PREZEGEN

Var ar Zantelez

—————————

Imitatores mei estote, sicut et ego Christi

Kemerit skouer divar-'n-on-me, evel ma

kemeran skouer va-unan divar Jezuz-Krist.

(1. cor. 4-16).

Va Breudeur ha va C'hoarezed kristen,

Pedi, kared, trugaregaad a reomp ar zent ; hor

fizianz a lakeomp en-ho ; deiz ho gouel, deiz ho far-

doun, a vez, evidomp-ni ivez, eun deiz a c'houel, a

bardoun, a laouenidigez. Kement-se a zo mad, a zo tal-

voudek, rak ar zent a zo hor mignouned, hor breudeur,

hor madoberourien ; din int a bep fizianz, din a bep

meuleudi ! Koulzgoude, kement-se n'eo ket aoualac'h ;

red eo c'hoaz ; pelloc'h e zaan ; red eo, dreist pep tra,

beva evel ma ho d-euz-hi bevet ho-unan, evit galloud,

eun deiz da zon'd, kaoud perz en ho levenez hag en ho

eüruzded. Ar pez a hell ober d'hezo ar brasa plijadur eo

ma heuillimp, koulz hag hi, gourc'hemennou an Aotrou

.NHO

E RANKOMP BEZA SENT 47

.NTO

Doue, ha seblantoud a ra d'in ho c'hlevoud e lavared

d'heomp ar pez a lavare gueach all an Abostol Sant

Paol da gristenien he amzer : imitatores mei estote, sicut

et ego Christi : kemerit skouer divar-'n-on-me, koulz ha

ma kemeran skouer va-unan divar J.-K.

Deiz gouel ha pardoun Sant-Leier, kemeret gant ho

tud koz evit patron ar japel-ma, e m-euz kavet mad

lavared d'heoc'h eun nebeud komzou divar benn ar zan-

telez gristen.

1° Evit ma poanio pep unan da veva ervez Doue,e

lavarin d'heoc'h, da genta, e rankomp, ni ivez, beza sent

abarz kaoud digemer en Envou ;

2° Hag evit rei fizianz d'an holl, e tiskuezin, abarz

achui, e ma e galloud pep den beva gant santelez.

*

* *

VA BREUDEUR KER,

Tud ar bed, a unan gant an drouk-spered evid hor

c'holl, a velod oc'h ober ho zreuz var an douar, heb

kemered, koulz lavaroud, an distera poan da veva ervez

lezen an Aotrou Doue. Dizounj ha dibreder, evel tud ha

n'ho defe, en tu all d'ar bez, netra da zouja na netra da

esperoud, e lakeont mad ho c'horv araok mad ho ene,

bolontez ho c'haloun araok bolontez an Aotrou Doue,

eüruzded ar vuhez hirio araok eüruzded ar vuhez da

zon'd ; ha goudeze, evit mouga rebechou ho c'houstianz

hag en eur zizamma dirak an dud, e lavaront : daoust

betra disprijoud plijadureziou ar bed, kastiza 'r

.NHO

48 E RANKOMP BEZA SENT

.NTO

c'horv, hag huala 'r galon ! Kement-se a zo mad d'an

nep a glask beza sant : mez heb en em renta sent,e

c'haller gounid an Envou.

Kenvroïz, va Breudeur, a eneb ar pez a reont, ar pez a

lavaront, bezomp, oh bezomp ato var evez. Ho c'hustumou

a zo milliget gant J.-K., hag ho c'homzou a zo kountrol beo

da gomzou Doue. Lavaroud a reont : n'eo ket red beza

sent ! Ha Doue, an Doue ma rankimp, eun deiz, renta

d'hezan kount euz hor buhez hed-da-hed, Doue a lavar

e fell d'hezan e veac'h sent : hæc est voluntas Dei, sancti-

ficatio vestra ; bezit sent, eme-z-an, rak ma zounn sant

va-unan, me ho mestr hag hoc'h Aotrou : sancti estote

quia ego sanctus sum, dominus deus vester. Ne lavar ked :

mad eo beza sant ; me a ro kuzuil d'heoc'h da veva gant

santelez ; pelloc'h e za, Kristenien, eur gourc'hemen eo

a ro, ha nann eun ali heb-ken : bezit sent, red eo e

veac'h sent ; sancti estote ; nann c'hui ha c'hui heb-ken,

mez c'hui, va breur, mez c'hui va c'hoar, mez c'hui ha

c'hui c'hoaz, mez c'hui holl hag a c'houlen salveteï hoc'h

ene : bezit sent, sancti estote.

Da biou, e guirionez hag ervez al leoriou sakr, e

velomp-ni prometet ar vuhez eternel ? Prometet eo d'an

hini a stourm oud-han he-unan evit disc'hrizienna 'n

techou fall euz he galoun : regnum cœlorum vim patitur ;

promettet eo d'an hini a en em ziwall, gant evez mad,

ouz an holl bec'hejou mezuz ; beati mundo corde ; pro-

metet eo d'an hini a zo distak he galoun diouz falz

madou an douar, d'an hini a gar Doue dreist pep tra

hag euz he holl nerz, d'an hini a gar he nesa eveld'han

.NHO

E RANKOMP BEZA SENT 49

.NTO

he-unan, d'an hini a heuill, penn-da-benn, lezen an

aviel : si vis ad vitam ingredi, serva mandata. Pe, mar

kavit guell, hag evit lavared holl e daou c'her : ar vuhez

eternel a zo prometet d'an hini ne reaz, a viskoaz, pe-

c'hed marvel hebed, pe, da vihana, goude beza, dre ar

pec'hed, ankenniet kaloun he Zoue, a c'hounezaz he

bardoun dre eur guir binijen.

Hogen, va breudeur, petra eo an den ha ne reaz, hed

he vuhez, pec'hed marvel hebed ? Petra eo an den hag a

ra eur guir binijen, goude beza pec'hed ? Marteze c'hui a

c'halvo anhezan eun den a zoujanz Doue, eur c'hristen

leal ha vertuzuz ; mez me a gav d'hezan eun hano all,

hag an hano-ze eo an hano a zant.

Guir eo ne rankomp ket evit mon'd d'an Env, ober

kement hag ho d'euz great darn euz ar zent na kaoud

ker braz santelez hag hi. Eun nebeudik hebken ho

d-euz ar gourach da zilezel pep tra evit Doue : da gui-

taad madou, kerent ha mignouned dre garantez evit-han ;

d'en em denna er c'hoajou pell diouz trouz ar bed, da

gousked var an douar ien, zougen ar gouriz reun,

da veva divar griziou. Kement-se a zo mad, eüruz an

nep her gra, mez kement-se n'eo ket red evid an holl.

Ervez J.-K., e zeuz meur a bazen e rouantelez an Env.

Ar bazen huella, ar c'henta renk a c'hortoz ar re ho

devezo, hed ho buhez, muia-karet ar vertuz ; mez, Ken-

vreudeur, ha taolit evez mad ouz ar gomz-ma, mez an di-

veza renk he-unan, ne vezo roet ervez Sant Iann, nemed

da eun ene disklabez a bep drouk : nihil coinquinatum in-

trabit in eo ; ne vezo roet nemed da eur zant, sant nann

4

.NHO

50 E RANKOMP BEZA SENT

.NTO

ato dirak daoulagad an dud (an dud aliez a zianavez ar

guir vertuz hag a laka 'n drouk e leac'h ar mad) mez

sant dirak daoulagad difazi eun Doue leal hag a ro ar

gaerra kurunen d'ar zantelez muia kuzet ouz an dud pe

vuia zisprijet gant-ho.

N'eo ket heb abek e lavaren eta d'heoc'h, en eur gou-

manz, kemeroud skouer divar ar zent evel ma ho d-euz

kemered skouer ho-unan divar J.-K. : imitatores mei

estote sicut et ego Christi.

*

* *

Koulzgoude, va Breudeur, mar d'eo gouel ar zent eun

devez a laouenidigez evidomp rak ma tiskuezont d'heomp

an hent a dleomp da heuillia hon-unan, e zeo, er memez

amzer, eun devez a dristidigez rak ma kavomp hor

buhez ken dishevel dioc'h ho hini.

Hi, er penn kenta, ho deuz klasket rouantelez an

Env ; ha ni, re aliez siouaz, ne glaskomp nemed madou,

enoriou, plijudureziou an douar ; hi, e pep tra, a c'hou-

lennaz anaoud hag heuillia bolontez Doue, ha ni, re

aliez siouaz, a zelaou mouez hon techou direol. E c'hal-

lomp, guir eo, tremen evit tud honest dirak ar bed ;

mez beza direbech dirak an dud, mar deo aoualac'h evit

tec'hed dioc'h ar prizoun hag ar grouk, n'eo ket aoualac'h

evit mon'd d'an Env. E c'hallomp, ar brava, ober hon

treuz var an douar ; mez evit treuzi an douar an den ne

vez ket pell : 10, 20, 30, 60 vloaz, hag achu holl ; hag

hon treuz, er bed-all, penaoz her graimp-ni, pa skoio

evid-omp an heur da renta da Zoue eur gount piz ha

didruez euz hor buhez penn-da-benv ?

.NHO

E RANKOMP BEZA SENT 51

.NTO

Ha petra ' lavaromp-ni evit klask en em zizamma

dirak hon daoulagad hon-unan. Lavared a reomp :

l° Re boaniuz eo beva santelamand.

2° Doue a ro d'in re nebeud a c'hrasou.

3° Re a zanjerou a gavan var hent ar vuhez.

Guelomp hag hen a zo, en abegou-ze, ken tra nemed

digareziou, pe gant re, an drouk-spered a zeu da lus-

kellad hor c'houstiansou digourach evit ober d'heomp

kousked dispount er stad a zizurz hag hor c'holl sur-

roc'h a ze.

l° Re boanniuz eo, eme c'hui, kerzed ato dibec'h gant

an hent mad !

Ah ! va breur ha va c'hoar, a koumpren a rit-hu mad

ar pez a lavarit. Penaoz eta ? Re boaniuz beva gant

santelez, da lavared eo : re boaniuz kared eun Doue

hag a zo evidoc'h an tad an tenerra, ar c'harantezusa

madoberour ; kared eun Doue hag a rento, hed an eter-

nite, eüruz an nep her c'har, ha maleüruz an nep n'her

c'haro ket.

Goud a raan evelkent e z-eo koustuz avechou, ha

koustuz braz, derc'hel mad da lezen an Aotrou Doue.

Guelit Sant Leier, patron ar japel-ma savet ganheoc'h

'n he hano. Leier, ganet a lignez huel, a studiaz, a viha-

nik, lezen Doue, en eskobti Poitiers. Ar brud euz he

furnez hag euz he vertuz, a reaz da Roue Bro-C'hall her

gervel d'he balez, mez penaoz benak ma zoa euz an

huella noblanz, Leier a gavaz guell dilezel falz espe-

ransou ar bed-ma evit en em rei holl da Zoue. Great

eskob a gear Autin, ne glaskaz morse nemed ober vad

.NHO

52 E RANKOMP BEZA SENT

.NTO

d’an holl, ha lakaad doujanz Doue da rên e kaloun

pep unan ; mez evelkent e c’hoarvezaz ganthan ar pez a

c’hoarvez aliez gant an dud leal ; gouzanv a rankaz

poaniou braz. Goude beza bet kaset er meaz euz he

eskopti, e oue tenned d’hezan he zaoulagad, trouc’het

he deod, taolet e’r prizoun ha dibennet.

Koulzgoude, derc’hel a reaz bepred stard da lezen

Doue; evel J.-K., e pardounaz d’he vourrevien ha da

heur he varo, e rentaz meuleudi da Zone, rak ma zoa

bet kavet din da c’houzanv ar verzerenti.

Poan a goust avechou eta, derc’hel mad da lezen

Doue ; mez, va Breudeur, goulennit digant ar pec’her ha

n’hen deuz ket, hen ivez a boan dindan gouask he zizur-

ziou ; mar kavit guell, diskennit en ho kaloun hoc’h-

unan. Great ho c’heuz ar mad, ha, marteze, an drouk

ivez, siouaz ! hogen m’her goulen ouzoc’h : pe c’houde eun

devez tremenet er guel a Zoue pe c’houde eun devez roet

holl d’an dizurz hoc’h c’heuz-hu santet skanva ho kaloun ?

Va Breudeur, e leac’h ho respount, hoc’h-unan, se-

laouit respount Sant Aogustin. Araok beza da Zoue, e

tanveaz holl blijadureziou an douar, hag Aogustin, dis-

troet ouz Doue, a lavare : Gened bepred oajet ha bepred

nevez, re zivezad e m-euz ho karet. Ia, Kenvreudeur,

oll joaiou ar bed a zo nebeudik a dra, mar dint eun dra

benak, e tal kichen ar peoc’h dudiuz a danva eur galoun

gristen.

2° Re nebeud a c’hrasou a ro d’heomp an Aotrou

Doue !

.NHO

E RANKOMP BEZA SENT 53

.NTO

Da eun henveleb abek, Kenvreudeur, ne rin respount

hebed. Grit, evit en em zifazia, eur zell heb-ken a bep-

tu d’heoc’h ; rak ne velot a beb kostez nemed grasou ha

madoberou. Azioc’h ho penn, setu Doue, ha Doue a zo

galvet, dre he hano mad, an Doue a holl garantez ; en

ho tourn setu leor an Aviel, hag an Aviel a zesk d’heomp

ne vezimp morse tentet en tu-all d’hon nerz ; var hoc’h

henchou, setu ar groaz en he zao, hag ar groaz eo ar

guele kalet, ruziet gant goad J.-K., o vervel evit hon

zilvidigez. En ho parrez, setu an Iliz, hag en Iliz-se,

beleien vad, karantezuz, evit ho kelen, sakramanchou

evit ho pardouni hag hoc’h harpa ; en Iliz Jezuz-Krist

he-unan evit beza magadurez hoc’h ene, sklerijen ho

spered ha laouenidigez ho kaloun (1). Nann, va Breu-

deur, n’eo ket grasou Doue eo a rank d’an den, an den

eo a vank da c’hrasou Doue.

3° Re a zanjerou a zo en dro d’heomp !

Va Breudeur, ho anaoud a raan, an danjerou-ze, ha

pell a zo ma klaskan lakaad an dud, nann da zarri ho

daoulagad, mez da c’houren out-ho a vir galoun. Ia, hent

ar vuhez-ma ' zo danjerou var-n-han : danjerou a berz

an drouk-spered, danjerou a berz ar bed, danjerou a

berz hor zempladurez hon-unan : mez, va Breudeur,

dourn Doue n’ho tilezo ket, jomm a raio en ho kerc’hen

evit hoc’h harpa, ho sevel, ho ren, ha dre he nerz, c’hui

.NFO

(1) Grit eur zell dindan ho treid :

bale a rit var douar eur vro brudet a

bell dre he relijion hag he feiz ;

Bro Vreiz-Izel hag ar feiz gristen a zo diou

c’hoar abaoue daouzek kant vloaz zo.

.NHO

54 E RANKOMP BEZA SENT

.NTO

a zeuio, mar kirit mad, abenn euz a bep tra : omnia

possum in eo qui me confortat.

Ar zent, en ho raok, ho d-euz anavezet ar stourm hag ar

brezel. Klevit an den zantel Job o roï malloz d’an deiz

ma teuaz var an douar ; sellit Sant Jerom o skoï gant

eur vilien var boull he galoun evit trec’hi he wall zon-

jou ; guelit Sant Pôl oc’h en em strinka d’an daoulin

betek teir gueach evit goulen ar c’hras du vouga ioulou

mezuz ar c’hig. Hi eta ivez, a ranke stourm, a ranke gou-

ren, ha koulzgoude setu int—hi eüruz en Env. Va Breu-

deur, perak ne c’halfemp-ni ket ar pez ho d-euz gallet

kement a re all, a raoz-omp : cur non potuero quod isti,

quod istœ ?

*

* *

Parisioniz Riek, kenta guech ma prezegiz e kador ar

virionez, eo dirazoc’h, c’hui, e komzen.

Dond a rean, a bell braz, da gure d’ho parrez, heb

anaoud nikun en ho touez, ha koulzgoude euz a berz

an holl e reseviz ar guella digemer. Galvet hirio gant

eur persoun ha ne c’hell mui beza ankounac’heat eur

vech ma vez bet anavezet mad, e zounn gant plijadur

diwezet eur vech c’hoaz en ho touez hag e lezan ga-

neoc’h evit kimiad komz an Abostol Sant Paol : kemerit

skouer divar ar zent, dalc’hit evel d’ho, mad da Zoue,

stard d’ar feiz, kerzit kalounek var hent an Env, hag

eun deiz da zon’d, c’hui deuz ho pro, ha me deuz ar

c’horn douar a vezo d’in roet gant ar Brovidanz, ni en

em gavo, en em velo a nevez, heb rankoud en em zis-

partia mui, e Baradoz an Aotrou Doue. AMEN.

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 17 / 99 题