Stag ouz ar groas, Jesus-Krist a ioa dija tremenet,
pa deuas eur zoudard, gant eun taol goaf, da zigeri he
gostez. Euz ar gouli e strinkaz eur berad lin-c'hoad ouz
daoulagad an den didruez ha Longin, dall he ene beteg
an heur-ze, a zeuas dezhan ar guelet.
Neuze en eur zellet ouz ar galoun nevez toullet gan-
than hag en eur zounjal er burzud c'hoarvezet, Longin a
gredas e zoa Jesus-Krist mab Doue hag a zeuas da veza
eur zant.
D'an deis hirio, gouel ar Galon Sakr, hag ouspenn
en ho parres c'houi, deis pardoun ho c'hilis nevez,
greomp evel Longin, eur zell pis ha guirion var galoun
hon Doue.
.NHO
16 VAR AR GALON-ZAKR
.NTO
Mar he studiomp mad, goulaouen ar feiz ganheomp
en hon dourn e velimp eo hi ar galoun venniget-ma a
zo evidomp var eun dro :
Guir alc'hoes ar Baradoz.
Guir gelennadurez hon ene.
Guir gonsolation hor buez.
*
* *
Kaloun Jesus a zo alc'houez ar baradoz.
E derou an amser, an den kenta da zeis he grouidi-
gez a gavas, great evithan gant he Zoue, ul lojeis
pinvidik.
A zioc'h he benn, bolz an Envou dirodellet e giz
da eun doen c'hlaz staget outhi, evel tachou aour,an
heol da sklerijenna an deiz ; al loar, ar stered da gae-
raad an noz. Dindan he dreid an douar oe bet diazezet
stard var he ael, gant he vleuniou, he frouez, he loaned
a bep ment hag a bep stumm.
En dro dezhan kelc'h ar mor, gant kement a vag en
he zounder hag en he ledander.
Hag an traou-ze, dezhan oant oll. Rak oll oant bet
great evit he vad pe he blijadur.
Ia, kaer oa al lojeis, kaer an ti. Ha mestr an ti,
kaeroc'h c'hoas, savet ploum var he ziou c'har, soun
he benn var he ziouskoas, tro he lagad varzu an Env,
laouen he dal, lemm he speret, karantezus he galoun,
digaillar he ene. Ia, d'an deiz-ze, an den a ioa kaer, an
den a ioa eurus ; hen oa roue an douar ; ennhan evel
.NHO
VAR AR GALON-ZAKR 17
.NTO
en eur mellezour difazi, e kaved poltred he grouer.
Ha Doue he-unan, goude her beza great ar pez ma zoa,
her c'havas divank, diabeg e pep gis : Vidit Deus quod
esset valde bonum.
Kaeroc'h c'hoas hag eurusoc'h e tlie beza, kouls-
koude, he blaneden da zont.
Goude beza tremenet var an douar, en eul laouene-
digez heb he far, muioc'h pa neubeutoc'h a vloaveziou,
e zoa galvet heb rankout tremen dre ar maro, da eur
vuez all c'hoas dudiussoc'h : he hano a ioa skrivet hag
he renk merket er baradoz.
Mez goud a rit petra c'hoarvezas. Eur frouezen tentus,
mez difennet, a ziskaras hon tad hag hor mamm genta.
Varlerc'h ho dizentidigez, tenvalijen ar spered, sem-
pladurez ar galoun, techou fall ar c'horf, an anken, ar
c'hlenved, ar maro, gwalinier dianavezet a ziagent, en
em zirollas var an douar. Gwasoc'h c'hoas ! ar pec'het
a zerras dor an Env hag a dorras an alc'huez.
Mez eun devez, d'an heur merket gant ar Brovidans,
eur c'hrouadurik bihan a zeu var an douar. Den kouls
lavaret ne daolas evez hebed ouz he zonedigez. Ha
penaos sonjal ennhan ? Evit kavel n'hen doa nemet eun
dournad plous ; evit ti eur c'hraou hanter zisto ; evit
mamm eur grouadurez humbl, evit tad mager, eur
micherour paour. Ha koulskoude da heur he c'hine-
velez, Elez ar Baradoz a lavare : « Gloar da Zoue er
penn huella euz an Envou ha var an douar peoc'h d'an
dud a volontez vad, rag eur Zalver a zo ganet hirio an
deiz. »
2
.NHO
18 VAR AR GALON-ZAKR
.NTO
Ia, meulet ra vezo Doue : ia, ra zistroio ar peoc'h e
kaloun an dud, rag evidomp mab Doue a zo deut er
bed. Eveldomp hen deus kemeret eur c'horf hag eun
ene : Se nascens dedit socium.
Epad tregont vloaz e vevaz e kuz, en eur c'hounid
divar bouez he ziou vreac'h he damm bara pemdiziek :
epad tri bloas all e kelennas ar bobl en eur ober da
bep unan vad e peb giz, ha goudeze eur gurunen spern
var he benn, e sammas var he choug eur groas pounner
ha varnhi e c'hen em astennas da vervel.
Araog tremen e lavaras eur gomz : « Va Zad, pardonit-
hi rak ne ouzont ket petra reont. » Ha goude, eur gomz
all : « Consummatum est, peurc'hreat va labour, peur-
achuet an alc'houez. » Ia, va Breudeur, torret oa
d'an heur-ze ar zetans douget en hon enep. Troad ar
groas a stanke an ifern : beg ar groas a zigore an Env,
ha diveza berad goad kouezet a galoun Jesus-Krist a
beurnetea hon eneou. Setu ni a nevez, ken-vreudeur
ma zoomp da Jesus-Krist, guir vugale Doue hag heritou-
rien he varadoz.
Mez, piou ha petra a lakeaz hor Zalver da zisken e
kraou Bethleem ? Piou ha petra 'reas dezhan pignat var
menez kalvar ?
Piou ha petra, va Breudeur ker ? Sellit ouz he boltred
hag e tiskouez deoc'h he galoun, he galoun dener, true-
zus, douget dre ar garantez da baea hon dle da Zoue he
dad : Se moriens dedit in pretium.
Me ho salud eta kaloun sakr, deoc'h bennos, meu-
leudi, hirio, varc'hoaz, da viken. C'houi en ho madelez
ho c'heuz lakeat em dourn eil alc'houez ar Baradoz !
.NHO
VAR AR GALON-ZAKR 19
.NTO
*
* *
2. - Kaloun Jesus-Krist, kelennadurez an den.
Koulskoude, va Breudeur, evit mont tre, n'eo ket
awoalac'h kaout eun alc'houez, red eo c'hoas he lakaad
er potail ha rei dezhi eun hanter tro.
Setu perak, sant Paol a lavare gueach all : adimpleo
in corpore meo ea qu desunt... peur-achui a raan va
unan, ar pez a vank evidhon da bassion Jesus-Krist.
Setu perak ive, kaloun Jesus-Krist ouspenn ma zeo
evidhomp alc'houez an Env a zo eur gelennadurez evit
hon Ene.
Sant Augustin a lavare : « Noverim te, noverim me.
Grit, o va Doue, ma ho c'hanavezin mad ha ma c'hen
em anavezin va unan. » Evit anaout Doue, eur zell en
dro d'heomp ha varnhomp a zo peadra awalc'h. Rak
Doue, evel eur micherour bras, en deus skrivet he hano,
merket mad eo var gement hen deus great. Skrivet eo
var ar firmamant e lizerennou aour, skrivet e meur a
liou dizhenvel, var ar bleunv a flastromp hep sonjal
enn'ho dindan seul hor botez prenn ; skrivet en hor
c'haloun pa garet sellet outhi, skrivet eo dreist holl e
kaloun Jesus-Krist.
Setu hi aze kaloun va Zalver, sellit outhi mad, selaouit
piz ar pez a lavar hag e velfot.
Da genta, pegement e kar ar vertus.
D'an eil, peger bras kasouni he deus ouz ar pec'het.
Piou ac'hanoc'h, eme Jesus-Krist, eun devez, a damallo
d'in-me eur pec'het benag ? Hag an dud, ken douget
.NHO
20 VAR AR GALON-ZAKR
.NTO
koulskoude da gaout abeg a rankas tevel ha stoui ho
phenn. Hag e guirionez, va Breudeur ker, kaloun Jesus-
Krist adalek an heur genta betek an heur ziveza, a zo
evidomp evel eun tabernakl mysterius, dastumet ennhan,
var eun dro, da heul ar pez a zo a vella e kaloun an den,
holl c'halloud, holl binvidigez, holl vadelez kaloun
Doue : Quacumque sunt vera, sancta, pudica, amabilia,
si qua virtus, hoc cogitate.
Deski 'ra d'heomp peger waz tra eo ar pec'hed. Ar
pec'her a lavaras da Zoue : « N'oud ket d'in mestr, ha
mar d'oud, ne raan forz a ze ; ne zentin ket ouzit ;
« non serviam ». Ha Doue, rak ma c'hentent beza
mestr, a blad prim ar pec'her, pe a c'houlen evit hen
espern eun iskus din deus he vajeste, ha neuze Jesus-.
Krist a respount en bon hano : « Setu va c'haloun,
tennit anezhi betek ar berad goad diveza, goad pur,
dinam, disklabez, peadra eo evit paea dle ar pec'her. »
Ah ! aliez e c'hen em blijomp o c'hen em boueza
ervez hon danvez, hor spered, hon deskadurez, hor
gened, hon nerz, hon renk huel... moged, poultren,
netra ken.
Lakit en unan a ziou skudel ar valanz, Kaloun Jesus-
Krist, ha da heul, kement he deus great evidomp ; er
skudel all, hon ene. Tanti vales : setu petra oud
koustet, setu petra ' dalez. - Anavez eta, ene christen,
pegen huel eo da renk, peger kaer kurunen a zo great
evit da dal. Goude da veza prenet, kaloun Jesus-Krist
a dle beza da rekoumpans : se regnaus dat in pr-
mium.
.NHO
VAR AR GALON-ZAKR 21
.NTO
*
* *
Kaloun Jesus-Krist, zo guir gonsolasion ar vuez.
Eur ger c'hoas araok echui. N'eo ket ebken, ka-
loun Jesus-Krist a vez toullet hed ar vuez-ma. Teir groas
a velan var menez Kalvar : kroas Jesus-Krist e kreis,
eur groas all a bep tu . Var ar groas kleis eur pec'her a
ziagent hag o vont da vervel en he bec'het. Var ar groas
deou eur pec'her ive, er pean kenta, mez den just ha san-
tel en heur he varo.
Hag an teir groas-ma a jomm' en ho zav keit ha ma pado
ar bed. Neus fors piou oc'h, paour, pinvidik... ho kroas
ho pezo da zougen. Eur glemmaden, setu kenta merk
ar vuez, ho c'heuz roet, en eur zont er bed. Eur glem-
maden ziveza a beurachuo ho puez. Hag etrezho ho
diou, an dristidigez a iel d'hon heul evel hon skeud pa
bar an heol. Piou ac'hanoc'h ne anavez ket an dristidi-
gez ! Eun deiz pe zeiz eur stok a zo bet roet d'ho kaloun,
ha dre ar stok, ho kaloun blounset, gouliet, a zigasas
an dour var ho taoulagad...
Ar stok ?... d'an deis ma varvas ho pried, ho kroua-
dur..., ma zeas ho mab pell deus he vro, ma voe taolet
pri ouz ho tal..., d'an deis ma zoc'h bet kouezet er pe-
c'het..., piou o savo ? piou ho laouennaio, ho tizammo ?
Kaloun Jesus-Krist digor d'an oll. Kaloun Jesus-
Krist, esperans an oll... hodie mecum eris in parasido.
Hodie... ar vuez zo berr... mecum eris... e vezoc'h
ganhen-me... Me eo hel lavar ha me ne fazian den...
in parasido, eurus da viken.
.NHO
22 VAR AR GALON-ZAKR
.NTO
Parresionis Q*** eurus oc'h da veza savet an ilis ma
komzan deoc'h ebars, eurus rag ma zeo gwestlet da
galoun Jesus-Krist.
Eun dra c'hoas da ober. Savit d'ho Toue eun ilis all :
templum Dei quod estis vos. Ha goude, kurunen en
Env !
AMEN.
* * *
.NPO