VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZET CHRISTEN,

Ster Jourden treuzet gant pobl Israel... Var ger Josue

daouzek mean kemeret a ganol ar ster oa lakeat en eur

bern... Pa c’houlenno, eme Josue, ar vugale digant ho

zud : evit pera eo berniet ar mein-ma ? C’houi lavaro

dezho... Berniet int evit digas sounj hon deuz treuzet

ster Jourden, dizec’het dirazhomp, hag evit ouspenn, ma

vevot e doujans Doue epad ho c’holl vuez : ut et vos

timeatis Dominum omni tempore.

*

* *

Setu peurvuia, ar pez a rear ken aliez ha ma vez

c’hoant da zerc’hel sounj mad deuz eun dra c’hoarvezet.

.NHO

EVIT BENNIGEN EUR GROAZ NEVEZ 103

.NTO

Setu ar pez ho deuz great ho tud en ho raog hag a rit,

hirio, d’ho tro.

Deut oc’h ama e prosesion, da zaoulina dirag ar

groas savet ganeoc’h e pleg an hent. Divezatoc’h ho

pugale, ho pugale vihan a c’houlenno : quid sibi volunt

isti lapides ?... Hag ar re goz neuze a c’hello respount :

brema zo deg, ugent vloaz tremenet, eur mission-bras

roet gant pemzeg belek, a zo bet er barrez-ma.

Houma eo kroaz ar Mission... Pet euz ar re a ra brema

ho mission a vo beo c’hoas neuze : pet euz ar veleien,

pet euz an dud fidel ?... Kalz ac’hanomp a dra zur vo

eat da anaon.

En ugent vloaz nag a jenchamanchou ? Tud pinvidik

deut paour, tud paour deut pinvidik... tud iac’h kuezet

klanv, tud klanv pareet... tristidigez, laouenedigez a

vez atao bep eil tro, pe vesk ha mesk, er bed-ma !

Netra ne bad.....

Eo ; eun dra ’ bad, a jomm... Christus heri, hodie,

ipse et in sæcula.

Ar re ra brema ho mission a gendalc’ho da vont da

bedi e’harz ar groaz... da bedi evit trugarekaat Doue,

da bedi evit goulen grasou... da bedi evit goulen par-

doun deuz ho fec’hejou ma ho deveuz great eur pec’het

benag... Hag ar re vezo eat da anaon, ho devezo araog

mervel, divar ho guele a boan, kaset an diveza peden

varzu ar groas venniget, evit goulen eur maro mad.

Ho pugale... ho pugale vihan a gendalc’ho da ober

ar memes tra var ho lerc’h. Ho feiz deoc’h a vezo ho

feiz. Ho Doue hirio, a vezo ho Doue varc’hoas : Christus

heri, hodie, et in sæcula.

.NHO

104 EVIT BENNIGEN EUR GROAZ NEVEZ

.NTO

*

* *

Ha goude beza heuillet holl ar memes hent er bed

ma, e veffot er memes leac’h er baradoz, tad, mamm ha

bugale.

Evel-se bezet great.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 38 / 99 题