VA BREUDEUR KER,

E pep parres, eun ti dishenvel, dioc’h an tiez all.

Eveld’ho, evit guir, eo diazezet var an douar, savet gant

mein ha koat. Mez n’eo da zen he-unan. Da Zoue eo da

genta ha Doue a ro digemer d’an holl : paour, pinvidik,

den just ha pec’her... A hent all, eo gobariet, stumet

dishenvel. Varnhan e veler eun tour huel, savet he gern

varzu an Env, henvel ouz eul liamm misterius, stignet

etre Doue hag an den.

En tour-ze e zeuz eur vouez nerzus, klevet euz a bell :

mouez an iliz catholik, mouez ar c’hloc’h.

Pa zeo guir e venniger, hirio, eur c’hloc’h en ho

parrez, divar benn ar c’hloc’h e lavarin deoc’h diou

gomzik verr: 1° Ar c’hloc’h a zigas d’heomp da zonj

.NHO

EVIT BENNIGEN AR C’HLEIER 99

.NTO

euz ar pez a zo a vrasa en hor buez epad ma reomp

hon treuz er bed-ma ; 2° Ar c’hloc’h a zigas d’heomp

zounj euz ar pez a dleomp da ober evit esperout bleina

mad hon treuz varzu en Eternite.

*

* *

Digas a ra da zonj deuz ar pez a zo deuz an huella

pris er bed-ma.

Bugelik bihan, nevez deuet er bed, salud d’id en da

gavel ! Setu te, deuet en hon touez da gemeret da blas

dindan bolz an Envou. Mez petra e teui te da veza var an

douar ? Ha beza e pezo te buez hir pe ver ? Ha te a

vezo pinvidik, ha te a vezo paour ? Marteze, ervez an

dud, e vezi eurus gant da henoriou ? Marteze, evit gounid

da dammik bara, ne pezo ken tra nemet eur morzol

houarn da derri mein var an hentjou bras ? Den a vrezel,

den a beoc’h, desket pe zizesk ? Diez eo gouzout ; diez

hen lavaret, rag den n'her goar. Ar pez a c'houzoun eo

e kavi, douetuz bras, tristidigez en da galoun, daelou

en da zaoulagad. Ar pez a c'houzoun ouspen eo n'out

ket evit c’hoas heritour ar baradoz, da vamm ouz da

c’henel he deuz lakeat er bed, var eun dro, eun den hag

eur pec’her.

Mez setu dour ar vadiziant skuillet var da dal. Ar

c’hloc’h eo a zigas d’ar vamm ar c’helou eürus hag her

skign e pep korn euz ar barrez... Mamm gristen, stardit

brema, ho krouadur var boull ho kaloun : he bano zo

merket en Env : eun eal eo da Zoue.

.NHO

100 EVIT BENNIGEN AR C’HLEIER

.NTO

*

* *

Non in solo pane vivit homo. Tamm bara an dorz a

vag ar c’horf, tamm bara an tabernakl eo a vag hon

ene : Nisi manducaveritis panem hunc... Devez kaer,

devez dudius, devez ar c'henta pask. Kloc'h an tour,

adarre, a lavar d’an holl, hen deuz ar c’hrouadur

badezet, great eur gammad a vuioc’h varzu Doue var

hent an Env.

Koulskoude dre ma teu 'n oad, peb den a gemer he

hent. Rak n’hen deuz ket Doue galvet ac’hanomp holl d’ar

memes stad. Ar bed zo henvel ouz eun holorach. Evit

mont en dro e rank kaout meur a rod... An darn vuia

deuz an dud a zo galvet da vont e stad ar briedelez,

stad huel, kaer, eürus, ive, pa en em garer mad hag

ervez Doue.

... Ar c’hleier a zisklerio ho poa great ar bromesa

da ober an eil eurusded egile.

Evel-se, badiziant — pask kenta — eured : ar c’hloc’h

a zigas da zonj d’heomp deuz an tri zra-ze.

*

* *

Ar c’hloc’h hon laka da sonjal c’hoas : er beden —

er zul — er maro.

Da vintin — da greiz-deiz — da noz — e chach ac’ha-

nomp da gaout sounj a Zoue.

Pe c’houi a zrebo, pe c’houi a evo, pe c’houi a reio eun

dra benag all, grit pep tra evit Doue. Ar beden eo nerz

an den.

.NHO

EVIT BENNIGEN AR C’HLEIER 101

.NTO

C’huec’h devez, bep sizun, evit an douar, ar c’horf,

unan evit an ene... Diskuiza ar c’horf... Maga hon

ene, tostaad ouz Doue.

An den zo beachour var an douar. Bep heur a dremen

ar c’hloch a lavar : eur gammed a vuioc’h varzu ar bez.

Setu perak : quæ sursum sunt sapite, non quæ super

terram.

Ha pa zeu tost ar maro ar c’hloc’h a zigas d’ar re

iac’h sounj e tleont pedi. Lavared a ra : an Aotrou Doue

o vont da unan klanv... An angoni o soun... glaz o

c'hober... ar c'horf o tisken er bez.

*

* *

Ego vox clamantis in deserto. Karit kleier ho parrez

abalamour e tigasont da zounj deoc’h deuz ho teveziou

guella, ha sentit atao deuz ho mouez pa deuffe beteg

ennoc’h dre an ear.

AMEN.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 36 / 99 题