Setu hi, ahount, ar japel a zo bet savet eur pemp
kant vloas a zo benag, var bez an hini epad he vuez, a
c'halvet Salaün ar Foll.
Goude beza var dro Lez-'n-Even, klasket en hano
Mari, he dammig bara pemdiziek, Salaün a zistroe ama
dindan he vezen.
Da ober he bred e soube he damm bara er feunteun
ha goudeze en eur gana meuleudi he itroun ar Verc'hez
Sakr, e c'hourveze var an douar noaz evit kemeret he
gousk, eur mean ganthan dindan he benn.
Ar foll ervez an dud a voe ar fur ervez Doue, rak
m'hen doa anavezet mad ne maomp var an douar nemet
evit gounit ar Baradoz.
Evel testeni euz he zantelez, eur flourdelizen gaer,
.NHO
4 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
hano Mari, e lizerennou aour, merket var he deliou,
a ziwanaz var ar bernik douar a c'holoe he gorf maro.
Eun nebeut goude, ar japel gaer a zo dirazomp a
voue savet var he vez, hag ennhi hon tadou kos, deuet
a bep korn tro var dro, a veze guelet var ho daoulin o
c'hen em erbedi ouz Mamm Doue.
Tud an Arvor, tud an Argoat, ho c'hreden, ho fizians,
ho c'harantez a zo a rumm da rumm, en em zalc'het en
ho touez. Ha setu ganeoc'h, hirio, d'ho tro, karget an
dachen vras man.
Itroun Varia 'r Folgoat, evidoc'h int deuet.
Anezho deoc'h hag ac'hanoc'h dezho e tlean eta kozeal.
C'houi ho c'hemer evit ho pugale : hi, ho kemer evit
ho mamm.
Grit, o Guerc'hes sakr, ma tiskuezin peger kouls
mamm, oc'h evitho ha pegement e tleont poania da veza
evidoc'h bugale vad.
*
* *
Va breudeur ker, Piou ac'hanomp n'hen deuz ket
guelet eur veach benak eur c'hrouadurik bihan gour-
vezet en he gavel : he zaoulagad glaz savet ganthan var
zu an Env, he vleo melen rodellet en dro d'he dal, he
ziou vreac'h daoubleget var boull he galoun e seblant
gant he vuzellou hanter-zigor, mousc'hoarzin ouz elez
ar Baradoz
Ha c'houi, avi deoc'h ounthan marteze a lavare ouzoc'h
ho c'hunan : « Na te a zo euruz, chomet ma zeo en
he fez kurunen gaer da vadiziant ! »
.NHO
AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM 5
.NTO
Marteze ive, truez ounthan en ho kaloun e lavarac'h
ouspenn : « Krouadurik paour, petra e teui-tu da veza
var an douar ? Eun neudennik netra ken, torret eaz
gant an disterra stokat, a stag ac'hanout ouz ar vuez !
Ha petra c'hellez nemet en em glemm ? Goestl da gozeal
n'out ket c'hoas ; goestl da labourat kennebeut ; goestl
d'en em zifenn kennebeut all. Koulskoude an hent a zo
rust ; penn-da-benn danjerou stank ha poaniou garo !
Da lezel gant da nerz da unan, eun devez pe zaou, a ve
barn ac'hanout da vervel.
» Krouadur paour, piou gant truez ouzid a daolo
ac'hanout evez ? »
Piou ? Va breudeur ker, her goud a rit koulz ha me,
en he gichen e ma he vamm.
Oh ! ma ve en ho touez unan hag a lavarfe d'in :
« Me ne meus ket, me, anavezet va mamm. » Dezhan
d'am zro me lavarfe :
« Va breur, va c'hoar ger, truez a meuz ouzoc'h,
gwalc'h va c'haloun, rak n'ho c'heuz ket anavezet ar
pez a zo goude Doue brassa tenzor ar vuez-ma. »
Ar vamm keit ha ma vezo bihan he c'hrouadur, her
mago gant leaz poull he c'haloun ; hi her mailluro, hi a
zesko dezhan kozeal, a zesko dezhan bale, hen dougo pa
vezo skuiz, a dommo he zaouarn etre he re, he benn e
pleg he gouzoug : hi, pa welo, a zec'ho he zaelou gant
kil he dourn ha gant eur pok.
Dre ma kresko, d'ezhan e roio an tamm mezer tomma,
evithan e tispartio ar guella tamm bara, kentoc'h he
lezel da gaout naoun, e chommo he unan heb tamm.
.NHO
6 AR VERC'HEZ ZO HOR MAMM
.NTO
En noz, en deiz, da bep mare, heb skuiza, heb damanti
guech hebed, e vez kavet atao prest : prest da rei he
nerz, prest da rei he foan, he amzer, he buez m'ar deo
red !
Hag an eil bep eil tro, a lavar d'egile an daou c'her
ken karantezus : « Va c'hrouadur ! va mamm ! » gant
eur vouez ken tomm, ken tener, ken dudiuz, ma trido
ouz ho c'hleved kaloun an Aotrou Doue he hunan.
*
* *
Va breudeur, setu aze petra eo eur vamm din eus an
hano a zoug.
Hogen koulsgoude :
Ar Verc'hez sakr a zo eur vamm evidomp : hor c'he-
meret he deuz evit he bugale.
Brema zo trivac'h kant vloaz, eur groas a voue savet
var menez Kalvar, hag outhi tachet divar bouez he
bevar-ezel, Jesus-Krist a iea da vervel.
Ehars ar groas, eur vaouez hag eur goas en em zilet
etouez he vourrevien, a zo deuet da rei dezhan eun
diveza merk a garantez. Unan eo ar vamm ankeniet,
egile Sant Iann, ar mignon tener.
Jesus-Krist a zo dija en he angoni, hag her gout a rit
rak piou ac'hanomp na velas ket unan benag var
nez mervel komzou eun den var he dremenvan a zo
evel birou lemm eun dant dezho a bep tu ; buhan e
zeont doun hag eur vech eat e chomont.
Hogen, en eur zellet bep eil tro, ous he vamm hag he
ziskib muia karet, hor Zalver a lavar : « Mulier ...
.NHO
AR VERC'HEZ ZO HOR MAMM 7
.NTO
Maouez paour, mamm oc'h bet, mamm na viot mui, rak
ar mab, n'ho poa nemet-han, a ia da vervel ; hiviziken,
den n'ho kalvo he vamm !
« Eo, koulskoude, mamm e viot c'hoas, rak me a ro
deoc'h bugale all ; hennez hag ar re ho karo eveld'han a
vezo deoc'h bugale. » Ecce filius tuus.
*
* *
Mez, Guerc'hes sakr ! Eun dra a zeu da spounta va
c'haloun.
Ar vamm, eur vamm vad, a zo bras he c'harantez.
He galloud, siouas ! a vez aliez bihan.
Mammou kristen, ama ouz va zelaou, c'houi guelloc'h
evidon-me a c'helfe hen diskouez.
1º Aliez, re aliez en em gavit dic'halloud eneb ar
maro.
Pet gueach, ni ho peleien galvet ganeoc'h da vont
d'ho ti, n'hon deuz-ni ket klevet ac'hanoc'h o lavaret :
« Setu hen ama var va barlen, va c'hrouadurik paour ;
aon a meuz na zeuffe ar maro d'hen c'herc'had. Grit,
oh ! grit ma chommo gant ar vamm ar c'hrouadur he
deuz ganet, lavarit din ne varvo ket. »
Ha ni a ranke respount : « Mamm gristen, ar maro
hag ar vuez zo e pleg dourn Doue ; aliez e diou veach
eurus an hini a varv abred ; aliez teir gueach dizeür an
hini a jomm da goza. Lavaromp kentoc'h : Fiat : ho
polontez bezet great. » ,
Ha dirazhomp an ealik bihan a harpe da vervel he
.NHO
8 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
benn var beultrin he vamm. Oh ! ma vije bet gallet prena
buez gant karantez, bevet en divije. Mez n'oa ket deuet
da jomm, hag epad ma welet en dro d'he gorf maro he
ene a nije varzu Doue da gana kantik ar Baradoz.
2° Dic'halloud eneb ar baourentez.
Nag e pet lochennik soul en eur zihuna var he c'hol-
c'hed kolo, eur c'hrouadur n'hen deus ket lavaret :
« Naoun a meuz. » Ha c'houi he vamm, naoun deoc'h
koulz ha dezhan a ra eur zell var ar planken : goullo eo ;
eur zell e korn an armel : guerzet an diveza pez dillad !
hag e respountit : « pa voaz bihan e roen d'id leaz va
c'haloun ; hirio ne meuz nemet daelou va daoulagad ;
gortoz ma vezin bet o klask. »
Hag e zeac'h a zor da zor da lavaret : « Eun draïk
benag en han' Doue ! evit na varvo ket gant an naoun
ar c'hrouadur hag he vamm. »
3° Dic'halloud eneb tristidiges ar vuez-ma.
Piou en ho touez n'hen defe ket lavaret evel peleri-
nez Rumengoll :
Va c'hrouadur 'zo d'in, nann na gredin biken
E ve mare ar pred ma n'e ma em c'hichen
Ous va zaol o tribi he damm.
Her guelet netra ken a ra d'in plijadur :
Eun tamm bara segal a vez c'hoek ha natur
P'hen dreb ar mab gant tad ha mamm.
Koulskoude, hirio an deiz, pet en ho touez n'ho deuz
hi ket eun devez guelet ar post o lakaad eun tammik
.NHO
AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM 9
.NTO
paper var gorn ho zaol; skanv eo evel eur bluen, ha
koulskoude e ro evel eun taol hors var ho kaloun
lavaret o c'heuz : « va mab a ia da soudard. » Eiz devez
varlere'h e zoc'h eat d'hen ambroug betek korn an hent
kar . « Kea en han' Doue, va mab ; beach vad d'id ha
kenavezo'r c'henta distro ! » Hen a ieas : c'hui zistroaz
hag en eur vont e lavarac'h : marteze n'her guelin ken ;
hag an abardaez-se, den en ti na zrebas grinsen : ar
plas chommet goullo a stanke ar galoun.
Marteze, deac'h diveza en eur renka he zillad e korn
ar bank e lavarac'h en eur wela : Daoust hag hen a
zistroio da uza ar re-ma ? Varc'hoas, evithan e zin da
bardouna d'ar Folgoat. Hag er mintin-ma var ho taoulin
er japel e lavarac'h : « Mamm venniget, c'houi gueach all
eveldon-me hirio, a c'houlenne ho mab diank. Eur zell
a druez ouzin : ho preac'h zo hirroc'h eget va hini : grit
ma na jommo ket eskern va mab da venna var an douar
estren ; grit dreist-holl ma ne gollo ket, etouez tud ha
ne gaozeont ket ar brezounek eveldomp-ni, he lod e
Baradoz Doue. »
Ia, va Breudeur ker, breac'h ar Verc'hez a zo hirroc'h,
nerzusoc'h eget breac'h mammou ar bed-ma. Beza eo
eme sant Bernard, holl c'halloudek dirak Doue, nann
dre nerz he wenn, mez dre nerz he fedenn : ommipo-
tentia supplex.
Ha kement-ma n'eo ket estoun.
Ar Verc'hez a zo, var eun dro
1° Merc'h muia karet Doue an tad.
.NHO
10 An VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
2° Mamm garantezus Doue ar mab.
3° Pried dinam Doue ar Spered glan.
Kouls ha ni evit guir, e tiskenn a liguez Adam ; Mez
Doue a falvezaz d'ezhan, ober anezhi eur grouadurez
dibab. Araog he ginevelez, ar profet, digor dirazhan
levr an amzer da zont he guelas o pignat euz an desert :
dudius evel ar goulou-deis, splamm evel al loar,
lugernus evel an heol, nerzus evel eun arme linennet
evit ar stourmad.
Kaeroc'h c'hoas en em ziskuezas d'an heur ma teuas
er bed. Consevet oa bet dibec'h ha genel a reas dinam.
D'an oad a dri bloaz en em roaz holl da Zoue.
Atao leun a spount rag ar pec'het, leun a deneridigez
evit an dud, dastummet gant-hi en he c'haloun ha gant
he brassa aket an holl vertuziou a c'heller da gaout, e
vevas digaillar e peb giz epad he buez hed ha hed.
Pa zeuas evithi, heur ar c'himiad, e varvas, nann dre
gosni na dre glenved : mervel a reas dre nerz he c'ha-
rantez evit Doue.
Hag, hirio, en deiz, digemeret er baradoz korf hag
ene, santelloc'h he unan eget an oll zent all var eun
dro, rouanez an Envou ha rouanez an douar, eo azezet
e kichen he mab var huella kador a zo goude kador
an Aotrou Doue.
Setu perak, eo dirazhi, digor frank tenzor ar baradoz.
Dirazhi eo falvezet gant ar Brovidans skuilla varnhomp
holl c'hrassou Doue : omnia per Mariam, beza eo
evidomp, eme Vossuet, eun eil Salver ar bed.
.NHO
AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM 11
.NTO
Hi a roas d'heomp Jesus-Christ ha dreizhi, abaoue,
evel dre eur c'hras misterius e tisken trugarez Doue.
Harp a ro d'an oll.
1° Harp a ro d'ar guir gristenien. Roit d'ar bugel eun
dra hag a ra d'ezhan plijadur, d'an dra-ze ar bugel a
zalc'ho stard, outhan e sello aliez ha goude e redo da
gaout he vamm. « Va mamm, emezhan, lakit hen-
ma a gostez ; me her c'holfe, marteze ; marteze hen torfen ;
marteze c'hoas he ve laeret divar va c'houst ; c'houi hen
diouallo mad ha ganeoc'h me er c'havo pa garin. »
Eneou kristen, pet gueach dirak ar Verc'hez n'ho
c'heuz-tu ket lavaret ar memes tra : « Mamm zantel, ar
bed zo fall, va c'haloun dinerz, aoun a meuz da goll va
ene ; diouallit ac'hanon, Itroun. » Ha dre skoazel Mari,
en despet da bep tra, e zoc'h chommet pur ha disklabez.
Harp a ro d'ar bec'herien.
Eun den kouezet en eur puns doun, a jomm esper
en he galoun keit ha ma talc'h krog er gorden. La-
varet a ra : « Ar gorden am dalc'ho a zioc'h an dour ;
ar gorden a vezo evidon eur skeul da bignat er meaz. »
Va breur, va c'hoar ger, kouezet oc'h er pec'het, ne
gollit ket esperans. Guelloc'h eget eur gorden a zo
azioc'h ho penn : dourn ar Verc'hez Vari zo astennet
varzu ennoc'h.
Ar pec'het, her goud a raan, a zo pounner da zibrada.
Mez he dourn a zo krenv hag astennet gant eur garan-
tez padus. Ma talc'hit krog mad ne deot ket da goll.
Hag aliez evit ho savetei ar Verc'hes a lakaio en implij
ar pez a zeblant an nebeuta nerzus var an douar.
.NHO
12 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
*
* *
Er pardaez-se an tad difeis hag he verc'h iaouank
n'oa nemet-ho, ho daou er gear.
Hag an tad lavaret : va merc'h, kit d'ho kuele, deut
eo ar mare.
Va zad, boazet oun bet gant va mamm, da lavaret
araok, va fedennou dioc'h an noz ; anez ne c'hellin ket
kousket.
Ped da unan neuze, me ne bedan mui.
Hag hi var he daoulin dirag imaj ar Verc'hez, lavaret
he fedenn a vouez huel. En eun taol krenn e chom a
zav : « Va zad, ar pez a jom da beur-echui va feden
a zo bet gant va mamm difennet ouzin lavaret dirazoc'h. »
Ah ! me fell d'in her c'hleved.
Hag hi neuze : « Eun tad e meuz, eur vamm ive, ho
c'haret a dlean, ho c'haret a raan ho daou.
» Va mamm a bed ac'hanoc'h hag a bed Doue. Va zad
avad 'a bed na Doue na c'houi.
» En dra-ze pa zounjan bemdez e welan, gant aoun na
vemp dispartiet er bed all.
» Pa zoc'h mamm d'heomp hon tri, sellit outhan a
druez. Grit, Guerc'hes santel, grit ma vezin eun deis er
baradoz etrezo ho daou evel ama. »
En abardaez-se, an tad, daoulinet e kichen he verc'h,
a zeske ganthi hag a lavare var he lerc'h ar pedennou
hen doa pell a ioa ankounac'heat.
A beden he verc'hik vihan, Mari he doa great evel eun
alc'hoez aour da zigeri d'ar feiz he galoun kaledet.
.NHO
AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM 13
.NTO
*
* *
Setu perak, e peb korn eus hor bro, holl, kos ha
iaouank, desket ha dizesk, paour ha pinvidik e tiskoue-
zomp kement a fizians er Verc'hez.
Dibaot ar parreziou ha na ve ket ennho kavet eur
japelik benak savet en he enor. Kaout a reomp dreist
oll Rumengoll var douar Kerne hag ar Folgoat var douar
Leon.
Lod a lavar : Ar feiz e Breiz a ia kuit. Va breudeur,
setu ama ho respount. Ho kroaziou, ho panielou douget
er mintin-ma gant ho tiou vreac'h nerzus a vel kaer d'an
holl, a lavar en ho c'hano : Ar feiz e Breiz a zo beo ha
iac'h : evel hano Mari skrifet e lizerennou aour var
flourdelizen Salaün, eo skrivet en hor c'halonou e lize-
rennou beo : kristenien omp ha kristenien e chommomp
betek hor maro !
Lod all a lavar : Beza a du gant an Ilis eo beza enep
he vro.
Hag er mintin-ma, dre ar c'han a dregerne, tro var
dro d'ar japel, c'hui evithi a c'houlenne bennos Doue.
Patronez dous ar Folgoat
Hor mamm hag hon itroun
An dour en hon daoulagad
Ni ho ped a galoun,
Ar Frans zo bras he enkrez
Mont a rai da netra
Sellit outhi a druez
Truez, o Maria.
.NHO
14 AR VERC'HEZ ' ZO HOR MAMM
.NTO
*
* *
Guerc'hez venniget, me ne c'hellan nag anaout na
niveri ar re a zo deuet ama, hirio, da veuli ac'hanoc'h.
C'houi, mamm ger, ho c'hounto, ho anavezo, a
zalc'ho anezho sounj.
Epad ho buez c'houi he diouallo.
Pa skoi evitho an heur da guitaat an douar e
tiskennot e kichen penn ho guele hag en tu all d'ar
maro, ha dioc'h-tu, e tiskuezot ar baradoz digor evit na
vezo ket rust na c'hoero an disparti.
C'houi c'hoas, var dreujou an eternite a zeuio var ho
arbenn astennet ganeoc'h ho tourn en eur lavaret :
« Deuit va mab, deuit va merc'h, ho c'hanaout a raan.
roud penn ho klin a zo chommet en iliz ar Folgoat hag ho
peden moullet em c'haloun. » Ha neuze dourn ha
dourn ho c'hassot dirak ho mab Jesus hag e lavarot :
« Va mab, setu ama va bugale all, ar re ho poa roet d'in
var menez Kalvar. »
Evitho, eur plas en ho ti, eur gurunen en hor baradoz,
evitho perz da virviken en hor gloar hag en hon
eürusded. Evel-se bezet great.
* * *
.NPO
II.