VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZET CHRISTEN,

Setu aze, dirazoc’h, hent ar groas a vezo benniget en

abardaes-ma. Meur a zen ho deuz lakeat ho dourn da

zikour ober an hent-se. Judas dre c’hoant kaout arc’hant ;

Pilat dre aon koll he garg ; Kaïf evit esperout ken-

derc’hel da veza er penn-huela en istim an dud ; Herodez,

an den libertin ; pobl Israel a bez, touellet gant geier an

dud digoustians.

Mad, va breudeur, ho lignez n’eo ket eat da goll.

Bemdez e meur a c’hiz, Jesus-Krist a vez staget ouz

he groas : Nann mui var menez Kalvar, mez e kaloun

ar pec’her.

Hogen da gement hini a bec’h, setu an daou c’her e

meuz da lavaret : Beza e zint tud treitour e kever Doue ;

beza e zint tud diskiant en ho c’henver ho-unan.

.NHO

EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 93

.NTO

*

* *

Tud treitour int.

Eun den hag a zalc’h mad d’he c’her en despet da

bep tra a goll he zanvez, he vuez, kentoc’h eget en em

zislavaret, a zo estimet.

Mez ive, an den a vank d’e c’her, a guez varnhan dis-

megans an oll dud vad ; ha seul iskisoc’h e ve an drei-

touriach, seul vrasoc’h, dimegans a zigas d’he heul.

Hogen beza zeuz evit an treitour diou bazen ha n’euz

pazen all hebet izelloch evit-ho. Hag an den a zisken

beteg ennho ' zo disprijet gant an holl.

Daou exempl a lakaio da entent guelloc’h ar pez a

fell din lavaret.

Daou zen a vev dor ha dor. Unan pinvidik, unan

paour... Hag an hini pinvidik a lavar d’he amezek :

« te zo en dienez ; mad, rannomp entrezhomp kement a

meuz. » Ha setu hi ho daou evel daou vreur, ho daou

eurus ha mignonet.

Mez an den pinvidik a guez paour d’he dro... ha setu

ar paour deac’h, o trei kein neuze d’egile... dilezel a ra

he vadoberour... ankounac’haat a ra he vadelez evithan

en amser dremenet, he garantez, he vignouniach.

Petra zounjit deuz an den-se ? Evidon-me ne maoun

ket en amzivin. Me hel laka el leac’h dishenorus a zo

lojeis an dud digaloun ha dianaoudek.

Setu aze eun exempl, setu ama eun all.

Diou arme a zo tal-ha-tal, renket evit ar stourmad...

Azioc’h ha tro var dro, pep tra zo sioul evel pa ve an

anken o para a zioud penn an dud.

.NHO

94 EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ

.NTO

En eun taol kount, ar general a zav he gleze. Kerkent

an tan a zigor deuz an daou du, ar fuzuillou a denn, ar

c’hanoliou a zihun var ho c’hillourou dir hag a groz

evel kurunou spontus. An dud var varc’h, d’ar c’haloup

rus, a ia euz an diou gostezen, ho zabren noaz en ho

dourn.

Epad ar stourmad, baniel, drapo ar vro, douget ploum

a zo e kreiz an arme... mont araog, dont a drenv...

mez atao en dro d’ezhan tud kalounek : pa varv unan,

unan all a gemer he blas.

Epad ar stourmad, sellit ahont en eur c’horn distro,

eur zoudard hanter guzet... Touet hen deuz, hen ive, e

varvfe kentoc’h eget dilezel he vro ha koulsgoude e

chomm adrenv.

Petra zounjot anezhan ? Me a lavar, me, mar d’eo

soudard, mar d’eo kabiten, he fuzul, he zabren zo diz-

henoret... Torrit ar c’hleze, gwalc’hit ar fuzul, dourn

eun den lach, digaloun a zo bet stok outho.

*

* *

Greomp brema eur zell var an den a zilez he Zoue.

Petra oa er penn kenta ? Tri gouli a zouge: eur c’horf

kiriek da holl boaniou ar vuez; eur speret leun a den-

valijen, faziet divar hent ar virionez ; eur galoun leun a

zempladurez hag atao varnez kueza en droug.

Ha Jesus-Krist dont. Deut eo evit skanvaat hor poa-

niou pe da viana evit ho lakaat da veza talvoudus ;

deut eo evit sklerijenna hor speret, evit deski d’heomp

.NHO

EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 95

.NTO

e zomp c’hoas bugale da Zoue ; deut eo evit rei nerz

d’hor c’haloun hag hen renta treac’h da holl danjerou

ar bed.

Paea ker en deuz renket ar pez a ro. Guelit hent ar

groaz. —— Ar skourjes, ar gurunen spern, Barrabas, ar

benduen... etc.

En distro e c’houlen tri zra ; ma her c’harimp a greiz

kaloun a vel d’an holl, ma plegimp hor speret d’he

gomzou ; ma tougimp hor c’hroaz heb en em glemm.

Ha deiz hor badiziant ni lavaras : « Ia, evel-se bezet

great. Ho lezen a vezo va lezen, em c’haloun atao

tougin ho karante ; eveldoc’h hag abalamour deoc’h e

vezin nerzus. »

Setu an emgleo. Mez petra c’hoarvez, avechou ?

Sad’ araog respount, eun dra merket el leoriou sakr.

D’an abardaez-se, edod o varn Jesus-Krist. Eun den

karget ganthan a bep madelez a ieaz d’he heul. Touet

hen doa mervel, kentoc’h eget he nac’h... Ha teir

gueach Per a nac’has he vestr... dirak eur vatezik

zoken...

Va Breudeur, evel sant Per, oc’h bet karget a vade-

lezou Jesus-Krist. Eveld’han ho c’heuz lavaret : « Me a

zalc’ho mad beteg ar maro ! » Mez ar bed a deu gant he

fallagriez, he blijadureziou. Piou a vezo choazet ? Pobl

Israel a lavaras, eun deiz : hozanna filio David. Tri

devez goude, hen a lavare : tolle ! Crucifige ! non hunc,

sed Barrabam !...

Setu petra ’ ra ar pec’her : nac’h he Zoue, dilezel he

Zoue, lakaat he Zoue ouz ar groaz... tolle ! crucifige !...

.NHO

96 EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ

.NTO

treitour eo ! Ar bed a lavar : mad awalc’h a ra. Me lavar :

tec’h a guz, treitour ma zoud !

*

* *

Ar pec’her ouspenn ma zeo treitour ' zo diskiant. Kaer

hor bezo, ne c’hallomp sellet nemet ouz an douar pe

ouz an Env.

Sellit ouz an Env, hag e kreiz zoken poaniou ar vuez

e tanveit ar guir eürusded.

Sellit ouz an douar ha kaer ho pezo, ne viot ket e

guirionez eüruz. Traou au douar a lez atao hor c’haloun

goullo.

Selaouit kentoc’h histor Salomon... Vanitas vanita-

tum et omnia vanitas.

Ha perak kement-se ? Eun eal a zo, eal ar venjans

karget da lakaat c’huero holl draou an douar.

A hent all, kaloun an den a zo henvel ouz eur zail

heb deon : taolit ebars, atao e choum goullo.

A hent all c’hoas : buez an den a bad neubeut :

sonj ar maro ' zo o para var hor penn hag a lavar : pemp

planken, eun toull en douar.

Hag en tu all d’ar bez, Doue he valanz en he zorn, o

c’hortoz goulen kount pis ha didruez.

Ha goude, barados pe ifern.

Setu perak: vœ nobis quia peccavimus.

Treitourien e kever Doue : treitourien en ho c’hever

ho-unan.

En eur vont d’ar maro Jesus a gavaz eun nebeut

gragez santel deuet var bord an hent da gemeret outhan

.NHO

EVIT BENNIGEN HENT AR GROAZ 97

.NTO

truez. Hag hen respount: « Gwelit varnoc’h ha var ho

pugale ha nann varnhon-me. »

*

* *

Va Breudeur, dalc’hit mad d’ho feiz, d’ho kredenn,

d’ho Toue. Marteze e rankot evelkent, ober hent a groaz

var an douar... neuz fors. Ho lod ' vo ar guella loden :

ar vuez zo berr, ar boan a dremen, ar baradoz a joum.

Eun devez, e kouent an Trap, e lavarjon goude beza

guelet buez ar venac’h, ho fedennou hir, ho finijennou

kalet, ho lojeis dister : « mad, evelkent, rust eo ho

puez! » Ia, oa respountet din, rust pa zeller ouz an

douar, dudiuz pa zeller ouz ar baradoz.

Stourmit, dougit ho kroaz, mez sellit ouz ar baradoz.

AMEN.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 34 / 99 题