoud da
heul bennoz Doue !
Setu ama eur galoun all : sellit ivez outhi. Kollet eo
he gened, pistiget he feiz, gouliet holl he charantez.
Neo mui templ an Aotrou Doue. E dourn he eal mad,
e leach eur gurunen, me a vel eur chalur karget a
zaëlou. Henvelebit an eil ouz heben. Hag ho anavoud
a rit-hu ? Va Breudeur ker, da biou ar genta, da biou
an eil ? Deoc'h c'houi, deoc'h ho c'hunan, va breur ker,
va choar baour. Setu ho kaloun pa gouskach var bar-
lenn ho mamm, ho kaloun da zeiz ho pask kenta, ho
kaloun marteze, beteg an oad a ugent, a dregont vloaz.
Penaoz eta, pe zeiz hag e pe chiz an aour melen a
gollaz he liou hag ar steredenn a goezaz euz an Envou :
Quomodo ceciderunt stellæ ?
Baleet ho cheuz, siouaz ! re zizoursi, digoret ho
skouarn da gomzou ar bed, lakeat ho troad e kichen
troad eur mignon fall, lezet re a gabest gant ho kaloun
baour hag ar pechet a zo deuet da sklabeza, da zis-
penn, da zistaga labour an Aotrou Doue. Deuit ha
lavarit : « Va goalchit, va azgoalchit ! Grit eur chouez
dho toare ha peurnetaït va ene, ma vezo adarre ker
pur, ker guen dirazoch, evel pa zortiaz divar fount ar
vadiziant, gant eur zantelez vras. » Ha dourn an holl
.NHO
126 EVIT DIGOR EUR MISSION
.NTO
challoudek a zavo eun ti nevez gant eun ti kouezet
enn he boull : Et ego reficiam vos.
*
* *
Neo ket ken diez ha ma chalfach sounjal, ober mad
ho mission. Gusta et vide : Deuit holl a chui velo var-
lerch. Aleiz eo brasoch trugarez Doue eget na deo
fallagriez an den. Doue a bardonaz dal laer deou, da
Vari-Madalen : neo ket bihaneat he challoud na stri-
seat he galoun : pardoun hen deuz evit an holl, pardoun
a ginnik dan holl.
Koulskoude, Doue na raio ket tout he-unan. Poanit
deuz ho kostez. Deuit, strivant, da zelaou he gomzou.
Evit dont, lezit peb labour all. En eur zont, deuit gant
choant da ober mad. Lavarit hirio, gant an iliz, deiz ar
Gouel kaer-ma :
Da posse quod Jubes, Pater
Da scire, Filii, quod doces
Fac corde toto Spiritus
Nos velle quod probas bonum. Amen.
* * *
.NPO