Jakob, guechall, kuitead ganthan ti he dad ha douar
he vro, en em gavaz, goude kuz-heol, en eun takad
distro. Hag o choantaad en em ziskuiza eun nebeut,
e tastummaz da lakaat dindan he benn, unan euz ar
vein a velaz eno, hag e kouskas.
Hag epad he gousk, hèn guelet eur skeul en he zav
var an douar hag ar beg anezhi stak ouz an Env : ha
penn da benn ganthi, elez ar baradoz a bigne hag a zis-
kenne. Ha Doue harpet var he beg a lavaraz dezhan :
« Me eo Doue Abraham ha Doue da dad, ha da zigwall-
te a rin ive, e kement leach ma zi. »
Ha pa zifunaz, Jacob lavaret : « oh ! ama e guirionez
e ma ti an Aotrou Doue ha pors an Envou : vere domus
Dei est hic et porta cli. Ha goude beza santifiet ar
.NHO
78 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC
.NTO
mean a ioa bet dindan he benn, hen lakeas en he zav
hag her galvaz ti an Aotrou Doue.
Mad, va Breudeur ker, seblantout a ra din, guelet o
tremen hirio, en ho parrez hag evidoch, ar pez a dreme-
naz neuze evit Jacob e bro ar Zav-heol. Eveldhan e
zoch tremenedi var an douar o vont gant ho chent
dindan lagad ha dourn an Aotrou Doue. Choui ive
kouls hag hen ha guelloch, a chell ive lavared : ama e
guirionez e ma porz an Envou ha ti an Aotrou Doue.
Va zonj er gelennadurez verr-ma, eo hen rei deoch da
gompren.
*
* *
« Drebomp hag evomp a lavar lod 'zo, en em guru-
nomp a vleun, araog men em wenvint, kemeromp
hor plijadur e pep giz, e pep tu, keit ha ma ellimp, rak
mervel a raimp em berr. »
Ah! setu hi e guirionez, troet ho spered varzu traou ar
bed-ma, ebken.
Lod a boagn da greski ho danvez, lod da glask eno-
riou, lod a red varlerch plijaduriou ar vuez, lod all en
em ruil deuz an eil dizurs en egile. Beva ' reont evel pa
na ve goude ar vuez-ma netra da esperout ha netra da
zouja ; sonjal a reont er pez a zell euz mad ar chorf :
ne sonjont ket er pez a zell euz mad an ene.
Hag eurus int-hi ? Nint ket eurus : ne chellont ket
beza eurus.
Da genta, ar peched ' zo pounner da zougen, da stleja
dhon heul var an hent.
.NHO
EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 79
.NTO
Var a gounter e sao var douar Jerusalem, eur froue-
zen, hag evit ar chenta guel, a zeblant beza kaer ha
mad. Mez pa deu ar beachour dare gant ar zeched din-
dan an heol bero, da ranna dindan he zent ar froue-
zen douellus, ne gav ennhi, nemet evel eul lastez poul-
tren du ha chouero. Setu poltred ar pechet.
A ziabell, e ve lavaret e tigas plijadur d'he heul.
Hag eur vech tanveat e lez e kaloun an den, evel eun
drean spern hag a zeu dhe vrouda noz-deiz.
Plijaduriou ar bed zo fazius. En em denna ' reont a
zourn an den evel eur zilien a zourn eur pesketour ;
guenvi a reont ker buhan hag ar vleunvennik distaget
deuz skalf ar vezen.
Ar madou diez da zestum ne deuont ket atao, varlerch
ar boan a gemerer. A hent all, ar guir eürusded neo ket
bed staget outho. Rak ne ma ket en ho galloud karga
kaloun an den. Ar galoun zo great evit Doue. Pa he dis-
troer deuz Doue, pa he zenner diganthan e cherru
ganthi evel gant eur variken didal. Kaer a zo lakaad
ennhi kement a chell ar bed da ginnig, mar deo didal,
atao e chommo goullo. Hag an tal eo Doue.
A hent all, ebars en Env e zeuz eun eal : eal ar
venjans. En he zourn eur chalur. Pa ra Doue eur zell,
ar chalur a deu da gosteza, hag a lez da gueza var an
douar a bep seurt enkrez ha tristidigez.
Atao, e teu da vir, ar pez a lavare guechall Salomon
ar fur. Azezet var he dron olifant, brudet a bell bro,
gant pep tra en dro dezhan ervez he choant, e chan-
zave eun deis: « Dindan an heol, emezhan, ne gaver
nemet tristidigez ha mogidel. »
.NHO
80 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC
.NTO
Hag e kav-fet, ar pez ne gaver ket, an eürusded
e traou an douar, eun henveleb eürusded a ve fazius,
rag ne bad nemet eun devez.
Petra eo buez an den var an douar ? Henvel eo ouz
ar vag a faout an dour ha ne lez var he lerch nemet
eur rizen hag en em zispenn en eun taol kount ; ouz al
labous a rann an ear ha na lez var he lerch na merk na
rouden... etc.
Ha pa rank an den hen deuz bevet heb sonjal e Doue,
en he ene, en he eternite, kuitaad ar bed-ma, pa zeu
ar maro da lakaat er memes renk paour ha pinvidik,
petra ' gaso-hen ganthan, an den dizoue ? Eur goz linzer,
pemp pe chuech planken, eun toull en douar... ha
goudeze he esperans eo galloud, en eur vervel, mervel
holl : salo ! en tu all dar bez, ne ve mui netra evidon :
salo ! e ve va flaneden henvel ouz planeden ar chi a
daoler dezhan, e stern an daol, an tamm kreun a gaver
re galet.
Eürus an den ne gemer ar bed-ma nemet evel eul
lochen savet da dremen eun nosvez gant eur beachour
var douar an estren, keit ha ma vale varzu he vamm-bro.
Keit ha ma pad he vuez e sav, aliesa ma chell, he
zaoulagad varzu an Env. Goud a ra eo kemeret gant
Doue evit he grouadur : ut filii Dei nominemur et sumus.
Goud a ra eo evel eun ezel, eur mempr beo da Jesus-
Krist : membrum de membro ; galvet da gaout perz er
memez levenez, er memez eürusded; cahredes Christi :
goud a ra eo he ene templ dar spered glan : templum
Dei quod estis vos.
.NHO
EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 81
.NTO
Ha pa zeu evithan, an heur da gimiada e kuita ar
bed heb doan : n'her c'hare ket, n'oa ket he vro ;... e
kuita heb doan madou ar bed : madou all hen deuz
dastumet ;... e kuita heb doan he gerent : en em velet a
reint adarre divezatoch er baradoz ; kuitaat a ra heb
doan he gerent ha zoken he gorf paour. Evithan ar
maro a zo evel eur chousk. He gorf a zavo hag hen
devezo perz e gloar an Envou.
*
* *
Mez va breuder ker,
Diez, skuizuz an hent ha kaloun an den zo dinerz. E
peleach kaout nerz ?
An hent a zo fazius... kals en em fazi. Piou ' zifazio
an den ?
An eunig o nijal a goll plunv, an oan o redek a goll
gloan, an den bleuniou he gurunen. Piou a zavo an den,
a bareo gouliou he ene?
Lod a lavar :
An enebour, enebour bras an den, eo an Iliz.
Ia, enebour eo dar gaou, dan drouk oberiou... etc.
Mez e guirionez hi eo ti Doue, porz an Envou. Seblan-
tout a ra din he guelet, savet var tri bost a(r) garantez.
Da genta, an Aoter : Tron ar beden nerzus, eienen ar
guir nerz. Eno dreist holl, e cheller lavaret : omnia
possum in eo que me confortat.
Dan eil, ar Gador brezek. Er bed e lavarer hag e tis-
lavarer. Er gador brezek, atao ar memez lezen, nann
great gant an dud, mez gant Doue ha desket goudeze
6
.NHO
82 EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC
.NTO
euz an eil rumm degile. Ama guir difazi an den, skle-
rijen an eternite : noverim te, noverim me : Anaout
Doue petra eo, petra chortoz, petra reio, petra e tleomp
beza hon unan. Setu ar guir skiant.
Dan trede : en iliz, eur gador goves. Pa zellan
diouthi, varnhi e seblantan lenn : venite ad me omnes
qui laboratis et onerati estis et ego reficiam vos...
kurunen an den bet great mad er veach kenta... dis-
pennet goudeze aliez er gador govez kempennet a
nevez.
*
* *
Eun dra gaer eta eo sevel eun ti da Zoue, rak dhe
heul e saver skeul, bali Env.
Ouz an iliz eo stag pep tra vras e buez an den : ar
vadiziant, ar pask kenta, an eured, ar maro, ha goude
ar maro, eun toull en douar e tal an iliz.
Parrisionis, eun deiz a zeuio e zeot dirag Doue. Ho
choberou iel dho cheul. Lod, oberou mad, pechejou
marteze, mez ive ar prof roet evit sevel an iliz-ma. Ar
mean douget ganeoch a vezo eno ive. Pounner a vezo,
dibrada ' reio meur a bechet.
*
* *
Eur gomz choaz abars disken.
Eun den a zo ama, hag evit digeri, heulia, ren, peur-
gloza al labour a velomp hirio en he zav, hen deuz en
em lakeat er penn kenta. Ar boan, ar soursi, ar chon-
troliezou hen deuz bet kavet !... Doue her goar! Hen her
.NHO
EVIT KONSEKRASION ILIZ HANVEC 83
.NTO
goar ive ! Ni, ne chellornp ket her gouzout. Red eo, evit
sur gouzout mad, beza great ar pez hen deuz great, tremen
dre al leach ma zeo tremenet... Neo ket din-me dher
meuli. Nher goulenn ket kennebeut. Deochui eo, par
risionis. Pe evit lavaret guell, he veuleudi zo ama
merket var goarinier ar pilierou, var ar mein bèn, var
pep tra. Rekompanset eo dija. Pa zell ouz an iliz-ma e
komzan ennhi, hirio, e lavar: va labour eo.
Eur rekompans all a chortoz koulskoude. Choui ive
zo iliz Doue : templum Dei quod estis vos. Grit ma
c'hello kaeraat, bemdez muioc'h mui, iliz ho c'hene.
Neuze, eun deiz da zont, hen er penn kenta, choui dhe
heul, a gao digemer en eun iliz all padusoch, ske-
dusoch, kaeroch : eun iliz ha na vezo ennhi souilladu
rez hebed, netra nemet Doue kantmeulet gant he vugale,
kurunet ganthan he-unan, e palez aour an Eternite.
AMEN.
* * *
.NPO