VA BREUDEUR KER,

Henori, kared, pedi a reomp ar zent, hor fizianz a la-

keomp e’nho deiz ho fardoun, deiz a bardoun evidomp.

Mad a reomp, rak beza int mignouned Doue hag hor

mignouned-ni, etc... Koulzgoude se n’eo ket awalc’h, red

eo ouzpenn kemered skouer divarn’ho, studia ho buhez

evit anavoud hon-unan dre be hent e tleomp kerzed

d’hon tro.

Mad hirio euz buhez Sant Per e tennan eur gomz hag a

lennomp en oferen hirio : Petrus servabatur in carcere,

Sant Per a ioa Abostol J.-K., mean fount, mean diazez

an Iliz, karget da ren ar gristenien fidel ha Per a ioa, dre

bermision Doue, dalc’het er prizoun... An Iliz var he

lerc’h a zo bet hag a zo persekutet c’hoaz hirio en deiz.

Koulzgoude an Iliz eo pried J.-K., d’hezi hen deuz pro-

metet harp ha sklerijen, en he dourn hen deuz lakeat

tenzor he c’hrasou, he veritou, he vadelezou. Ar guir

.NHO

56 BUEZ AR C’HRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL

.NTO

gristenien eo guir vugale Doue. Evit-ho hen deuz great

ar bed, evit-ho an Env. A hent all, Doue zo holl c’hal-

loudek : Ne ziwer nemed ar pez a gar, holl zantel, holl

madelezuz eo ive : ne gar eta nemed ar pez zo mad ha ne

glask nemed ar pez zo talvouduz d’he vugale.

Penaoz eta ha perak kement-se ?

Ar respount d’ar goulen-ma a dlean e pevar c’her da

lakaad hirio dirak ho taoulagad...

1° Perak poan ha brezel evit ar guir gristen var an

douar ?

Abalamour ar boan, ar brezel eo mean diazez ar reli-

gion gristen.

Eun ti zo douget var ar mean fount. Ti ar zilvidigez

douget var ar groaz, var ar binijen, var ar brezel.

Regnum cœelorum vim patitur, et violenti rapiunt

illud.

Tollat crucem suam quotidie et sequatur me. Nisi pœni-

tentiam egeritis omnes similiter peribitis.

Setu evit ar bed all.

Evit ar bed ma : in sudore vultus tui, vesceris pane.

Setu komzou J.-K., ha setu ar skouer hen deuz roet :

gounid a ra he vara gant ar c’houezen dioc’h he dal.

N’hen deuz ket eur mean hebken da astenn he benn

d’en em ziskuiza, ha pa varv, e toug eur gurunen spern,

eo stag ouz eur groaz...

2° Buhez ar c’hristen a zo enhi poan ha brezel, ha

perak ?

Abalamour ar brezel a ziwall ac’hanomp a zroug.

.NHO

BUEZ AR C’HRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL 57

.NTO

Piou a ziwallo an arme ? — Ar gedour ! ha piou a

ziwallo ar gedour ? An enebour he-unan !

Abalamour ar boan eo hon distro guella ouz Doue.

Eur zell en dro d’heomp ; eur zell var—n-homp. E kreiz

ar iec’hed, an danvez, ar blijadur ; nag a bed en em an-

kounac’ha, en em goll ! pa zeu ar boan e koumprenomp

pegen dister eo traou ar bed, hag e tistroomp ouz Doue

evit gounid madou padusoc’h : bonum mihi quia humi-

liasti me.

3° Poan ha brezel a zo buhez ar c’hristen, ha perak ?

Abalamour ar boan, ar brezel a laka an disparti etre

ar re a zo evit Doue hag ar re a zo a eneb Doue.

Eur marc’hadour arc’hantiri hen deuz en he stal eur

mean diskuiller evid anavoud an arc’hant mad dioc’h

an arc’hant faoz.

C’hui, labourerien douar, evit dispartia 'n hed goanet,

an draok, ar skaot-du dioc’h ar greun mad ho c’heuz ho

kuenterez, pe ho krouer d'ho banna en avel...

Doue hen deuz he vean diskuiller evit rei da anavoud

he vir zervicherien. Daou zoudard a zoug ar memez

guiskamant, sabren, fuzuil. Unan kalounek koulzgoude

hag egile digaloun pa groz ar c’hanoliou, pa sut ar

bouliji abiou d’ar penn, unan a zalc’h mad d’an drapo,

egile a dec’h pe en em rent prizounier...

Kalz ac’hanomp en em fazi ho-unan ; a zounj, a gred int

e guirionez evit Doue. Pa zeu ar brezel e veler sklear...

An diou gevren en em ziskouez evid ar pez ma zint :

bugale ar bed, bugale Doue.

4° Perak, e buez ar c’hristen, poan ha brezel ?

.NHO

58 BUEZ AR C’HRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL

.NTO

Abalamour ar boan, ar stourm, ar c’hourenadek a rent

purroc’h ar vertuz.

Eun tamm houarn, dir, koeor, ploum, etc., goloet a

skant pe a vergl a vez taolet en deuzerez, hag a zeu da

veza ker pur, ken digemesk ha biskoaz.

Eur c’hrez fank a vez kaset d’ar ster, kannet gant

saoun ha taoliou golvez, bervet el lichou pe er vugaden,

tremenet goude dre an dour sklear : setu hen ker flamm

ha flammoc’h eget pa voue dispennet euz ar viad.

Va Breudeur kristen, — eur zell var hon ene : — ha

disklabez eo ar c’hrez a zoug. Disklabez oa, deiz hor

badiziant. Mez hent ar vuhez a zo kaillaruz...

Ar bed zo faoz evel an dour-red.

Kaloun an den zo goak ha dinerz...

Ne c’houzon ket petra eo kaloun eur c’hokin rak evit

kokin n’oun ket bet biskoaz, mez ar pez a c’houzon mad eo

eun dra spountuz selled piz ouz kaloun eun den ho-

nest. Setu ar pez a lavare eur skrifanier braz... va

Breudeur, ha ni, ha n’euz tamm strink ouz hor c’ha-

loun ; ha ne ra ket mad an Aotrou Doue dond, eur vech

en amzer, da ober kouez vad hon ene ?

Durus est hic sermo. Ar c’homzou-ze ' zo tenn da gle-

vet. Mez evelkent pa zounijer en eternite e koumprener

mad e c’hounezer dre eur boan verr eur joauzded heb fin.

Goude holl, ententit mad, kaer hor bezo, teir groaz zo

en ho zao var an douar.

1° E kreiz kroaz J.-K., oan hegarad, maro evit silvi-

digez an dud. Ouz houn-ma e c’hallomp sellet : mez ne

.NHO

BUEZ AR C’HRISTEN A ZO EUR VUEZ A VREZEL 59

.NTO

c’hallomp ket pignad varnhi ; varnhi ne c’halle pignad

nemed mab Doue... etc.

Mez en he c’hichen, diou groaz all : 1° kroaz al laër

kleiz ; 2° kroaz al laër deou. Euz an diou-ma he ran-

komp kemered unan pe unan.

Kroaz al laër kleiz, kroaz an den a zo e kichen he

Zoue, a dorr lezen he Zoue, a zeu da vlasfemi he Zoue

a zo goloet a c’hoad he Zoue mez a zalc’h d’he bec’he-

jou...

Kroaz al laër deou, kroaz ar c’hristen mad, ar c’hris-

ten a c’houlen pardoun, ha J.-K. a respount :

Hodie : ar vuhez zo berr. Hodie : dija var an douar e

skanvaan da boaniou hag em berr e vezi ganhen er

baradoz.

Hodie mecum eris in paradiso. AMEN.

.NPO

Notenn : Pajenn 60 a vez unan gant tra ebet

warnezhi.

N'eus ket a bajenn 61 nag a bajenn 62 el

levr moulet er bloavezh 1906 evit al

levrdi Corcuff e Kastellin.

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 20 / 99 题