VA BREUDEUR KER,

Deuet omp ama, da bedi Doue holl en eur vouez,

evit ma plijo ganthan, skuilla he vennoz da heul hon

hini, var ar mor a zo aze dirazhomp.

Eun dra eo, hag a vez brema great bep bloaz, er

Gilvinec.

Bep bloas ive, da genver an deiz hirio, e c’hortozit,

— ha guir ho peuz d’her goulen, — ma ve komzet

deoc’h divar ar pez, en devez-ma a dremen en ho parrez.

Ar pez a c’houlennit, Breudeur ker, a zan da glask

hen ober en eur ziskuez deoc’h, e kavan er mor a zeomp

da vinnigen, diou gentel meurbed talvouduz : eur gentel

evit ar vuez-ma, eur gentel evit ar vuez da zont.

*

* *

Ha da genta, er mor a vennigomp hirio, e kavomp

eur gentel evit buez ar bed-ma.

.NHO

EVIT BENNIGEN AR MOR 85

.NTO

An dud var an douar n’ho deuz ket holl, ha zoken na

c’hellont ket kaout, ar memes renk, ar memes stad, ar

memes micher.

Soudardet a zo red da gaout evit difenn ar vro. Mi-

cherourien a bep stad evit labourat an houarn, an dir,

ar c’hoat, ar vein, ar gloan, al lin, hag ober gant an

traou-se holl, kement hon deuz izom da gaout.

Labourerien douar a zo ret da gaout, evit gounit en

ho farkeier ar greun a dle ober hor bara pemdeziek ;

red kaout martolodet, evit tenna euz a greiz ar mor ar

pesket a dle ober eul loden euz hor magadurez.

Mez an den, n’euz fors piou eo, na pe seurt labour a

ra ne c’hell ket gant he nerz he-unan, hebken, digas

atao he c’hoant da vir.

Petra hen deus-hèn, evit beza treac’h ha kaout ar gou-

nid ? Beza hen deuz he ziou vreac’h, he boan, he izign,

he venveg ; n’hen deuz ken, ha kement-se zo re neubeud ;

red eo c'hoas bennos Doue d’he heul.

Ar zoudard, pegen kalounek benag eo, en em fazi

aliez pa lavar: « ar victor a zo e beg va zabren, va fuzuil,

va fez canol. » Ar micherour en em fazi pa lavar « sada

eur voger ha ne volzo ket, eun tamm koat ha ne

zavo prenv ebet ebars, eun tamm houarn ha ne verglo,

biken ! » An dud a lavar ervez ho c’hoant. Doue goudeze

a ra d’he c’hiz he-unan.

Guelit al labourer douar. Kentelliet mad hen deuz he

bark ; c’hoalet varnhan teil druz, disc’hriziennet peb

louzou fall, hadet greun mad dindan ar bomm ; ha

neuze peurachuet al labour, e ra gant kil he rastel eur

.NHO

86 EVIT BENNIGEN AR MOR

.NTO

groaz e penn an ero diveza hag e lavar : « Mar plij

gant Doue e vezo eost mad ! »

Ia, mar plij gant Doue, va Breudeur ker, rag e dourn

Doue eo 'ma, pa gar, ar gliz, ar glao, an eol tomm, an

amzer vrao, a laka an traou da ziwann, da greski, da

anvi mad, ha pa gar ar reo, ar c'hazarc'h, an avel-zuill.

C’houi, va Breudeur, a zo ar mor ho park labour.

Ennhan e ma ho para, ho tillad, buez ho kreg hag ho

pugale : hag evit tenna anezhan ho pevans ho c’heuz ho

pag, ho roued, ho poan, ho koueziegez. Mez azioc’h ho

penn, e velan eun dourn galloudusoc’h eget ho c’hini.

An dourn-ze, pa gar, a zalc’h ar mor plean, an avel

sioul, a zigas pesked a strolladou ; ha pa gar e tijaden

ar mor, e tiroll gwal avelou e c’harlu ar pesket.

Pet gueach n’ho c’heuz-c’hui ket savet an heor, ha

goude beza klasket a bep tu, distro d’ho ti, — d’ho

kreg, d’ho pugale a c’hortoze ho fred, ne lavarac’h

nemet eur goms kriz : Netra ! N’hon deuz paket tra !

Pet guech c’hoas, eur vag diblaset, diloc’het dre an

amzer gaer a zo en eun taol kount, dirollet varnhan eur

barr-amzer :

Ar pesketour hag he vagik

A zistroï abars tri devez

Mez aliez ar reuzeudik

Er mor doun a gav he vez !

Gortoz a rear e korn an oaled, dont a rear var eur

garrek huel ; netra ne zistro ; sellet a rear hed-ha-hed

ar c’hroa, setu eur rouenv, eur bonet aot, eur votez

.NHO

EVIT BENNIGEN AR MOR 87

.NTO

koat, eun tamm planken, marteze eur c’horf maro o

ruilla var ribl ar mor ; ar vagik paour, mortoloded hag

all, a zo gweledet er mor hag iviziken, eun intanvez

gant he bugaligou vihan a lavaro da noz : « — bugale,

eur beden abars mont da gousket evit ho tad beuzet o

c’hounit deoc’h bara ! » Eurus c’hoas ma vez bet kavet

he gorf da lakaat en douar benniget !

Ia, va Breudeur ker, kaer zo ha kaer a vezo, Doue eo

ar mestr, ar mestr bras, mestr an oll ha mestr e chommo.

Hon interest a c’houlen eta ma hen lakaimp a du

ganheomp.

Selaouit kentoc’h. (S. L. v. 2.)

Daou besketour a ioa o plega ho roued. Jesus-Krist

pignet en ho bag a lavar : poulzit varzu an doun-vor :

duc in altum et laxate retia vestra in capturam. — Et

respondens Simon dixit illi : Per totam noctem labo-

rantes nihil cœpimus ; in verbo autem tuo laxabo rete. —

Et cum hæc fecissent concluserunt piscium multitudinem

copiosam...

Setu petra dalv bennos Doue. -

*

* *

Mez, va Breudeur, ne ket awalc’h goulenn bennos

Doue, red eo ouspenn poania d’her meritout.

Tri seurt labour dishenvel :

Labour eneb Doue,

Labour heb Doue,

Labour gant Doue hag evit Doue.

.NHO

88 EVIT BENNIGEN AR MOR

.NTO

1° Labour a enep Doue ' zo labour noazus. — Ave-

chou, koulskoude, e seblant kaout chans d’he heul.

Neuze ar re fall a lavar : Peccavi et quid mihi accidit triste ?

Ar re vad marteze, zoken, a lavar ive d’ho zro : D’ober

petra beva ervez Doue ? Ar re falla o deuz ar guella chans ?

Me a respount : Vidi impium elevatum... transivi et

non erat. Ha goude : had taolet e liorz an ifern : appen-

sus es in statera et inventus es minus habens ;

2° Labour heb Doue. — Labour didalvoud, mad

evit guir da ober an treuz er bed-ma. Mez etre kavel ha

bez ar pennad hent zo berr, hag ar c’hounidegez ne zell

nemet ouz ar bed, a zo egoll : receperuntum ercedem suam,

vani vanam ;

3° Labour hervez hag evit Doue. — Labour vad :

porro unum est necessarium.

Avechou, koulskoude : portavimus pondus diei et œstus.

Mes Jesus-Krist a zo d'ho c'heul : Jesus autem dormiebat.

MATH. 8. v. 24.

Avel rust, mor dijaden : Domine salva nos, perimus.

Tum surgens imperavit ventis et mari et facta est tran—

quillitas magna.

Goude pedi en em zalver ; goude pedi e teu ar

galoun laouen ; goude pedi hag e chomfe poan : supe-

rabando gaudio... facta est tranquillitas magna.

Setu aze kentel ar bed-ma, sad’ ama kentel ar bed all.

*

* *

Va Breudeur, ar bed-ma, n’eo nemet eur c’houdoren

savet da loja eun tremeniad. Ar vuez a ia e teuz evel an

.NHO

EVIT BENNIGEN AR MOR 89

.NTO

hent great er mor gant liven ar vag o tremen. Levate

oculos : Savomp hor speret dreist an douar. Ar vuez

n’eo mui neuze nemet evel eur mor a dreuzomp evit

mont ac’halenn d’an Eternite.

Mez e peleac’h e tleomp-ni douara ? Petra zo red da

gaout evit tizout penn hor beach ? Ouz petra taol muia

evez ?

Doaniuz stad eun den lezet en doun-vor en eur vag

ha n’euz ennhi, na guern, na stur, na gouel, na roenv,

na nadozen-vor, na bevans...

Doanusioc’h sonjal e vemp lakeat er bed, heb hen

deffe Doue diskouezet d’heomp varzu peleac’h kerzet ha

lakeat en hor bak, ar pez a c’hell hor poulza.

Ene christen, da borz mor eo ar baradoz :

Ar feiz eo da stur,

An esperans, ar vern,

Ar garantez, ar gouel,

Gras Doue, an avel,

Ar beden, ar rouenv,

An iliz, an tour tan a zesk d’id an hent.

2° Mar d’eo doanius stad eun den ha n’hen deuz en

he vagik, na stur, na guern, na gouel, na roenv, na

nadozen-vor, eo doaniusoc’h c’hoas sonjal en eun den

hag hen deuz an traou-ze holl, mez ne ra anezho imp]ij

mad hebed. En em lezel a ra da vont du-ma du-hont

ervez kas an dour, nerz an avel pe frouden he galoun.

Goulskoude, nag a bet a ia evel-se, varzu eur pors-

mor dianavezet a dreuz rec’hier kuzet, kerreg dizolo gant

kant ha kant stokad.

.NHO

90 EVIT BENNIGEN AR MOR

.NTO

Avechou, marteze, eur zell, eun taol roenv var zu an

hent mad... Mez souden adarre taolet ar roenv, lezet ar

vag en he roll da vont e leac’h m’he foulz ar guall avelou,

pell dioc’h ar porz-mor merket gant Doue.

3° Evelkent, va Breudeur, keit ha ma kred eun den

eo mad miret stur, guern, gouel, rouenv, nadozen-vor,

n’eo ket kollet pep esperans. A bell e c’heller distrei

varzu an hent mad. Mez pa lavar : taolomp holl dreist

ar bord er mor, kuit e vezimp da rouenvat, da stigna

ar gouel, da zerc’hel ar stur ; kuit da rankout anzao en

em gollomp a benn hor c’hreizon !

Marteze, e ve neuze, ne daffe ket ar vag da goll, tud

hag all.

Koulskoude, tud a zo, hag evit ho ene, a lavar

evel-se ; tud hag a fell d’ezho her c’hredi hag hen rei

da gredi d’ar re all.

C’houi, mortolodet christen, c’houi lavarit :

Va Doue ! Skoazel d’in evit tremen ar raz

Va bag a zo bihan hag ar mor a zo bras

Va bag a zo bihan, ni bresk ouspenn

Ar mor a zo ledan, nerzus, dijaden

Nag a reier kuzet, nag a varrou arne,

Nag a wall avelou pen kaos a wall bense !

Lakeomp, dalc’homp atao Jesus-Krist en hor bag, en

hon ene. Pa ziroll ar barr amzer, lavaromp an eil

d’egile : Va mignoned, ar mor a goenv, ar goumoullen

zu a bign, ar wellenned ' zo o c’hournijal, krozal a ra ar

gurun : beac’h d’ar rouenvou, dalc’homp eün barren ar

.NHO

EVIT BENNIGEN AR MOR 91

.NTO

stur, troc’homp an tarziou mor a benn, ha c’houi, va

Doue, lakit ho tourn da heul hon dourn : salva nos.

Hag ar vag, kaer da velet a iel, a dreuz an tarziou a

bigno, a ziskenno, tro atao varzu an hent mad beteg ma

tispenno he beach.

*

* *

Mortolodet, va Breudeur, grit mad ho labour evit ar

bed-ma, ha ra gaffot evit ho poan ho tigoll en eur

beskerez mad ha puill ; mez r’ho pezet sounj ouspenn, e

zoc'h ive mortolodet an Eternite hag e tleit dreist pep

tra hag en despet da bep tra, gounit ar baradoz.

AMEN.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 32 / 99 题