Great e Santez-Anna ar Palud da vis Guere 1888
Inspice et fac secundum exemplar
quod tibi monstratum est.
Sellit ha kemerit skouer divar ar'
pez ho pezo guelet.
Va BREUDEUR HA VA C'HOAREZET CHRISTEN,
Deut oc'h ama, darn a dost, darn all a bell, rak a
bell kouls hag a dost eo bruded ar japel-ma : chapel
Santez-Anna ar Palud.
Ar bed, deveziou a vez, a ra hen ivez, eur c'halvaden
d'he vignoned, ha var he gomz e tiredont lod da velet,
lod da veza guelet, holl gant ar zounj pe da gaout pli-
jadur, pe da greski ho danvez.
En eur zont ama, hirio, a bep tu ha ker stank, ken nive-
ruz all, n'ho c'heuz ket, c'houi, sentet ouz mouez ar bed.
Eur vouez all ho c'heuz klevet, ho c'heuz selaouet :
mouez an Env, mouez ho feiz.
Anavoud a reac'h pe abalamour ma ho c'heuz he
guelet araog hirio, pe, rak ma ho c'heuz klevet prezek
3
.NHO
34 MEULEUDI SANTEZ ANNA
.NTO
divar he fenn, ar japel venniget-ma. He guelet a rit dia-
zezet e ribl an aod. En tu ze, ar mor doun gant he
avelou foll, he rec'hier kuzet, he darziou dijaden ; en tu
ma, an douar bras, henvel hen ive, ouz eur mor danjerus
hag a velomp varnhan, ken aliez a veach, ar c'horf
bruzunet gant ar c'hlenvejou hag an ene paour bloun-
set gant ar pec'het.
Ha neuze, pe, rak ma zoc'h bet dija krok-ha-krog
gant an danjer, pe gant aoun d'en em gavout ganthan
tal-ha-tal en amzer da zont, e zoc'h diredet holl gant ar
memes c'hoant : Rei da Zantes Anna eur merk anat
euz ho fizians, euz ho c'hanaoudegez vad ; deuet oc'h
evit he zrugarekaad, evit en em erbedi outhi.
Va Breudeur, ne c'hallan nemet ho meuli a gement-
se. Rak, mar d'eo ar Zænt holl hon difennourien dirak
Doue, Santez Anna, dreist ar re all a zo bet, a holl vis-
koas, kemeret evit patronez Breis-Izel.
Koulskoude, n'eo ket awalc'h he fedi, he c'hared ;
red eo c'hoas, eveldhi beva e doujans, e karante Doue,
hag hirio, e seblantan he c'hlevet o lavaret d'heomp ar
gomz e meuz dreiz-hi digoret ar gelennadurez-ma :
Inspice et fac.. . Guelit petra oun bet ha grit eveldhon.
Distroomp eta var hor c'his da ober eur zell var an
amzer dremenet ha skoomp var dor an ti ma veve enn-
han naontek-kant vloas zo ar Zantez-ma, e ma hirio, he
fardoun. '
Ennhan, en ti-ze, ni gav var eun dro :
1) Eur jervicherez fidel da Zoue,
2) Eur pried karantezus,
3) Eur vamm vad.
.NHO
MEULEUDI SANTEZ ANNA 35
.NTO
*
* *
Va Breudeur ker, er bed-ma pep den hen deuz he
speret hag a joaz he hent ervez he zounj . Mez holl, en
despet d'ar plegou dishenvel a gemerer, ne glasker
nemet eun dra, atao ar memes hini : beza eürus. Hag
evit dont a benn da dizout an eürusted-ze, ne esperner
na poan, nag izign, nag amzer. Prez, tiz a veler var an
dud. En em jala 'rear aleiz, ar c'horf ne jomm ket dila-
bour nag ar speret dizoursi, diaket, dibreder. Ha kouls-
koude, red mad eo kredi e c'hen em fazi an darn vuia.
Rak pa zellan ouz ar pez a dremen, pa zelaouan ar pez
a lavarer, me a gleo klemmou aleiz hag a vel kalz a
zaelou. Ia, neubeut a dud a zo eürus rag nebeut a zounj
ervad e komz Jesus-Krist : unum est necessarium : eun
dra hebken a zo red ; red eo karout Doue, red karet an
nesa er guel a Zoue, red eo en em garet hon-unan
ervez Doue.
Setu ar pez a ententas, ar pez a reas Santez Anna.
Ervez sant Jerom, he fried Joachim hag hi a rea teir
lodenn euz ho danvez : al loden genta evit Doue, an eil
loden evit ar paour hag an dremenidi, an drede loden
evit ho ezomou ho unan. Doue da genta, an ezomek da
eil hag hi ho unan varlerc'h .
Ar renk diveza a zalc'hent, eta, evitho, er pez a zell eus
traou an douar. Mez diskuez a reont dre eno, pegen
aketus oant da binvidikaat ho ene. E leac'h klask
madou ha ne c'hellont en em viret nag ouz ar merkl
nag ouz al laër, e klaskent da genta rouantelez an Env
.NHO
36 MEULEUDI SANTEZ ANNA
.NTO
hag ar zantelez a ranker da gaout evit beza enn'hi
digemeret.
Rak-se : Plijout da Zoue hag he veuli, ober vad d'an
holl, dreist pep tra d'an ezomek ; lakaat buez hir an
eternite dreist buez verr ar bed-ma ha mad an Ene
araog mad ar c'horf, setu petra eo bet kenta sounj,
brasa aket Santez Anna hag hen anzao a rankomp,
choazet he deus ar guella loden.
Ne c'houzoun ket kaer pe seurt plijadur a c'heller da
danva en eur lezel a gostez gourc'hemennou Doue, evel
pa na ve, goude ar maro, netra da c'hortoz na netra da
zouja ; o tistrei he galoun divar an Env evit he staga
ouz an douar, o staga park ouz park, o vernia pez
arc'hant var bez arc'hant ; pe seurt plijadur a c'heller
da danva o c'hober poan d'an nesa pe zoken, o
tremen, heb ober vad, abiou an nep zo en dienez.
Mez a dra zur, eürus eo an den hag a zant eo benniget,
karet gant Doue, eürus an den hag a c'hell lavaret :
« ne vezo ket goullo va daouarn pa rankin mont da renta
kount eus va buez. » Eürus an den hag a zo he hano
meulet gant an dud, an den a glev e toull he zor ar
paour o lavaret. « Bennos Doue deoc'h er bed-ma,
hag ar barados er bed all. »
*
* *
Servicherez fidel da Zoue : Santez Anna 'zo bet ous-
penn eur pried karantezus.
Doue, pa grouaz ar bed, a reaz pep tra gant pouez,
gant muzur, gant urs ; da bep den rak-se, kouls ha d'an
.NHO
MEULEUDI SANTEZ ANNA 37
.NTO
holl draou all, e verkas he rank hag he stad. Lod a vez
ganthan galvet da lakaad moger ar bed etre ar bed hag
ho ene ; lod all heb kuitaat ar bed a zalc'h bepred ho
c'halon distag, diliam evit gallout eassoc'h a ze miret
ennhi d'ar vertus ar c'henta pazen, ar plas a enor hag
ober gant muioc'h a nerz labour Doue var an douar.
An darn vuia a ra gant ho c'haloun, dirak aoter ar
Briadelez, eur skoulm hag a zeu ervez ma 'vez great ha
douget, da veza eur skoulm a vennoz, a joa, a eurusded
pe eur skoulm a zaelou, a zizesper, a vallos.
Eun dra bounner eo, e guirionez, eun dra garguz,
diez da zevenout, da zigas da vir dont da lavaret da
unan all : « Setu va dourn d'id astennet ha var balf an
dourn-ze, va c'haloun a bez. Ennhi, hiviziken, er ga-
loun-ze, ar c'henta plas a zo, ha betek ar maro, a vezo
d'id goude Doue. Ervez va galloud, me a raio da eürus-
ded hag a gemer an Env da dest, eo va c'homz leal ha
guirion. Da joaiou a vezo va joaiou , da distridigez va
hini, ha mar kavez var da skoaz eur groas benag, me
' zougo ar penn pounnera. » Nag a bed lavar evel-se,
n'hon deus-ni ket, ni ho peleien, digemeret en hon buez,
ha varlerc'h, pegen aliez a veach, eleac'h eürusdet hon
deuz kavet hirvoud ha ran-galoun.
A beleac'h e teu kement-se ? Ar c'henta, ar brassa
pen-kaos eo rak ma kaver kals priejou ha ne bedont ket
Doue da zont d'ho eured, kals priejou, hag a zeu goude
ho eured da lakaad Doue var an eil bazen en ho c'ha-
loun pe d'hen taol er meaz deuz an ti.
Va Breudeur ker, ar garantez a zo eur blanten figus,
.NHO
38 MEULEUDI SANTEZ ANNA
.NTO
kizidik ha naoneg . Figuz eo : n'en em blij ket e peb
douar ; ne c'hell ket bea greffet var bep seurt treid :
kizidik eo : re a c'hlao, re a avel, re a ienijen hen laka
da wenvi, da vervel.
Naoneg eo ouspenn ; goulen a ra ma 've kenteliet mad,
stuet e doare var he zro : izom he deuz bep eil tro, a
c'hlizen ar mintin hag a domder ar c'hreis-deiz .
Evit chom beo hag ober brud e rank eta beza greffet
var ar zantelez, plantet e liors an Aotrou Doue, ha tro
var dro, evel eur c'hael-spern, lakeat doujans Doue, d'he
diouall eneb drouk. Red eo e teuffe ouspenn grasou
an Aotrou Doue d'he zaouri ha d'he zomma ha bennoz
an Env da zistrei divar-n-hi pep gwall varrad amzer.
Anez kement-se, abred e wenvo, e veleno, e varvo,
marteze. Sellit kentoc'h ha guelit.
E peleac'h, etre pe rumm priejou , e ren ar brasa
ienien, e sao an aliessa trous, e red ar puilla daelou, e
kaver ar brasa keus, ar pounnerra disesper ? Ne lava-
ran ket, ne zafe ket avechou eur goummoullen benag
azioc'h ti ar guella priejou. Peleac'h kaout var an douar
an den n'hen deus ket mank hebed ? Mez daou bried a
zoujans Doue a oar mad eo berr pep speret, eo dinerz
pep kaloun, eo fallakr an ærouant ; rak-se e c'hen em
bardonnont, e c'hen em garont, e vevont e peoc'h. Diou
galoun staget gant dourn Doue an eil ouz heben hag a
c'hoar en em glevet mad, a ra evel eur barados euz ho zi.
Setu ar pez a reas Joakim hag Anna.
Mez Joakim a ioa eur zant, Anna a ioa eur zantez
hag eaz e kavent rak-se, servicha Doue ho daou hag
.NHO
MEULEUDI SANTEZ ANNA 39.
.NTO
ober an eil eürusded egile o c'hen em garet ervez Doue.
Euz ar garantez a rene etrezho ho daou, sant Jerôm
a ro d'heomp eun testeni.
Joakim bep bloas, a iea ervez lezen ar vro, da ober
eur sakrifis e templ Jerusalem. Bep bloas ive, kement
hag ober e rea da Zoue eur sakrifis euz ar re gaera. Eur
bloavez, ar belek karget da lakaat urz er zakrifisou a
veze kinniget, a lavaras da Joakim : « Penaos eun den
dizher evel doud-te, eun den ha n'eo ket bet benniget
he Briadelez rak n'hen deus krouadur hebed digant Doue,
a gred ober sakrifisou ker bras, rei prof ken koustus ? »
Da eur rebech ken c'houero sant Joakim ne respoun-
taz ket. Heb en em glemm e kuita templ Jerusalem,
en em denna ' reas a gostez pell deus an dud hag eno e
savas eul lochen da wela.
Anna he bried, test deuz eun henveleb glac'har, a
gemer eur gouriz reun, iun a ra, pedi hag hirvoudi,
en eur c'houlen digant Doue ar c'hras ma vezo tennet
an dismegans divar hano he fried.
Evit-hi, evitho ho daou, Doue 'ra eur burzud. Da
recompanzi ho c'harantez, e ro dezho en ho c'hosni, eur
verc'h benniget dreist an holl verc'het all : Santez Anna
a lakeas er bed ar Verc'hes glorius Vari. Hag evel ma
he devoa en em ziskuezet skouer ar priejou mad e
c'hen em ziskuez ive : skouer ar mammou karantezus.
*
* *
Eur garantez all da heul karantez Doue hag hini he
fried a c'houlennas eta, digemer e kaloun Santez Anna :
karantez ar vamm evit he merc'h.
.NHO
40 MEULEUDI SANTEZ ANNA
.NTO
Va Breudeur ker, ne laeromp ket loden an Aotrou
Doue. Hen dreist pep tra, eo hen deuz great ar Verc'hez
Sakr ar pez ma zeo. Eva, ar genta maouez, a gollas ar
bed : Eur verc'h da Eva eo a dle hen savetei. Ha Doue
a bell, a bourchassas, a aozas pep tra evit kas da benn
ar pez hen doa rezolvet dre druez ouzomp.
Mez ma reaz evit ober euz ar Verc'hez eur grouadurez
ker pur, burzud var burzud, Santez Anna a reas he lod.
1° Sellit outhi : He merc'h c'hoas iaouankik flamm,
a zo en he c'hichen o teski lezen Doue.
2° D'an eil Santez Anna n'he doa krouadur ebet
nemet-hi. Ha koulskoude, d'an oad a dri bloas, Mari a
zo kaset d'an templ ha roet da Zoue.
Tadou ha mammou, setu aze ho skouer. Peurvuia
eur c'hrouadur a vez ar pez ma vez great : nebeut a
drec'h wen. En em glemm a rear euz ar vugale ; guel-
loc'h e ve en em glemm euz ar re nebeut a zoursi a vez
bet kemeret d'ho c'helen ervad.
Eürus an nep er bed-ma, a ra evit Doue, evit he
nesa, evithan he unan, ar pez a c'houlenn mad an ene.
Koulskoude, hag e tiguesfe ganheomp, kueza er
pec'het, ne gollomp ket a fizians.
Eur sant hen deus bet lavaret divar benn ar Verc'hes :
omnipotentia supplex. Me 'lavaro da m'zro, Santez
Anna dre he feden a zeuio a benn euz kement e dezho
c'hoant. Ar Verc'hez a zo he merc'h, Jesus-Krist a zo
he mab bihan : Galloud he deuz eta dirag Doue. Ha
hent all, ne c'hello ket mankout a garantez evidomp
ni bugale ar beg douar ma a zo en em wlestet dezhi.
.NHO
MEULEUDI SANTEZ ANNA 41
.NTO
En em erbedomp eta outhi gant fizians. Mar d'homp
mad, hi hor jikouro da genderc'hel ; mar bevomp er
pec'het, hi a astenno d'heomp he dourn evit hor zevel
da genta ha rei d'heomp nerz da jomm en hor zao beteg
ar fin.
AMEN.
.NPO
V