Ar sant, ma reomp hirio he c'houel, a zo bet keme-
ret evit patron ho farrez gant ho tud kos. Her pedi,
hen henori a reant. Nag a bet guech n'int-hi ket bet
deuet en ho raog da c'houlen diganthan nerz ha skoazel
a eneb ar bed, ar c'hig, an drouk-speret. Nag a bet
guech n'int-hi ket bet en em zaoulinet ama var leuren
ar memes ilis ha dirag ar memes sant ? C'houi, bugale
dezho, a zeu eveld'ho ha var ho lerc'h d'hen enori, d'her
pedi, d'hen trugarekaad, da c'houlen dreizhan grasou.
Ha mad a rit. Rak ho mignon eo hag ho c'halvokad
dirak Doue. E c'hallit, pelloc'h e zaan, e tleit
.NHO
24 VAR AR RELIJION
.NTO
lakaat ennhan ho fizians, rak atao e vezo prest da zelaou
ho pedennou.
Koulskoude n'eo ket awalc'h. Seblantout a ra d'in,
klevet sant Mark euz an Env o lavaret, hirio, da bep
unan, ar pez a lavare guechall sant Paol d'ar griste-
nien euz he amzer : kemerit skuer divar-n-hon evel ma
kemeran skuer va unan divar Jesus-Krist.
Red eo, e guirionez, kredi hag ober da vihana, darn
deuz ar pez a reas sant Mark evit esperout kaout
eveldhan perz e gloar an Envou. N'euz ket daou hent
evit mont d'ar barados, unan stris evit ar zent hag
unan ledan evidomp-ni.
Hogen, va Breudeur, sant Mark hen deuz digemeret
a greis kaloun relijion Jesus-Krist ; sant Mark hen deuz
he heuliet penn-da-benn hag en despet da bep tra. Ni
koulz hag hen a dle digemer anezhi hag he heulia
koustet pe gousto : diou virionez hag e teuan da lavaret
anezho deoc'h, eun nebeut komzou.
*
* *
Sant Mark a gredas hag a heulias, relijion Jesus-
Krist.
Hor Zalver var nez pignat en Env, a lavaras d'he
Ebestel : « Kiit ha prezegit ar Feiz d'an holl. Deskit
da bep unan heulia kement a meuz gourc'hemennet
deoc'h. »
Hag an Ebestel a ia varzu ar pevar avel, lod dre ar
broiou a dost, lod all dreist ar mor er rouanteleziou a
bell. Dre holl ha d'an holl e prezegont : d'ar paour, d'ar
.NHO
VAR AR RELIJION 25
.NTO
pinvidik, d'an dud desket, d'an dud dizesk. Lod a zelaou
hag a gred, lod a zarr ouz ho c'homzou dor ho spered
ha dor ho c'haloun.
Eun devez, eun den hanvet Mark, a ziwezas dezhan en
em gavout var hent sant Per ; her selaou a ra, ha setu
ker buhan he speret sklerijennet ha gounezet he galoun.
Digemeret a ra lezen an Aviel evel eur reolien zantel,
roet d'an den evit deski dezhan hent an Envou hag evit
he harpa hed he veach. Koumpren a ra eo an Aotrou
Doue mestr da rei gourc'hemennou d'he grouadurien
ha da c'houlenn ma zentint outho. Ha raktal, heb argila,
heb gourlerc'hi e lavar : « kredi a ran, kristen oun...
Credo. »
Koumprenn a reas ouspenn, n'eo ket awalc'h evi-
dhomp rei hor spered da Zoue en eur gredi ar guirioneziou
diskleriet d'heomp en he hano hag euz he bers ; red eo
rei d'ezhan ive hor c'haloun, en eur zenti ouz ar guirio-
neziou-ze hag en eur ober ar pez a c'houlennont a
rafemp.
Hor c'hreden a dle beza eur greden oberius ha nann
eur greden c'haouiad, eur greden varo. Kredi ha chomm
heb ober ervez a greder eo en em varn hon
unan. Setu perak sant Mark, kerkent ha ma c'hanavez
relijion Jesus-Krist a heulias anezhi hed-ha-hed.
Her gueled a raan, o vont da heul sant Per, dre ar
broiou ma prezegas ennho ar feis. Ganthan e za da
Roum, d'ar mare-ze c'hoas kear benn ar bed paian ha
ruziet ken aliez a veach, gant goad ar verzerien. Evit
derc'hel guelloc'h sounj he unan ouz a c'hourc'he-
.NHO
26 VAR AR RELIJION
.NTO
mennou he Zoue hag ho deski easoc'h d'ar re all e lakeaz
anezho dre skrid, en eul levr hag a zo etre ho tawarn,
levr galvet euz he hano : Aviel sant Mark. Goudeze e
tistroas d'he vamm-bro evit prezek d'he genvroïs lezen
Jesus-Krist.
Rak ma heulie he unan a greis kaloun kement a bre-
zege d'ar re all, skouer vad he vuez a roe muioc'h a
bouez d'he gomzou hag e c'hellaz ober d'ezho koum-
prenn e tleomp da genta ha dreist pep tra, klask madou
an Env. Dont a reas evel-se a benn da c'hounit kalz
eneou da Zoue ha da founti e bro en (an ?) Egypt eun ilis hag
a zo bet da c'houde brudet eleiz etouez ar gristenien :
Ilis Alexandri. Mez ar baianet o velet kement a dud o
senti ouz he gomzou a gemeras outhan warisi hag hen
lakeas d'ar maro. An heur vad en devoa evel-se da
skulia he c'hoad evit he 'vestr ha da ziella dre he ver-
zerenti ar feiz hen doa prezeget d'an dud.
Va Breudeur, koustus ha koustus bras eo bet dezhan,
n'euz mar hebed, ober ar pez hen deuz great. Plega 'r
speret da virioneziou ar feiz, ren ha soubla he galoun
ervez gourc'hemennou Doue, ia kement-se a goust d'an holl
hag a dlie koustout da sant Mark kement ha
muioc'h eget da nikun all. Kemered a rea eur relijion
dishenvel diouz hini tud he vro ; he gerent hag he vi-
gnounet a dlie hen distrei dioc'h eun hevelep c'hoant
hag hen dizalia e pep fesoun.
Ha koulskoude, en despet da bep tra, en em ro da
relijion Jesus-Krist, koumpren a ra ne c'heller ket heb
ar feiz plijout da Zoue hag e ranker, evit kaout digemer
.NHO
VAR AR RELIJION 27
.NTO
er Baradoz, pellaad var an douar dioc'h kement a zifen
ha senti ouz kement a c'hourc'hemenn : si vis ad vitam
ingredi serve mandata. Koumpren a ra ne dalv netra
d'an den gounit ar bed-ma holl ma koller an ene. Ha
setu pe evit tra, e tilezas pep tra all evit Doue.
*
* *
Va Breudeur, hel lavaret e meuz deoc'h en eur gom-
mans, ni evel sant Mark a dle beza tud a relijion ; da
lavaret eo, kredi hag ober ar pez a lavar d'heomp da gredi
ha da ober.
*
* *
Pa zeo guir e zeuz eun Doue hag hen deuz great ac'ha-
nomp ar pez ma zomp ha roet d'heomp ar pez hen deuz,
daoust hag au Doue-ze ne c'hell ket gourc'hemenn
d'heomp ober he volontez e pep tra ? Daoust, rak-se,
hag hor c'henta soursi na dle ket beza klask anaoud
pehini eo ar volontez-se en hor c'hever ?
Hogen, e peleac'h e kavomp-ni skrivet ar volontez-ze
a Zoue ?
Va Breudeur, merket eo her goud a raan, en eul levr
hag a zo etre daouarn an holl, merket eo en hor speret
kouls hag en hor c'haloun. Ha kenta rebech a glevomp
goude beza great an drouk vije rebech hor c'houstians
hon unan, nemet e oe dija mouget ar feiz en hon ene.
Hi eo a lavar en deiz, en noz... great he c'heuz fall :
ego sum qui peccavi, ego iniquitatem egi.
Koulskoude, speret an den hag he galon a zo kirieg d'ar
fazi : beza e zint evidomp diou reolien amjest ha diasur
.NHO
28 VAR AR RELIJION
.NTO
rag ma vezont touellet ha trec'het aliez dre hor gwall-
dechou.
Setu perak Doue hen deuz karget ar Relijion d'hon difa-
zia ha d'hon distrei divar hent ar pec'het, pa vez mouget
pe gousket, en hor c'hreis, mouez hor c'houstians hon
unan. Ar relijion eo a dle neuze, lakaat dirak hon daou-
lagad ar pez a dleomp da Zoue d'an hentez, d'heomp
hon unan. Ouspenn ma teu ar Relijion da sklerijenna
hor speret, hi c'hoaz a deu da rei nerz d'hor c'haloun,
hor zouten a ra var hent ar vuez a enep tentasionou ar
bed, finesaou an drouk-speret, fallagriez an dud
digoustians ha skouer fall ar re zifeiz.
Beva hep religion a zo eta, pe nac'h hen defe Doue
an disterra guir da rei urziou d'an dud, pe zisprijout ar
gourdrouzou hag ar promesaou a ra d'he grouadurien :
Eo lavaret da Zoue : rei a rit d'in gourc'hemennou, ne
anavezan ket deoc'h ar garg hag ar c'halloud d'ho ober :
non serviam. Promesaou a rit, gourdrouzou a rit ive :
ho disprijout a raan ha me vevo da m' giz : non
serviam.
Ni a vevo d'hor giz ! Ia, mez hor giz-ni, hirio, a zo,
siouas ! giz kristenien dizounj ha digourach. N'eo ket,
pell dioc'h eno, giz hon tudou koz. Hi e pep tra a
glaske plijout da Zoue. Mont a reant d'an oferen, res-
peti 'reant ar zul, ne vankent morse ho fask. Dioc'h
mintin ha dioc'h noz e trugarekaent an Aotrou Doue ;
beva 'reant e doujans Doue ha mervel a reant en he
garantez.
Mez ni, va Breudeur, penaos e vevomp-ni, da vihana
.NHO
VAR AR RELIJION 29
.NTO
penaos e vev an darn-vuia ac'hanomp ? Ha stard e cho-
momp-ni atao en hor feiz ; ha derc'hel a reomp-ni heb
mank, da c'hourc'hemennou Doue ?
Evidon-me, a lavar deoc'h, heb kalzik aon d'en em
fazia, pa raan eur zell en dro, pa boezan ar pez a
greder, pa zelaouan ar pez a lavarer ha pa daolan evez
ouz ar pez a rear, me a rank lavaret : ar feiz a viahana a
zeiz da zeiz ha doujans Doue a ia var zikar...
Unan a lavaro : kaout religion ? ha perak ? awalc'h
eo beza den honest.
Awalc'h eo beza den honest ! Ia evit tec'het dioc'h ar
prizoun hag ar groug ; mez re nebeut eo aliez evit mont
d'an Env, rak kement hini ne vezint ket bet er galeou
ne daïnt ket d'ar baradoz. Evit mont d'i ouspen beza den
honest eo red beza kristen mad.
Awalc'h beza den honest ! Mez petra eo eun den
honest ? Goulennit ha klaskit ha ne gavfot e pep tu
nemet tud honest var an douar. Al laer, ar mesvier, an
den libertin, ar jervicher didalvez, var ho c'hleved, int
honesta tud a vale.
Awalc'h beza den honest ! Mad, ia mar kirit. Mez
ha den honest e c'hellit beza heb relijion ? Penaos
c'houi, heb pedi Doue, heb aon rag an ifern, heb espe-
ranz da vont d'an Env, c'houi a zo tud honest ? Ha ni
tud eveldoc'h, koulskoude, ni goude pedi, goude iun,
goude kastiza hor c'horf, ni a rank aliez skei var boull
c'hor c'halon ha lavared : Oh ! bezit ouzin truez, o va
Doue ! rak pec'herien oump. Ha koulskoude, ma ne
c'hallit ket beza den honest heb renta d'an dud ar pez
.NHO
30 VAR AR RELIJION
.NTO
a zo d'an dud, daoust ha c'houi a c'hell beza heb her
renta da Zoue ar pez a zo da Zoue.
Eun all a lavar : kaout relijion ? Ha da betra ? Me
ne meuz ket a relijion ha n'oun ket klanvoc'h evit-se, a
zastum arc'hant, a ra brao-bras va zreuz var an douar.
N'ho c'heuz ket a relijion ha n'oc'h ket klanfoc'h ?
paouroc'h oc'h evit-se ! Iac'h a gorf e c'hellit beza, mez
iec'hed ho c'hene ! Pinvidik a vadou an douar, mez ha
madou an Env ? Ober a rit ho treuz var an douar ? Mez
evit treuzi an douar an den ne vez ket pell : dek, ugent,
triugent, pevar ugent vloaz, setu holl. Mez penaos e reot-
hu ho treuz er bed all ?
Kaout relijion, eme c'houi, da ober petra ? Selaouit
hag her c'hlefot. Mad eo da vired ouz an dud d'en em
zispenn an eil egile. Ma na meuz ket a relijion ha ma
oun sur, a hent all, da dec'hed araog kastiz an dud, perak
ne rafen-me ket deoc'h ervez va interest va unan, ar
muia droug a zo em galloud ?
Mad eo da lakaat an dud d'ober vad an eil d'egile.
Mad eo d'an tad ha d'ar vamm evit ma talc'hint urz vad
en ho ziegez ha ma tiorrennint mad ho bugale .
Mad eo d'ar priejou evit ma raïnt an eil eurusded
egile, mad d'ar vugale evit ma karint ho zad hag
ho mamm, mad d'ar mestr evit ma vezo karantezus e
kever he zervicher, mad d'ar zervicher evit ma karo
he vestr, mad d'ar pinvidik evit ma tiouero eun tamm
euz he dorz vara gant ar paour ha d'ar paour evit ma na
c'hrosmolo ket enep ar mondian, mad d'ar re zo huel
evit ma vezint trugarezuz ha leal e kever ar re zo izel,
.NHO
VAR AR RELIJION 31
.NTO
ha mad d'ar re a zo izel evit na daolint ket mallos d'ar
re zo savet a ziout-ho.
Da betra mad ar relijion ? Goulennit-hen digant ar
c'hreg paour-ze, a velit o wela var dreuz he dor. Eur
pried he deuz, mez eur pried mesvier hag a deuz en eun
devez, holl gounidegez ar zizun ; bugale he deuz maget,
mez digar hint ha direspet. Petra reio hi, ar pried, ar
vamm baour ? Aliez a veach marteze eo bet eat var bord
ar puns gant ar zounj da veuzi gant he buez he oll
boaniou e kreiz an dour. Petra he deuz-hi dalc'het ? Ar
relijion ha netra ken. Hi a reio dezhi kaloun ; habaskder
a gemer ; mad e c'hen em ziskuez ; padi a ra, gouzanv a
ra, hag he buez santel, he daelou diglemm, he dousder
a deneraio kaloun pried ha bugale.
Da betra mad ar Relijion ? Va Breudeur, relijion ho
c'heuz ! Goulennit eta kentoc'h an dra-ze diganeoc'h
ho c'hunan. Ha n'eo ket bet digouezet deoc'h avechou
koueza en eur pec'het benag, ober unan euz ar pec'he-
jou-ze hag a bouez var eur galoun, evel eur mean milin,
unan euz an dizurziou-ze hag a laka 'r c'housket da
bellaat divar hon tro. Hogen, piou a dennaz divar-n-oc'h
ar beac'h pounner-ze, a roas deoc'h an hardisegez da
sevel adarre gant esperans ho lagad varzu an Env ha da
lavaret : n'euz forz hag e varfenn, hirio, esperout a ran
beza digemeret aze e ti va zad.
Ne lavaromp eta mui : ar relijion, ha da betra mad ?
Lavaromp kentoc'h : ar ralijion a zo mad da zizamma
an den. d'he skoazella, d'her c'hrenvaad var an douar,
d'hen hentcha varzu an Env, da sklerijenna he spered,
.NHO
32 VAR AR RELIJION
.NTO
da gennerzi he galoun, da rei d'heomp ar gouraj da ober
hon dever penn-da-benn, e kever Doue, e kever hon
nesa, en hor c'hever hon unan. Mad eo da lakaat ar
peoc'h etre an dud, an urz en tiegeziou, ar garantez etre
an holl ; da vouga an dizurz hap an droullans : mad eo
da bep tra : ad omnia utilis est.
Ma zeuz hirio kement a ziezamant etouez an dud,
mar teu ar paour da zellet kement a dreuz ouz ar pin-
vidik ha da lavaret : perak da hen-ma an aour hag an
hean ha din-me ar bara groz hag al labour ; mar teu ar
pinvidik da suna c'houezen ha goad ar paour ha da ni-
veri pegement a dalv pep diveraden zour a guez diouz
he dal ; ma vank ar vugale da zenti ouz tad ha mamm,
d'ho dilezel, da gaout mez ouz ho anzao, perak kement-
se ? Abalamour ar relijion a ia fall : quia nullus est
qui recogitat corde.
Va Breudeur, greomp eta evel sant Mark, patroun ho
parrez kredit d'ar relijion, heuillit ar relijion, ha
dreiz-hi ma na vezit ket atao eürus var an douar, e
c'hellot da vihana esperout beza eürus en Env. Evel-
se bezet great.
* * *
.NPO