Marteze lod achanoch ne anavezont, ne ententont
nemed iez hon tud kos (1). Oh ! kredit hen stard, nho
zamallan ket. Pell dioch eno, rak :
Ar brezonek hag ar Feiz,
A zo breur ha choar e Breiz.
Re aliez, siouas ! ar gallek a zaosmeger en hon touez,
a zigas dhomp dindan he gazel, da heul eun neubeudik
mad a ourgouil, kos leoriou, kos paperiou ha nint mad
nemet da sklabeza ar vro, da jench tu dhor chaloun
baour, da vouga ar Feiz, da zischrizienna doujans Doue.
.NFO
(1) An aotrou Quere hen doa great araog, eur zarmoun gallek.
.NHO
EVIT BENNIGEN MEAN KENTA ILIZ KARAES 75
.NTO
Ha mar kollomp hor feiz goz, petra e teuimp-ni da
veza ? ni micherourien baour, labourerien douar ha
nhon deuz, evit en em harpa epad hor beach, nemet
an esperans da velet Doue laouen ouzomp goude hor
maro.
Mez eur gomz a anavezan, eur gomz vad lavaret gant
unan euz hor bro :
Ni zo bepred
Bretonet,
Bretonet
Tud kalet.
Tud kalet ouz al labour, kalet, dizamant ouz ar boan,
kalet, stard en hor chreden. A gement-ma e roit, hirio,
eur merk anat.
Ho chiliz koz a ioa var nez koueza en he foull ; mez
setu ni o paouez bennigen mean diazez ho chiliz
nevez. Lavaret ho cheuz : En em glevomp, ken etre-
zomp ; an eil nebeut a gresk egile ; eur skouet ha nao
a ra dek. Lakeomp diner ar paour var louiz aour
ar pinvidik ! Hag oll den em heul ho cheuz roet eun taol
skoas da rod ar char, digoret ar chan, ha neo ket
choui, va breudeur ker, a lezo an alar e kreis an ero.
Troet e vezo a bom betek penn ar park.
Eun iliz, bolzet he mogeriou ho cheuz kavet varlerch
ho tud kos. Eun iliz ploum var he filierou, nerzuz var
he goareier mein-bèn, a lezfot gant ho pugale vihan. Eun
dra vad a rit : fouge ho pezo, ha nann heb abek, pa
glevot an diveza taol morzol o tacha an diveza mean
var doen ho chiliz nevez.
.NHO
76 EVIT BENNIGEN MEAN KENTA ILIZ KARAES
.NTO
Eun dra talvouduz a rit ive. Kaout a rear choas
beziou kos ha ne deuz var-n-bo skrivet hano hebed.
Hebken, avechou e kaver var-n-ho, merk beg eun troad,
avechou all roud penn eur chlin. Merk beg eun troad,
evit diskouez e kousk aze, eun den ha ne bouezaz ket
var an douar, eun den hag en em zistagaz dioch traou
ar bed, en em zavaz varzu Doue muia ma chellaz, ne
boueze nemed var begou he dreid...
Roud penn eur chlin : ama e kousk eun den a beden,
a binijen, atao stouet he benn ha puchet var he zaoulin
da choulen trugarez ha pardoun.
Var ho pez, marteze, va Breudeur ker, ne vezo savet
nemet eun duchennik zouar, pladet abred dindan treid
an dremenidi. Koulskoude, en despet da ze e lezot eun
test var ho lerch ; lezel a reot eur mean prenet gant ho
chaluzen evit sikour sevel eun ti deread dan Doue a
garit. Hogen rei da Zoue a zo prena leve.
Nan atao, evit guir, ebarz er bed-ma, mez en eur vro
velloch. En Envou Doue ho paeo.
Evelse bezet great.
* * *
.NPO