VA BREUDEUR HA VA C’HOAREZET KRISTEN,

Kozeal a rear, en amzer-ma muioc’h c'hoas, marteze,

eget na zeuz bet great biskoas, divar benn ar veleien.

Lod, her goud a raan, a-gaoze evit ho meuli, evit difenn

ho c’harg, evit en em lakaat a du gant al lezen a breze-

gont. Mez lod all, — hag ar re ma a stanka bemdez, —

a gaoze en ho eneb, a enep ar garg ho deuz, a eneb ar

gelennadurez a roont, a eneb an dever a rankont da

ober.

Mar kavont en unan pe unan anezho eur mank, eur

fazi benag, — ha diez eo na ve ket kavet pa zeo guir e

zômp kouls hag ar re all bugale Adam hag Eva, — ker-

.NHO

64 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ

.NTO

kent e ma int a lamm var ar fazi-ze ; anezhan e reont

evel eur spountail hag a bourmenont, gant plijadur,

dirak daoulagad an holl, gant esper ma c’hallint guel-

loc’h a ze, distaga diouzomp kalonou ar gristenien ha

mired na gasfomp ervad da benn al labour omp

galvet da ober evit silvidigez an eneou.

Mad, va Breudeur ker, divar benn ar veleien e teuan

d’am zro, da lavaret deoc’h eun nebeut komzou.

Ha penaos galloud chom heb hen ober ?

Ho c’hunan her gortozit euz va fers. Rak, hirio, ho

speret a zo e tont hag e vont euz ar persoun ho c’heuz

kollet d’ar persoun a zo digaset en he leac’h.

Marteze e c’hortozit ouspen e rafenn ho meuleudi

dirazoc’h. Mez da betra meuli ar persoun hoc’h euz kol-

let ? Amzer ho c’heuz bet d’hen anaout ; goud a rit dre

ho skiant ho c’hunan, ne c’houlenne nemet ho karet

hag ho lakaat da garet d’he heul hag eveld’han reli-

jion Jesus-Krist. Ha pa hen deuz guelet e vanke

dezhan iec’hed awalc’h evit ober mad he garg, hen deuz

roet he zilez hag en em dennet a gostez evit sonjal, heb

mui ken, en he zilvidigez he unan.

Ne veulin ket ho persoun nevez. Aze e ma ouz va

zelaou ha gouzout a raan, ne c’houlenn en eur ober

mad he garg, nemet beza meulet gant Doue.

Eaz e ve din koulskoude, ober he veuleudi dirazoc’h

rak hen anaout mad a raan ; anaout a raan ouspenn ar

vad hen deuz great e parres Plouneour evel kure, hag e

parrez ar Roc’h evel persoun. Gouzout a raan c’hoas e

tigas en ho touez ar memez kaloun vad, ar memez

.NHO

EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 65

.NTO

c’hoant hag ar memez galloud da ober en ho parrez,

ar vad hen deuz great beteg-hen, e kement leac’h ma

zeo bet tremenet dreizhan.

Mez guelloc’h ganhen lavaret deoc’h :

I.— Petra e tle beza eur persoun e kever he barrisioniz ;

II. — Petra a dle beza ar barrisioniz e kever ho

fersoun.

*

* *

I. — Petra e tle beza eur persoun e kever he barri-

sionis ?

Va Breudeur ha va c’hoarezet kristen, e peb bro

reizet mad e veler : 1° Skrivagnourien da gaiera ar

vugale kerkent ha ma teuont er-bed ; hi a verk piou an

tad, piou ar vamm, pehini eo an ti; hag ho skrid a vezo

kred, goudeze, evit ar vugale kaieret gantho hag a roio

d’ezho guir en heritaj ho zud ; 2° Gueled a rear soudar-

ded, archerien, barnerien, evit difenn ar vro ouz an

enebourien a zianveaz ha derc’hel ennhi an urz vad en

despet d’an dud fall a ziabars, etc. ; 3° Guelet a rear

medisined, karget da barea klenvejou ar c’horf... ; 4° Al-

vokaded karget da rei harp d’an dud a zo tamallet...

5° Mistri skol, karget da skigna an deskadurez etouez

an dud.

Kement-ze holl great gant furnez, gant muzur, gant

mennos vad a zo talvoudus, etc.

Mez evelkent, an traou-ze holl n’int mad nemet evid

hon treuz var an douar. Hogen evit treuzi an douar ne

vezomp ket pell, etc... hag euz traou ar bed-ma eur

vech achu ar vuez, ne da netra d’hon heul.

5

.NHO

66 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ

.NTO

Mez beza hon deuz ive da ober hon treuz en eternite.

Dreist buez ar bed-ma me a vel, var dreujou an

eternite, Doue — hor mestr hirio, — hor barner var-

c’hoas, — ha goude, hor c’hurunen pe hor punision.

Piou dirag an Doue-ze, a gemero karg hon eneou ?

Va Breudeur, unan a zo galvet d’hen ober : Ar belek.

Petra eo eta ar belek ?

Pa zellomp ouz penn kenta he vuez, ne gavomp, aliez,

nemet mab eur micherour, mab eun devezour, mab eul

labourer-douar...

Eun devez avad, Doue a lavaraz... segregate mihi

Paulum et Barnabam... var dal ar c’hrouadur iaouank

e reaz eur merk gant he viz... ha neubeut bloaveziou

goude, ar c’hloarek iaouank en em strinkas var leur an

ilis... varnhan evel pa vije maro e oa pedet... beo oa

koulskoude... maro d’ar bed... beo evit Doue. D’an

deis-ze e voue great belek.

Divar neuze, sada hen, var eun dro

1° Skrivagner an Aotrou Doue,

2° Soudard Jesus-Krist,

3° Medisin an Eneou,

4° Alvokad ar Gristenien,

5° Kelenner an dud fidel.

*

* *

Skrivagnier Doue... Ar belek a zo en he zourn,

alc’huez ar mean-font. Kemeret a ra ar bugel kerkent

ha ma teu er bed ; var he dal e laka merk ar vadiziant.

.NHO

EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 67

.NTO

Iviziken ar c’hrouadur a zo skrivet he hano var gaierou

ar barados : Doue zo he dad... an Env zo he vro.

Sourdard Jesus-Krist : — Karget da zifen en hano

Jesus-Krist ar re dre ar vadiziant a zo bet lakeat e renk

heritourien ar baradoz : he zever eo ho gervel, ho dastum

en dro dezhan e troad Aoter Jesus-Krist, evel ma teu

ar c’habiten da zastum en dro d’an drapo, ar zoudardet

all a zo dindan-han. Setu perak eo lakeat en he zorn

korden kloc’h an ilis parrez.

Medisin an eneou : Meur a zoudard a gouez gouliet

holl var dachen ar stourmad. Meur a gristen a vez

gouliet ho ene var hent ar vuez ma, rak : Inter vos

multi imbecilles — kals tud diners. A hent all : —

dies mali sunt. Piou a bellaio an danjer ? Piou a zavo

an den kuezet ? Piou a bareo an ene gouliet ?... Ar

gador goves : sacerdos alter Christus... quodcunque,

ligaveris... erit ligatum... quodcunque, solveris... erit

solutum et in cœlis.

Alvokad ar gristenien : Desolatione desolata est

terra... Fallagriez aleis... Var beg eun tour eur varren

houarn evit distrei ar gurun... Var an douar etre Doue

hag an dud, korf Jesus-Krist, diskennet var an Aoter

dre gomz nerzus ar belek ha savet ganthan evit distrei

breac’h an Aoutrou Doue... Gueach all eur c’habiten a

lestr, Albukerque, a gemeras pa zea he lestr da weledi,

eur c’hrouadur bihan etre he ziou vreac’h en eur lava-

ret : Va Doue ni zo pec’herien, mez ar c’hrouadur-ma

zo dibec’h, abalamour d’ezhan pardounit...

.NHO

68 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ

.NTO

Kelenner an dud : — Lod a lavar, da betra senti ouz

ar veleien ?... Abalamour d’ezho, Jesus-Krist hen deuz

lavaret : « ite docete omnes gentes : deskit d’an holl

heulia ar pez a meuz gourc’hemennet.

Ar persoun a zo d’ezhan kador ar virionez. D’ezhan da

lavaret : ama e ma an hent. D'ezhan da rei kuzul vad :

d’ezhan da gomz a varadoz, a ifern : d’ezhan da grial arz

ar bleiz, arz ar c’hi klanv : d’ezhan da c’hourdrouz.

Lod a lavar : Loquere nobis placentia... Hen a res-

pounto Est, est, non, non, Amicus Plato, magis amica

veritas. Ar virionez, guirionez Doue, setu he lod... Pa

vanko ar virionez e zai an traou var ho zu gin : Dimi-

nutæ sunt veritates... etc. Setu perak e rank deski lezen

Doue d’ar pec’her evit, en eur he spounta, hen distrei...

deski al lezen-ze d’ar re vad, evit en eur ziskuez an Env,

rei dezho nerz kaloun. Evel-se, adalek ar c’havel betek

ar bez, ar persoun a zo o c’heul an ene kristen... kris-

tena a ra ar c’hrouadur, ho zifen hag he rên var hent ar

vuez, he barea pa vez gouliet, pedi evithan ouz an

Aoter, hen digoall deuz fals kredennou ar bed en eur

he gelen ervez Doue. Ha pa vezo krog ha krog gant ar

maro e kennerzo anezhan : — Proficere anima chris-

tiana, — e tiskuezo dezhan ar baradoz digor ha var ar

bez e skuillo an diveza berad dour benniget. Setu aze he

loden. Ober kement-se ' zo he zever. Ho persoun nevez a

anavez mad al loden-ze... her great heu deuz er barrez a

guita... evit kenderc’hel d’hen ober eo digaset d’ar

barrez—ma... Ne vanko ket d’he labour... Kement hen

anavez mad her goar kouls ha me.

.NHO

EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ 69

.NTO

*

* *

Euz ho kostez, va Breudeur ker, ho c’heuz deveriou

e kever ho persoun, hag evit ma kavo skanvoc’h he

labour, eo red deoc’h ho gober :

Kemeret heb lakaat

Nebeut e pad.

Ho persoun a lakaï he lod : c’houi, lakit ho c’hini.

1° Kared ho persoun : hen ho karo, hen ho kar dija...

paneve-ze, ne vije ket deuet en ho touez... Ho karet a

reio muioc’h mui. Karit-hen d’ho tro. Ar guir garantez,

ar garantez ginidik a boull kaloun Jesus-Krist a zo ben-

niget gant Doue, a zoug eur frouezen dudius a ra eu-

rusded ar c’halonou.

2° Respeti ho persoun : qui vos spernit me spernit.

Pilat hag Herodes... Ar re a daol pri ouz fas ar belek a

c’hoar mad petra reont. En eur vouga e kalonou an dud

ar respet evit ministred Jesus-Krist e tistroer an eneou

divar hent an Env.

3° Senti ouz ho persoun : Qui vos audit me audit.

Studia ' ra lezenn Doue muioc’h evidoc’h eget evithan

ha goude beza he studiet e tesk anezhi d’ar re all.

Evelse he gomzou n’int ket he gomzou, he greden ne

zeu ket a berz an dud : diskennet eo divar muzellou an

Hini na c’hell na fazia den nag en em fazia he unan.

Evelse e c’hoarvez eun dra : Eun dourn d’ar persoun a zo

en ho tourn hag he zourn all a zo e dourn an Eskop’,

dourn all an Eskop ' zo e dourn ar Pap hag ar Pap gant

he eil dourn a zo krog e dourn Jesus-Krist.

.NHO

70 EVIT TRONI EUR PERSOUN NEVEZ

.NTO

Setu great ar jaden etre an Env hag an douar. Ennhi

ne vank mell hebed. Hag ar jaden-ze eo chaden ar zil-

vidigez. Rak beza gant Jesus-Krist eo beza gant Doue

en he varadoz.

En eur gozeal deoc’h deuz ho teveriou e meuz lavaret

deoc’h ar pez a ouzoc’h. Guelloc’h c’hoas lavaret d’heoc’h

— var a meuz klevet, ha na meuz klevet nemet ar pez

zo guir — lavaret deoc’h chom ar pez ma zoc'h. C’houi

a gar ho peleien. Hen diskuezet ho c’heuz pa zeo eat

kuit ar persoun ho peuz kollet. Hen diskuezet ho peuz

c’hoas pa zeo digouezet ho persoun nevez. Var beven

ho parrez edoc'h ouz he c’hedal evit diskouez, en dervez

kenta ma c’herrue, oa ho kalounou a du gant he hini.

Kenderc’hel a reot, va Breudeur ker, hag evelse e teui

da vir ar pez a velet er penn kenta euz an iliz ; cor

unum et anima mea : eur persoun e penn he barrissioniz,

e vont harp oc’h harp varzu eur barrez all kaeroc'h eget

an holl barreziou ar bed-ma : varzu parrez baradoz

Doue.

Evelse bezet great.

* * *

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 23 / 99 题