VA BREUDEUR KER,

Hirio gouel S*** X***. Seblantout a ra din a c'haleze

divar he dron, her c'hlevet o lavaret d'heomp ar pez a

lavare gwechall Sant Paol d'ar gristenien eus he amzer :

Imitatores mei estote sicut et ego Christi.

Ali a bris mor deuz unan. Rak, ha setu e daou c'her

ar pez a lavarin deoc'h hirio.

1° Ne maomp var an douar nemet evit beza sant

en deiz da kont.

2° Penaos anavout ha ni 'zo var ar venojen vad.

§ 1. Ne maomp er bed nemet evit gounit an Env.

Doue hen deuz hor c'hrouet evit ar barados.

Jesus-Krist en deuz hor prenet evit ar barados.

Ar Speret Santel ne hean d'hon dougen ha d'hon ren

varzu ar barados.

.NHO

VAR AR ZILVIDIGEZ 43

.NTO

*

* *

Eur rejant kos, var a gounter, en em gavas eun deis

gant unan euz an dud iaouank a ioa bet ganthan er skol.

—— Sell, eme ar rejant kos, c'houi a zo aze ? Ha iac'h

mad var a velan, guell a ze ! Mez petra oc'h c'houi deut

da veza ?

—— Troet e meuz va zounj ar var vicher a zoudard, ha

setu me dija kabiten.

—— Kabiten ? Oh ! mad tre. Heur vad ho c'heuz. Ha

goude? petra 'veffot goude ?

—— Goude mar gellan e vin koronel.

—— Guelloc'h c'hoas ! Ha goude ?

—— Goude general ma vez chans vad. Mez diez eo

pignat ken huel.

—— Ia eur garg huel ha dies da baka, esperomp evel-

kent. Ha goude ?

—— Goude ? gant va fae e c'hedin ma venn deut kos.

Pa bouezo re an oad var va diskoas, me a iel da veva

dibreder.

—— Ha goude?

—— Goude e varvin.

—— Ha goude ?

—— Goude ? Me ne ouzoun ket.

—— Mad ! Me c'hoar. Goude pil pe fas. Daou lojeiz :

Baradoz pe ifern... Eur vech kollet, kollet evit mad. Taol

tro hebed. Ha neuze : quid prodest homini si mundum

universum lucretur animæ vero suæ detrimentum patiatur.

Setu perak : Imitatores mei estote sicut et ego Christi...

.NHO

44 VAR AR ZILVIDIGEZ

.NTO

Ne lavaromp ket : N'eo ket red ober kement hag ar

Zænt ! Nann, mez red eo ober ar pez a c'houlen Doue.

Ha Doue a c'houlenn ma kerzimp digaillar var hent ar

barados. —— Ne lavaromp ket eo diez... Quis me liberabit

de corpore mortis hujus : D'ar Zænt eo bet diez ive.

*

* *

Penaos anaout, ha ni a ra, ia pe nann, ar pez a c'hou-

len Doue ? —— Mean diskuiller an orfebrer... Ar peziou faos,

henvel evit c'henta gwel, ouz ar peziou ac'hant mad...

Mean diskuiller an aviel : —— 1° Si pez tuus scandalizat

te abscide eum et projice a te... Beza sant koustet pe

gousto, en despet da bep tra... Evit an traou ne zellont

ket ouz ar zilvidigez e c'heller ober meur a sakrifis...

A eneb he zilvidigez arabat sakrifia netra.

2° Quarite primum regnum Dei et hæc omnia adjicien-

tur vobis... E c'hallomp er bed, klask meur a dra, mez

da genta dreist pep tra, regnum Dei... rak : quid prodest

homini... ?

3° Sive manducatis, sive bibitis, omnia in Gloriam Dei

facite... Peb den hen deuz he stad, he labour ha pep

unan a dle poania d'ober mad he dreus en he stad...

Mez e n'euz fors pe seurt buez, e tle beza ar zounj euz

ar zilvidigez.

4° Qui autem perseveraverit usque in finem, hic salvus

erit... Aliez e ve lavaret : labourat awallc'h evit hirio...

Labouret awalc'h, d'an oad e meuz : diskuizomp

brema... Evit beza sant eo red labourat beteg ar maro...

.NHO

VAR AR ZILVIDIGEZ 45

.NTO

An ebestel a lavare eun devez da Jesus : Ecce reli-

quimus omnia et secuti sumus te, quid ergo erit nobis ?

—— Ha Jesus a respountas : Vitam æternam possidebitis.

—— Labourit epad ho puez evel an Ebestel da vont da

heul Jesus, — et vitam æternam possidebitis.

Amen.

.NPO

Sarmoniou an Aotrou Quere · 第 15 / 99 题