PARRISIONIS MOELAN,

E giz ma hen deus Aotrou persoun Riek diskleriet

dirazoc’h, hanvet oun gant an Aotrou 'n eskop a Gemper

da veza persoun ho parrez, ha var ger an hini hen deuz

guir da gommandi, setu me heb digarezi netra, digwezet

en ho touez.

Anavout mad a raan peger pouner eo ar zamm a zo

lakeat var va diou skoaz.

Ho parrez a zo bras ha va nerz a zo bihan.

Ouspenn, dont a raan varlerc’h eur persoun hag a

gemerac’h gant rezon, evit eun tad leun a vadelez e kever

an holl.

Ar zonj anezhan a zo c’hoas, hag a jommo pell amzer,

fresk-beo en ho sperejou.

Var dro daou ugent vloaz hen deuz labouret en ho

parres ha poaniet evit deski deoc’h lezen Doue hag ho

lakaat var hent an Env. Mez kaer hen deuz ar zantella

beleg, lakaat he boan evit derc’hel an urs vad en he

.NHO

72 EUR PERSOUN NEVEZ D’HE BARRISIONIS

.NTO

barres, na c’hell ket atao dont a benn euz kement hen

deveuz c'hoant.

Va Breudeur, ar mad hen deuz great dont a raon da

glask hen ober c’hoas en ho touez. Ha mar hen deuz,

divar he vele a boan, taolet eur zell a druez var lod

ac’hanoc’h en eur lavaret : « Klasket em beuz ho gounid

da Zoue, hag hi ho deuz great ar skouarn vouzar, "

Klask a rin ober eveldhan hag o distrei var hent an Env.

Va Breudeur, daoust hag ar blijadur em bezo-me da

ober en ho touez, an holl vad em euz c’hoant ? n’her

gouzon ket, mez hen esperout a raan.

Hen esperout a raan, rak ma c’hortozan euz ho perz

bolontez vad ha sentidigez. Ne anavezan ket aleiz parres

Moelan ; sur oun evelato da gavout ama, tud vad hag

anavezet em beuz dija lod, tud dreist hag am zikouro

guella ma c’hellint, da ober pep tra evit gloar Doue ha

silvidigez an eneou.

Hen esperout a raan, dreist holl, rak ma teuan en

hano Doue, a berz Doue, ha Doue a vezo en tu ganhen.

Gueach all, santez Thereza a fellaz dezhi sevel eur

gouent nevez. Mez evit eun dispign ken bras, ne doa

nemet pemp blank, netra ken. Pep unan a glaske hen

distrei, mez hi a respountaz : Thereza ha pemp blank

n’int netra. Mez Thereza, pemp blank ha Doue a zeuio

a benn deuz pep tra.

Va Breudeur, gant va nerz va-unan ha va bolontez

vad, me ive ne d’oun netra. Mez an Doue a m’ digas

a roio d’in, hen esperout a raan, an nerz, ar sklerijenn, ar

fermder am bezo izom da gaout ha gant graz va Doue

.NHO

EUR PERSOUN NEVEZ D’HE BARRISIONIS 73

.NTO

e c’hallin, marteze, ober eur vad bennag en ho touez.

Her pedet e meuz, Her pedi a(r) raan, Her pedi a rin

bemdez, da skuilla he vennoz var beleien ho parrez, da

skuilla he vennoz var ho tiez, var ho touarou, varnoc’h

ho c’hunan, ha bennos an Aotrou Doue a zougo chans

hag eurusded evidoc’h hag er bed-ma hag er bed all. —

Evel-se bezet great.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 25 / 99 题